Lun 2 a viz Gouere, niv.152
Sizhun 27 - 2007

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

sizhun a-raok

sizhun war-lerc'h

 

 

 

 

 

 

 

 

Un danvez-diferad nec'hus

e-keñver ar c'helenn divyezhek

 

 

Embannet e oa bet er sizhun dremenet ur gemennadenn nec'hus gant Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg. Ministr an Deskadurezh, Xavier Darcos, a vefe war-nes embann un diferad diwar-benn ar palioù da dizhout e-keñver kelenn ar yezhoù "rannvro" e fin ar c'hentañ derez. Hervez prezidant UGB, Gwenole Larvol, e vefe ar palioù-se war live A2 Framm boutin Europa war ar yezhoù, da lavaret eo, ul live yezh "etre pe krakvevañ". Live ar skolidi war ar yezhoù evel ar brezhoneg, euskareg, katalaneg, h.a. e fin ar c'hentañ derez a vefe neuze evit kaout "eskemmoù berr-tre, ha dre vras, ne vint ket gouest da gompren trawalc'h a draoù evit mont war-raok gant ur gaozeadenn."

Nec'het-kenañ eo UGB peogwir e c'hellfe neuze kement-mañ diskar an hentad divyezhek en eil derez da vat, pa ouezer ouzhpenn eo diaes-tre da lakaat e plas c'hoazh. Rak er skolaj e kinniger d'ar vugale kentelioù istor-douaroniezh pe matematikoù er yezhoù "rannvro"-se ha penaos ober ma n'int ket gouest da heuliañ ur gaozeadenn war ar pemdez ? Evit prezidant UGB emañ ar ministr Xavier Darcos war-var dispenn ul labour bet kaset war-raok abaoe 30 vloaz e Breizh ha deskadurezh ouzhpenn 11000 bugel er vro.

 

Evit gouzout hiroc'h: http://www.ugbrezhoneg.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Tiez doujus ouzh an endro ha plijus da vevañ:

skouer karter Vauban e Fribourg

 

 

Alies, pa soñjer e tiez doujus evit an endro, e ijiner un ti koad pe plouz war ar maez, e-unan-penn e-kreiz ur park. Koulskoude eo posupl sevel tiez doujus ouzh an endro e kêr ivez. E Fribourg , en Alamagn, ez eus ur c'harter a-bezh gant tiez ekologel. Ur skouer : kemer a reont energiezh digant an heol, hag a-benn ar fin e vez produet muioc'h a energiezh gant ar c'harter eget na vez bevezet gantañ. Ar pezh a zo dedennusoc'h c'hoazh a zo, pa soñjer en endro war skeul ur c'harter a-bezh, e c'heller ober dibaboù e-keñver aozadur an tiriad.
Da skouer eo graet ar c'harter-mañ evit ma'z afe muioc'h an dud war droad ha war varc'h-houarn eget gant ar c'harr-tan. Ne vez plasoù evit parkañ ar c'hirri-tan nemet evit 25% eus an dud a zo o chom eno. El lec'h m’emañ an tiez, ne vez ket aotreet ar c'hirri da vont dreist 5km/e. Daoust d'ar pezh a soñjer ez eo kalz dedennusoc'h evit an endro pa vez an dud o vevañ stank e kêr. Da gentañ peogwir n'o devez ket ezhomm da gemer ar c'harr-tan ken alies, hag ivez peogwir e vez meret kalz gwelloc'h an energiezh: nebeutoc'h a vez dispignet p'emañ tost an tiez, hag aezetoc'h eo da rannañ etre ar re a brodu energiezh hag ar re na reont ket.

M.M.

Un nebeud chomlec'hioù evit dizoleiñ ar c'harter a-dostoc'h :
www.alliance21.org
perso.orange.fr/archicaro/vauban
www.levenok.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Montroulez Gwechall

 

 

P’en devoa c’hoantaet Kuzul-rannvro Breizh degas war-wel pinvidigezh ar vro hag he yezh, en devoa goulennet maer Montroulez, Michel Le Goff, digant ar guzulierien-kêr Mari-Jo Bras ha Jean-Claude Le Bars bodañ tud da labourat war anvioù-lec’h Montroulez.

En ur rummad pennadoù-skrid brezhonek ha gallek, bet moullet er Morlaix Mag a-hed ar bloaz 2006, o deus kontet Patrick Favreau, Glaoda Millour ha Kristian ar Mener un istor eus a Vontroulez diazezet war studi anv ar ruioù hag ar plasennoù.

Gant an diskouezadeg "Histoires de Morlaix: Istorioù Montroulez", a ya d’hec’h ober gobarioù Yvon Tallec, labourioù skolioù ar re vihan Gambetta, Jean Jaurès, Emile Cloarec hag Itron-Varia Blouyann, dastumad skeudennoù Mirdi Montroulez, hag ivez kartennoù-post kozh hag engravadurioù war vein al Levrdi "Les Amours Jaunes", e vez kinniget ur bourmenadenn dre Vontroulez gwechall.

Setu pedet bremañ pep gweladenner da gantren, en ur vont ha dont etre an testoù hag

ar skeudennoù, e brezhoneg pe e galleg, evit adkavout an holl lec’hioù-se a gont, pep hini anezho, un istor deomp dre o anv.

 

Mediaoueg "Les Ailes du Temps" e Montroulez.

Etre ar 15 a viz Even hag an 12 a viz Gwengolo 2007

Evit gouzout hiroc'h: www.ville.morlaix.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

Kampionad Europa klezeiata e Gent

 

 

Hiziv e krog Kampionad Europa klezeiata, e Gent (Gand), Belgia. Pouezus-tre eo ar C'hampionad-mañ evit skipailhoù Europa: ar poentoù dastumet aze a gonto div wech evit gellet mont da glezeiata e C'hoarioù Olumpek Beijin 2008. Ha kontañ a raio teir gwech ar poentoù dastumet er C'hampionad ar bed da zont... Evit skipailh ar C'hwec'hkorn eo plaset mat ar sabrennerezed, kaset war-raok gant Anne-Lise Touya. Deuet int a-benn da vont e hanter-gourfen en holl gampionadoù a gont evit ar C'hoarioù Olumpek. Diouzh tu ar baotred e vo startoc'h ar jeu evit ar re a bled gant ar c'hlezeier-c'hoari (fleuret). Brice Guyart zo bet div wech kampion olumpek, met, abaoe ur pennad ez eo bet tremenet er renkamant bedel  gant ur rummad klezeiataerien yaouank, en o zouez Erwan Le Péchoux, Nicolas Beaudan ha Marcel Marcilloux. Ha ne vo nemet daou blas evit skipailh ar C'hwec'hkorn evit a-sell ar c'hleze-c'hoari...

 

 

 

 

 

 

 

 

 

The Hoax (Faussaire)

 

 

Stadoù-Unanet Amerika - 2005

Seveniñ : Lasse Hallström

 

E 1971 emañ ar skrivagner Clifford Hirving o klask lakaat e romant nevez da vezañ embannet. Siwazh ne zeu ket a-benn. Met un toullad mizioù war-lerc’h e kinnig d’e embanner "gwellañ levr ar c’hantved": al levr ofisiel nemetañ o kontañ buhez Howard Hughes. Ur gudenn a zo koulskoude: aotre ebet, emgav ebet. Ne oar Hirving e gwirionez mann ebet hiroc’h eget n’eus forzh piv diwar-benn an den hollvrudet. Kregiñ a ra neuze un dro gaer spontus a-walc’h evit touellañ an holl ha gwerzhañ e levr.

 

Sevenet en un doare klasel-tre, n’eo ket se perzh dedennusañ ar film. Kendrec’het e vezer muioc’h gant c’hoari Richard Gere (Clifford Hirving) hag e geneil Alfred Molina.

Un tammig hirik eo, gorrek a-walc’h al lusk, met fent a zo hag un aergelc’h plijus.

Dedennusoc’h eo ar film pa anavezer F for Fake (Vérité et mensonges 1971) gant Orson Welles a ginnig ur preder diwar-benn ar c’hrouiñ ha touellourezh (pe get) oberennoù savet diwar gaou evel hini Hirving.

G.L.

Kement ha gouzout hiroc’h: www.faussaire-lefilm.com

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Festival Massey Fergusound #3

D’an 13 aviz Gouere e Tregourez

 

 

Aet skuizh gant ar gouelioù sonerezh bras-divent? C’hoant selaou sonerezh hep bezañ beuzet en ur morad a dud? Mat, kit neuze betek Tregourez a-benn an 13 a viz Gouere. Eno e vo tu deoc’h kemer perzh e Festival Massey Fergusound. Digor-kalon hag abadenn azalek 7 eur noz, an abadennoù "bras" o kregiñ azalek 8 eur.

Ha tu vo deoc’h klevout kalz arzourien eus ar vro: Mon Automatique (elektro-rock eus Brest), Bastet (kraut-folk eus Kemper, ur strollad a glever muioc’h-mui kaoz anezhañ), hag ivez Never Meet Your Heroes (rock shoegaze eus Brest), met ivez sonerezh folk: Alexandre Kinn, trip hop gant Sheer K (eus Brest ivez) ha sonerezh ar bed gant Anawenn. Djed a vo ivez (DJ Wybee, DJ Weeze ha DJ Taz). En holl div leurenn zisheñvel, standoù liesseurt ha boued.

9 euro e kousto deoc’h ma feurmit en a-raok, 10 euro war al lec’h. Ar strolladoù kinniget a c’haller klevout en ur heuliañ al liamm amañ dindan:

www.myspace.com/masseyfergusound

R.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Boued-polikan gant sukrin

 

 

Evit 6 den
6 skejenn bara-minvig – 250 g avu lard – 12 skejenn spilhenn houad mogedet – 250 g feta – 2 sukrinenn – 12 prunenn sec’h diaskornet – 1 dornad pinochez – 1 loaiad vihan pebr mesket – holen Bro Gwenrann – 12 bouedenn kraoñ glas

 

Digorit ha displusit ar sukrin. Dibluskit anezho. Troc’hit an div drederenn anezho a-garrezioù bihan, hag an trede all a-lavnennigoù,

 

1.Grit 12 skejenn gant an avu lard. Lakait ar bara-minvig da grazañ. Troc’hit gant un didammer 12 kelc’h e-barzh ar bara. Goloit gant an tammoù sukrin hag an avu lard. Klinkit gant bouedennoù kraoñ glas.

 

2.Lakait asambles un tamm sukrinenn  hag ur brunenn sec’h, punit gant ar skejennoù spilhenn houad ; strollit gant ur spegig koad.

 

3.Troc’hit ar feta e stumm ur c’hub. Lakait war pep tamm un delienn binochez ha tammoù sukrin.

 

Aozit pep tamm boued polikan war un asied, poultrennit gant pebr mesket hag holen eus Bro-Gwenrann.

Servijit diouzhtu.

 

Mari Lubrano