Lun 1 a viz Kerzu, niv.216
Sizhun 49 - 2008

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Restos du coeur:

boulc'het ar c'houlzad nevez

 

 

Hiziv e vo kroget ar c'houlzad goañv nevez gant ar rouedad "Les Restos du coeur" er C'hwec'hkorn. Ar 24vet eo hini 2008-2009. Kinnig a ra ar c’hreizennoù-se predoù d'ar re baour, d’an dud dido, d’an dud dilabour tost-echu o digolloù, koulz ha d’al labourerien baour. Warlene e oa bet roet 91 milion a bredoù gant 51500 den a-youl vat ar "Restos du coeur". E-tro 700000 den zo bet degemeret ganto. Pa oa bet savet ar Restos du coeur gant Coluche, e oa bet roet 8,5 milion a bredoù e-kerzh ar c'houlzad kentañ er goañv 1985-86. Gant an enkadenn ekonomikel en he gwashañ (evit ar poent) eo nec'het-tre aozerien ar c'houlzad. Hervez an departamantoù, ez eus etre 5% ha 30% a dud ouzhpenn enskrivet er "Restos du coeur" eme an aozerien, en o zouez muioc'h-mui a dud kozh ha tud diwar ar maez, ar pezh na veze ket gwelet kement-se betek-henn.

 

Evit gouzout hiroc'h:

www.restosducoeur.org

 

 

 

 

 

 

 

 

Kenwerzh ar c'hoadeier

 

 

Emañ ar gouarnamantoù o prientiñ emglevioù Kopenhagen, a gendalc'ho reoù Kyoto diwar-benn ar gazoù un efed-gor ganto. Emvodoù a vo e Poznan, e Polonia, e miz Kerzu evit-se. Unan eus poentoù pennañ Kendalc'h Kopenhagen a vo kaozeal diwar-benn ar c'hoadeier : er memes mod hag an eztaoladennoù CO2 e vefe savet un aozadur evit gallout lakaat un dalvoudegezh arc'hantel war gwarez ar c'hoadeier, gant tailhoù da baeañ evit ar broioù na rafent ket a-walc'h, ha "tiriadoù koadek" hag a c’hallfe bezañ adprenet gant ur vro digant unan all.

Burutellet e vez kement-se gant kevredigezhioù ekologourien. Da skouer, evit Les Amis de la Terre, ez eus kalzik poentoù fall gant se: tizhet e vefe an aozadur gant distabilded ar marc'hadoù arc'hantel, keit ha ma paefent e c'hellfe ar broioù pinvidik kenderc'hel da zigoadañ, hag e teufe ar c'hoadeier da vezañ gwelet evel ur vammenn arc'hant gant ar broioù paour, gant an holl gudennoù a savfe da heul. Hervez ar gevredigezh e vefe gwelloc'h sevel un tailh war an treuzdougen, tailh hag a vefe restaolet d'an tachennoù bihan evit gwareziñ ar c'hoadoù ha liesseurted ar boudoù-bev.

M.M.


Gwelet amañ danevell Les Amis de la Terre :

www.foei.org

 

 

 

 

 

 

 

 

Gwiskamantoù ar mojennoù

 

 

Etre an 2 a viz Kerzu 2008 hag an 3 a viz Genver 2009 e vo kinniget e Mediaoueg Kastell-Briant un dastumad gwiskamantoù bet treset ha sevenet gant Sylvie Palou. Un gomedianez hag arzourez eus Roc'h-an-Argoed eo hi, sot gant ar Grennamzer hag an danvez dilhad. "Tudennoù marzhus, kontadennoù ha boudiged Nedeleg" eo anv an dastumad 40 gwiskamant a vo kinniget e Mediaoueg Kastell-Briant. Eno ez eus bet staliet c'hwec'h "leurenn" un tem gant pep hini anezho. Tudennoù mojenn an Daol-grenn koulz ha mojennoù klasel all (Gwenn-Erc'h, Luduennig...) a vo tu da welet. Tu a vo da gaozeal gant an arzourez war ar plas, d'ar Yaou 4, Sadorn 13, Yaou 18 ha Sadorn 27  a viz Kerzu, etre 3e30 ha 6e goude-kreisteiz.

 

Evit gouzout hiroc'h:

www.paysdechateaubriant.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

Un nozvezh vrav evit Stad Roazhon

 

 

Devezh dec'h e Kevre 1 Mell-droad Frañs a oa heuliet a-dost. Lyon zo bepred er c'hentañ plas, uhel a-us d'ar re all. Dindanañ, e oa, a-raok dec'h, Niça ha Marsilha. Ne oa ket Niça evit c'hoari dec'h ha Marsilha zo bet trec'het gant Tolosa. War ar roll e teue war-lerc'h... Roazhon ha Pariz Saint-Germain. Memes niver a boentoù ganto. Dec'h p'eo bet graet an taol-kregiñ, e oa pep hini o c'houlenn gantañ e-unan: piv, etre Roazhon ha Pariz a c'hounezo an eil plas goude Lyon? Daoust d'ar gwask a oa, pe abalamour dezhañ, n'eus bet nemet ur pal bet merket. E-pad ur pennadig mat a amzer n'o deus ket c'hoarierien Raozhon seblantet bezañ gwall dagus. Tud Pariz er c'hontrol a oa muioc'h a startijenn enno. Klasket en deus Mikaël Pagis cheñch penn d'ar vazh d'ar 25vet min., met c'hwitet, paouezet e oa bet ar vell gant Mikaël Landreau, e-barzh palioù ar PSG. Goude un hanter-eurvezh c'hoari, en deus ranket Stad Roazhon lezel Stéphane M'Bia da vont, gloazet. Bruno Cheyrou en deus kemeret e blas, hag eñ an hini eo a roio e liv d'ar c'hrogad. D'ar 45vet min., e tennas Cheyrou gant ar vell da 30 metrad eus palioù Landreau... Ha setu aet ar poent gant paotred Roazhon. Birvilh zo bet betek penn diwezhañ ar c'hrogad. Bepred ken tagus e oa c'hoarierien ar PSG evit klask adtapout ar poent-se. Met e-tal dezho e oa Roazhoniz gant un difenn aozet mat-tre, en o zouez Nicolas Douchez, adtapet ar vell gantañ dirak palioù Roazhon pa oa e-unan-penn e-tal da Guillaume Hoarau (81vet min.).

 

 

 

 

 

 

 

 

 

J'irai dormir à Hollywood

 

 

Frañs – 2007

Senario ha seveniñ : Antoine de Maximy

 

Lammat a ra Antoine de Maximy eus ur c’harr-nij a-us da aodoù reter ar Stadoù-Unanet. War-bouez e sac’h beaj n’eus gantañ nemet e vinvioù filmañ ha tamm skipailh ebet evit e heuliañ. Treuziñ ar vro eus New-York da Hollywood eo e raktres. Daou viz en deus evit ober anaoudegezh gant ar gwir Stadunaniz ha dont a-benn d’e glaoustre: kousket e ti ur star.

 

Ur c’harned beaj filmet eo an abadenn-mañ. Gant daou viz ruchoù e tle bezañ danvez a-walc’h da sevel ur film disheñvel-mik met roet e vez ar plas a enor d’an dud a-raok pep tra. Dre santadoù a bep seurt e tremener asambles gant ar sevener. Keuz a c’heller kaout ne vefe ket soutiloc’h a-wechoù an dibaboù frammañ (dreistislinennet betek re eo a-frapadoù) met ne c’heller ket rebech d’ar sevener derc’hel d’e bal ha kredet en deus kemer riskloù (bihan?) d’en ober. Deoc’h da welet bremañ ma seveno Antoine e glaoustre met un dra zo sur: ha pa ne zeufe ket a-benn da gousket e ti ur star en do kousket memes tra e kambr ar stered, ar pezh a c’hell bezañ talvoudusoc’h a-benn ar fin.

 

Meriadeg Vallerie

 

 

 

 

 

 

 

 

 

The Jesus and Mary Chain –
The Power of Negative Thinking : B-Sides and Rarities

 

 

Gant Nedeleg o tostaat eo poent teurel ur sell ouzh ar c’houfrigoù a vo brav da lakaat dindan ar wezenn-sapr a-benn fin ar miz.

Kenkoulz lavaret ne vo ket tu da brofañ hemañ d’ho mamm-gozh. Gwelloc’h mirout anezhañ evit tud yaouank. The Jesus and Mary Chain, ur seurt mojenn e bed ar sonerezh amplaet: savet gant daou vreur boas d’en em gannañ war al leurenn, pe da guitaat anezhi e-kreiz o abadennoù. A-fet sonerezh: gwiskadoù gitar stank, luskoù elektronek. Setu krouet an doare shoegaze ganto.

Peder fladenn a zo bet ezhomm memes tra a-benn reiñ un tanva eus bloavezhioù kentañ (eus Psychocandy da vMunki) ar strollad: en holl neuze 81 ganaouenn, tuioù B ar pladennoù single, kanaouenn doare "demo" (Coast to Coast, Dirty Water, Kill Surf City) , peadra da zizoleiñ ar strollad en-dro pe d’e zizoloeiñ evit ar wech kentañ. Ma’z eo re start kregiñ gant ar pladennoù kentañ e vo aesoc’h deoc’h kregiñ gant ar pevare hini, tonioù enrollet hep re a dredan a glever warni.

Ouzhpenn ar 4 fladenn e kaver ivez ul levr er c’houfrig, ennañ skeudennoù puilh ha peadra da lenn.

R.M.

 

Embannet gant Rhino Records

Muioc’h a Jesus and Mary Chain :

www.jesusandmarychain.org

www.myspace.com/jesusandmarychainband

 

 

 

 

 

 

 

 

Kig-bevin krazet gant karotez

 

 

1,2 kg kig bevin (gite) – 1 kg karotez – 5 cl bier brun – 4 loaiad vras eoul arachidez – 1 loaid vras soubilh kig-leue dizouret – 1 loaiad vras greun jenevra – pebr hag holen - perisilh

 

Troc’hit ar c’hig a-dammoù bras. Degasit d'ar berv 1 litrad dour gant ar soubilh kig-leue dizouret. Lakait a-gostez. Dibluskit ha troc'hit a-ruilhennoù ar c’harotez.

Tommit an eoul en ur gokellenn. Ouzhpennit an tammoù kig da veleniñ ha diskargit ar banne bier. Degasit d'ar berv ha lezit da yostañ.

Ouzhpennit an tammoù karotez, ar perisilh hag ar jenevra. Dourennit gant ar soubilh kig-leue, pebrit hag holennit ha lezit da gudaouiñ 3 eurvezh war dan bihan. Servijit tomm.

Mari Lubrano

 

 

Lennit Bremañ miz Kerzu!

 

Brezel padus Kongo, heuliad ar rummad pennadoù diwar-benn Sina, emgav rannvroioù ar Bed e Sant-Maloù diwar-benn kemm an hin, stourm tud Plourae a-enep ur raktres toull-lastez... Anv zo eus an holl draoù-se ha traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ Kerzu 2008.
An teuliad peder fajennad zo gouestlet da zilennadegoù prezidant ar Stadoù-Unanet en niverenn-mañ. Un diverrañ eus an teuliadoù a ranko gouarnamant da zont Barack Obama plediñ ganto a vo kavet e-kreiz an teuliadig. A bep tu, soñjoù un Amerikanez o vevañ e Breizh hag ur Breizhad o vevañ en Amerika diwar-benn an dilennadeg.
Bep miz e kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe 1980, pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org