Lun 10 a viz Du, niv.213
Sizhun 46 - 2008

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Yaouank: 10 vloaz!

 

 

Dek vloaz zo c'hoazh e oa bet aozet evit ar wech kentañ fest-noz bras Roazhon gant Skeudenn Bro-Roazhon. An nozvezh veur a vo d'ar Sadorn 22 a viz Du er MusikHALL, e Park Diskouezadegoù Aerborzh Roazhon, e Bruz. War al leurenn e vo Red Cardell, Stef Mellino (Les Négresses Vertes), Dan ar Braz, Gérard Blanchard, Dr Das (Asian Dub Foundation), Jim O'neill (The Silencers), ar Vreudeur Guichen ha Louise Ebrel, Roland Conq Création, Loened Fall, Startijenn gant mignoned, Plantec... ha leun a re all! Met n'eo ket tout. Abaoe meur a vloaz eo deuet Yaouank da vezañ ur gwir festival gant meur a zevezh gouel. D'ar Yaou 20 e vo ur fest-noz e Sal ar Site (kreiz-kêr Roazhon) gant Tan Ban Ty, Alambig Electrik... ur sonadeg digoust a vo d'an 19 er Maezioù Frank gant Esquisse, ur sonadeg all a vo d'an 12 e sal an Antipode gant Skolkozh ha Yaouank 2018. Meur a abadenn a vo kinniget ivez e-barzh tavarnioù zo eus kreiz-kêr gant "Yaouank BisTRO". Ar roll klok zo da gavout war bajenn myspace ar gouel.

 

Evit gouzout hiroc'h :

http://www.myspace.com/yaouankgouel

 

 

 

 

 

 

 

 

Miliadoù a labourerien-douar oc'h en em lazhañ
abalamour d'ar greun OGK

 

 

E-tro 125000 labourer-douar a vefe dija en em lazhet en India, abalamour d'ar greun OGK a oa bet prenet ganto. Perak 'ta? 1000 gwech keroc'h e vez gwerzhet ar re-se (gant 15€ c'heller prenañ 100g greun OGK, pe 100 Kg greun boutin). Lavaret e vez dezho eo burzhudus ar greun-se, hag e ouzont talañ ouzh an alouberien hag ar sec'hor. Padal n'eo ket gwir tamm ebet. Pa rank ar gouerien prenañ seurt greun e vez dav dezho amprestiñ arc'hant. Goude-se e vez disoc'hoù mantrus gant ar greun-se (aloubet int bet gant "preñv an taf" [ver de la capsule] hag ezhomm o deus an hanter muioc'h a zour, met sec'hor a zo bet en India en daou vloaz tremenet), ha n'int ket gouest da resteurel an arc'hant. Gwasket ma 'z int gant an dleoù, e kavont neuze gwelloc'h mervel oc'h evañ ur banne dourenn da lazhañ amprevaned. N'hallont ket implijout en-dro ar greun n'int ket diwanet evit ar bloaz da zont: gant an deknologiezh Terminator eo dav dezho prenañ greun nevez en-dro bep bloaz. Evit broudañ ar gouerien da brenañ seurt greun ez eo bet difennet ar greun hengounel e-barzh kalzik bankoù-greun eus ar vro! Ha bremañ e vez e-tro 1000 kouer oc'h en em lazhañ bemdez hag o lezel war o lec'h o familhoù hag o dleoù.

M.M.

Da lenn, ur pennad fromus-tre :

http://www.amisdelaterre.org/Le-genocide-OGM.html

 

 

 

 

 

 

 

 

Tan Miz Du e Montroulez

 

 

Boulc'het e kreiz miz Here, kenderc'hel a raio gouel "Tan Miz Du" Montroulez betek ar c'hentañ a viz Kerzu! Gouel Yeah ha sevenadur Breizh e bro Montroulez eo "Tan Miz Du", aozet evit an eizhvet gwech er bloaz-mañ, gant ar gengevredigezh KLT. Er sizhunvezh-mañ e vo meur a gaozeadenn kinniget: fenoz e vo kinniget La grammaire bretonne pour tous gant Eugène Chalm, gant mab ar skriver, Jean-Yves Chalm, e Café de la terrasse da 6e noz. Arc'hoazh e vo ur fest-deiz evit ar vugale e Salle Steredenn Lanneur da 3e g.k. gant Div Yezh Lanneur ha Diwan Montroulez. Da 6e noz e vo ur gaozeadenn gant Patrice Gourlay diwar-benn e levr C'était la grande guerre, e Skol Vreizh (er Manu). Dimerc'her e vo ur gaozeadenn gant brezhonegerien kinniget gant Théo ha Mité Loussot e Sal Marie Jacq Henvig. Ur c'hendiviz e koun Per Roy, gant tud eus e familh, a vo kinniget digwener da 6e noz e ti Skol Vreizh. Da 9e30 noz e vo kendalc'het ar gouel digwener gant sonadeg Lik Ha Lik (skeudenn) e Café de l'Aurore Montroulez. D'ar Sadorn goude-se e vo ur bourmenadenn "war roudoù Per Roy" e straedoù Montroulez, emgav da 10e beure e MJC Montroulez. An holl abadennoù-se a vo digoust! Evit ar peurrest eus abadennoù Tan Miz Du da zont, klikit war al liamm da heul.

 

Roll abadennoù Tan Miz Du:

http://www.klt.fr/prog_tan_miz_du_2008.html

 

Lik Ha Lik war Virb:

http://www.virb.com/likhalik

 

 

 

 

 

 

 

 

6vet Vendée Globe: Desjoyeaux o souzañ a-dreñv

 

 

Dec'h e oa loc’het ar 6vet redadeg war vor Vendée Globe, un treizh war vor evit ober tro ar bed, hep skoazell, gant bigi unkouc'h. 30 moraer a oa war ar renk, met abaoe, ez eus bet leun a gudennoù. Glav a rae ha teñval e oa an amzer p'eo bet boulc'het gant ar redadeg e bae Les Sables d'Olonne, c'hwezhañ a rae an avel da 15 skoulm. Ar Suised Dominique Wavre (Temenos) ha Bernard Stamm (Cheminées Poujoulat) o deus ranket distreiñ buan a-benn dresañ o bigi. Er beure-mañ e oa tro Michel Desjoyeaux (skeudenn) war Foncia, bet gounezet ar Vendée Globe gantañ e 2004, da souzañ a-dreñv evit dresañ e vatimant. Kudennoù tredan zo bet gantañ dre faot un toull a gas dour er mekanikoù evit adkargañ ar batirioù tredan. Gortozet eo gant e skipailh fenoz e-tro 10e: da 200 milmor e oa eus porzh al loc'hadeg c'hoazh.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

The Visitor

 

 

Stadoù-Unanet – 2007

Senario ha seveniñ : Thomas McCarthy

Priz Meur 34e Festival ar Sinema Amerikan e Deauville

 

Divlaz ha didalvez eo deuet da vezañ buhez Walter Vale (Richard Jenkins). War e dri-ugent vloaz emañ ha kelenner war an armerzh en ur skol-veur eo. Tra m’eo kaset da New-York evit prezegenniñ e kav ur c’houblad en e ranndi. Tud dibaper eo Tarek (Haaz Sleiman) ha Zainab (Danai Jekesai Gurira). Evit o skoazellañ e kinnig dezho chom un tamm gantañ en e ranndi, amzer dezho kavout bod e lec’h all.

 

Ur gwir blijadur eo The Visitor a ro da welet pegen mat e c’hell bezañ anien mab-den ha pa vefe o talañ ouzh ur melestradur dall. Peursichant eo tudenn Tarek hag a zisliv war hini Walter. Laouen eur ivez o kavout en-dro Hiam Abbass bet gwelet nevez zo e Lemon Tree (2007) hag a c’hoari amañ mamm Tarek. Ur film hag a ro spi e c’hellfe an traoù cheñch, a-du marteze gant keleier diwezhañ ar Stadoù-Unanet. "Ha gallout a reomp" ?

Meriadeg Vallerie

 

Kement ha gouzout muioc’h :

http://www.tfmdistribution.com/the-visitor/

 

 

 

 

 

 

 

 

 

The Airborne Toxic Event – The Airborne Toxic Event

 

 

Sach-blev a zo bet er Stadoù-Unanet er sizhunvezhioù paseet. McCain-Obama? Tamm ebet: The Airborne Toxic Event, ur strollad a dalvez un dra bennak pe get? Ne dalvez tra ebet, ma kreder ar pennad (gwelout amañ) bet embannet gant Pitchfork (lec’hienn amerikan damheñvel ouzh Les Inrockuptibles, ur seurt polis politikel evit ar sonerezh).

Er Rouantelezh-Unanet e seblant disheñvel an traoù, pa gaver unan eus tonioù ar strollad e-touez ar re a ginniger evel tonioù indie aroueziusañ ar bloavezhioù 2000.

Ha just a-walc’h Sometime Around Midnight eo titl an ton-se: digoradur gant bioloñs, gwiskadoù gitar o vont war vuanaat tamm-ha-tamm, komzoù damheñvel ouzh re How Soon Is Now?: evel Arcade Fire hep an tu folk, pe evel Interpol hep klask dreveziñ Joy Division. Da lavaret eo sonerezh pop evel ma plij deomp, ha mat pell zo!

Ha kanaouennoù all evel-se, eeun hag efedus war un dro a  zo stank war ar bladenn: Does This Mean You’re Moving On? hag he lusk diazezet war ur gitar bet klevet gant Franz Ferdinand, Wishing Well, ur wech ouzhpenn damheñvel ouzh Arcade Fire (lusk, bioloñs en-dro) ha Gasoline, un ton diazezet ur wech ouzhpenn war ar gitar, ha cheñchamantoù lusk niverus. Echuiñ a ra ar bladenn gant Innocence, ur seurt best of eus an nav zon bet klevet a-raok. Menegomp ivez e teu anv ar strollad eus ul levr bet skrivet gant Don DeLillo. Postmodern da vat, hañ?

R.M.

Embannet gant Majordomo / Shout  Factory

Muioc’h a Airborne Toxic Event :

www.myspace.com/theairbornetoxicevent

www.theairbornetoxicevent.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

11 a viz Kala-Goañv 2008 : Lid ar Peoc’h

 

 

Da-geñver an 11 a viz Kala-Goañv e faot da Santez Anna Gwened lidiñ ar Peoc’h ha tolpiñ an dud evit derc’hel soñj ha koun ag ar lazhadeg vras a oa bet er brezel bed 1añ hag ar mell cheñchamant a oa daet d’e heul evit tonkadur, sevenadur ha yezh Pobl Breizh.

Lerc’h-ouzh-lerc’h e vo Jorj Belz ha Jean-Paul Rieux é lenn testennoù skrivet e brezhoneg get Loeiz Herrieu, Yann-Ber Kalloc'h hag Emile Masson, ha 5 laz-kanal (170 a dud) – Bouezh Santez Anna, Bubri-Melrant, Kalonoù Derv, Kanerion ar Skorv ha Bouezh er Mor – é kanal ur pemzek sonenn vrezhonek bennak a denn da istoer ar Vretoned e-pad ar brezel bed 1añ ; evit ambroug ar ganerion hag ar brezegourion e vo ivez ar sonerion André Le Meut ha Dominique Le Blay .

Digoust e vo mont a-barzh, met goulenn a reomp get an dud en em gavout da 3 eur d'enderv, dre ma n’eus ket kalz a blas en iliz. Krogiñ a ray an abadenn get ur prantad e koun ar re varv dirak ar C’hounlec’h e-tal ar penniliz.

 

Evit gouiet hiroc’h : 02 97 36 66 81

santez-anna-gwened@aliceadsl.fr

 

 

Lid breizhat Gwened

 

Evel bep bloaz e tougo ar gevredigezh Bemdez bri d’ar miliadoù a dud bet reuziet gant ar "Brezel Bras" (1914-18). Diouzh le ar stourmerien gozh deuet ag an talbenn e vo e doare ul lid hep lu, dilifre ha diarm a-benn lidañ ar peoc’h.

Lakaet eo bet an emgav d’ar Meurzh 11 a viz Du da 11e30, da-heul al "lidadegoù kefridiel", war dreuzoù uhelenn ar Waremm, diwar-zu straed Sant-Tropetz (e-tal Kuzul an Departamant) e Gwened. Digor d’an holl e vo.

 

 

Lennit Bremañ miz Du!

 

Galloud an Dalibaned en Afghanistan, ur soñj war enkadenn ar Yalc'h, sifroù an distro-skol er c'hlasoù brezhoneg gwelet gant an Ofis, troiad Gwennyn e Sveden evit konkour Liet Lavlut, Mizvezh an teulfilmoù, pemp bloaz Priz ar Yaouankiz... Anv zo eus an holl draoù-se ha traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ miz Du 2008.
An teuliad peder fajennad zo gouestlet d'ar brezel bras en niverenn-mañ. Jean-Yves Broudic a ginnig ur pennad studi diwar-benn brezel 14-18 hag ar Vretoned, Stefan Bian a skriv diwar-benn ar soudarded bet fuzuilhet gant o arme ha disoñjet goude-se ha Korin Radan a ra anv eus ur volz-kañv dibar e Genciòus (Creuse) hag a embann "mallozh d'ar brezel!".
Bep miz e kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe 1980, pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org