|
|
|
|
|
|
|
Lun 18 a viz Kerzu,
niv.172 Pellgargit ar pennadoù e
stumm Word Evit resev kemennadenn Bremaik
bep Lun, Petra
oa keleier Bremaik warlene? Klikit amañ! |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Nedeleg
laouen d'an holl ! |
|
|
Distreiñ a
raio Bremaik a-benn ar 7 a viz Genver 2008... |
|
|
|
|
|
|
|
Ur mor a lastez ! |
|
|
M.M. Titouroù ouzhpenn :
M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
"Fest-noz Vras
Kalanna" e Kemper |
|
|
Hoel
Louarn Pladad lipous (eog gouez,
ton mogedet, avu druz graet er gêr, kig-moc'h eus an ti-feurm, tartar
bezhin): 30 euro Fest-noz adalek 9e noz
betek ar goulou-deiz: 10 euro (5 euro evit ar skolajidi, digoust evit ar vugale) Mouchig-Dall
Nedeleg dimerc'her!
|
|
|
|
|
|
|
|
Bis repetita evit Rusia ! |
|
|
Rusia a oa bet e Breizh evit en em dommañ un tamm.
An dro gentañ o doa d’ober e Sant-Brieg
eus an 2 d’ar 4 a viz Kerzu. Tremenet e oa aes ar skipailh
oc’h en em zizober eus skipailhoù Aostralia, Makedonia ha Brazil. En
eil tro e veze digudenn o c’hrogadoù a-enep skipailhoù Kroatia,
Bro-C’hall hag Angola. Ne gollent nemet a-enep d’ur
skipailh...hini Norvegia! Tomm e oa bet ar c’hrogad ha ne oa bet nemet
ur pal evit dispartiañ an daou skipailh (22-21). Met tremen a rae memes tra
Rusia e kard-gourfenn... ha gant poan e teue ar Rusianezed a-benn ouzh
Hungaria (36-35!). En hanter-gourfenn ne oa ket diaes dezho tamm ebet tremen
dreist da skipailh Roumania (30-20), skuishaet gant o zrec’h war ar
C’hallaoued. Ne chome nemet ur c’hrogad evit dont a benn da
zerc’hel o c’hurunennoù bet tapet e 2001... ouzh an Norvegianezed
hag hini 2005. A-benn ar fin, goude bezañ bet lakaet diaes gant skipailh
Norvegia e penn kentañ ar c’hrogad e tihune Rusia. Merc’hed
Evgueny Trefilov a drec’he 16 da 12 en hanter amzer ha derc’hel a
raent da vont evit trec’hiñ a-benn ar fin 29-24. Vad en deus graet
dezho douar Breizh! Eus o zu ec’h echue ar Gallezed d’ar
5vet plas. A-drugarez da Valérie Nicolas, o mirerez palioù a Vro-Leon
ec’h echue Bro-C’hall, ar vro aozer, d’ur plas dereat. Kenan an Habask Sk. gant Lila Le Fur
(Krogad Rusia-Brazil, Sant-Brieg, 4 a viz Kerzu) |
|
|
|
|
|
|
|
|
I'm not there |
|
|
Stadoù-Unanet Amerika - 2007 Seveniñ : Todd Haynes C’hwec’h aergelc’h ha
c’hwec’h den a sav amañ poltred an arzour-kaner amerikan Bob
Dylan.
Kavet e vo un tammig start ar film gant tud zo, ur
gwir boelladenn filmañ eo. Barzh, aktour, star, protest singer, arzour awenet
gant reoù all, preacher, un den diaes e zarempredoù gant ar merc’hed...
Setu ar pezh a c’haller gwelet eus Bob Dylan er film. Pep aktor en deus
e stumm da c’hoari, met Cate Blanchett a zo bamus e rol Jude Quinn,
Dylan "provok" 1966. Ur film brav ha speredek hag a roio c’hoant
da bep hini da selaou en-dro kanaouennoù an arzour-meur. G.L. Kement ha gouzout
hiroc’h: www.myspace.com/imnotherelefilm Filmoù da welet er sinema da vare
Nedeleg...
E keñver DVDoù da brofañ pe da feurmiñ ez eus
dibab ivez! Eil rummad Prison Break, Director’s
cut Blade Runner, adembannadur Jin-Roh, film bevaat japanat
a-feson, Deathproof Quentin Tarantino, Shrek 3... Ha sur
a-walc’h filmoù all a vo difoaret gant ar stalioù ! Plijadur deoc’h dirak o skrammoù ! G.L. |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Best of 2007 |
|
|
Menegomp memes tra Klaxons (Myths of the
Near Future), ur pennad diwar o fenn a zo bet amañ. Dreist o abadenn en
Transmusicales er bloaz tremenet, dreist o fladenn ivez. Tra nevez ebet ganto:
meskaj rock-elektro levezonet gant ar bloavezhioù 1980, graet propik.
Derc’hel a raint evit o eil pladenn? Gwelet ‘vo. War ar roll ivez Burial
hag e bladenn Untrue, bet burutellet amañ er sizhun dremenet. Brav-eston
eo, ken efedus hag ar wech kentañ ho pefe klevet Massive Attack pe Tricky.
Emañ an amzer yen o tont: chañsoù zo hor befe kalz plijadur o selaou sonerezh
elektro ken tomm e-kreiz ar goañv. Pa gomzer eus sonerezh
elektro ez eo diaes chom hep menegiñ Justice, ur seurt Daft Punk nevez
eus Bro-C’hall. Ma n’emañ ket a-du an holl evit a sell ouzh o
efedusted war al leurenn (gwelet soñjoù an dud goude o abadenn en Astropolis
e Brest e miz Eost), e anzav an holl e c’haller lakaat o fladenn gentañ
e-touez re wellañ ar bloaz tremenet. Menegomp ivez Digitalism, daouad
alaman en deus lakaet an holl da zañsal gant o fladenn Idealism. Eus Alamagn
bepred: Apparat hag e albom Walls, ur skouer beurvat eus ar
pezh a zo anvet Intelligent Dance Music. Evit ar re a blij dezho ar
sonerezh lo-fi hag eil derez ez eus peadra da vourrañ ivez gant Stereo
Total, un daouad eus Berlin en deus savet ur bladenn mat-tre anvet Paris-Berlin. Trugarez ivez da Amy
Winehouse (Back to Black eo titl he fladenn), an diva soul nevez.
A-drugarez dezhi e c’haller soñjal emaomp distro d’ar bloavezhioù
1960, pa’z embanne ar Motown pladennoù soul eus ar re wellañ. Diaes
chom diseblant dirak he startijenn (pa ne vez ket re vezv evit kanañ) hag he
zonioù dispar evel ‘Rehab’ da skouer. Evomp ur banne asambles
ganti!
Burial – Untrue
(embannet gant Hyperdub) Justice – Cross (embannet gant Because) Digitalism – Idealism
(embannet gant Virgin) Apparat – Walls
(embannet gant Shitkatapult) Stereo Total –
Paris-Berlin (embannet gant Kill Rock Stars) Amy Winehouse - Back to
Black (embannet gant Universal) Meneg ispisial d’ar
re o deus komprenet emañ bed ar sonerezh o cheñch: Radiohead – In
Rainbows (embannet war-eeun gant ar strollad) Einstürzende Neubauten
– Alles wieder offen (embannet gant Potomak) Ha meneg ispisial ivez
d’ar re a zo deuet a-benn (ken ral eo) da lakaat ar sevenadur rock da
vezañ danvez filmoù sinema mat: Control, sevenet gant Anton
Corbijn, diwar-benn Joy Division hag ar c’haner Ian Curtis This Is England, sevenet gant Shane Meadows, diwar-benn ar sevenadur skinhead e penn-kentañ ar bloavezhioù 1980
R.M.
|
|
|
|
|
|
|
|
Gouel Nedeleg
(da c’hortoz an tad Nedeleg) |
|
|
Korn ar vugale
Aozit ur c’horn er saloñs (e-kichen ar
wezenn gant un daolig izel da skouer, evit kinnig un digor-kalon d’ar
vugale. Lezit ar vugale d’ober war-dro: staliañ ar gwerennoù, ar gwispid
emzic'hizet, ar souezhadenn Nedeleg "mod gwastell eured",
tresadennoù… Souezhadenn Nedeleg mod "gwastell eured" |
|
|
|