Lun 3 a viz Du, niv.212
Sizhun 45 - 2008

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Kongo:
ouzhpenn ur milion a dud o tec'hout

 

 

Kenderc'hel a ra ar reuz e Norzh-Kivu, lodenn ar vro zo e Biz Republik Demokratel Kongo, war ribl Stad Ouganda.Ur vro kalz a aour, kafe ha kailhoù enni eo. Emgannoù a vez ingal eno etre emsavidi tutsi ar jeneral Laurent Nkunda, Hutued Rwanda disuj an Nerzh Demokratel evit Dieubiñ Rwanda (ennañ milisianed o doa kemeret perzh e lazhadegoù 1994 er Rwanda) ha Lu Kongo. Ouzhpenn 1600000 den eus Norzh-Kivu, familhoù peurvuiañ, o deus ranket tec'hout. Kaset ha digaset e vezont etre ar c'hampoù repuidi. Boued ha dour a ra diouer. Komiser Europa ar Skoazell Denegour*, eil-sekretourez Stad amerikan an Aferioù afrikan zo bet e Kongo da gomz gant an uhelidi, hag abaoe dec'h emañ ministred Aferioù estren Stadoù Belgia, Frañs ha Breizh-Veur eno. Heuliet e vint gant eil-sekretour meur Aozadur ar Broadoù Unanet evit ar Peoc'h. Goude an emgavioù gant ar re zo e penn an armeoù zo o lakaat reuz, e vo aozet emvodoù hiziv e Marsilha hag e-kerzh ar sizhun-mañ e Nairobi, a-benn klask kavout un diskoulm d'ar gwalleur zo er mare-mañ evit poblañs Norzh-Kivu, gwallgaset gant tud armet an teir c'hostezenn.

 

Denegour = humanitaire

 

 

 

 

 

 

 

 

Ha dont a raio Frañs a-benn da lakaat difenn ar produoù OGK dirak Europa?

 

 

Evel m'ho peus soñj e oa bet divizet, goude Grenelle an Endro, e vefe difennet implij ar maiz Mon 810 (an hini nemetañ a vez gounezet er vro) e Frañs. Un "diferadenn saveteiñ" a vez implijet war tachenn ar gwir evit gallout ober kement-mañ. Met evit ma'z afe hounnezh en-dro eo dav dezhi bezañ asantet gant Bodad Europa. Hag aze emañ an dalc'h. Digwener tremenet e oa bet roet e ali war an danvez gant Aotrouniezh Europat Surentez ar Boued (EFSA): n'emañ ket a-du gant Frañs evit lakaat ar Mon 810 diaotre. Hounnezh n'he deus nemet un ali da reiñ, ha brudet mat eo evit bezañ diouzh tu ar broduerien danvezioù OGK. Derc'hel a ra Jean-Louis Borloo ha Nathalie Kosciusko-Morizet gant o soñj. Bremañ e vo dav dezho difenn anezhañ dirak Kuzul Europat ar Vaodierned (pe Ministred), hag, hervez an disoc'h, dirak Bodad Europa. D'an 20 a viz Du ez eus bet votet gant Kuzul ar Vaodierned un destenn evit ma vefe priziet gwelloc'h levezon ar produoù OGK. Aze emañ an dalc'h e gwirionez: daoust d'an EFSA lavarout n'eus netra evit prouiñ eo fall ar produoù OGK, ec'h anzav ivez diouzh un tu all he defe ezhomm eus daou vloaz d'an nebeutañ evit priziañ o efedoù.

M.M.

Unan eus an efedoù a anavezer mat dija: kresk ar priz evit ar broduerien danvezioù n'int ket OGK, evit bezañ gwarezet diouzh ur c'hontammadur, hag evit prouiñ n'eo ket kontammet o froduoù...
Gwelet ur pennad amañ:
http://www.univers-nature.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

Speed-booking e brezhoneg d'ar 6 a viz Du

 

 

E-pad mizvezh Yaouank, gouel bras sonerezh Breizh Roazhon, e vo kinniget evit ar wech kentañ un abadenn "speed booking". Pep hini en do 10 mn evit displegañ d’ur c’henseurt abalamour da betra eo bet plijet gant oberenn-mañ-oberenn. Tu zo deoc’h da zont gant levrioù skrivet e n’eus forzh peseurt yezh e kement ha ma vefet kat da arguzenniñ e brezhoneg !

D’ar Yaou 6 a viz Du e vo tu deoc’h da zont betek tavarn "La cour des miracles", da ginnig, e brezhoneg, al levrioù a blij deoc’h.

 

Speed booking e brezhoneg, La cour des miracles, 18 straed Penc'hoed (metro Santez-Anna) e Roazhon. Adalek 8e noz.

 

Diskouezadeg skeudennoù bugale Palestina

 

Bepred e-ser gouel Yaouank, e vo tu da welet labour bugale balestinat war ar skeudenniñ, graet a-drugarez da Anna Thomin (skeudenn), en davarn "La cour des miracles". Brezhonegerez hag arabegerez ampart, e oa bet hi e-pad meur a viz d'ober war-dro stalioù-labour war ar skeudenniñ gant bugale kampoù repuidi palestinat e Siria, Liban hag Israel. Savet he deus neuze gant o labour un diskouezadeg. D'al Lun 10 a viz Du e vo lid kinnig an diskouezadeg, gant Anna Thomin.

 

La cour des miracles, 18 straed Penc'hoed (metro Santez-Anna) e Roazhon.

 

 

Konkour haiku festival Taol Kurun

 

Roet ez eus bet lañs d'ar seizhvet kenstrivadeg haiku aozet gant Taol Kurun! 230 perzhiad a oa bet er bloaz paseet, an darn vrasañ anezhe o kemer perzh dre Internet. Tem ar festival er bloaz-mañ zo: "A-stroll ha kengret?/Le grand bazar de la solidarité".  Ar ger a ranker ober gantañ en haiku bet dibabet gant ar skipailh aozerien a zo: an dorn.

An disoc'hoù a vo roet e miz Genver 2009, er stal levrioù "Penn da benn" e Kemperle. Embannet e vo an haiku gwellañ en ur gazetenn hag en ul levrig un 30 barzhoneg bennak ennañ. Gallout a rit kas ho haiku, e brezhoneg, gallaoueg pe galleg d'ar chomlec'h-mañ: taolkurun@laposte.net

 

 

 

 

 

 

 

 

Lewis Hamilton Kampion ar Bed

 

 

Ar blenier Saoz Lewis Hamilton (McLaren-Mercedes) zo deuet da vezañ, dec'h, Kampion ar Bed 2008 Formulenn 1. Justik eo bet ar jeu evitañ a-benn ar fin. Ret e oa dezhañ echuiñ e-touez ar pemp kentañ e Grand Prix Brazil evit gellout kaout ar priz. Ha pempvet eo bet a-benn ar fin, plas bet adtapet gantañ en dro diwezhañ-tout! Kollet en doa ar pempvet plas div dro a-raok ar fin, bet tremenet gant Timo Glock (Toyota). Hemañ ne oa ket chomet a-sav goude ar barrad glav bet c'hwec'h tro a-raok ar fin, pa oa aet ar vlenierien all da cheñch doare pneuioù. Tristik eo bet an devezh evit tud Brazil memes tra rak, Felipe Massa (Ferrari) a oa war ar renk evit an titl a Gampion. Aet eo ar maout gantañ evit Grand prix Brazil, ha spi o doa ar Vrazilianed da welet anezhañ e penn ar jeu e fin an devezh. Gant Hamilton er pempvet plas a-benn ar fin, n'en deus ket gellet Massa bezañ Kampion ar Bed.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

L'instinct de mort

 

 

Frañs – 2008
Seveniñ : Jean-Francois Richet

Mil-gemennet eo bet an abadenn-mañ. Lodenn gentañ an divoberenn a ginnig "red-micher" Jacques Mesrine eo L’instinct de mort. Ganti e vez heuliet torfedour gall brudetañ ar bloavezhioù 70 adalek e zistro eus brezel Aljeria betek e dec’hadenn diouzh un toull-bac’h e Kanada.


N’eus ket da dortal, sevel filmoù diwar-benn Mesrine a oa da vezañ graet. Elfennoù ur gwir drama romantel a oa aet d’ober red e vuhez gant troioù-kaer ha troioù fall, tec’hadennoù, arc’hant, botoù kazel, merc’hed koant e-leizh ha marv kriz erfin. Setu n’eo ket souezh e vefe bet re a zanvez evit ur film hepken. Ur sapre klaoustre eo labourat war un dudenn wir eveltañ ha profitañ eus ar sonn ma oa en e gribell hep ober un Arsène Lupin sichant anezhañ. Ha diwallet mat en deus Richet ouzh an dra-se rak dreist da lufr al laeron e weler mat e feulster hag e grizder. Daoust da se eo kerse memes tra ne vefe ket muioc’h a ijin er seveniñ e-unan. Da vezañ kendalc’het gant an eil tamm bremañ.

Meriadeg Vallerie

Kement ha gouzout muioc’h:
http://www.mesrine-lefilm.com/

 

Sine Yaouank d'an 3, 4 ha 5 a viz Du e Roazhon

Eil abadenn Sine Yaouank a vo kinniget e-ser Gouel Yaouank gant Gwagenn TV ha Skeudenn Bro Roazhon er sizhun-mañ. D'an 3, 4 ha 5 a viz Du e tavarnioù pe lec'hioù kevredigezhel Roazhon e vo tu da welet filmoù a bep seurt e brezhoneg. Pep tra 'vo digoust, moaien 'vo eskemm goude ar filmoù diwar o fenn, gant aozerien ar filmoù gwechoù zo zoken. Fenoz e vo bannet Prad Don ha Diwan, 30 vloaz, 30 dremm, arc'hoazh e vo tro Ma vijen, Ken tuch', Leurenn BZH ha trao ùsavet gant Gwagenn TV. Dimerc'her e vo un nozvezh ispisial gant film Ron Howard Apollo 13, bannet e war ur skramm bras evit ar wech kentañ, e brezhoneg!
Evel-just, n'eo nemet ar c'houlzad-se un digor-kalon eus gouel bras Skeudenn, Yaouank, hag a vo klozet d'an 18 a viz Du gant ur mell fest-noz er MusikHall.

Evit kaout ar roll filmoù dre ar munud:
http://www.agencebretagnepresse.com/

Lun 3: 4 bis (e-kichen Ti Tachenn Veurzh), 8e noz
Meurzh 4: Tavarn Ti Anna, plasenn Santez Anna, 8e30 noz
Merc'her 5: Ti Tachenn Veurzh, 8 noz

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Handsome Furs – Plague Park

 

 

Dale zo ganeomp. Soñjit’ta: unan eus pladennoù gwellañ 2008 a zo deuet er-maez e 2007. Handsome Furs neuze, pe Dan Boeckner (kaner ar strollad Wolf Parade) hag e wreg Alexei Perry. Met ne soñj ket d’an daou zen-se int chomet stanket e 1965 hag e rankont en em wiskañ e ruz dre ret.

Ur bladenn treut-ki (lo-fi da vat eo ar son, hag un dra vat eo) o deus savet: gitar (tredan pe get) ha binvioù-sko elektronek, ha setu tout, evit un disoc’h plijus ha dic’hortoz war un dro. Kement-se a verzer pa selaouer Rural+ Dead,  un tammig evel ma vefe Miss Kittin o seniñ gant The Shadows, pe c’hoazh What We Had, ton kentañ ar bladenn, a grog gant binvioù-sko a denn da gregin sant Jakez a-raok ma tegouezhfe ar gitar tredan ha mouezh ar c’haner. Ledan eo stil Handosme Furs: diaes chom hep kavout brav-tre ton diwezhañ ar bladenn, The Radio’s Hot Sun, un ton folk penn-da-benn, pe Sing! Captain, un ton a seblant bezañ bet savet gant ur strollad shoegaze. Evit a sell ouzh ar c’homzoù int damheñvel ouzh re Wolf Parade (selaou Handsome Furs Hate the City).

R.M.

Embannet gant Sub Pop
Muioc’h a Handsome Furs:
http://www.myspace.com/handsomefurs
http://www.handsomefurs.com/

An ton Rural+Dead e "live" e San Francisco:
http://www.blogotheque.net/Handsome-Furs

 

 

 

 

 

 

 

 

France 3: un abadenn elzasek nullet

 

 

Goude 13 vloaz n'eo ket bet kendalc'het er bloaz-mañ gant an abadenn keginañ en elzaseg "Sür un Siess" (sal ha sukret) a veze skignet war France 3 Elzas bep Sadorn e-tro 5e g.k. Divizet eo bet gant ar chadenn nullañ an abadenn, hep tamm displegadenn ebet eme ar gelaouenn L'Alsace. A-daol-trumm eo bet divizet kement-se, ha gwall zisplijet eo bet daou lusker an abadenn (skeudenn), ar gelaouennerez Simone Morgenthaler hag ar c'heginer Hubert Maetz, koulz hag ar sellerien ha dilennidi ar vro. Etre 15% hag 20% eus ar marc'had a veze tapet gant an abadenn bep sizhun, da lavaret eo abadenn France 3 Elzas sellet ar muiañ goude ar c'heleier, hervez ar gelaouennerez a ginnige Sür un Siess. Kuzulierien Departamant ar Bas-Rhin o deus votet digwener a-unvouezh ur mennad o c'houlenn groñs digant ar chadenn adlakaat an abadenn elzasek. Roet ez eus bet lañs d'ur sinadeg er sizhun dremenet ivez, bet lakaet warni ouzhpenn 1800 anv. Divizet en deus France 3 Elzas lakaat e plas Sür un Siess un abadenn keginañ gallek. Un abadenn elzasek doare "magazin" a vez klevet bep Sul beure mod all.

 

Evit gouzout hiroc'h:
http://www.lalsace.fr/
http://www.telesatellite.com/
http://www.lapetition.be/

 

Oferenn vrezhonek e Roazhon

 

D'ar 15 a viz Du da 6e30 noz e vo lidet un oferenn vrezhonek e kouent an Dominikaned, 3 straed Brizeug e Roazhon. Goude ar bedenn e vo ur banne a-gevret gant an holl berzhidi.

 

Evit gouzout hiroc'h:

remi.cheno@gmail.com

 

 

Lennit Bremañ miz Du!

 

Galloud an Dalibaned en Afghanistan, ur soñj war enkadenn ar Yalc'h, sifroù an distro-skol er c'hlasoù brezhoneg gwelet gant an Ofis, troiad Gwennyn e Sveden evit konkour Liet Lavlut, Mizvezh an teulfilmoù, pemp bloaz Priz ar Yaouankiz... Anv zo eus an holl draoù-se ha traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ miz Du 2008.
An teuliad peder fajennad zo gouestlet d'ar brezel bras en niverenn-mañ. Jean-Yves Broudic a ginnig ur pennad studi diwar-benn brezel 14-18 hag ar Vretoned, Stefan Bian a skriv diwar-benn ar soudarded bet fuzuilhet gant o arme ha disoñjet goude-se ha Korin Radan a ra anv eus ur volz-kañv dibar e Genciòus (Creuse) hag a embann "mallozh d'ar brezel!".
Bep miz e kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe 1980, pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org