|
|
|
|
|
|
|
Lun 3 a viz Kerzu,
niv.170 Pellgargit ar pennadoù e
stumm Word Evit resev kemennadenn Bremaik bep Lun, Petra
oa keleier Bremaik warlene? Klikit amañ! |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Votadeg kannaded Rusia Trec'h listenn Vladimir Poutine |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
E Breizh e vez gounezet OGK diaotre |
|
|
M.M. Gwelet kemennadenn Ar Re C'hlas |
|
|
|
|
|
|
|
Beaj burzhudus Litchou, ar poney
gwenn |
|
|
Evit gouzout hiroc'h: www.rennesparcexpo.fr pe
02 99 52 68 42. |
|
|
|
|
|
|
|
Trede trec’h Florian Le Corre ! |
|
|
An holl re a oa gortozet da drec’hiñ o deus
trec’het dec’h e Kemperle. Ur sizhunvezh war-lerc’h eil
lodenn “kib” Bro-C’hall ar cyclo-kross tremenet e Kelenneg
er Mor-Bihan en em adkave rederien wellañ ar c’horn-bro. Glav hag avel,
fank e-leizh, ne oa ket aes nag evit ar rederien war varc’h-houarn na
muioc’h c’hoazh evit o ardivinkoù met brav eo bet an endervezh memestra. E-touez an disoc’hoù da zerc’hel soñj anezho
emañ trec’h Christophe Balanec (ACP Baod). Trec’het en deus aes
dirak Baptiste Pecheul, ur sizhunvezh goude bezañ bet trede e Kelenneg.
C’hoazh bravoc’h hag estonusoc’h ez eo bet trec’h e
gamalad kleub Matthieu Boulo. 2'12" en deus dleet gortoz dindan ar glav
a-raok gwelet an eil reder o tremen al linenn dibenn. E redadeg ar re vras e veze gortozet kalz eus
Florian Le Corre hep lâret memestra e oa graet ar jeu. Christophe Le Bouedec
en deus strivet evit gellout derc’hel anezhañ met n’en deus ket
gellet kement ha Guillaume Benoist bet 7 gwech kampion Breizh. “An
hini kreñvañ en deus gounezet hiziv” a anzave an daou reder. “Daoust
d’an amzer lous e oa fiziañs ennon, ur wech kavet ar ritm ganin
n’em eus bet kudenn ebet” a lâre eus e du Florian Le Corre,
gwisket gantañ, evit an trede bloavezh diouzh renk ar jiletenn gwenn-ha-du. “Laouen
e vefen bezañ en dek kentañ e Pontchateau da vare kampionad Bro-C’hall”.
Ur mizvezh a chom da rederien Breizh evit prientiñ ar sortiadenn-se, gant ar
spi e vo gwelloc’h an amzer eget ma’z eo bet dec’h! Kenan an Habask |
|
|
|
|
|
|
|
|
Ce soir, je dors chez toi |
|
|
Frañs
– 2007 Senario
ha seveniñ : Olivier Baroux Azasadenn
diwar an heuliad Monsieur Jean gant Dupuy ha Berberian
"C’hoazh
hag adarre ur film diwar-benn tud tremen tregont vloaz en entremar" a
soñjit moarvat. Gwir eo e teu ingal filmoù a denn d’an tem-se abaoe un
nebeud bloavezhioù met er podoù kozh... Lakaet eo splann en a-raok eo Ce
soir, je dors chez toi un azasadenn "dieub" eus heuliad Dupuy
ha Berberian, Monsieur Jean. Anavezout a reer mat a-walc’h
spered ha fent ar bannoù-treset a-zoare-se er film e gwirionez. Kalz
talvoudusoc’h eo eget ar pezh a soñjer o welet e baour-kaezh skritell
neuze (perak an diaoul na vezañ he fiziet e Dupuy ha Berberian o-unan? Graet
o deus liketennoù evit ar sinema c’hoazh evel hini The Navigators
gant Ken Loach evit Frañs). Siwazh, seblantout a ra Baroux bezañ en em gavet
berr gant an danvez evit trederenn diwezhañ e film hag a chom neuze gant
efedoù aes, doare arvestoù "tartezenn." Meriadeg Vallerie Kement ha gouzout hiroc’h:
www.cesoirjedorscheztoi-lefilm.com Hag evit ober anaoudegezh gant oberenn Dupuy ha
Berberian: www.duber.net |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Rita R.I.P |
|
|
Neuze e teuas Les Rita
Mitsouko war wel hag e oa ret bezañ bouzar pe kaout ur galon sec’h-tre
evit chom hep bourrañ pa droe Marcia Baila. Goude-se c’hoazh
kanaouennoù ken brudet all (Le petit train, Les histoires d’A,
C’est comme ça, Andy…) ha levezonioù liesseurt:
rock, pop, punk, funk, kan gall hag all, holl vesket, holl zegemeret, holl
zoujet. Kenlabouret o deus ivez gant ar produour Tony Visconti, hag eñ bet o
labourat a-raok gant Bowie pe T-Rex. War dachenn ar videoioù ivez o deus
modernaet an traoù. Goude un troc’h e oa
distro ar Rita er bloaz-mañ, hag e oant loc’het eus Breizh: degemeret
e-pad ur sizhunvezh e Sant-Brieg a-raok Art Rock, eno ivez o deus roet lañs
d’o zroiad a-benn brudañ o fladenn nevez, Variety he
zitl. En Erer Kozh ivez int bet en hañv tremenet. Diwar-benn ar ganerez
Marcia Moretto e oa bet savet Marcia Baila, hag hi marv abalamour
d’ur c’hrign-bev. D’ar Merc’her 28 a viz Du ez eo
marvet gitarour, sonaozour ha kaner ar strollad. Ur c’hrign-bev ivez.
53 bloaz e oa. R.M. Kastellin: Rock er Skol Diwan
Evit gouzout hiroc'h: www.diwanbrogastellin.net Roazhon:
Tavarnioù an Trans
Evit gouzout hiroc'h: http://www.barsentrans.com |
|
|
|
|
|
|
|
Ai'ta e Roazhon, Gwened ha Lannuon |
|
|
Evit gouzout hiroc'h: http://ai.ta.free.fr/ Ur sinadeg gant UGB E-keñver ar skolioù-kentañ derez hag
ar "yezhoù rannvro"
-Lakaat a reont ar c'helenn divyezhek en arvar: al
live A2 a vefe da dizhout er c'hlasoù divyezhek e fin ar CM2. Ur vezh eo pa
ouzer e talv al live-se barregezhioù evel "je peux avoir des échanges
très brefs même si en règle générale, je ne comprends pas assez pour
poursuivre une conversation". Penaos heuliañ ur gentel istor pe
matematik er c’helc’hiad 3 gant al live-se? Penaos heuliañ ur
gentel istor pe matematik er skolaj, ma ne vezer ket gouest da respont d'ar
c'helenner? Hervez kont e vije bet lakaet al live-se da dalvezout peogwir ne
oa ket uhel a-walc'h al live brezhoneg en holl skolioù. Soñjit ’ta, ma
vefe graet ar memes tra evit an danvezioù all: izelaat ar pal peogwir ne vez
ket tizhet anezhañ gant an holl. -Al live A1 a vefe da dizhout evit an deraouidi er
c’hlasoù unyezhek, mat eo deomp. Padal eo bet tennet kuit ar meneg
“rannvroel” a-ziabarzh an testennoù ofisiel diwar-benn ar yezhoù
er skol gentañ: emañ diorren ar yezh en un enkadenn. N’hell ket UGB degemer an destenn-se. Goulenn
a ra Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg gant servijoù ar stad nullañ ar
programmoù-se ar buanañ ar gwellañ ha krouiñ testennoù nevez: -Unan hag a roio en-dro o statud d'ar yezhoù
minorelaet er programmoù boutin (programmoù hag eurioù). -Unan all hag a lakaio e plas programmoù evit
kelenn ar brezhoneg er c’hlasoù divyezhek, o fal dezho bezañ stummet
bugale divyezhek e fin ar c’hentañ derez. Evit sinañ goulenn UGB: http://www.ugbrezhoneg.com/
Deuet eo er-maez deiziataer E gwerzh 12 euro (mizoù-post profet) dre lizher
gant Skol an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon. Pgz : 02 99 38 75
83. sae.bzh@wanadoo.fr Gouzout muioc’h hag
urzh-prenañ
Niv. 314 Bremañ zo nevez-deuet
er-maez! Berzh nec'hus an tuad broadelour pellañ e Suis,
ober anaoudegezh gant pobl ha yezh Republik Mari El, ur pennad-kaoz gant ur
pesketour eus ar Gelveneg, labour ar gevredigezh Aprem Jazz e Bro-Gemper,
berzh ar c'hross-country e Breizh gant redadegoù ar goañv... Kaoz zo
diwar-benn tout-se ha leun a draoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ
miz Kerzu 2007. Teuliad peder fajennad an niverenn nevez zo bet
gouestlet d'an diouer a eoul-maen. Un danvez prizius eo ar petrol. Ekonomiezh
ha doare bevañ Kornôgiz zo diazezet war an danvez du... Peseurt efedoù a
weler c'hoazh hiziv eus an diouer-se, peseurt diskoulmoù e-keñver energiezh a
vefe tu da gavout ? Kinnig a ra Bremañ un toullad elfennoù evit magañ ar
preder war ar gudenn-se evit hon amzer da zont. Bep miz e kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe
1980, pennadoù brezhonek a bep seurt,
diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, doare magazin. Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm) E gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez
Breizh, pe dre goumanant. Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|