|
|
|
|
|
|
|
Lun 13 a viz Here,
niv.209 Pellgargit ar pennadoù e
stumm Word Evit resev kemennadenn
nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Kresk war marc'hadoù Europa |
|
|
Seblantout a ra marc'hadoù Europa sioulaat da-heul
re Azia, Hong-Kong ha Singapour a greske eus 3% p'eo bet digoret marc'hadoù
Europa. Re Sydney ha Seoul o deus klozet gant kresk (5,55% ha 3,79%). Hini
Shanghai en deus adkroget da bignat pa oa aet an eskemmoù arc'hant war ziskar
betek-henn. Re Jakarta ha Tokyo zo serret evit ar mare. |
|
|
|
|
|
|
|
Kudennoù e kreizenn nukleel Tricastin |
|
|
Ha d'an 71 kudenn surentez a zo bet stadet war greizenn
Tricastin abaoe ar bloaz 2000! M.M. Evit gouzout hiroc'h : un displegadenn eus ar gudenn: http://www.univers-nature.com/ roll ar c'hudennoù surentez abaoe 2000: |
|
|
|
|
|
|
|
"Emgav gant Diwan" e Brest,
gant Sked |
|
|
Evit gouzout hiroc'h: http://sked.infini.fr |
|
|
|
|
|
|
|
Tournamant Europa mell-droad ouezelek |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Faubourg 36 |
|
|
Frañs – 2008 Senario ha seveniñ : Christophe Barratier
Abaoe pell e oa anv eus ar raktres-se a zeufe
da-heul Les Choristes (2003). N’eo ket un heuliadenn avat
(n’eus liamm ebet etre an daou istor) met gant ar memes skipailh
(senarioour/sevenour, un darn eus an aktored pennañ, h.a.) eo bet savet un
abadenn gant ul liv a denn d’ar film a-raok: kanaouennoù giz kozh. Gant
seurt rekipeoù e vez savet filmoù dister alies ha kavet e vez abeg gant lod e
doareoù koantik an abadenn nevez. Gwir eo o dije gellet ar re zrouk bezañ
droukoc’h, gant ar c’henarroud istorel, lentik eo ar senario er
c’heñver-se. Traoù all a c’heller rebech da Faubourg 36
c’hoazh ha moarvat ne chomo ket evel pennoberenn ar c’hantved
met, daoust da bep tra, ret eo anzav e vezer tapet laouen gant ar film-se
a-frapadoù. Hoal zo, kalz, ha Nora Arnezeder a ziskulier amañ a c’hoari
ur perzh bras ennañ. Meriadeg Vallerie Evit gouzout muioc’h : http://www.faubourg36-lefilm.com/ Court Métrange - Roazhon (TNB) 23-25
a viz Here 2008
Ar
bloaz-mañ e vo a bep seurt tud eus bed ar c’hleweled pe studierien er
juri (6 a dud), hag ar prezidant a zo Alexandre Astier (krouer Kaamelott). An
abadennoù en TNB (1 straed Sant-Heler) a grogo d’an 23 a viz Here, met
un toulladig traoù all a vo a-raok: un diskouezadeg, an "Drive-in
fantastique" war dachenn skol-veur Roazhon 2 hag un abadenn ispisial
gant filmoù studierien gant sikour kevredigezh Warlock hag ar sine-club
Cinémaniacs e skol-veur Roazhon 1 da skouer. Ouzhpenn
da se e vo enoret 400 vloaz kêr Gebek gant ur rummad filmoù breizhat ha kebekat. Ur sapre
sizhunvezh a vo e Roazhon neuze, peadra da spontañ ha da huñvreal! G.L. A-benn
gouzout hiroc’h, al lec’hienn klok-tre gant ar programm resis,
prizioù h.a: http://www.courtmetrange.com/index2.html |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Liet Lavlut, "eurovision"
ar yezhoù minorel |
|
|
Evit gouzout hiroc'h ha sellet ouzh abadenn an 18
a viz Here: http://www.liet-lavlut.eu Sonadeg rock "Naoned e
brezhoneg" d'an 18 a viz Here
Le Ferrailleur, adalek 8e noz, 6 euro. Hangar à Bananes, 21 kae an Antilhez, 44200
Naoned. http://leferrailleur44.free.fr Late of the Pier – Fantasy
Black Channel
Leun-chouk a donioù dispar eo ar bladenn: Space
and the Woods, The Bears Are Coming, The Enemy Are the Future:
ken koulz eo kaout ur saloñs bras a-walc’h, rak reiñ a reont
c’hoant da fiñval. Un ton pop a gaver ivez, anvet Random Firl,
levezonet gant Supergrass. Gwashoc’h zo, hañ ? Goude pladenn Foals hag a-raok lakaat ar gaoz war
hini The Airborne Toxic Event ha hini Metronomy e weler sklaeroc’h evit
a sell ouzh best of fin ar bloaz. Peadra zo da soñjal e rank Late of the Pier bezañ
a-zoare war al leurenn, ha just a-walc’h: ar strollad a vo en Olympic
(Naoned) a-benn ar 15 a viz Du. R.M. Embannet gant Parlophone Muioc’h a Late of the Pier : |
|
|
|
|
|
|
|
Tagliatelle gant bazilik |
|
|
Dibluskit ar pimantoù dous gant un diblusker,
displusit, ha troc’hit a lavnennoù. Lakait anezho da fritañ war dan
etre, gant 3 loaid eoul, 2 mn dizoloet ha 8 mn goloet. Holenit hag ouzhpennit
an ivinenn gignen drailhet. Meskit an toazennoù gant ar pimantoù dous, an
olivez, chug ar suraval gant tammoù rusk suraval. Lakaat a-gostez er yenerez. Da goulz ar pred, ouzhpennit ar mozarella,
troc’het a dammoù hag ar bazilik miñset. Mari Lubrano Lennit Bremañ Here!
An teuliad peder fajennad zo gouestlet d'ar radio
en niverenn-mañ. Radio Bro Gwened ha Radio Kreiz Breizh a lid er bloaz-mañ o
25 bloaz ha gant France Bleu Breizh Izel e vo sinet ar garta "Ya d'ar
brezhoneg"... Peder fajennad ispisial a gaver ivez, gouestlet d'an
deskadurezh uhel e brezhoneg, savet gant Lukian Kergoat. Heuliad ar pennad
bet embannet e-barzh niv. miz Gwengolo Bremañ eo. Bep miz e kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe 1980,
pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e
doare ur magazin. Embannet
gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm) E
gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|