Lun 15 a viz Gwengolo, niv.205
Sizhun 38 - 2008

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Manifestadeg disadorn e Naoned

 

 

Gervel a ra Kuzul Sevenadurel Breizh, Skol-Uhel ar Vro, Breizh Unvan, Bertayn Galeizz, Bodadeg ar Sonerion, Kendalc¹h, War’l Leur, Gouelioù Breizh, Div Yezh, Diwan, Dihun, an emglevioù bro ha re all c¹hoazh, da vanifestiñ e Naoned d¹ar Sadorn 20 a viz Gwengolo. Fellout a ra d'an aozerien diframmañ : ur statud hag ul lezenn evit diorren hor yezh hag hor sevenadur, ar gwir d'an arzourien amatour da gemer perzh er vuhez sokial, treuzkas galloudoù hag arc¹hant d’ar Rannvro hag unvaniñ melestradur ar vro. Emgav zo bet roet war enezenn Gloriette (tram 1, mediaoueg) adalek 2e goude-merenn, evit dibunañ adalek 3e. Ur sonadeg ha fest-noz bras a vo kinniget da heul, gant Nolwenn Korbell, Gweltaz Adeux, Dédé Le Meut, Gilles Servat...

 

Evit gouzout hiroc'h :

Pgz : 02 99 87 17 65

www.kuzul.info

 

 

 

 

 

 

 

 

Ur steuñv evit digreskiñ implij an diastuzerioù

 

 

Emañ Michel Barnier, ministr al labour-douar hag ar pesketa, o paouez kinnig ur steuñv anvet "Ecophyto 2018". Ar pal: lakaat implij ar produoù evit lazhañ an amprevaned war ar plant ("diastuzer" a vez graet eus ar produoù-mañ) da zigreskiñ eus 50% ac'hann da 2018. Unan eus an oberoù pennañ a vo lakaat 53 eus an danvezioù noazusañ diaotre evit ar gwerzhañ. 30 outo ne vefont ket gwerzhet a-benn fin ar bloaz 2008. E-touez an oberoù all e vo klasket kelaouiñ an holl dud a zo en hentenn diwar-benn an hentennoù all d'en em zizober diouzh an amprevaned: broudañ an enklask war an dachenn-mañ, ha skignañ an disoc'hoù. Ur rouedad a 3000 atant a vo savet a-benn dezastum titouroù.
Unan eus disoc'hoù Grenelle an Endro eo ar steuñv-mañ. Savet eo bet asambles gant al labourerien-douar, ar werzherien, ar skiantourien, hag all.

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

19vet Nozvezh ar Gavotenn e Poullaouen

 

 

Gant ar gevredigezh Dañs-Tro e vo aozet evit an 19vet gwech, Nozvezh ar Gavotenn. E gwirionez e vo ouzhpenn un nozvezh gouel. Peder a vo etretout, d'an 18, 19, 20 hag 21 a viz Gwengolo. Meur a abadenn a vo kinngiet a-hed an degouezh. Ur "sine-kendiviz" kenaozet gant Daoulagad Breizh hag INA Roazhon, d'ar Yaou 18. Ur sonadeg-kabaret a vo d'ar Gwener 19, gant un abadenn lezet penn-da-benn gant Ifig ha Nanda Troadeg: "kartenn wenn" o deus bet digant an aozerien. D'ar Sadorn 20 e vo ur staj kan-ha-diskan hag ur c'hendiviz diwar-benn ar gavotenn da c'houde. Adalek 20e30 e krogo da vat 19vet Nozvezh ar Gavotenn gant ar fest-noz bras. D'ar Sul e vo kinniget ur fest-deiz lec'h ma ranko ar sonerien ha kanerien sevel un ton war ar prim...

 

Evit gouzout hiroc'h:

http://www.dans-tro.org

 

 

 

 

 

 

 

 

Hand-ball: brav an amzer evit an Arvor 29 en D1

 

 

Dec'h en doa skipailh hand-ball merc'hed Arvor 29 c'hoariet evit ar wech kentañ e kentañ rann Kevre Broadel Hand-ball Frañs. E-tal da verc'hed skipailh Penn-ar-Bed e oa re Toulon/Saint-Cyr. A-hed an eurvezh c'hoari o deus diskouezet splann ar Breizhadezed pegen mennet e oant da c'hounit. Ne seblante ket ken splann startijenn izili skipailh Toulon/Saint-Cyr diouzh an tu all, hag o gourdoner, Yann Joannel a seblante dipitet-bras e fin kentañ krogad ar bloavezh nevez. Met daoust da se he deus ranket gwardez palioù an Arvor 29 labourat start. 24 zenn zo bet harzet en un doare efedus-tre gant Carmen Bucur, ar roumanez a oa warlene e skipailh Toulon just a-walc'h! Un eil Vreizhadez zo bet lakaet war wel ivez gant ar c'hrogad-mañ: nav fal zo aet gant Ursule Helegoed, gwellañ merkerez palioù an abadenn. Laouen e oa gourdoner Arvor 29, Thierry Gwegan, gant an eskemmoù hag ar c'henlabour etre ar c'hoarierezed. Evitañ eo perzh kreñv e skipailh, chom a reont holl unanet er prantadoù startañ zoken. Disoc'h: 31-29.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Ashes of Time Redux

(Les Cendres du temps - Redux)

 

 

Hong Kong, Sina - 2008

Seveniñ : Wong Kar-Wai

 

Ouyang Feng a zo un den o vevañ e-unan en dezerzh. Sikour a ra an dud da ziskoulmañ o c’hudennoù: ul lazher eo. Daou vloaz zo e vev evel-se, hag e gejadennoù gant arvalien, mignoned pe enebourien a lak anezhañ da brederiañ war e vuhez.

 

E 1994 e oa deuet er-maez stumm kentañ Ashes of Time. Adlabouret eo bet gant ar sevener brudet Wong Kar-Wai ha setu neuze ur stumm "Redux". Ur film luziet eo Ashes of Time, diazezet war lusk ar c’houlzoù-amzer met n’eo ket anat ober an diforc’h etre an tudennoù. Barzhoniel-tre, brav eston ar skeudennoù, al livioù. Anavezet e vez stil ar sevener, met disheñvel a-walc’h eo eus In the Mood for Love pe 2046 memes tra. Ar sonerezh da skouer a zo dedennus met seblantout a ra pounneraat soutilded ar skeudenn a-wechoù. Ur film brav neuze, met un tammig souezhus pe dipitus evit tud zo sot gant filmoù brudetoc’h Wong Kar-Wai.

 

G.L.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

The Kinks Are the Village Green Preservation Society

 

 

N’o deus ket bet chañs: stanket etre The Who, The Beatles ha The Rolling Stones, n’o deus ket bet The Kinks ar brud o defe dellezet. Ha koulskoude ! A-drugarez dezho ez eus bet savet ur skol, hini ar re a gont buhez pemdez pobl Bro-Saoz (Madness, Blur war daou albom) gant fent ha teneridigezh. The Village Green Preservation Society neuze, embannet e 1968 pe unan eus pennoberennoù pop barok ha viktorian (saoz, petra !) dibenn ar bloavezhioù 1960. An tonioù dibar a zo stank:  Picture Book, People Takes Pictures of Each Other, Johnny Thunder, Big Sky pe c’hoazh Phenomenal Cat. Netra da welet gant pladennoù all ar bloavezh (Sympathy for the Devil pe Sergeant Pepper): met pal Ray Davies (produour nemetañ ar bladenn, nac’het outañ gant an ti-embann ma vefe un albom doubl, brudet koulskoude evit bezañ savet tonioù evel Waterloo Sunset, Sunny Afternoon pe c’hoazh You Really Got Me) a oa just a-walc’h : chom hep bezañ stag ouzh sonerezh ar mare evit krouiñ un oberenn a c’houzañvfe red an amzer. Deuet eo a-benn.

Evel m’hon eus lavaret e oa kement a bouez gant The Beatles ha The Rolling Stones d’ar mare-se ken ne voe ket gwerzhet tamm ebet pe dost an albom pa zeuas er-maez. Hiziv an deiz avat e vez gwelet evel unan eus re wellañ ar bloavezhioù 1960. War ar CD doubl e kaver 15 kanaouenn e mono, ha 12 e stereo.

R.M.

Embannet gant Sanctuary

 

Da selaou ivez :

The Kinks – Arthur (or the Decline and Fall of the British Empire)

Blur – Parklife

Madness  - The Rise and Fall

 

Er bloaz-mañ e vo kinniget ur wech ar miz ur bladenn a-bouez en istor ar sonerezh amplaet.

 

 

 

 

 

 

 

 

Saladenn abrikez-kokombrez gant parmesan

 

 

Danvez evit 4 den :

120 g parmesan – 6 abrikezenn – 2 gonkombrezenn vihan – 50 g saladenn (roquette) – 3 loaiad eoul olivez – 1 loaiad gwinêgr balzamek -  1 boked serfilh – 1 boked bazilik – holen – greunennoù pebr du ha louet

 

Troc’hit ar parmesan a-skolpennoù moan. Gwalc’hit an 2 gonkombrezenn ha miñsit anezho. Digorit an abrikez ha tennit an askorn. Dizeilit ar serfilh hag ar bazilik.

 

Fardit ur c’hwinegrenn gant ar gwinêgr balzamek, ar pebr du ha louet mesket ha brevet, holen hag eoul.

Meskit ar saladenn, ar c’hokombrez, ar serfilh hag ar bazilik. Lakait an hanter eus ar c’hwinegrenn ha meskit.

 

Aozit an tammoù abrikez war ar saladenn ha lakait peurrest ar c’hwinegrenn. Disammit tammoù parmesan ha servijit.

 

Mari Lubrano

 

 

Boulc'het gant bloavezh nevez Webnoz diriaou

 

Diriaou, 18 a viz Gwengolo, da 8e30 noz, e krogo kentañ abadenn Webnoz ar bloavezh 2008-2009. E Gwened e vo staliet skipailh Lionel Buannic en taol-mañ, en A l'aise Breizh Café. Claude Nadeau a vo ar gouviadez pennañ. Kebekadez, desket brezhoneg ganti, Claude Nadeau zo da gentañ un arzourez troet war ar sonerezh. Diwar-benn he c’harantez evit ar muzik klasel ha muzik Breizh e komzo, ha meur a don a sono war klav-kerdin, war-eeun, dirak an dud bodet evit an degouezh. Buhez sevenadurel Gwened a vo lakaet war-wel ivez e-kerzh an abadenn, ha kaoz e vo eus ar brezhoneg en tri hentad kelenn. Dont a raio skolajidi da ginnig al levrioù hag ar pladennoù o deus plijet dezhe. Tu vo ivez da welet ar sitcom "Ken tuch'" ha souezhadennoù all zo bet prientet gant skipailh Webnoz war a seblant...

 

Evit sellet ouzh an abadenn :

www.brezhoweb.com

www.surlaplace.tv

www.armortv.fr

 

 

Lennit Bremañ Gwengolo!

 

Brezel Osetia ar Su, reuz priz al laezh, raktres skol-veur niverel Breizh, enoret krouerien Bodadeg ar Sonerion Robert Marie ha Polig Monjarret, boulc'het filmañ eil rummad Leurenn BZH... Anv zo eus an holl draoù-se ha traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ Gwengolo 2008.

An teuliad peder fajennad zo gouestlet en niverenn-mañ da zilennadegoù prezidant Stadoù-Unanet Amerika. A-benn ar 4 a viz Du e vo gouezet piv e vo. A bep seurt traoù a c'hello levezoniñ an disoc'h... Peder fajennad ispisial a gaver ivez, gouestlet d'an deskadurezh uhel e brezhoneg, savet gant Lukian Kergoat. An heuliad a vo embannet e-barzh niv. miz Here Bremañ.

Bep miz e kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe 1980, pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org