|
|
|
|
|
|
|
Lun 11 a viz Kerzu,
niv.126 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Petra
oa keleier Bremaik warlene? Klikit amañ! |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Marv
eo an diktatour Pinochet |
|
|
Reuz
a oa bet dec'h e straedoù Santiago, kêr-benn
Chile, etre an dud chomet feal d'ar Jeneral kozh hag e enebourien, a oa
deuet niverus war blasenn Palez Moneda e koun putsch 1973. Michelle
Bachelet, prezidantez Chile, a oa bet toullbac'het gant tud Pinochet,
hag hi merc'h un enebour d'an diktatour bet lazhet er prizon. Devet e
vo korf ar Jeneral hag ul lid a vo graet gant an arme hepken dimeurzh,
e Skol an Arme e Santiago. Ent-ofisiel he deus kaset Margareth
Thatcher, bet kentañ ministrez Bro-Saoz, ur gemennadenn a
gengañv. |
|
|
|
|
|
|
|
An nukleel dre gendeuziñ |
|
|
M.M. Muioc'h a ditouroù : |
|
|
|
|
|
|
|
Mergodennoù
e Kastell Ruz kêr an Erer Kozh |
|
|
Pal
ar grouidigezh-mañ a zo klask un doare da gontañ
troet muioc’h gant ar fent, ar marvailh hag ar
c’homzoù dibenn : "6 kastellig
bihan, 6 arvest ur gomedienn, evel 6 prenestrig
war ar bed" eme Alain Sachs a zo bet
e-mesk ar re gentañ oc’h implij al
plasennoù-kêr evel l Hoel
Louarn Marvailh: fantastique.
Flemmgan: satire. Luadenn: parodie. "Autrement
dit" d’ar Sadorn
posupl
eo ! D'ar
Sadorn Fellout
a ra d'ar C'harter diskouez e c'haller eskemm war an arzoù
a-vremañ dre ar brezhoneg, ha mont da heul al
lañs a-du gant ar brezhoneg a zo e Kemper . Hiviziken
e vo un droiad brezhonek da geñver pep diskouezadeg en
amzer-da-zont. Da
4 eur goude-merenn. Priz leun 3€, distaol 1,5€ Titouroù
: 02 98 55 55 77. |
|
|
|
|
|
|
|
Laouen
neuierezed ar C'hwec'hkorn gant o zroiad e Helsinki |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Gwoemul
(The Host) |
|
|
Korea
ar Su – 2006
Gwall
iskis eo ar film-se, gallout a rafec’h mont d’e
welet evel un doare istor Godzilla koreat ha chom
war-c’horre an istor. Traoù all zo da welet, ha
furlukinerezh an tudennoù zo aze evit sachañ
evezh an arvestourien war an eil derez zo er film. N’eo ket
splann e vefe un diviz war an arvar ekologel na war spouron nukleel
Korea an Norzh avat, fraeshoc’h eo ar vurutelladenn sokial.
Treset ez eus e Gwoemul (The Host)
ur gevredigezh koreat gwanet gant al lezober, mibiliet gant
bezañs trevadennek “breur bras” ar
Stadoù-Unanet. Meriadeg
Vallerie Evit
gouzout muioc’h : http://www.thehost.fr/ |
|
|
|
|
|
|
|
Staj
Kan-ha-diskan e Landerne gant Armel An Hejer |
|
|
H.L. Sul
Izili :
19 euro / Re all : 24 euro (10 euro d’an enskrivadur
/ priz hep ar pred). Evit gouzout hiroc’h : Centre
Breton d’Art Populaire 02 98 46 05 85 cbap@cegetel.net
Ti
Ar Vro Leon 02 98 83 30 41 tiarvroleon@wanadoo.fr Evit
kousket war al lec’h : Ti An Douristed 02 98 46 05 85 Klaxons
– Atlantis To Interzone
Da
c’hortoz an albom a zeuio er-maez e dibenn miz Genver,
profitomp evit soubañ en o fladenn gentañ, anvet
Atlantis To Interzone. Desket a-walc’h omp :
Interzone a laka ac’hanomp da soñjal e William
Burroughs hag e Joy Division. Ma, ne zeu ket Klaxons eus Manchester, ha
koulskoude e seblantont bezañ desket o
c’hentel : gitar boud izel-mat, lusk
cheñch-dicheñch, ur piano tredan a son evel un
alarm, hag ur ganaouenn a ya buan-tre betek ar fin. Hervez
tud zo e vefe Klaxons e penn un emsav sonerezh nevez anvet New Rave.
Anat eo ez eo re abred evit lavarout ha padout a ray ar strollad. Met
arabat deomp bezañ begoù figus : lakait
ar bladenn da dreiñ, hag e tañsit a-dra
sur ! R.M. Muioc’h
a ditouroù : |
|
|
|
|
|
|
|
Penaos
fardañ avu lart hoc’h-unan |
|
|
Tennañ
ar gwazhiennoù diouzh an avu. Sasunit gant ul loaiad vihan a
holen, pebr, ur banne Porto pe Armagnac. Pakit gant paper "cellophane",
goloit anezhañ mat evit ma vefe an avu ar
c’hranekañ posupl. Toullit ar cellophane gant un
nadoz. Pakit gant ur paper cellophane all, hag gant paper aluminiom.
Lakait e-barzh ur barkedig ha goloit pep tra (ar barkedig hag an avu)
gant paper alu ur wech all. Poazhañ
en dourgib un eurvezh (130°, er forn bihan). Lakait er yenerez
pa vez yen ar meuz. Doare
kinnig : Avu lart war un tamm bara kras Danvez
evit 6 den : 12 tamm bara, 2 aval, 4 loaiad dienn fresk, 1 loaiad vras
chug sitroñs, pebr ha holen, alamandez drailhet,
tammoù perisilh, 12 delienn endivez Dibluskit,
displuzit ha rasklit 2 aval, meskit gant 4 loaiad vras a zienn fresk,
ar chug sitroñs, pebr hag holen. Lakait 12 tamm bara da
grazañ. Lakait war-c’horre pep tamm un delienn
endivez, un tamm meskaj avaloù gant dienn, un dailhenn avu
druz, gant alamandez drailhet, ha pebr. Ha klinkit gant
tammoù perisilh. Mari
Lubrano
Gwener
a vo ganeoc’h. Ma vezit ken hoalus ha ma c’hellit
bezañ a-wezhioù ne vanko ket karantez
deoc’h. Daoust deoc’h gouestlañ
hoc’h amzer d’ho micher ha d’ho familh,
klaskit kemer un tammig amzer evit ober war ho tro. Hoc’h
amourouz-ez a vo laouen ma teuit a-benn da souezhañ
anezhi/añ. Diwallit da chom hep goulenn re rak ne
vefec’h ket digarezet bep tro. Ar re a zo o-unan a vo
sikouret gant Yaou hag Ouran. Met da ziwall a vo ivez : ne
weloc’h ket sklaer bepred. A-raok bezañ re entanet
e vo mat deoc’h prederiañ un tamm. Ne
vo ket aes pep tra e bed al labour. Trapoù a vo stignet
deoc’h. Skoilhoù a bep seurt a vo war ho hent.
Diaes e vo lakaat anezho da gouezhañ peogwir e teuint alies
eus youl fall enebourien. Dizoloet e vo ganeoc’h ez eus tud a
vag gwarizi en ho keñver. Hag ar re-se a glasko
stankañ an hent deoc’h. Bezit dispont koulskoude,
rak c’hoari a raio ar planedennoù a-du
ganeoc’h. Beajiñ ha diorren hoc’h
aferioù a c’helloc’h ober. Hag a-feur
ma’z aio ar bloavezh war-raok e vo plaenet an
traoù tamm pe damm. Katell
Leon An deiziataer 2007 zo deuet er-maez ! Kavet e vo er stalioù levrioù breizhek hag e Skol an Emsav, e Roazhon, evel-just. Un doare nevez zo gant deiziataer 2007. Bihanoc'h eo evit mont gwelloc'h er chakodoù hag er seier-dorn. An Deiziataer hollvrezhonek zo ur benveg bepred talvoudus : leun a chomlec'hioù (ouzhpenn 200) hag a ditouroù vo kavet diwar-benn Breizh hag ar brezhoneg, un daolenn kemmadurioù, kodoù-post kumunioù Breizh... 13 euro an tamm. Skol
an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon: |
|
|
|