|
|
|
|
|
|
|
Lun 8 a viz Here, niv.162 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Boulc'het prosez gwallzarvoud Queen Mary 2 |
|
|
E lez-kastiz Sant-Nazer e vo, e-tal
an dek den hag aozadur tamallet, 118 ezel ar gevrenn geodedel. Ar Chanterioù
Atlantel hag an embregerezh en deus savet ar pontig, Endel, zo an
aozadurioù tamallet. An hiniennoù zo sternerien
ar chanter hag implijidi Endel. Betek tri bloaz bac'h da vat hag un
dell-gastiz 45000 euro a risklont kaout. Dielfennet o doa an
arbennigourien, goude ar gwallzarvoud, ne oa ket bet savet en doare
reizh ar pontig: ar Chanterioù Atlantel hag Endel o doa
neuze tamallet an eil-egile abaoe. Teir sizhunvezh e tlefe ar prosez
padout. |
|
|
|
|
|
|
|
Penaos
ez a "Grenelle an Endro" en-dro ? |
|
|
M.M. Pennad troet diwar univers-nature,
er pennad orin ez eus titouroù ouzhpenn
diwar-benn pep strollad-labour. Gwelet ivez (evit reiñ e
ali): www.legrenelle-environnement.fr |
|
|
|
|
|
|
|
Guy
Abgrall ha Georges Perros e Kemper |
|
|
D’ar memes mare, etre an
19 hag an 21 a viz Here e vo, eus un tu, “Les auteurs battent
le pavé”: skrivagnerien o kejañ gant an
arvesterien hag o kemer perzh e sinadurioù e
trepasoù ar c’hoariva. Hag, eus un tu all
“Lire en fête”, aozet gant rouedad
levraouegoù Bro-Gemper tro-dro da zanvez Bro-Japan. Hoel Louarn "A
cœur et à croc" 19 a viz Here da 8e30 noz Stal-labour C’hoariva
Kerne, Kemper Digoust (mirout en a-raok) |
|
|
|
|
|
|
|
Hanter-varathon
etre an Dorchenn ha Pont-'n-Abad |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
L’Âge
des ténèbres |
|
|
Kebek, Frañs –
2007 Senario ha seveniñ :
Denys Arcand
Lodenn ziwezhañ
teiroberenn Arcand eo (goude Le Déclin de l'empire
américain, 1986, ha Les Invasions
barbares, 2003). Diskouez a ra pegen
dic’houzañvus e c’hell bezañ
ar bed a vremañ. Un tamm re hir e chom ar film o
kontañ penaos e tec’h an dudenn bennañ
e vuhez a-raok o lakaat anezhañ da glask un diskoulm all, ha
dibenn L’Âge des
ténèbres a goll nerzh un tamm gant an
diskoulm-se ouzhpenn. Neoazh, fent zo e red an istor e gwirionez ha
deuet mat eo ar mennozh e teufe ar bed gwir da vezañ ken
diboell (ma n’eo ket muioc’h) hag ar bed hunvreet.
Meriadeg Vallerie |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Port-Royal
– Afraid to Dance |
|
|
Tostoc’h eo an Italianed
eus strolladoù evel Sigur Ros da skouer. Ur post-rock gwad
ennañ eo o sonerezh (ma striver da selaou ar
c’hanaouennoù en o fezh), ha keñveriet
gant o fladenn gentañ (bet burutellet amañ ur
pennad zo) o deus kredet ouzhpennañ luskoù
elektronek a ro nerzh d’an tonioù. Anya:
Sehnsucht da skouer, gant al lusk evel ur galon o tridal. Pinvidigezh ar bladenn eo ivez: pa
saver tonioù a bad tro 7 munutenn, e c’hallont en
em ziorren war hir dermen, ha souezhañ Yann selaouer: German
Bigflies pe c’hoazh Leitmotiv-Glasnost.
Evit a sell ouzh ar mouezhioù o deus dalc’het
d’o boazioù avat: ne glever ket izili ar strollad
o kanañ (anat eo int re prederiet gant sonerezh evit
soñjal kanañ) hag an nebeud mouezhioù
a glever amañ hag ahont (Putin vs Valery)
a vez beuzet dindan gwiskadoù son oc’h en em
veskañ dizehan. Ma fell deoc’h
dizoloiñ ar strollad war al leurenn e vo
Port-Royal e Breizh a-benn fin ar miz: e
Roazhon d’ar Merc’her 24 (festival Electroni[k]),
er Vauban e Brest d’ar Gwener 26 hag e Naoned (festival
Yamoy) d’an 30. Digoust e vo an abadennoù e
Roazhon hag e Naoned. R.M. Embannet gant Resonant/La Baleine |
|
|
|
|
|
|
|
Daoust
da bep tra... |
|
|
Daoust d'an niver a vugale ret, hon
eus tremenet a-galz, Daoust d'ar savadurioù
prestet gant maer hor c'humun evit hor bugale, Daoust d'ur skolaerez mennet gant
hor raktres ha rediet da gelenn en un doare unyezhek war ur post-labour
all, Daoust d'ul lec'hiadur poellek hag
ur boblañs war-gresk, Daoust d'ar Stad bezañ
embannet kaout c'hoant talvoudekaat glad he rannvroioù, hag
ar yezhoù rannvro neuze, Daoust da skoazell an Ao. an Drian,
prezidant Kuzul-rannvro Breizh, hag an Ao. Thomin, e-karg eus ar
politikerezh yezh, Emañ hor bugale en ur
c'hlas unyezhek en ur c'hortoz gellet deskiñ brezhoneg, E chomomp mennet, E talc'homp penn, E fell deomp bezañ klevet. Jean-Yves an Drian a welo an Ao.
Darcos a-benn nebeud. Ni a vo e saloñs
Ille-et-Bio, e Gwizien, d'an 13 ha 14 a viz Here 2007 evit
reiñ da c'houzout d'ar muiañ ar
gwellañ ar stourm a gasomp war-raok, Trugarez da skoazellañ
ac'hanomp evit derc'hel d'an divyezhegezh abred ha d'ar
yezhoù rannvro, Bodad tud ar vugale evit un
divyezhegezh abred, c/o Itron Bloyet 11 ru Auguste Renoir 35580 Gwizien/Guichen |
|
|
|