|
|
|
|
|
|
|
Lun 29 a viz Gwengolo,
niv.207 Pellgargit ar pennadoù e
stumm Word Evit resev kemennadenn
nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Emglev er C'hendalc'h amerikan |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Arnodiñ riz OGK war bugale sinaat ? |
|
|
Koulskoude e sav un nebeud goulennoù: studiadennoù
a zo er mare-mañ diwar-benn al liamm etre vitamin A hag ar c'hrignoù-bev, ha
n'eo ket bet diskouezet c'hoazh e oa yac'h beveziñ produoù OGK. Alato, ha pa
vefe un dra vat pe get ar riz-mañ, n'eo ket un digarez evit ober
taolioù-arnod war bugale! Ar gudenn evit talañ ouzh seurt kudennoù a denn
kentoc'h ouzh ar youl bolitikel ha diskoulmoù ekonomikel: un
"diskoulm" skiantel na seblant bezañ nemet un digarez evit aloubiñ
marc'had bras ar riz en Azia. Goude ma vefe bet kelaouet gouarnamant Sina gant
Greenpeace ez eus bet harzet gant an taolioù-arnod. M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Gouel Digor, adalek an 3 a viz Here e
bro Gwengamp |
|
|
Evit gouzout hiroc'h: Digor, pgz : 02 96 44 27 88. Postel :
kreizenn.gwengamp@free.fr |
|
|
|
|
|
|
|
Mell-droad: fall ar jeu evit ar
Ganaried |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
La belle personne |
|
|
Frañs – 2007 Senario ha seveniñ : Christophe Honoré
Un azasadenn digabestr eus La Princesse de
Clève gant an Itron de la Fayette en deus graet Christophe Honoré.
N’ouzon ket perak e seurt degouezhioù e klever atav e oa brudet evel un
azasadenn dibosupl d’ober, e-giz pa vije dalc’het gant ur seurt
kuzul ar re fur roll klok al levrioù re fonnus evit ma vefe savet filmoù
diwarno. Miret en deus Honoré lodenn an istor orin a zedenne anezhañ hag a
dalvez a viskoazh ha da viken: karantez ha kened. Hag e gwirionez, ha pa vefe
modern an ton, eo deuet ar sevenour a-benn da wriañ un abadenn cheuc’h
ha kizidik-tre en-dro da dudenn Léa Seydoux a zo koant evel un drama. Meriadeg Vallerie |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Kings of Leon – Only by the Night |
|
|
R.M. Embannet gant RCA/Sony BMG Muioc’h a gKings of Leon : |
|
|
|
|
|
|
|
Saladenn abrikez-kokombrez gant
parmesan |
|
|
120 g
parmesan – 6 abrikezenn – 2 gonkombrezenn vihan – 50 g
saladenn (roquette) – 3 loaiad eoul olivez – 1 loaiad gwinêgr
balzamek - 1 boked serfilh – 1 boked bazilik – holen
– greunennoù pebr du ha louet Troc’hit
ar parmesan a-skolpennoù moan. Gwalc’hit an 2 gonkombrezenn ha miñsit
anezho. Digorit an abrikez ha tennit an askorn. Dizeilit ar serfilh hag ar
bazilik. Fardit ur
c’hwinegrenn gant ar gwinêgr balzamek, ar pebr du ha louet mesket ha
brevet, holen hag eoul. Meskit ar
saladenn, ar c’hokombrez, ar serfilh hag ar bazilik. Lakait an hanter
eus ar c’hwinegrenn ha meskit. Aozit an
tammoù abrikez war ar saladenn ha lakait peurrest ar c’hwinegrenn.
Disammit tammoù parmesan ha servijit. Mari Lubrano
Brezel
Osetia ar Su, reuz priz al laezh, raktres skol-veur niverel Breizh, enoret krouerien
Bodadeg ar Sonerion Robert Marie ha Polig Monjarret, boulc'het filmañ eil
rummad Leurenn BZH... Anv zo eus an holl draoù-se ha traoù all c'hoazh
e-barzh niverenn Bremañ Gwengolo 2008. An
teuliad peder fajennad zo gouestlet en niverenn-mañ da zilennadegoù prezidant
Stadoù-Unanet Amerika. A-benn ar 4 a viz Du e vo gouezet piv e vo. A bep
seurt traoù a c'hello levezoniñ an disoc'h... Peder fajennad ispisial a gaver
ivez, gouestlet d'an deskadurezh uhel e brezhoneg, savet gant Lukian Kergoat.
An heuliad a vo embannet e-barzh niv. miz Here Bremañ. Bep miz e
kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe 1980, pennadoù brezhonek a bep
seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin. Embannet
gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm) E
gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|