|
|
|
|
|
|
|
Lun 22 a viz Gwengolo,
niv.206 Pellgargit ar pennadoù e
stumm Word Evit resev kemennadenn
nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
10000 den o "festimanifestiñ" |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Ul lezenn evit doujañ al loened da lazhañ |
|
|
M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Mill-Góll e Bro-Roazhon, betek an 28 a
viz Gwengolo |
|
|
Evit gouzout hiroc'h: http://www.bertaeyn-galeizz.com |
|
|
|
|
|
|
|
Gwened Olimpek Klub – Un deroù dereat |
|
|
Gant pevar zrec’h diwar-goust ar Clermont
Foot Arvern 63 (0-1), ar RK Lens (2-1 mar plij), an E.S. Troyes A.C. (1-0)
hag ar S.K.K. Añje (2-0) o deus graet Gwenediz ur skoulm war deod ar
bismigerien. Ha n’eo ket ar c’holloù e Tours (1-0), en Ajaccio
(4-0) hag e Strasbourg (2-1, a-enep levier didrec’h ar
c’hampionad evelkent!) a ziskedo deskoni vat ur c’hampionad hir
(38 krogad) ha diaes. Evit c’hoazh eo renket da 7vet ar re Wenn ha
Du, 12 poent en o godell. Ur yalc’had a blijfe kalz da
c’hoarierien War-Raok Gwengamp, boas da c’hwitout war benn-kentañ
o c‘houlzad bep bloaz. Gant 3 foent en o muzetenn hepken, e teuio ar baotred
eus Aodoù-an-Arvor e Gwened, d’ar 27 a viz Gwengolo, a-benn pladañ ar GOK
evit ar wech kentañ e stad ar Rabin. Met a-raok ar derbi-se, d’an 23 a zeu e vo
c’hoariet 16vet gourfenn Kib ar C’hevre a-enep ar Valenciennes
FK, skipailh eus ar vegenn. Ur sizhunvezh dreist all evit ar
c’hoarierien lec’hel koulz hag evit o harzerien! Yannig Boulard Evit gouzout hiroc’h www.vocfoot.com/ |
|
|
|
|
|
|
|
|
Rumba |
|
|
Belgia, Frañs – 2007 Senario ha seveniñ : Dominique Abel, Fiona Gordon,
Bruno Romy
Pleustriñ speredegezh ar c’horf eo dañsal a
lavarer a-wechoù. Ma, fent ar c’horf eo a vez pleustret e Rumba.
Un abadenn davedek hag a ro o brasañ frankiz d’ar jestraouiñ ha
d’ar c’hoarioù leurenn eo, tre evel filmoù Tati pe abadennoù
Deschamp-Makaïeff. Ul lip-e-bav eo an oberenn-mañ ma talc’h al levenez
daoust d’an taolioù kriz a gouezh war an tudennoù. Ur gentel da
zerc’hel soñj anezhi p’en em gaver en un enkadenn moarvat.
Emichañs e raio kement a verzh Rumba ha film kentañ ar skipailh, L’Iceberg
(2006) bet roet meuleudi dezhañ gant ar filmbarnourien koulz ha gant ar
filmgarourien. Meriadeg Vallerie |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Foals – Antidotes |
|
|
Puilh eo ar strolladoù levezonet gant ar sonerezh
post-punk abaoe un nebeud bloavezhioù. E-touez ar re zedennusañ emañ Foals,
ha chañsoù bras a zo e lakafemp o albom war listenn pladennoù gwellañ ar
bloaz. Brav-eston ivez golo ar bladenn. R.M. Embannet gant Transgressive Records / Warner Muioc’h a Foals : |
|
|
|
|
|
|
|
Saladenn abrikez-kokombrez gant parmesan |
|
|
120 g parmesan – 6 abrikezenn – 2 gonkombrezenn
vihan – 50 g saladenn (roquette) – 3 loaiad eoul olivez – 1
loaiad gwinêgr balzamek - 1 boked
serfilh – 1 boked bazilik – holen – greunennoù pebr du ha
louet Troc’hit ar parmesan a-skolpennoù moan.
Gwalc’hit an 2 gonkombrezenn ha miñsit anezho. Digorit an abrikez ha
tennit an askorn. Dizeilit ar serfilh hag ar bazilik. Fardit ur c’hwinegrenn gant ar gwinêgr balzamek,
ar pebr du ha louet mesket ha brevet, holen hag eoul. Meskit ar saladenn, ar c’hokombrez, ar
serfilh hag ar bazilik. Lakait an hanter eus ar c’hwinegrenn ha meskit. Aozit an tammoù abrikez war ar saladenn ha lakait
peurrest ar c’hwinegrenn. Disammit tammoù parmesan ha servijit. Mari Lubrano
Brezel
Osetia ar Su, reuz priz al laezh, raktres skol-veur niverel Breizh, enoret
krouerien Bodadeg ar Sonerion Robert Marie ha Polig Monjarret, boulc'het
filmañ eil rummad Leurenn BZH... Anv zo eus an holl draoù-se ha traoù all
c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ Gwengolo 2008. An
teuliad peder fajennad zo gouestlet en niverenn-mañ da zilennadegoù prezidant
Stadoù-Unanet Amerika. A-benn ar 4 a viz Du e vo gouezet piv e vo. A bep
seurt traoù a c'hello levezoniñ an disoc'h... Peder fajennad ispisial a gaver
ivez, gouestlet d'an deskadurezh uhel e brezhoneg, savet gant Lukian Kergoat.
An heuliad a vo embannet e-barzh niv. miz Here Bremañ. Bep miz e
kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe 1980, pennadoù brezhonek a bep
seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin. Embannet
gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm) E
gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|