|
|
|
|
|
|
|
Lun 30 a viz
Even, niv.198 Pellgargit ar pennadoù e
stumm Word Evit resev kemennadenn Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Forom gwirioù mab-den: manifestadeg e Naoned hiziv |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Ha chom a raio skorn er Pol Norzh en
hañv-mañ ? |
|
|
Buanoc'h-buanañ e teuz skornegi ar Pol Norzh, ha
dreist-holl buanoc'h eget ma veze raktreset gant ar studiadennoù. Pa veze
kaoz eus testenn Kyoto e fin ar bloavezhioù 90 e soñje d'an dud "e oa
dav ober un dra bennak, e mod all e vefe aet ar skornegi da get a-benn dibenn
ar 21añ kantved"... Bremañ e vez raktreset e vint aet da get penn-da-benn
ac'hann da 2020 pe 2030... M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Un opera evit Ar Gelienenn |
|
|
Evit gouzout hiroc'h: Sonerezh ar film zo bet embannet war bladenn
arc'hant gant Varèse Sarabande |
|
|
|
|
|
|
|
Euro 2008: aet ar maout gant Spagnoled! |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Made of Honor (Le Témoin Amoureux) |
|
|
Stadoù-Unanet, Breizh-Veur – 2008 Seveniñ : Paul Weiland
Petra nevez e bed burzhudus ar c’homediennoù
romantel? Nebeut a draoù 'm eus aon. Tost ur remake eus My Best Friend's
Wedding (P.J. Hogan, 1997) eo, gant levezon When Harry Met Sally (Rob
Reiner, 1989), klask a ra ivez mont war dachenn Four Weddings and a Funeral
(Mike Newell, 1994) en e eil hanterenn. Gant kement a zaveennoù e vefe ret
d’ar film-se kaout traoù ouzhpenn da zegas, neketa? Treut ar
geusteurenn e gwirionez. Mankout a ra hoal dezhañ ouzhpenn. N’eo ket
displijus an abadenn, fentusik a-wechoù zoken, met splann eo ne chomo ket en
eñvorennoù. Meriadeg Vallerie Kement ha gouzout muioc’h : |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Les Thugs e Tremargad |
|
|
R.M. Muioc’h a drouz: www.lesthugs.fr/ www.myspace.com/lesthugs |
|
|
|
|
|
|
|
Trebeziad frouezh gant soubilh koko |
|
|
Danvez evit 6 den: ½ aval-ananaz - 6 sivienn - 1 vangezenn
- 2 loaid vras kraoñ–koko risklet - 1 begad poultr cardamone - 2 loaiad
vras siros grenadine - 3 loaiad vras rom gwenn Evit ar soubilh: 150 g dienn fresk – 3 boul
dienn skornet koko
Fardit ar soubilh gant ar banne siros grenadine,
ar c’h/cardamone hag ar banne rom.
Aozit pep trebeziad en ur plad kleuz ha diskargit ar soubilh warno.
Laoskit 30 mn ha dizourit. Poultrennit pep trebeziad gant ar poultr koko,
lakait anezho war ur plad ha lakait war ar c'hrilh. 5 mn a beb tu. Fardit ar
soubilh koko gant an dienn fresk hag an dienn skornet mesket asambles. Servijit
ar trebeziadoù gant ar soubilh. Mari Lubrano Lennit Bremañ miz Even!
An
teuliad peder fajennad zo gouestlet en niverenn-mañ da 30vet deiz-ha-bloaz
skolioù Diwan ha berzh ar Redadeg. Pozioù kanaouennoù bet savet evit an
degouezh, pennadoù-kaoz, skeudennoù hag ur sell war al levrioù embannet evit
lidañ an deiz-ha-bloaz... Teir fajennad ispisial a gaver ivez, gouestlet da
zarvoudoù 1968, savet gant Lukian Kergoat. Heuliad ar pennad a vo tu da lenn
e niverenn Gouere-Eost Bremañ. Bep miz e
kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe 1980, pennadoù brezhonek a bep
seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin. Embannet
gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm) E
gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|