|
|
|
|
|
|
|
Lun 24 a viz Gwengolo, niv.160 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Birmania: Tro 30 000 den o
tibunañ e Rangoun |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Borloo
hag an OGK |
|
|
Goude se eo deuet Michel Barnier da
lâret "ne oa bet kemeret diviz ebet", ha resisaet en deus
Borloo ne oa nemet "e soñj dezhañ", ha ket un
diviz ofisiel. Bremañ avat emañ diaes an
traoù gant Borloo. Peseurt dazont a vo gant ar
frazennig-mañ? Digwener tremenet ez eus bet neuze un emvod
da brientiñ "Grenelle an Endro", met hep an FNSEA nag ur
c'hannad evit ar werzherien greun. Divizoù a bouez a zo bet
kemeret: da gentañ, embann n'haller ket bezañ sur
ne vez ket kontammet ar parkeier e-kichen gant ar re OGK; da eil, ne vo
ket graet ken gant ar feur betek 0.9% evit degemer OGK er
produoù sañset bezañ hepto, ha da
drede e vo savet un "Aotrouniezh Uhel" karget eus an doser. M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
14vet
gouel Celti'Vannes |
|
|
Hoel Louarn Bagad Er Melinerion, BAS Bro Gwened,
Bemdez ,Bro Ereg, Kelc’h Keltiek Gwened, Laz-kaniñ
An Avel Vras , Dastum Bro Gwened, Dihun, Dihunerien, Div Yezh Gwened,
Diwan, Kendalc’h, Ker Men Dañs, Kelc’h
Sevenadurel Gwened, Skol-Uhel ar Vro, Skol Diwan,Trede Skolaj
Diwan.
Sadorn Sul |
|
|
|
|
|
|
|
Boulc'het
Euro 2007 Basket ar merc'hed |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
The
Bourne Ultimatum (La
Vengeance dans la peau) |
|
|
Stadoù-Unanet - 2007 Seveniñ : Paul Greengrass
Ne vo ket sioul an traoù
evit Jason Bourne ur wech c’hoazh! Goude The Bourne
Identity (La Mémoire dans la peau)
ha The Bourne Supremacy (La Mort dans la
peau), setu an trede lodenn eus an istor, sevenet gant Paul
Greengrass evel an eil tamm. Fiñv zo gant ar
c’hamera, nerzhus ar frammañ. N’eus tamm
diskuizh ebet da gaout e-pad ar film! Ur gwir film birvidik efedus ha
gant un istor dedennus ha kevrinus ouzhpenn, setu aze perzh "The Bourne
Trilogy". El lodenn-mañ e vo kavet ivez un toullad
taolioù-lagad fentus d’ar filmoù
kentañ hag adkavout tudennoù heverk. Ur gwir blijadur a gloz mat an istor
(pe get?). G.L. Evit gouzout hiroc’h: www.lavengeancedanslapeau-lefilm.fr |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
29vet
Transmusicales – Roazhon Etre
ar 5 hag an 8 a viz Kerzu |
|
|
Ma, n’eo ket faos
penn-da-benn. Ha koulskoude, e-touez an holl anvioù e verzer
un nebeud re a anavezer (un tammig). D’ar Yaou da noz, da
skouer: Von Südenfed
(ur pennad zo bet diwar o fenn amañ), da lavaret eo Mark E
Smith (kaner The
Fall) hag ar strollad elektro alaman Mouse on Mars. Ma’z int
ken mat war al leurenn hag ar bladenn o doa embannet a-raok an
hañv, e tlefent kinnig deomp un abadenn eus an
troc’h kentañ. D’ar Yaou e vo tu da
welout ivez The French Cowboys,
raktres nevez The Little Rabbits. An deiz war-lerc’h e teuio
Etienne de Crécy,
unan eus ar re o deus lakaet ar French Touch da vezañ
anavezet er bed a-bezh. D’ar Gwener ivez, Belone
Quartet, ur strollad eus Naoned, a ginnig sonerezh
etre The Cure ha The Black Heart Procession. D’ar Sadorn e talvezo ar
boan mont da selaou Modeselektor
(elektro alaman) ha Simian Mobile Disco
(daouad saoz brudet-tre evit e remiksoù).
Abadennoù zo a vo
digoust, ar re all etre 6
hag 28 euro. Ar Pass evit ar Gwener hag ar Sadorn: 40 euro. Kalz strolladoù all a vo,
muioc’h a ditouroù en ur heuliañ al
liammoù kinniget amañ dindan. Menegomp ivez
Troiad an Trans, un tammig e pep lec’h e Breizh etre an 2 a
viz Du hag ar 1añ a viz Kerzu. R.M. |
|
|
|
|
|
|
|
5
bloaz zo emañ Riwal ha Goulwena o
c'hoari Mouchig-dall! |
|
|
Bep Merc'her war-dro 8e45 beure, war
France 3 Ouest e pep lec'h nemet al Liger-Atlantel siwazh, e vo tu da
welet sketchoù, teulfilmoù,
kanaouennoù, tresadennoù-bev... pep tra e
brezhoneg evel-just, leun a livioù hag a startijenn.
Nevezinti zo er bloaz-mañ adarre gant ur rummad
fiñv-tresadennoù e 3D, "Na tener..." hag a lako
ar re goshañ da soñjal e tresadennoù
bev ar Vreudeur Warner. Istorioù berr ur bleiz ha n'eo ket
gwall varrek evit tapout deñved... Distreiñ a ra
bep gwech gant mennozhioù nevez evit klask tañva
ar c'hig tener. Distreiñ a ra ar rummad "Kant biz, kant
giz": istorioù nevez, bepred ken sot ha fentus a vo gant ar
"manegoù-puppets". Evit gouzout hiroc'h: |
|
|
|