Lun 24 a viz Du, niv.215
Sizhun 48 - 2008

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Start ar jeu gant labouradegoù ar vro

 

 

Er sizhun dremenet ez eus bet keleier fall evit labourerien Breizh. 1750 post-labour a a vo lakaet un termen dezho gant PSA (Peugeot-Citroën, skeudenn) e labouradeg La Janais, e Roazhon. 8 000 den a labour evit PSA evit ar poent du-se, hep kontañ implijoù an embregrezhioù a vev diwar obererezh PSA. Betek 12 500 a oa bet e 2004. Echu eo gant Doux e Logunec'h ivez. D'ar Yaou 20 a viz Du diouzh an noz, o deus gouvezet an 200 implijad a chome (diwar 451 un nebeud mizioù zo c'hoazh) e vefe serret o labouradeg er beurevezh war-lerc'h. An tri c'hard eus ar 451 implijad a oa dirak kloued labouradeg Doux Logunec'h, evit en em gavout asambles ur wech c'hoazh, digwener. Divizet eo bet gant Tereos serriñ "boest glas" Béghin-Say Naoned ivez. 172 goprad zo eno. Produet e veze ganto 130 000 tonenn sukr bep bloaz. Ur steuñv sokial a vo kinniget gant ar renerien d'an implijidi d'ar 15 a viz Kerzu.

 

 

 

 

 

 

 

 

Hadoù OGK e maiz Mec'hiko

 

 

E Bro-Mec'hiko e kaver ouzhpenn 60 spesad maiz disheñvel. Evit gwareziñ ul liesseurted ken bras ez eus bet divizet e 1998 gant ar gouarnamant difenn da hadañ maiz OGK. Met e 2001 e oa bet graet ur studiadenn gant enklaskourien eus Berkeley o tiskouez e oa diefedus an diviz-mañ, dre ma veze kavet memes tra roudoù eus Genoù Kemmet e maiz Mec'hiko. Reuz a oa savet gant an enklask-se, tabutoù war an hentennoù implijet evit klask, ha lavaret e oa bet e oa an enklaskerien diouzh tu ar broduerien greun OGK. E 2005 e oa bet embannet un enklask all, graet gant Ensavadur Endro Mec'hiko, o tiskouez ne veze kavet gen kemmet ebet er maiz mec'hikan.
Met kement-mañ a vez burutellet en-dro bremañ, gant un enklask eus Skol-Veur Mec'hiko bet embannet nevez zo, hag a ziskouez e vez kavet genoù kemmet er maiz mec'hikan. Dav eo bremañ gouzout penaos eo posupl kement-se : ouzhpenn d'ar greun OGK bezañ diaotre er vro, ne vez prenet nemet nebeut-tre a c'hreun er broioù all. Hervez Marie-Dominique Robin, he deus skrivet ha savet Le Monde selon Monsanto, e c'hellfe ar c'hontammadur bezañ graet gant ar werzherien-greun OGK, evit dont da vezañ perc’henn war ar greun ur wech ma vez kavet o genoù, ur breved warno, e maiz ar vro.

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Paroles d'Hiver en Aodoù-an-Arvor

 

 

Etre an 21 a viz Du hag ar 7 a viz Kerzu e vo aozet 19vet festival "Paroles d'Hiver" en Aodoù-an-Arvor. Gouel "arzoù ar gomz" eo, aozet gant an ODDC. 44 c’humun eus an departamant a zo war roll an abadennoù, a ginnigo kontadennoù, istorioù, c'hoariva, lennadennoù, sonerezh, arzoù dre weled. Abadennoù a-ratozh evit ar vugale a vo kinniget ivez. E-touez an abadennoù lakaet en a-raok gant an aozerien emañ Genova 01, pezh-c'hoari produet gant Théâtre National de Belgique, hag a vo c'hoariet gant Cie K.Cendres, evit ar wech kentañ er C'hwec'hkorn. Cie Attention Fragile a ginnigo Le tout complet du coeur, oberenn Shakespeare paket en un abadenn teir eurvezh, dindan un dogenn. Daou emgav gant skrivagnerien eus Afrika a vo ivez, Ousmane Aledji (Benin) hag Alfred Dogbé (Niger). Roll klok an abadennoù a c'hellot kavout war lec'hienn ODDC Aodoù-an-Arvor.

               

Evit gouzout hiroc'h:

www.oddc22.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Lig Breizh Mell-droad Ouezelek bet krouet

 

 

Dek vloaz zo ez eus bet kroget gant ar vell-droad ouezelek e Breizh. Er bloaz-mañ eo aet un tamm mat war-raok al luskad, gant ur rann eus Tournamant Europa aozet e Breizh, e Roazhon, evit ar wech kentañ, ha krouidigezh daou gleub nevez, e Gwened hag e Treger. C'hwec'h skipailh breizhat a gemero perzh en tournamantoù da zont, ouzhpenn an daou bet meneget c'hoazh, e oa Roazhon, Brest, Naoned ha Liverieg. Etre miz Kerzu 2008 ha miz Mae 2009, e vo aozet kentañ tournamant Breizh war anv Lig Breizhat ar Vell-droad Ouezelek. Aozet ez eus bet ivez disadorn gant al Lig ur stummadur d'ar gelennerien sport, a-benn broudañ anezho da ginnig ar sport-se d'o skolidi, el liseoù hag er skolajoù. Rak war roll an danvezioù degemeret gant an akademiezh evit ar vachelouriezh emañ bremañ ar vell-droad ouezelek. Gant al Lig eo bet sinet karta Ya d'ar brezhoneg, hag ezel eo eus kevrenn "Sportoù ha C'hoarioù" Skol-Uhel ar Vro. Ul lec'hienn internet nevez zo gant an aozadur, a zeuio da vezañ teiryezhek, galleg-brezhoneg-saozneg, tamm-ha-tamm:

http://liguebretonne.footballgaelique.com

 

 

 

 

 

 

 

 

 

The Duchess

 

 

Rouantelezh-Unanet - 2008

Seveniñ : Paul Sibb

 

Breizh-Veur e dibenn an 18vet kantved. Dimezet eo bet Georgina da dug an Devonshire. Ha setu eviti ur vuhez e-lec’h ma c’hall kemer perzh er politikerezh ha lakaat war wel an dilhad krouet ganti, met ivez un darempred start gant he gwaz dre ma c’han merc’hed hepken en o familh. Tamm-ha-tamm e tispenn ar c’houblad, pep hini o vont eus e du ha rediet eo Georgina da c’houzañv “eil gwreg” he gwaz hep gellout hi kaout un darempred sklaer gant Charles Grey, unan eus pennoù ar Whig party.

 

Savet eo bet ar film-mañ diwar ul levr bet skrivet gant Amanda Foreman diwar-benn buhez Georgina Spencer. Taolennet e vez er film buhez ur plac’h a renk uhel, rediet da vevañ ha da c’houzañv un den ha na gar ket anezhi ‘blam ma ne ro her ebet dezhañ. Hi avat, a zo dedennet gant ar politikerezh, lakaat an traoù da vont war-raok evit ar merc’hed da skouer hag a bep seurt traoù all. Luskad brudañ ar film a bouez war liamm kerentiezh an dudenn-se gant Lady Diana (eus ar familh Spencer ivez) ha fentus eo neuze klevet “n’eus nemet un den e Breizh-Veur a chom hep he c’harout, he gwaz an hini eo”. Estreget-se zo er film evel-just. Aktored a-feson, dilhad ha lec’hioù kaer, sonerezh plijus, ur rekipe saourus a-walc’h evit ur film klasel-tre e framm.

 

G.L.

 

Kement ha gouzout muioc’h :

www.theduchess-lefilm.com

 

 

 

 

 

 

 

 

 

A Place to Bury Strangers – A Place to Bury Strangers

 

 

Setu, mat eo, kavet eo. Petra? a c’houlenn Yann Lenner (ha Selaouer). Pladenn drouzusañ ar bloaz.

A Place to Bury Strangers, daoust d’e anv, n’eo ket ur strollad metal gant sonerien gwisket evel koriganed drouk, met ur strollad shoegaze eus New York, ha sañset eo tost dic’houzañvus war al leurenn, hervez The New York Times.

Forzh piv a c’hall selaou ar bladenn-mañ, met gwelloc’h memestra kaout ur re stouvoù divskouarn (e ken kaz), mogerioù tev (evit bezañ sur ne vint ket frailhet) ha bezañ o chom war ar maez don, (droch e vefe lakaat ranndioù hoc’h amezeien da gouezhañ en o foull). Ne c’haller ket keñveriañ A Place to Bury Strangers gant kalz strolladoù all, lakaomp memestra The Velvet Undergroud (skol sonerezh New York, rock ha desket war un dro), The Jesus and Mary Chain (ar gwiskadoù trouz) ha Spiritualized (an aergelc’h psikedelek ha diyac’h).

Aesoc’h eo keñveriañ A Place to Bury Strangers gant trouzioù: ur c’harr-nij Konkord o tibradañ, lava ur menez-tan bennak o teuziñ, un tsunami, seurt traoù. Ne ginniger  ket titloù ar c’hanaouennoù, da bep hini d’ober e soñj, o c’houzout ez eo ur sapre taol-arnod selaou seurt pladennoù. Mod-all ez eus tri den er strollad, ar pezh a ziskouez n’eo ket dav bezañ niverus evit ober trouz.

R.M.

 

Embannet gant Rocket Girl

Muioc’h a A Place to Bury Strangers :

www.myspace.com/aplacetoburystrangers

www.aplacetoburystrangers.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Kig-bevin krazet gant karotez

 

 

1,2 kg kig bevin (gite) – 1 kg karotez – 5 cl bier brun – 4 loaiad vras eoul arachidez – 1 loaid vras soubilh kig-leue dizouret – 1 loaiad vras greun jenevra – pebr hag holen - perisilh

 

Troc’hit ar c’hig a-dammoù bras. Degasit d'ar berv 1 litrad dour gant ar soubilh kig-leue dizouret. Lakait a-gostez. Dibluskit ha troc'hit a-ruilhennoù ar c’harotez.

Tommit an eoul en ur gokellenn. Ouzhpennit an tammoù kig da veleniñ ha diskargit ar banne bier. Degasit d'ar berv ha lezit da yostañ.

Ouzhpennit an tammoù karotez, ar perisilh hag ar jenevra. Dourennit gant ar soubilh kig-leue, pebrit hag holennit ha lezit da gudaouiñ 3 eurvezh war dan bihan. Servijit tomm.

Mari Lubrano

 

 

Lennit Bremañ miz Du!

 

Galloud an Dalibaned en Afghanistan, ur soñj war enkadenn ar Yalc'h, sifroù an distro-skol er c'hlasoù brezhoneg gwelet gant an Ofis, troiad Gwennyn e Sveden evit konkour Liet Lavlut, Mizvezh an teulfilmoù, pemp bloaz Priz ar Yaouankiz... Anv zo eus an holl draoù-se ha traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ miz Du 2008.
An teuliad peder fajennad zo gouestlet d'ar brezel bras en niverenn-mañ. Jean-Yves Broudic a ginnig ur pennad studi diwar-benn brezel 14-18 hag ar Vretoned, Stefan Bian a skriv diwar-benn ar soudarded bet fuzuilhet gant o arme ha disoñjet goude-se ha Korin Radan a ra anv eus ur volz-kañv dibar e Genciòus (Creuse) hag a embann "mallozh d'ar brezel!".
Bep miz e kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe 1980, pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org