|
|
|
|
|
|
|
Lun 10 a viz Kerzu,
niv.171 Pellgargit ar pennadoù e
stumm Word Evit resev ur gemennadenn bep Lun evit ar Bremaik nevez, kasit ho chomlec'h da: bremaik@free.fr Petra
oa keleier Bremaik warlene? Klikit amañ! |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Gwallamzer e Breizh |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Start an traoù e Bali |
|
|
M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Ur gouel evit ar
filmoù savet gant pellgomzerioù! |
|
|
Hoel Louarn |
|
|
|
|
|
|
|
Un trec’h ouzhpenn evit Amdouni |
|
|
Dec’h e tremene kampionad Europa ar
c’hross-kountri e Toro (Bro-Spagn). Ur C’horsikad, Mourad
Amdouni, anavezet mat gant an atleterien, zo bet trec’h er redadeg
Junior dirak Florian Carvalho (US Nemours), ispisialour war an Ha pa oa gortozet paotr Bastia, ne oa ket simpl
dont a benn da drec’hiñ, dreist-holl ne oa bet morse ur
“Gall” o trec’hiñ araozañ er c’hampionad-se.
Ispisialour ar c’hross (daou ditl a gampion Bro-C’hall en deus bet
er bloavezhioù tremen) hag ar 5000 metr, (e rekord d’an 12 tro hanter:
13’56”03) n’eo ket echu gant ar paotr yaouank-mañ da
souezhañ ac’hanomp. Na Florian Carvalho kennebeut, eil ar bloaz paseet
dija a-dreñv Mourad Amdouni e kampionad Bro-C’hall ar
c’hross-kountri ha pevare e kampionad Europa an 800 metr gant un amzer
a 1’48”95. M’en doa spi Mourad Amdouni da zont a-benn
da bakañ ar vedalenn aour ha fiziañs ennañ, ne soñje Carvalho
“nemet” en ur plas e-touez an 10 kentañ. Ouzhpenn an daou-se e
c’heller ouzhpennañ Hassan Chahdi, paket gantañ an eizhvet plas!
Evel-just, gant disoc’hoù ken mat eo paket ar plas kentañ gant skipailh
Bro-C’hall. Dalc’homp soñj e oa ivez daou Vreizhad o
redek: Gwendoline Despres, e redadeg ar merc’hed deuet, a echu d’an
42vet plas pa zegouezh Fabrice Jaouen da 38vet e hini ar baotred. Gant
mignoned e skipailh e pign hemañ diwezhañ war trede plas ar podiom. Kenan an Habask |
|
|
|
|
|
|
|
|
My Blueberry Nights |
|
|
Frañs,
Hong-Kong – 2006 Senario
ha seveniñ : Wong Kar-Wai
Setu Wong Kar-Wai o filmañ ar Stadoù-Unanet gant
al livioù flamm eo boas outo. A bep seurt a glever diwar-benn My Blueberry
Nights e gwirionez. Tud penn-mouzh a lavar n’eo ket film gwellañ
Wong Kar-Wai (daoust hag-eñ ne chom ket ur film fall gantañ ur film
dereat-tre avat?), pe c’hoazh n’emañ ket en he aez ar ganerez
Norah Jones (ma, daoust da bep tra e hañval ar ganerez-se bezañ un aktorez
gwall zonezonet pa seller onest ouzh he ferzh). A-wechoù eo ar vurutellerien
o defe da vezañ burutellet o-unan ("Biken ken" a anzave
Truffaut goude bezañ paouezet gant ar vicher-se). Ur film-tre eo My
Blueberry Nights ha ne c’heller rebech dezhañ nemet bezañ re verr. Gwelloc’h
ober e soñj drezañ e-unan atav. Meriadeg Vallerie Evit gouzout hiroc’h: www.myblueberrynights-lefilm.com "Enez Black Mor" bannet en Oriant
"1803, war aodoù Kerne-Veur. Kid, ur minor 15
vloaz, a zeu a-benn da achap kuit eus ti an emzivaded e-lec’h ma oa
bac’het e-giz er galeoù. Ne oar ket peseurt anv gwir zo gantañ ha
n’eo perc’henn war tra nemet ur gartenn. War ar gartenn-se, un
enezenn, e-lec’h ma vefe un teñzor…" Digor d'an holl, yaouank, kozh, danvez-brezhoneger
pe ampart c'hoazh ! Evit gouzout hiroc'h: pgz 02 97 21 37 05 (Emglev
Bro an Oriant) |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Burial – Untrue |
|
|
Keñveriañ gant an daou
strollad bet meneget a-us? Evel-just. Amañ emaomp e bed ar sonerezh elektro
tomm, diazezet alies-tre war mouezhioù doare sonerezh soul (Archangel,
da skouer) ha sonioù boud-boud da vat. Met ouzhpenn a zo: gant Burial
e vez mesket dub, 2-step, elektro, R'n'B, hip-hop, dance, ambiant, house. Met
just a-walc’h: ken mesket int ken eo dibosupl gwelout penaos int
rannet, didroc’het ha peget en-dro. Brav-eston ivez Dog
Shelter, evel pa vefe kroget strolladoù al label 4AD (Dead Can Dance, Cocteau
Twins) da implijout binvioù elektronek. Gant UK en em gaver ne ouzer
ket re war beseurt planedenn, met unan blijus a-dra-sur. Ar re o defe un
tammig aon a c’hallo kregiñ gant Raver, ton diwezhañ ar bladenn,
an hini aesañ ivez. Dav lavarout ar wirionez:
n’eo ket bet burzhudus 2007 evit a sell ouzh ar sonerezh rock pe
elektro. Da vare best of ar bloaz ez eus chañsoù bras da adkavout Burial war
al listenn. R.M. Embannet gant Hyperdub Muioc’h a ditouroù : |
|
|
|
|
|
|
|
Tanavennoù garlized gant bier |
|
|
8 tanavenn garlized – 4 galetezenn gwinizh-du
– 25 cl bier – 20 cl dienn fresk –
Lakait da rollvirviñ ar saourenn besked ha 50 cl
a-zour. Pebrit hag holenit. Ouzhpennit an tanavennoù garlized roullet ha
strapennet gant ur spegig koad. Lezit da rollvirviñ 3 mn, ha tennit diwar
dan. War dan kreñv, lakait ar banne bier da goazhañ
gant ar c’halotez drailhet. Diskargit an dienn ha degasit d'ar berv,
ouzhpennit ar sezv, pebr hag holen, hag an hugenn roz. Raktommit war dan
bihan. Aozit war pep asied un tric’horn galetez
bruskennet, 2 danevenn garlized, pallennit gant ar soubilh, hag echuit gant
un tric’horn galetez, strewit gant kraksivolez ha servijit diouzhtu.
Deuet eo
er-maez deiziataer E
gwerzh 12 euro (mizoù-post profet) dre lizher gant Skol an Emsav, 25 straed
Pierre Martin, 35000 Roazhon. Pgz : 02 99 38 75 83. sae.bzh@wanadoo.fr Gouzout muioc’h hag
urzh-prenañ
Niv. 314 Bremañ zo nevez-deuet
er-maez! Berzh
nec'hus an tuad broadelour pellañ e Suis, ober anaoudegezh gant pobl ha yezh
Republik Mari El, ur pennad-kaoz gant ur pesketour eus ar Gelveneg, labour ar
gevredigezh Aprem Jazz e Bro-Gemper, berzh ar c'hross-country e Breizh gant
redadegoù ar goañv... Kaoz zo diwar-benn tout-se ha leun a draoù all c'hoazh
e-barzh niverenn Bremañ miz Kerzu 2007. Teuliad
peder fajennad an niverenn nevez zo bet gouestlet d'an diouer a eoul-maen. Un
danvez prizius eo ar petrol. Ekonomiezh ha doare bevañ Kornôgiz zo diazezet
war an danvez du... Peseurt efedoù a weler c'hoazh hiziv eus an diouer-se,
peseurt diskoulmoù e-keñver energiezh a vefe tu da gavout ? Kinnig a ra
Bremañ un toullad elfennoù evit magañ ar preder war ar gudenn-se evit hon
amzer da zont. Bep miz e
kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe 1980, pennadoù brezhonek a bep
seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, doare magazin. Embannet
gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm) E
gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|