|
|
|
|
|
|
|
Lun 2 a viz Genver, niv. 81 |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Bloavezh mat ! |
|
|
Trugarez d'an holl re o deus kaset
deomp o respontoù d'ar goulennoù hor boa lakaet e niverenn diwezhañ Bremaik
2005. Degas a reomp da soñj d'hol lennerien e
vez savet ar pennadoù gant tud a-youl vat, a labour ingal bep sizhun evit
kinnig pennadoù nevez, abaoe tost daou vloaz. Ma 'z eus lod ac'hanoc'h dedennet evit
kemer perzh er skipailh, en un doare ingal pe get, kasit ur gerig deomp ! Ha
mard oc'h dedennet gant an arzoù pe ar sportoù war ar marc'had, e vefe dispar
kas keloù deomp... Mat eo da Vremaik kaout soñjoù hag
evezhiadennoù he lennerien a-benn reiñ kalon d'hor skipailh skriverien. Bloavezh mat ha Yec'hed mat deoc'h ! |
|
|
|
|
|
|
|
Bloavezh 2006 : dao dezhi ! |
|
|
Espern dour cheñch skarzh-dour pe staliañ
“privezioù sec’h” zoken, tapout strinkadennoù e-lec’h
kibellat, chom hep lezel an dour da redek pa vezit o skaotañ al listri pe o
vroustañ ho tent, pas naetaat ho oto re alies... Produiñ nebeutoc’h a lastez dibab ho lastez (gwer, plastik,
kartoñs), prenañ ar muiañ ma c’hallit traoù hep gwiskadoù plastik pe
goloioù a bep seurt na servijont da netra (prenañ traoù “a-drak”
da skouer), kas ur sac’h evit lakaat ho prenadennoù e-lec’h
tapout ar sac’h plastik kinniget, implijout paper adaozet (paper-lizhiri,
paper-revr...), nac’han ar bruderezh en ho poest-lizhiri. Beveziñ nebeutoc’h a dredan prenañ klogorennoù “gremm izel”
(basse consommation, low energy), chom hep implijout tommerezh tredan ha ma
n’hallit ket cheñch an tommerezh-se, difuiñ gwelloc’h ho ti,
lazhañ ar gouloù pa guitait ur sal, lazhañ ar mekanikoù da vat ha pas o lezel
war “evezh”, prenañ ur gaoter dre heol evit tommañ an dour (60%
eus ar priz prenañ a c’hello bezañ tennet diwar ho tailhoù, tudoù !). Liorzhañ en un doare propr chom hep implijout louzoù kimiek ( a
lazh ar buzhug, an amprevaned, al laboused..), ober kompost, plantañ traoù
liesseurt a c’hello degemer loened, implijout gouennoù kozh. Tapout nebeutoc’h diwar an
natur debriñ nebeutoc’h a gig ha debriñ
kig mat hag eus un orin dereat (kalz saotrusoc’h eo ar produiñ kig evit
ar produiñ edeier ha gallout a reer magañ nebeut a dud gant ar c’hig,
koadeier Amazonia a zo devet evit desevel chatal), debriñ nebeut tre a besked
ha pesked pesketaet en un doare dereat ha naet (da skouer, pas ar pesked eus
goueled ar mor ), chom hep prenañ koad ekzotek. Nebeutoc’h a dreuzdougen implijout nebeutoc’h ho karr ( ha
prenañ ur c’harr a ra gant nebeut a esañs) ha mont gant an tren, ar
c’hirri-boutin, war varc’h-houarn, war droad pe “kenweturañ”,
prenañ traoù produet an tostañ ma c’hellit eus ho ti (boued ar broduerien
vihan en trowardroioù, chom hep prenañ traoù a bellvro), chom hep mont gant
ar c’harr-nij evit vakañsiñ. Chom hep ober gant traoù saotrus pe
dañjerus evit ar yec’hed prenañ muioc’h a voued bio,
diwall d’an danvezioù a bep seurt ha zo e gwerzh ha hervez lezenn met
dañjerus evit an endro hag ar yec’hed koulskoude (gwernis ha livaj,
plastik, kosmetik en o zouez) .... ! Deoc’h c’hwi da welet petra
ho peus c’hoant d’ober, ha da ijinañ traoù all. Ha dreist-holl,
kendalc’hit da lenn ar pennad “Endro” e Bremaik ! |
|
|
|
|
|
|
|
Diskouezadeg skeudennoù diwar-ben
India |
|
|
Skol Diwan Roazhon, 13 bali
Portugal (karter ar Blosne : metro Italie) Tri levr Alain Carayol, Inde :
Malabar & Coromandal, Mère Gange ha Rajasthan, terre des princes,
zo bet embannet gant Romain Pages Éditions (24 euro an tamm). |
|
|
|
|
|
|
|
Eil lodenn ar "Volvo Race" |
|
|
Dre an inizi Kergelenn e ranko tremen
ar rederien ha n'eo ket ar mor hag an amzer eus ar sioulañ er c'horn-hont !
6100 miltir eo hed an eil lodenn-se eus ar Volvo Race. Padout a raio etre Aet e oa ar maout gant skipailh Abn
Amro I evit al lodenn gentañ. Skipailh ar vag-se zo kaset war-raok gant
ar Zelandnevezad Mike Sanderson. En trede plas dre boentoù emañ skipailh Abn
Amro II, kaset war-raok gant Sébastien Josse. Staliet e Konk-Kerne emañ. |
|
|
|
|
|
|
|
Where the truth lies |
|
|
Stadoù-Unanet - 2005 Senario ha seveniñ : Atom Egoyan
Diwar ur romant gant Rupert Holmes
diazezet war un darvoud gwir (bet c'hoarvezet gant Dean Martin ha Jerry
Lewis) eo savet Where the truth lies. Ur polar cheuc'h ha lufrus en
deus sevenet Atom Egoyan aze. Klasel-tre eo steuñvenn an istor e gwirionez
(daoust m'eo diaes he heuliañ da vareoù zo) met n'emañ ket aze kalonenn ar
film forzh penaos. Ar blijadur hag ar friantiz eo abegoù pennañ Where the
truth lies a zo douget gant kened Alison Lohman. Met estreget bezañ brav
eston eo Lohman, a-drugarez d'un dudenn venel ha kreñv, eus ar re a vez kavet
re nebeut er sinema a vremañ. |
|
|
|
|
|
|
|
Best of 2005 |
|
|
Embannet gant Rough Trade 2005, bloavezh Kanada ? Posupl. Al lod brasañ eus ar strolladoù nevez ha dedennus war un dro a zo o tont eus ar vro-se. Ar souezhadenn vravañ a zo deuet gant The Arcade Fire hag o fladenn Funeral : tonioù brav, nerzhus ha sioul, trist met chikaner, a bep seurt binvioù implijet. Ar sonerezh indie nevesaet, petra. Gourc’hemennoù.
Embannet gant Bpitch Control Pa lavarer Berlin e soñjer er sonerezh elektro. Evit ar bladenn-mañ ez eo distro Ellen Allien d’an diazezoù : sonioù vintage, luskoù brezidik, ton ebet evit dañsal war-bouez an hini diwezhañ, ha neuze ? Kalz gwelloc’h evit pladenn ziwezhañ Daft Punk da nebeutañ.
Embannet gant DFA Ranket em boa dilezel geriaoueg voutin
ar rock evit sevel ur pennad diwar-benn ar bladenn-se. Amañ eo un afer all, a
denn d’an douaroniezh, an douar o krenañ, menezioù-tan o skopañ maen-teuz,
traoù evel-se. Ur bladenn diaes da selaou, met ur seurt diazez, un tamm maen
lakaet e-kreiz un dachenn a-benn sevel ur savadur a vo c’hoazh war-sav
a-benn 200 vloaz.
Embannet gant Rykodisc Elektro-pop ? Un dra bennak evel-se. Ha c’hoazh : kregiñ a ra an traoù war an ton bras : High Rise, pe sonerezh o tegas deomp skeudennoù bannlevioù ur gêr, forzh pelec’h er bed. Gant Destroy Everything You Touch eo kentoc’h taolioù kontell roet d’an Europop ha gant Sugar (e-kreiz ar bladenn) en em gaver gant kanaouenn efedusañ ar bloavezh. Gant o zrede pladenn eo deuet a-benn sonerien Ladytron da sevel ur bennoberenn.
Embannet gant PIAS Ur priz evit Whitey, na vefe nemet evit
titl e bladenn. Evit ar peurrest : sonerezh elektro nerzhus, Whitey
e-unan evit an holl vinvioù, hag eñ o tont eus reter Londrez, pe marteze e
rankfemp lavarout : eus un toull bennak dindan an douar e reter Londrez.
Ma n’eo ket gwall laouen an holl donioù savet gantañ, int efedus ha
liesseurt. |
|
|
|
|
|
|
|
Bervadennoù |
|
|
Ret eo ober hor mad eus ar goañvezh
kriz-mañ evit fardañ evajoù tomm a-zoare !
Meur a seurt te frondus a vez kavet e
pep lec’h. Met ne dalvez ket ne c’heller ket fardañ traoù all.
Setu ur rekipe o tont eus rannvro ar C’hachmir en India : meskit ul
loaiad vras a zeliennoù te glas hag un tamm kannel. Ouzhpennit peder greunenn
gardamom ha daou pe dri speg safron. Diskennit dour tomm ha laoskit da
soubañ.
|
|
|
|