Lun 5 a viz Du, niv.166
Sizhun 45 - 2007

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik warlene? Klikit amañ!
Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Pesketaerien hag eoul-maen

 

 

Er beure-mañ e oa e-tro 300 pesketaer a oa o vanifestiñ dirak mirlec'h eoul-maen porzh kenwerzh Brest. Kement-all e oant en Oriant hag e-tro 50 e Douarnenez, o vanifestiñ er memes mod. Gitonioù o doa, warno skrivet "May-day, may-day, avec le poids du pétrole, nous coulons". Re vras eo koust an eoul-maen evit ar besketaerien. Evel m'emañ an traoù hiziv, ne c'hell ur chaluter gounit arc'hant nemet m'emañ al litrad eoul-maen da 0,30 euro. Tro 0,50 euro e koust al litrad hiziv. Lonkañ a ra an eoul-maen 30% eus ar gounidoù graet ur vag. Betek bremañ e c'helle ar besketaerien bezañ digollet gant ur c'hef arc'hant a-ratozh, ar Fonds de prévention des aléas de pêche. Nullet eo bet ar foñs-se gant Brusel: ne glote ket gant reolennoù Europa. Klask a ra ar besketaerien neuze kaout un emglev gant Michel Barnier, ministr ar Pesketaerezh. Kinnigoù o deus da ober evit gwellaat o stad. Diskregiñ a reont gant al labour, ha digwener, e oant kroget da vanifestiñ. Disklêriet en defe ar ministr bezañ prest da ginnig diskoulmoù nevez a-benn dimerc'her. Fellout a ra d'ar besketaerien e teufe ar ministr da Vreizh evit ober se, rak ne fell ket dezho mont da Bariz hep bezañ sur e vo keloù nevez.

 

 

 

 

 

 

 

 

Tizhet e vefe bet pik ar produiñ eoul-maen

 

 

Gouzout a reer emañ kementadoù an eoul-maen a c'heller implijout o vihanaat, dreist-holl er mare-mañ pa vez ker-ruz. Koulskoude, n'emañ ket a-du ar skiantourien war ar mare ma krogo ar produiñ da zigreskiñ. Hervez ur studiadenn nevez bet savet gant ar strollad Energy Watch Group eo bet tizhet ar mare ma n'hall ket mui ar produiñ kreskiñ ken. Neuze, goude bezañ chomet difiñv e-pad ur prantadig e krogo da zigreskiñ.
Da lâret eo e c'hoarvez kalz abretoc'h eget ma oa bet raktreset ! Dizemglev a zo etre ar strollad EWG hag ur strollad all, Ofis Etrebroadel an Energiezh (AIE e galleg). Evit OEE ez eus c'hoazh etre 1200 ha 1300 miliard a varikennadoù eoul-maen, padal evit an EWG n'eus mui nemet 854 miliard outo. Rakwelet a ra OEE e kendalc'ho produiñ an eoul-maen da greskiñ, betek 2030 zoken. Hervez an EWG, n'eo ket reizh, eus perzh OEE, lakaat an holl da grediñ e chom c'hoazh kalz a eoul-maen, evit ma talc'hfe an ekonomiezh da vont en-dro, ma n'eo ket gwir.

M.M.

Lec'hienn an EWG: /www.energywatchgroup.org
Hini OEE: www.iea.org

 

 

 

 

 

 

 

 

Sine Yaouank d'ar 5, 6, 7, 8 a viz Du e Roazhon

 

 

Emañ bed ar c'hleweled e brezhoneg o fiñval, o cheñch... N'eus ken met teurel ur sell ouzh ar pezh a gaver war ar web (Webnoz, Setu, Gwagenn TV, Kaouenn.net, abadennoù France 3, blogoù hiniennel...) evit gwelet e vez krouet a bep seurt traoù gant tud nevez a-wezhioù. Ma vez ledanet hor brassell war ar chadennoù evel France 3 Breizh, TV Breizh, TV Roazhon 35 e vez gwelet ivez traoù nevez pe filmaozourien yaouank o kemer hardizh o c'hamera a-benn komz diwar-benn danvezioù a bep seurt, pe filmoù eilmouezhiet e brezhoneg pe c'hoazh sitkomoù... Evit gellet kaout un tañva eus an emdroadur-se e pedomp ac'hanoc'h da gemer perzh e Sine Yaouank d'ar 5,6, 7, 8 a viz Du e tavarnioù pe lec'hioù kevredigezhel Roazhon. Pep tra 'vo digoust, moaien 'vo eskemm goude ar filmoù diwar o fenn. Evel-just, n'eo nemet ar c'houlzad-se un digor-kalon eus gouel bras Skeudenn, Yaouank, hag a vo klozet d'ar 17 a viz Du gant ur mell fest-noz er MusikHall.

 

Evit kaout ar roll filmoù dre ar munud:

www.agencebretagnepresse.com

Lun 5: Tavarn La cour des miracles, 18 straed Penc'hoed, 8e30 noz

Meurzh 6: Tavarn Memes tra, 18 kae Emile Zola, 8e30 noz

Merc'her 7: e Tavarn Ti Anna, plasenn Santez Anna, 8e30 noz

Yaou 8: Pol brezhoneg Skol an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 8e30 noz

 

 

 

 

 

 

 

 

Kastell-Paol – Montroulez :

bepred kement a vrud !

 

 

Tost da 10000 reder a oa d’ar Sul 28 a viz Here war hent Montroulez. Evel bep bloaz e veze redet div redadeg vras (hag un nebeud bihanoc’h) oc’h erruout e Montroulez. An hini gentañ anezhi a loc’he eus Taole, dek kilometrad a striv pa oa an hini all, an hanter varaton o kregiñ e Kastell-Paol. Muioc’h a dud a oa c’hoazh eget ar bloavezhioù tremen, tost da 10000 evit an div redadeg-se ! An darn vuiañ anezho a zeue evit ar blijadur da redek hepken pa zeue lod all gant ar c’hoant bezañ ar primañ posupl.

Evel bep bloaz eo paotred Afrika a oa ar re varrekañ met, tra souezhusoc’h, n’eo ket ar Genyaned o deus tout rasket : an Namibian Ruben Iindongo o trec’hiñ war an 10 km pa c’houneze an Ougandad Nathan Chebet ar redadeg hirañ. Eus kostez ar merc’hed eo c’hoazh Nancy Omwenga he deus trec’het an 21,1 km (5 gwech trec’h war an 10 km ha div bremañ war an 21,1 km). Esther Maina a drec’he war an 10 km.

Hag ar Vretoned ? Dre vras eo bet mat ar Vretoned. Evel bep bloaz ez int bet plaset mat met ne zeuont ket a-benn da geveziñ gant an Afrikaned. En 10 km ez eus tu da bouezañ war 4re flas Stephane Lefrans ha 5vet hini Mickael Thomas. War an hed a-us ez eo bet barrek Benoit Nicolas evit e gentañ hanter-varaton. Seizhvet e echu eñ nepell dirak Armel Roussel (8vet) hag e vignon Pascal Redou (11vet). Evit ar pezh a sell ouzh ar merc’hed eo Beatrice Ceveno a zo bet gwelet ar muiañ gant he eilvet blas brav war an 10 km pa veze Maryse Le Gallo oc’h echuiñ dekvet eus an hanter-varaton. Denis Lemeunier, 5vet eus Kampionad ar bed war kador ruilh ar 1500 metrad a wellaas amzer-gwellañ an hanter varaton en e rummad.

Brav eo deuet c’hoazh ar genstrivadeg. Emgav ar bloaz o tont gant kemend-all a dud d’an nebeutañ. Notennomp ivez e vo dalc’het kampionad Bro-C’hall an 10 km e Langaeg er bloaz a zeu pa oa tremenet hini ar bloaz paseet…etre Taole ha Montroulez !

Kenan an Habask

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Stardust

(Stardust, le mystère de l'étoile)

 

 

Stadoù-Unanet – 2006

Seveniñ : Matthew Vaughn

Diwar oberenn Neil Gaiman

 

Plac’h koantañ kêriadenn Wall eo Victoria (Sienna Miller) ha ken sot eo Tristan (Charlie Cox) ganti ma tou e profo dezhi ur steredenn kouezhet eus bolz an oabl. Kerkent ha lavaret e klask mont dreist d’ar voger a dremen e Wall etre ar bed-mañ hag ar bed kevrinus a zo en tu all, lec’h ma’z eus aet ur steredenn da stekiñ ouzh an douar. Met e lec’h un tamm maen kalet ez eo ur plac’h yaouank flour (Claire Danes) a gavo e toull ar c’hrater. Ar pezh ne oar ket Tristan c’hoazh eo ez eus tud all dedennet bras gant ar steredenn-se.

 

Un tamm abred eo c’hoazh evit ar filmoù heroic-fantasy [gouron-faltazi] a ziwan war ar skrammoù da vare ar gouelioù dibenn bloaz. Met ur gwir stankadeg e vefe gortoz pelloc’h ken niverus e vint er bloaz-mañ (The Seeker/Les Portes du temps, Beowulf, His Dark Materials/A la croisée des mondes). A-dra-sur ne vo ket Stardust eus ar re washañ e rummad 2007. Kalzik a frankiz zo bet kemeret oc’h azasaat oberenn Neil Gaiman, met n’eo ket falloc’h evit kelo-se: douget e vezer gant lusk ar gwir marvailh-se, leun a fent ha plijus-tre da welet. Arvestoù a c’hellje bezañ bet sevenet gant Tim Burton en e awenetañ zoken (ret eo notenniñ en deus labouret rener ar c’hinklañ, Peter Young, war filmoù evel Sleepy Hollow). N’eus nemet tudenn Robert De Niro, tennet rag-eeun eus La cage aux folles, a ya un tammig re bell ganti.

Meriadeg Vallerie

 

Kement ha gouzout muioc’h: www.stardust-lefilm.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Kemmoù bras e bed ar sonerezh :

Radiohead hag Einstürzende Neubauten

 

 

Lakaat embann ur bladenn e dibenn 2007? Sed aze ur mennozh iskis. Pennoù bras an embregerezhioù, hag int boas da heuliañ an traoù a-dost, n’o deus gwelet tra ebet o tont ha primoc’h eo bet Yann selaouer evito, hag aet eo skuizh o rankout paeañ tro 20 euro evit ur voest plastik bresk, a-boan tri-c'hard eur sonerezh, hag ur packaging tristik a-walc’h peurliesañ.

Arzourien zo a zo ken prim all, p’o deus komprenet ar c’hemmoù bras a c’hoarveze e bed ar sonerezh, hag e fell dezho tizhout o selaouerien hep hanterouriezh un ti-embann bennak. Div skouer a zo bet n’eus ket pell zo: pladenn nevez Radiohead, In Rainbows he zitl, a zo bet lakaet war Internet gant ar strollad e-unan. Ar re a blij dezho ar strollad a c’hall pellgargañ ar c’hanaouennoù e stumm MP3, ha reiñ ar sammad argant a fell dezho.

Memes tra tamm pe damm gant Einstürzende Neubauten, ur strollad indus eus Berlin. O selaouerien a c’hall dibab reiñ 35 euro hag e resevint ur bladenn, pe 65 euro hag o do ur bladenn hag un DVD. Ouzhpenn da se e c’hallont pellgargañ tonioù diembann, sellout ouzh eurvezhioù abadennoù, pleustradegoù hag all ar strollad. Emañ Einstürzende Neubauten  o paouez echuiñ gant o "Supporter Project  Phase III". Ar re o deus roet argant d’ar strollad o deus resevet ur bladenn (Alles Wieder Offen he zitl) 14 kanaouenn enni, ur packaging ispisial, padal e vo disheñvel ar bladenn a vo gwerzhet er stalioù, ha ne vo nemet 10 kanaouenn enni.

War Last fm ivez e kaver tonioù liesseurt: klasel, elektro, rock hag all roet evit netra.

 

R.M.

 

www.inrainbows.com

www.neubauten.org

www.last.fm

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Avaloù-douar farset gant meskl

 

 

Evit 4 den: 4 aval-douar tev – 1,5 kg meskl-park – 1 boked louzoù – 250 g bouf – 1 boked perisilh – 50 g cholotez diskolpet – 200 ml gwin gwenn sec’h – 30 g amann – pebr ha holen

 

Kleuzit an avaloù-douar ha poazhit anezho er vurezh. Fardit ar meskl gant ar gwin gwenn, ar boked louzoù, ar chalotez diskolpet. Dibluskit ar meskl ha silit ar chug. War dan bras, koazhit an hanter eus ar chug gant an dienn, Ouzhpennit ar perisilh miñset. Frikit 2 mn hag ouzhpennit tamm-ha-tamm an amann. Gwarnisit an avaloù-douar gant ar meskl diblusket. Pallennit gant ar chug. Kempennit 2 hanter aval war asiedoù raktommet.

 

 

Lid breizhat an 11 a viz Du e Gwened

 

Evel bep bloaz e tougo ar gevredigezh Bemdez (lakaet da bal dezhi kas sevenadur Breizh war-raok ha lakaat da anat reizhwir e ziorren) bri d’ar miliadoù a dud bet reuziet gant ar "Brezel Bras" (1914-18). Diouzh le ar stourmerien gozh deuet ag an talbenn e vo e doare ul lid hep lu, dilifre ha diarm a-benn lidañ ar peoc’h.

Lakaet eo bet an emgav d’ar Sul 11 a viz Du da 11e15, da-heul al "lidoù ofisiel", war dreuzoù uhelenn ar Waremm, diwar-zu straed Sant-Tropez (e-tal Kuzul an Departamant) e Gwened. Digor d’an holl.

 

Evit gouzout hiroc'h:

http://membres.lycos.fr/bemdez/

 

 

Deiziataer 2008 !

 

Deuet eo er-maez deiziataer 2008 ha poent bras notenniñ emgavioù ar bloaz o tont! Gant ur golo plastik glas e liv (warlene ne oa ket bet...), deiziataer 2008, e 4 liv pen-da-benn, a ginnig pep sizhunvezh war div bajenn (stumm "italia"). Kinniget eo pep pajenn en un doare pleustrek-kenañ evit merañ e amzer hag e notennoù personnel. Adkavet e vo, evel-just, un dro-lavar evit pep sizhun, peadra da binvikaat e vrezhoneg hep striv ebet! Ur bern titouroù all a gavot ivez en deiziataer : ar vakañsoù-skol dre dakad, taolenn ar c'hemmadurioù, deiziadur 2009, roll an 200 kevredigezh pe aozadur brasañ o plediñ gant ar brezhoneg pe ar yezhoù bihanniver. Gant e stumm bihan (15x9 sm) e c'hellot e lakaat aes en ho sac'h pe en ho chupenn.

 

E gwerzh 12 euro (mizoù-post profet) dre lizher gant

Skol an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon

Pgz : 02 99 38 75 83.

sae.bzh@wanadoo.fr
Pe er stalioù a ginnig danvez Breizh.

Gouzout muioc’h hag urzh-prenañ

 

 

Lennit Bremañ miz Du !

 

Niverenn Bremañ miz Du (niv.313) zo nevez-deuet er-maez!

Reuz Birmania, penaos emañ kont gant ar gwiskad ozon, 50 vloaz Skol gembraek Londrez, Prosez gwall-zarvoud treuzell ar c'hQueen Mary 2, un teuliadig a vo tu da lenn ivez war emdroadur ar c'helenn divyezhek er bloavezhioù tremenet... Kaoz zo diwar-benn tout-se ha leun a draoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ miz Du 2007.

Teuliad ar miz zo gouestlet d'an abadennoù brezhonek a vo er bloaz-mañ en tele. TV Roazhon 35 (peder abadenn disheñvel bep Meurzh a viz da viz), France 3 Ouest (5vet deiz-ha-bloaz Mouchig-dall, 100vet abadenn Te ha Me), TV Breizh (Mil dremm, eilmouezhiañ filmoù) a ginnig er bloaz-mañ adarre abadennoù en hor yezh. Aet eo ar vrezhonegerien war ar Gwiad ivez evit kinnig un tele "all" gant WebNoz da skouer, kinniget bep miz gant Lionel Buannic.

Bep miz e kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe 1980,  pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar Bed, kinniget brav, doare magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org