Lun 8 a viz Kerzu, niv.217
Sizhun 50 - 2008

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Reuz e Bro-C'hres

 

 

Emgannoù feuls zo bet etre manifesterien ha poliserien disadorn da noz ha disul, e Bro-C'hres. An abeg a oa marv ur paotr yaouank e-tro 16 vloaz, bet lazhet gant tennoù ur poliser e karter Exarchia, en Aten, kêr-benn Gres. O skeiñ maen ha traoù all war karr daou boliser e oa ar paotr yaouank, asambles gant un tregont den all. Unan eus an daou boliser en deus tennet gant e bistolenn war-du an dud yaouank ha lazhet unan anezho. Buan ez eus bet kelaouet a bep seurt tud, ha manifestadegoù zo bet disul en Aten (5000 den), hag e Tessalonik (2000) ivez. Stalioù, kirri ha poubelennoù zo bet devet, ha gloazet c'hwec'h manifester ha 24 foliser, hervez an ajañsoù keleier. An degouezh skrijus-se zo c'hoarvezet p'emañ enebourien a-gleiz gouarnamant a-zehou Costast Caramanlis oc’h aozañ er mare-mañ harzoù-labour ha manifestadegoù a-enep d'e bolitikerezh. Galvet e oa bet pell zo d'un harz-labour meur 24 eurvezh gant Strollad Komunour Gres a-benn dimerc'her. Abaoe darvoud disadorn o deus studierien ha kelennerien skolioù-meur Aten ha Tessalonik harzet gant o oberoù. Ar poliser bet lazhet gantañ ar c'hrennard hag e genseurt zo bet tamallet ha toullbac'het, da c'hortoz disoc'h an enklask.

 

 

 

 

 

 

 

 

Saotret eo ar mor gant... an trouz!

 

 

Anavezout a reer kalzik saotradurioù a dizh ar morioù: danvezioù sintetek, pesketaerezh re fonnus, stokadennoù ouzh ar bigi, kemmoù an hin, seier plastik, hag all. Met ar pezh ne ouzer ket eo e vez ivez saotret ar mor gant an trouz. Ul lodenn vras eus al loened o vevañ eno, morviled evel ar balumed, an delfined, pe ar morhoc'hed da skouer, a implij an trouzioù evit kavout o hent ha lec'hiañ boued pe preizherien. Met bremañ e ra obererezhioù mab-den kement a drouzioù er mor ma vez diaes dezho implijout an hentenn-se. Kresk niver ar bigi ha galloud o c'hefluskerioù, hag implij teknologiezhioù an arme eo ar poentoù brasañ. Ar sonar gant frekañsoù izel da skouer, en deus un efed drastus war al loened: dre ma kollont o hent e vezont kaset da vervel war an aodoù, pe neuze o devez kudennoù gant ar gwask a cheñch e-keñver an donder. Ouzhpenn 200 decibel a c'hell bezañ kaset gant ur sonar! IFAW, ur gevredigezh etrebroadel, he deus embannet un danevell war an danvez-mañ ar sizhun dremenet, dre ma 'z eus bet dalc'het an 9vet Prezegenn war ar Spesadoù Kantreat. Diskouezet he deus al liamm a oa etre taolioù-esae an arme hag ar c'horfoù loened marv adkavet war an aodoù da c'houde.

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Lidet ar roue Alan Veur e Kistreberzh

 

 

Etre an 10 hag ar 14 a viz Kerzu e vo kinniget lidoù a bep seurt e koun Alan Veur, bet roue ar Vretoned etre 890 ha 907. Trec'h e oa bet war ar Vikinged/Normaned en Emgann Kistreberzh, e 890. Dimerc'her e vo boulc'het al lidoù gant un abadenn evit ar vugale e mediaoueg Kistreberzh, da 4 g.k., gant Sylvain Omnes. Prezegennoù a vo kinniget d'ar Gwener 12, e Sal Alan Veur, gant Philippe Argouarc'h (rener Agence bretagne Presse) ha Fulup Lanoe, lusker Ti an Istor. D'ar Sadorn 13 e vo tu da selaou laz-kanañ Boueh Santez-Anna e Chapel Sant-Mikael. Un devezh leun a vo hini ar Sul 14, gant ur valeadenn displeget war tachennoù an emgann, e Kistreberzh. Da greisteiz e vo ul lid dirak maen-koun Alan Veur war plasenn an Ti-kêr. Etre 5e ha 6e30 e vo ur sonadeg bombard, ograou ha laz-kanañ, heuliet gant "Krouidigezh Alan Veur" en Iliz Sant-Pêr.

 

Evit gouzout hiroc'h:

http://questembert.over-blog.net/

 

 

 

 

 

 

 

 

Ar Ganaried trec'h war Lyon

 

 

Disadorn eo deuet a-benn, a-benn ar fin, ar Ganaried da seveniñ krogad skedusañ o bloavezh. Evel boaz abaoe ur pennad bremañ, emañ skipailh an OL e penn uhelañ Kevre 1 mell-droad Frañs. Evit poent ne oa ket bet nec'het Lyon gant ar skipailhoù bihan, ha dre ziv wech hepken int bet trec'het, gant skipailhoù bras (PSG ha Roazhon). Ne oa ket an trec'h ur pal anat evit Naonediz (16vet), daoust dezho bezañ gounezet fiziañs enno o-unan en-dro goude ar c'hrogad gant an Havr-Nevez (2-0). Boulc'het e oa bet krogad disadorn er Beaujoire en doare kustum, gant tud Lyon war evezh, met sur diouto. Lakaet ur pal ganto un tamm a-raok an ehan gant Frédérique Piquionne (43'). Met ar pezh na oa ket evel kustum a oa dibaboù ar gourdoner Elie Baup. Digustum evel anv an Naonedad a lako an div vell 'barzh palioù Lyon: Ivan Klasnic. Erruet war an dachenn da 59' e verkas e bal kentañ da 60'! Ha d'an 88 min. e sevenas an ten-digoll a roas tro d'ar Ganaried da c'hounit. Sed aze Naonediz tapet lañs ganto, ha prest da daliñ ouzh Roazhoniz er sizhun a zeu!

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Le Transporteur III

 

 

Frañs – 2008

Seveniñ : Olivier Megaton

 

Tra m’emañ Frank (Jason Statham) o sellet trankilik ouzh e skinweler, BADADAO!, e tiskar ur c’harr-tan e saloñs. Ouzh ar stur emañ ur mignon dezhañ, gloazet, ha, DRAO!, setu hemañ da darzhañ tra ma vez kaset kuit gant an ambulañs. A-dreñv d’an afer-se ez eus un itrik politikel bennak ha gant ur stropad truanted e vez rediet Frank, an Treuzdouger, da sammañ en e garr daou bakad hag ur plac’h (Natalya Rudakova). VROUM!

Komprenet ho peus, un tamm mat truezus eo live senario ar film-mañ. Ral a wech em eus bet tro da arvestiñ un abadenn ken treut he steuñvenn. Arabat klask kavout talvoudegezh ebet e red an istor e gwirionez: an tudennoù a sav goulennoù a vez plantet ur boled en o zal (ar pezh zo mennozh fentusañ ar film en ur mod: sklaer ar jeu evel-se). Met petra reoc‘h, n’eus ket tu da c’hortoz gwelloc’h digant un senarioour pemp bloaz o c’hoari gant e girri bihan, Luc Besson e anv. Ar re a fell dezho gwelet un abadenn gant emgannoù e-leizh, redadegoù kirri a-hed an amzer hag ur goantenn bennak evit kinklañ en ur c’horn a c’hello mont di disoursi. Ar re a fell dezho gwelet un abadenn na vefe ket toull penn-da-benn a ranko dibab ur film gant nebeutoc’h a destosteron ennañ avat.

Meriadeg Vallerie

 

Kement ha gouzout hiroc’h :

www.letransporteur3-lefilm.com

 

 

 

 

 

 

 

 

 

2008, ur bloavezh leun a sonerezh

 

 

Setu: gant fin ar bloaz o tostaat e krog ar gazetennerien da ginnig deomp  pladennoù gwellañ 2008 (hervezo). Hor best of deomp-ni a ginnigimp ivez, da c’hortoz e c’haller bepred teurel ur sell ouzh ar pezh en deus plijet d’ar re all. Evit ar re n’o deus ket prenet profoù Nedeleg c’hoazh e c’hallfent ivez kaout un nebeud mennozhioù.

Hervez kazetennerien ar gelaouenn vreizhveuriat Uncut ez eo bet pladenn Fleet Foxes hini wellañ ar bloaz. En eil renk emañ war listenn Q, ur gelaouenn vreizhveuriat all. Gant kazetennerien Q just a-walc’h eo bet lakaet Only by the Night (Kings of Leon, ur pennad a zo bet amañ) da bladenn wellañ ar bloaz. Plaset mat ivez The Raconteurs (9vet plas gant Q, 6vet plas gant Uncut) ha Glasvegas (ur pennad diwar o fenn  a vo amañ a-benn fin ar bloaz). Plijet eo bet ivez ar gazetennerien gant pladenn ziwezhañ Metallica (25vet hag 50vet). Ma, posupl eo, n’omp ket gouest da lavarout: n’eo ket ar pezh a selaouomp.

Er rolloù best of 2008 e kaver ivez meur a bladenn bet savet ur pennad diwar o fenn amañ: REM (Accelerate) (skeudenn),  Goldfrapp (Seventh Tree), Portishead (Third) pe c’hoazh MGMT (Oracular Spectacular).

Iskis memestra ne vefe ket bet dibabet pladennoù trouzusañ ar bloaz (Fuck Buttons, meneget gant Uncut nemetken, hag er plas 44 pe c’hoazh A Place to Bury Strangers) hag o defe disoñjet ivez Late of the Pier ha Foals.

R.M.

Muioc’h a rolloù best of :

www.uncut.co.uk/best50albums/

www.qthemusic.com/cgi-bin/50bestalbums/

http://www.lastfm.fr/

http://rateyourmusic.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

Kig-bevin krazet gant karotez

 

 

1,2 kg kig bevin (gite) – 1 kg karotez – 5 cl bier brun – 4 loaiad vras eoul arachidez – 1 loaid vras soubilh kig-leue dizouret – 1 loaiad vras greun jenevra – pebr hag holen - perisilh

 

Troc’hit ar c’hig a-dammoù bras. Degasit d'ar berv 1 litrad dour gant ar soubilh kig-leue dizouret. Lakait a-gostez. Dibluskit ha troc'hit a-ruilhennoù ar c’harotez.

Tommit an eoul en ur gokellenn. Ouzhpennit an tammoù kig da veleniñ ha diskargit ar banne bier. Degasit d'ar berv ha lezit da yostañ.

Ouzhpennit an tammoù karotez, ar perisilh hag ar jenevra. Dourennit gant ar soubilh kig-leue, pebrit hag holennit ha lezit da gudaouiñ 3 eurvezh war dan bihan. Servijit tomm.

Mari Lubrano

 

 

Lennit Bremañ miz Kerzu!

 

Brezel padus Kongo, heuliad ar rummad pennadoù diwar-benn Sina, emgav rannvroioù ar Bed e Sant-Maloù diwar-benn kemm an hin, stourm tud Plourae a-enep ur raktres toull-lastez... Anv zo eus an holl draoù-se ha traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ Kerzu 2008.
An teuliad peder fajennad zo gouestlet da zilennadegoù prezidant ar Stadoù-Unanet en niverenn-mañ. Un diverrañ eus an teuliadoù a ranko gouarnamant da zont Barack Obama plediñ ganto a vo kavet e-kreiz an teuliadig. A bep tu, soñjoù un Amerikanez o vevañ e Breizh hag ur Breizhad o vevañ en Amerika diwar-benn an dilennadeg.
Bep miz e kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe 1980, pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org