Lun 6 a viz Here, niv.208
Sizhun 41 - 2008

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Boulc'het prosez an "Angolagate"

 

 

Hiziv eo kentañ devezh prosez 42 den, brudet-tre evit lod, a vez tamallet dezho bezañ kemeret perzh e gwerzhioù e-maez lezenn armoù da Angola, etre ar bloavezhioù 1993 ha 2000. E-touez an damallidi emañ Jean-Christophe Mitterrand, mab henañ prezidant kozh Frañs, Jacques Attali, bet kuzulier evit François Mitterrand, Charles Pasqua (skeudenn), bet Ministr an Diabarzh, e genlabourer Jean-Charles Marchiani, hag ar skrivagner Paul-Loup Sulitzer. Hervez an enklask, boulc'het e 2000, e vefe aet ar Gall Pierre Falcone hag an Israelad Arcadi Gaydamak da werzhañ evit 790 milion a zollarioù a armoù da brezidant Angola, Eduardo dos Santos. D’ar c'houlz-se e oa ar vro e-kreiz ur brezel diabarzh. Kizidik-kenañ eo an afer-se dre m'eo Angola ur vro leun a betrol hag ul lec'h-kreñv evit Total, unan eus embregerezhioù pinvidikañ Frañs. Ingal en deus Eduardo dos Santos goulennet gant ar prezidant Jacques Chirac e vefe klozet an enklask. Er bloaz-mañ o deus ar prezidant Nicolas Sarkozy hag e vinistr Herve Morin, diskouezet e oant a-du gant prezidant Angola. 60 alvokad an damallidi a implijo hep mar komzoù ar re-mañ evit klask nullañ ar prosez.

 

 

 

 

 

 

 

 

Ar bobl o stourm a-enep da... "garr-tan ar bobl" !

 

 

En India ez eus ur raktres sevel ur c'harr-tan a gousto nebeutoc'h eget 1740€. Ar pal a zo reiñ tro da dud "ar bobl" da brenañ unan. Setu perak e oa bet lesanvet "karr-tan ar bobl", Tata Nano e anv gwirion (peogwir e oa da vezañ savet gant ar strollad Tata a ra kalz berzh war ar marc'had indezat). Met evit sevel al labouradeg bras-tre a-benn sevel ar c'harr-tan ez eus bet ranket dilojañ labourerien-douar diouzh al lec'h ma oant o vevañ hag o c'hounit o buhez.
Krog eo neuze ar re-se da stourm : stanket o deus al labouradeg, ha kavet doareoù da zaleañ savidigezh al labouradeg. Neuze ez eus bet divizet gant Ratan Tata, prezidant ar strollad-embregerezhioù, e vije dilec'hiet al labouradeg. "N'hallomp ket lakaat al labouradeg da vont en-dro dindan gwarez an archerien, pa vez krog an aon el labourerien ha pa vez laeret dafar". Kement-se n'eo ket evit plijout da bolitikourien hag embregourien ar rannvro, a wele staliadur al labouradeg evel ur chañs da ziorren. Aozet ez eus bet manifestadegoù evit klemm a-enep d'an dilojadeg.
Difenn al labourerien-douar pe "diorren" ur rannvro, petra eo ho tibab ?

 

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Gouel Digor, adalek an 3 a viz Here e bro Gwengamp

 

 

Boulc'het e vo gant ur mizvezh gouel tro-dro da sevenadur Breizh e bro Gwengamp en dibenn-sizhun a zeu. Un diskouezadeg a vo kinniget e Mediaoueg Gwengamp diwar-benn emdroadur ar yezh, "Eus an Indo-europeg d’ar brezhoneg arnevez: Pemzek kantved a istor". D'ar Sul 5 e kinnigo Strollad ar Vro Bagan Ar Roue Ubu e Gras-Gwengamp. D'an 11 a viz Here e vo un nozvezh kan ha sonerezh gant Lors Jouin, Jean-Michel Veillon ha Soig Siberil. Stajoù dañs ha sonerezh mod Iwerzhon a vo ivez, un diskouezadeg skeudennoù graet e kampoù repuidi palestinat gant ur vrezhonegerez, un devezh hip-hop ha rap brezhonek, filmoù faltazi a vo bannet e Kallag ivez, ur pezh-c'hoari all a vo kinngiet gant Strollad Kallag, Mazheaz ar c'higer...  Leun mat e vo mizvezh Gouel Digor!

 

Evit gouzout hiroc'h:

Digor, pgz : 02 96 44 27 88. Postel : kreizenn.gwengamp@free.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

Mell-droad:

taol-kaer Stad Roazhon ha Mickaël Pagis

 

 

Dec'h da noz en doa c'hoariet skipailh Roazhon a-enep da leader Kevre 1 mell-droad Frañs, an Olympic Lyonnais (3-0). Brav e oa bet ar jeu evit Roazhoniz da hanter ar bartienn e gwirionez. Deuet a-benn da blantañ ur vell e palioù tud Lyon, hep na vefe bet tapet poent ebet gant ar re-se a-raok. Startijenn a oa gant paotred Roazhon e Stad hent an Oriant, fin ha tagus. Anat e oa pa oa fin an eil hanterenn o tostaat: gwech ebet n'eo deuet a-benn c'hoarierien Lyon da ren ar jeu. Strellet e oa tud ar skipailh e penn ar C'hevre 1, ur c'hartoñs ruz bet roet da Anthony Réveillère, goude bezañ taklet Jimmy Briand, bet eus ar re efedusañ. Hemañ ha re all c'hoazh, evel Thomert ha Mangane, o deus diskouezet o barregezh da vat dec'h. Met ur c'hoarier all zo bet skedusoc'h c'hoazh: Mickaël Pagis. Hemañ eo zo deuet a-benn da skeiñ ar vell e foñs palioù Lyon... Souezhet eo bet ar c'hoarier o kaout kement a amzer evit prientiñ mat e denn zoken, p'en deus roet un trede poent da Roazhoniz. Guy Lacombe, gourdoner ar re ruz-ha-du, zo aet betek cheñch Mickaël Pagis gant Sylvain Wiltord, bet o c'hoari evit Lyon, e fin ar c'hrogad... Diskouezet en deus evel-se e oa bet e skipailh mestr an dachenn an nozvezh-pad. Sur o do soñj suporterien Stad Roazhon eus ar c'hrogad-se.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Appaloosa

 

 

Stadoù-Unanet Amerika - 2007

Seveniñ : Ed Harris

 

E kêriadennig Appaloosa (Mec’hiko-Nevez, SUA) eo bet lazhet ar marshal gant strollad Bragg (Jeremy Irons) hag e baotred. Goulenn a ra pennoù-bras Appaloosa sikour digant daou zen: Virgil Cole (Ed Harris) hag e geneil Everett Hitch (Viggo Mortensen), un daouad donezonet evit tennañ gant armoù hag evit degas peoc’h en-dro e pep lec’h. N’eo ket aes an traoù evito ar wech-mañ, ha war o hent ar goantenn Allie (Renée Zellweger) n’he deus ket diegi d’en em vountañ e kaoz an daou zen.

 

Eil film Ed Harris eo Appaloosa (goude ur biopic diwar-benn al liver Jackson Pollock e 2000). Ur western a seblant klasel da gentañ hag a zouj da godoù ar rumm-se, met donoc’h eo un tamm. Dre skeudennoù brav eston (al lec’hioù dreist-holl), un tizh gorrek hag un tammig fent (du) e vez lakaet war-wel mignoniezh an div dudenn bennañ hag an diforc’hioù etreze ivez. Plijus eo sellet ouzh Ed Harris ha Viggo Mortensen a seblant kaout kalz plijadur o labourat asambles. Un tammig dipitusoc’h eo tudenn Jeremy Irons, hag en ur stumm e vezer dipitet ne vefe ket c’hoazh gwelloc’h an disoc’h gant ar skipailh-se.

 

G.L.

 

Court Métrange - Roazhon (TNB) 23-25 a viz Here 2008

 

5 bloaz zo e oa bet kroget gant festival Court Métrange e Roazhon. Ur festival a ginnig neuze, filmoù-berr war dodenn ar faltazi dreist-holl.

Ar bloaz-mañ e vo a bep seurt tud eus bed ar c’hleweled pe studierien er juri (6 a dud), hag ar prezidant a zo Alexandre Astier (krouer Kaamelott).

An abadennoù en TNB (1 straed Sant-Heler) a grogo d’an 23 a viz Here, met un toulladig traoù all a vo a-raok: un diskouezadeg, an "Drive-in fantastique" war dachenn skol-veur Roazhon 2 hag un abadenn ispisial gant filmoù studierien gant sikour kevredigezh Warlock hag ar sine-club Cinémaniacs e skol-veur Roazhon 1 da skouer.

Ouzhpenn da se e vo enoret 400 vloaz kêr Gebek gant ur rummad filmoù breizhat ha kebekat.

Ur sapre sizhunvezh a vo e Roazhon neuze, peadra da spontañ ha da huñvreal!

 

G.L.

 

A-benn gouzout hiroc’h, al lec’hienn klok-tre gant ar programm resis, prizioù h.a: http://www.courtmetrange.com/index2.html

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Programm an Olympic betek dibenn ar bloaz

 

 

E-giz bep bloaz e kinnig skipailh an Olympic (sal sonadegoù e Naoned, karter Chantenay) peadra evit ar re a blij ar sonerezh amplaet dezho.

E-kreiz miz Du (Sadorn 15 ha Sul 16) e vo degemeret Festival Les Inrockuptibles: pop hag elektro-rock e vo an traoù dre vras gant Foals (kaoz a zo bet diwar o fenn amañ n’eus ket pell zo), Ting Tings, Glasvegas, Friendly Fires pe Black Kids. Ma fell deoc’h kaout muioc’h a elektro-pop a-zoare, gortozit betek ar 27 a viz Du, ha kit da selaou Stereolab.

Met a-raok e vo kinniget abadennoù ken dedennus all: I’m From Barcelona ha Revolver a-benn ar 27 a viz Here, evit un nozvezh pop da vat.  Ma n’ho peus ket bet trawalc’h e vo ken pop all an traoù a-benn an 8 a viz Du, pa zeuio Vampire Weekend, ur strollad nevez eus New York. Elektro-clash hag elektro-trash zoken e rankfe an traoù bezañ a-benn ar 4 a viz Du, pa zeuio CSS (skeudenn) da seniñ. Emichañs e vo kenkoulz o sonadeg ha pa oant deuet da Roazhon, daou vloaz zo.

Ma n’ho peus ket aon rak an trouz, kit da selaou Fuck Buttons a-benn an 30 a viz Here. Stouvoù divskouarn a c’hallfe bezañ degemeret mat.

Ar rock kreñv a blij deoc’h? Kudenn ebet, ul lodenn eus ar programm a zo graet a-ratozh-kaer evidoc’h: The Bellrays vo e Naoned a-benn ar 6 a viz Du, hag Against Me! a zeuio a-benn ar 1añ a viz Kerzu.

R.M.

Muioc’h a Olympic :

http://www.olympic.asso.fr/

http://www.myspace.com/olympicnantes

 

 

 

 

 

 

 

 

Tagliatelle gant bazilik

 

 

400 g tagliatelle 3 liv – 250 g mozarella – 3 pimant dous (1 glas, 1 orañjez, 1 ruz) – 100 g olivez glas ha du - 1 ivinenn gignen - 1 suraval –bazilik – 3 loaiad vihan louzoù Provañs – 6 loaiad vras eoul olivez – pebr hag holen

 

Lakait an toazennoù da boazhañ (evel skrivet war ar pakad); dizourit, ouzhpennit 2 loaiad eoul.

 

Dibluskit ar pimantoù dous gant un diblusker, displusit, ha troc’hit a lavnennoù. Lakait anezho da fritañ war dan etre, gant 3 loaid eoul, 2 mn dizoloet ha 8 mn goloet., holennit hag ouzhpennit an ivinenn gignen drailhet.

 

Meskit an toazennoù gant ar pimantoù dous, an olivez, chug ar suraval gant un tamm ruskoù suraval. Lakaat a-gostez er yenerez.

Da goulz ar pred, ouzhpennit ar mozarella, troc’het a dammoù hag ar bazilik miñset.

 

Mari Lubrano

 

 

Lennit Bremañ Here!

 

Festimanif  Naoned, Sina, Britt o lidañ e 10 vloaz ha 15 vloaz Produet e Breizh, an distro-skol en hentadoù brezhonek... Anv zo eus an holl draoù-se ha traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ Here 2008.

An teuliad peder fajennad zo gouestlet d'ar radio en niverenn-mañ. Radio Bro Gwened ha Radio Kreiz Breizh a lid er bloaz-mañ o 25 bloaz ha gant France Bleu Breizh Izel e vo sinet Karta "Ya d'ar brezhoneg"... Peder fajennad ispisial a gaver ivez, gouestlet d'an deskadurezh uhel e brezhoneg, savet gant Lukian Kergoat. Heuliad ar pennad bet embannet e-barzh niv. miz Gwengolo Bremañ eo.

Bep miz e kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe 1980, pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org