Lun 27 a viz Here, niv.211
Sizhun 44 - 2008

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok

sizhun war-lerc'h

 

 

 

 

 

 

 

 

Amerikaned zo o votiñ c'hoazh

 

 

D'ar 4 a viz Du e vo dilennadegoù prezidant nevez Stadoù-Unanet Amerika. Met, gant an tu da votiñ en a-raok, e-barzh 33 Stad, ez eus lod eus ar voterien o deus graet dija o labour. Ar pezh a reer "early voting" anezhañ er Stadoù-Unanet a zo bet ijinet evit reiñ an tu da dud zo da vont da gemer o follenn-votiñ e-kerzh an teir sizhun a zo a-raok deiz ar vouezhiadeg, ha kas o vot dre ar Post. Spletus eo dreist-holl evit an dud kozh, evit chom hep gortoz eurvezhioù el lostadoù voterien devezh ar vot da vat. An holl dud a c'hell implijout ar gwir-se, ha klask a ra skoazellerien John McCain ha Barack Obama broudañ an dud n'eont ket da votiñ d'ober gant an doare-se. Hervez Le Télégramme, ez embann John Carson, unan eus renerien koulzad kabaliñ an Demokrated, e vefe e-tro 30% a vouezherien nevez, na oant bet o votiñ gwech ebet a-raok, a-drugarez d'ar stumm-se d'ober. Diwar-se e c'hellfe Stadoù zo cheñch kostezenn, en o zouez Carolina an Norzh pe Florida.

 

 

 

 

 

 

 

 

Dek abeg pennañ ar saotradur

 

 

Emañ ar gevredigezh suis GreenCross o paouez embann un enklask e-lec'h ma ra anv eus an dek saotradur pennañ a vez kavet er bed. Souezhus eo an disoc'hoù, ne glotont ket gant ar pezh a c'hellfer soñjal.
Ar saotradur pennañ a zo o tont eus eztennadur an aour. Ouzhpenn 10 milion a dud a vefe tizhet gantañ, labourerien ar mengleuzioù dreist-holl: evit tennañ aour e rank al labourerien ober gant merkur, a dizh o yec'hed hag a vez taolet en natur. An eil saotradur: an dour lous. Pemp milion a dud a varvfe bemdez gantañ. Un drederenn eus ar boblañs a vevfe en ul lec'h gant dour n’eo ket mat da evañ, ha ne vez louzaouet nemet er broioù pinvidik. An trede abeg: saotradur ar mammennoù dour a zo dindan an douar. Disheñvel eo ar gudenn gant ar re-se diouzh hini an dour-gorre dre m’eo ur saotradur war hirdermen a vez krouet. An aer e diabarzh an tiez eo ar pevare saotradur. Kavet e vez pa vez devet glaou, koad, pe danvez organek, e tiez ar broioù paour, evit en em dommañ da skouer. An darn vrasañ eus tiez Indez ha Sina a denn o energiezh alese, padal chom 4 eurvezh en ur sal a zev danvezioù evel-se en deus ar memes levezon ha butuniñ 2 bakad sigaretennoù bemdez. Setu listenn ar saotradurioù pennañ all: kendeuziñ ar metalioù, ar mengleuzioù, adaozañ al lastez skinoberiant, an dourioù lous skuilhet forzh pelec'h, aer ar c'hêrioù, ha trenkennoù ar podoù-tredan a vez skuilhet e-maez.

M.M.


Ur pennad diwar-benn an enklask a zo amañ :

http://www.futura-sciences.com/

ha pajenn an enklask a zo amañ : http://www.greencross.ch/

 

 

 

 

 

 

 

 

Speed-booking e brezhoneg d'ar 6 a viz Du

 

 

E-pad mizvezh Yaouank, gouel bras sonerezh Breizh Roazhon, e vo kinniget evit ar wech kentañ un abadenn "speed booking". Pep hini en do 10 mn evit displegañ d’ur c’henseurt abalamour da betra eo bet plijet gant oberenn-mañ-oberenn. Tu zo deoc’h da zont gant levrioù skrivet e n’eus forzh peseurt yezh e kement ha ma vefet kat da arguzenniñ e brezhoneg !

D’ar Yaou 6 a viz Du e vo tu deoc’h da zont betek tavarn "La cour des miracles", da ginnig, e brezhoneg, al levrioù a blij deoc’h.

 

Speed booking e brezhoneg, La cour des miracles, 18 straed Penc'hoed (metro Santez-Anna) e Roazhon. Adalek 8e noz.

Diskouezadeg skeudennoù bugale Palestina

 

Bepred e-ser gouel Yaouank, e vo tu da welet labour bugale balestinat war ar skeudenniñ, graet a-drugarez da Anna Thomin (skeudenn), en davarn "La cour des miracles". Brezhonegerez hag arabegerez ampart, e oa bet hi e-pad meur a viz d'ober war-dro stalioù-labour war ar skeudenniñ gant bugale kampoù repuidi palestinat e Siria, Liban hag Israel. Savet he deus neuze gant o labour un diskouezadeg. D'al Lun 10 a viz Du e vo lid kinnig an diskouezadeg, gant Anna Thomin.

 

La cour des miracles, 18 straed Penc'hoed (metro Santez-Anna) e Roazhon.

 

 

Konkour haiku festival Taol Kurun

 

Roet ez eus bet lañs d'ar seizhvet kenstrivadeg haiku aozet gant Taol Kurun! 230 perzhiad a oa bet er bloaz paseet, an darn vrasañ anezhe o kemer perzh dre Internet. Tem ar festival er bloaz-mañ zo: "A-stroll ha kengret?/Le grand bazar de la solidarité".  Ar ger a ranker ober gantañ en haiku bet dibabet gant ar skipailh aozerien a zo: an dorn.

An disoc'hoù a vo roet e miz Genver 2009, er stal levrioù "Penn da benn" e Kemperle. Embannet e vo an haiku gwellañ en ur gazetenn hag en ul levrig un 30 barzhoneg bennak ennañ. Gallout a rit kas ho haiku, e brezhoneg, gallaoueg pe galleg d'ar chomlec'h-mañ: taolkurun@laposte.net

 

 

 

 

 

 

 

 

Hanter-marathon Kastell-Paol-Montroulez

 

 

Dec'h e oa bet redet Hanter-marathon Kastell-Paol-Montroulez dindan ar glav. Paotred, merc'hed, yaouank pe gozh, nammet pe get, zo bet o redek evit 36vet Hanter-marathon Kastell-Paol-Montroulez, 25vet Hanter-marathon Taole-Montroulez hag ar c'hentañ "Taolead Run". 9000 e oant en holl, daoust d'an amzer yen ha gleb. An Taolead Run, zo ur redadeg 10 km evit ar merc'hed hepken, etre Taole ha Montroulez, hag a gont evit Kampionad Breizh. Aet eo ar maout gant Catherine Webonbesu (Boulogne-sur-Mer - e-krec'h ar skeudenn), eus Ouganda. War he lerc'h eo erruet Yamna Oubouhou (CS Meaux) ha Karine Pasquier (Quimper Athlétisme - a-zehou war ar skeudenn). Siwazh evit an trede, n'he doa ket gwisket rochedig he c'hleub, ar pezh na ro ket dezhi ar gwir da resev an titl a Gampionadez Breizh. Gant ar pevare rederez oc'h echuiñ eo aet, Béatrice Céveno-Lambert (Pempoull - a-gleiz war ar skeudenn). Rak hervez ar reolennoù e rank ar reder gwiskañ livioù e glub a-benn tapout un titl a gampion (hogen e resev e vedalenn). Gwall jenet e oa Karine Pasquier dec'h, p'he doa ankouaet rochedig he c'hleub penn-da-benn... evel kalzik a rederien ha rederezed all.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Tokyo !

 

 

Alamagn, Korea, Japan, Frañs - 2007

Seveniñ : Michel Gondry, Leos Carax, Joon-ho Bong

 

Setu amañ un dastumad tri film berr diwar-benn kêr-benn Japan. Interior Design diwar-benn ur c’houblad nevez staliet e Tokyo hag o deus un tamm diaesterioù, Merde un doare film skiant-faltazi un tamm diwar-benn an estrenien e Bro-Japan ha Shaking Tokyo a gont istor un “hikikomori“ un den a chom bac’het en e di, met kejañ a raio gant ar plac’h a zegas ar pizza...

 

War a seblant eo diouzh ar c’hiz kinnig un dastumad filmoù-berr diwar-benn ur gêr vras bennak, er bloavezhioù tremen e oa bet Paris je t’aime dija, da skouer. Kalz nebeutoc’h a filmoù a zo amañ, ha n’eus film japanat ebet. Dedennus int dre ma weler tuoù un tammig dic’hortoz eus buhez ar Japaniz: pegen start eo kavout ul labour pe ur ranndi e film Michel Gondry, plas an estrenien gant hini Carax (ha pa vefe un tammig iskis memes tra ha displijus un tamm an doare da filmañ "war ar prim" gant pellgomzerioù hezoug a-hed an amzer pe da vareoù na glotont ket gant an doare-se). Ar filmoù a zo plijus eta, met brav eo ivez film sioul ha peoc’hus ar c’horean Joon-ho Bong. Brav-tre ar skeudennoù ha dedennus mennozh an holl o tec’hout kuit eus ur gevredigezh start...

Fentus eo ouzhpenn merzout ez eus glav-pil e film Gondry hag heol splann e film ar c’horean... Selloù disheñvel war ar gêr-benn-se, divent ha diene a lârfe tud zo.

 

G.L.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

8vet Troiad des Trans – etre an 12 hag an 29 a viz Du – E Breizh

 

 

Evel bep bloaz e kinnig aozerien Les Transmusicales ober anaoudegezh gant strolladoù a vo kinniget e Roazhon e penn-kentañ miz Kerzu, hag e roont tro ivez d’an arzourien da vezañ anavezet gant an dud. Er bloaz-mañ e tremeno Troiad an Trans e 12 kêr e Breizh (Brest, Naoned, Kemper, Montroulez pe c’hoazh Sant-Maloù), hag en un nebeud kêrioù all e diavaez ar vro. Tri strollad a vo e kement abadenn aozet. En o zouez e kaver Minitel Rose (skeudenn), ur strollad elektropop  eus Naoned. Bez’ e vo ivez Success, ur strollad elektro-rock, ennañ tud bet o seniñ e Strup X pe e Percubaba. Muioc’h a sonerezh elektro c’hoazh gant Beat Torrent, un daouad eus Naoned ha gant Depth Affect, eus ar memes kêr, hag a ginnig sonerezh elektro liesseurt, eus an hip-hop d’an ambient. Rock ha funk mesket a vo kinniget gant The Popopopops, pemp den yaouank eus Roazhon. Sonerezh ar bed a vo kant Naonediz Tribeqa ha rock kalet da vat gant 64 Dollar Question, ur strollad amerikan levezonet gant strolladoù evel The Distillers.

R.M.

 

Digoust e vo an holl abadennoù nemet re Gemper, Montroulez ha Kastellin.

Muioc’h a Droiad des Trans :

http://www.myspace.com/tourneedestrans

 

 

 

 

 

 

 

 

Penn da benn sizhun :

un dibenn-sizhun e brezhoneg penn-da-benn

 

 

Ne vez ket gwall aes kavout digarezioù da gaozeal brezhoneg e-maez ar skol pe ar c’hentelioù noz. Lec’hioù evit en em gavout etre brezhonegerien a bep live a ra diouer. Evit mont war-raok koulskoude n'eus mann gwelloc'h evit eskemm, rannañ ha deskiñ a bep seurt traoù asambles. Deuet neuze skipailh an Oaled gant mennozh "Penn da benn sizhun"! Kinnig a ra un dibenn-sizhun kentañ brezhoneg-tout war tem ar pesketa d’ar Sadorn 15 ha d’ar Sul 16 a viz Du. Graet e vo anaoudegezh gant meur a zoare pesketa, ur c’heriaoueg resis hag ur aergelc’h dispar. Kinniget eo an dibenn-sizhun dre vevañs klok pe 1/2 vevañs. Furchal dindan ar reier da granketa ha chifretesa, dizoleiñ an Aber-Benniged, fardañ boued mor ha deskiñ rekipeoù nevez. Ur veilhadeg a vo da gaout d'ar Sadorn noz ouzhpenn-se.


Tud gour : Bevañs klok 75 €, 1/2 vevañs 60 €

Bugale 6-12 vloaz : Bevañs klok 40 €, 1/2 vevañs 25 €.

Digoust evit ar vugale dindan 6 vloaz.

Prizioù ispisial : Koublad 140 €, Familh 200 €

Titouroù hag enskrivadurioù : An Oaled, 14 straed an Ti-kêr, 29870 Treglonou.

Pellgomz : 02 98 04 07 04. Postel : anoaled@wanadoo.fr.

Lec’hienn : www.anoaled.com

 

 

Oferenn vrezhonek e Roazhon

 

D'ar 15 a viz Du da 6e30 noz e vo lidet un oferenn vrezhonek e kouent an Dominikaned, 3 straed Brizeug e Roazhon. Goude ar bedenn e vo ur banne a-gevret gant an holl berzhidi.

 

Evit gouzout hiroc'h:

remi.cheno@gmail.com

 

 

Lennit Bremañ Here!

 

 Festimanif  Naoned, Sina, Britt o lidañ e 10 vloaz ha 15 vloaz Produet e Breizh, an distro-skol en hentadoù brezhonek... Anv zo eus an holl draoù-se ha traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ Here 2008.

An teuliad peder fajennad zo gouestlet d'ar radio en niverenn-mañ. Radio Bro Gwened ha Radio Kreiz Breizh a lid er bloaz-mañ o 25 bloaz ha gant France Bleu Breizh Izel e vo sinet ar garta "Ya d'ar brezhoneg"... Peder fajennad ispisial a gaver ivez, gouestlet d'an deskadurezh uhel e brezhoneg, savet gant Lukian Kergoat. Heuliad ar pennad bet embannet e-barzh niv. miz Gwengolo Bremañ eo.

Bep miz e kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe 1980, pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org