|
|
|
|
|
|
|
Lun 23 a viz Even,
niv.197 Pellgargit ar pennadoù e
stumm Word Evit resev kemennadenn
nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Kenderc'hel a ra ar stourm
Karaeziz ha Breizhiz evit mirout ospitalioù ar vro |
|
|
Digwener e oa aet ivez Karaeziz, Brestiz,
Konk-Kerneviz, Gwengampiz, Dinaniz, Redoniz, Montrouleziz, ha Bretoned eus
meur a lec'h all ivez da vanifestiñ dirak an Agence Régionale
d'Hospitalisation e Roazhon, nepell diouzh an ti-gar. Aet e oant ivez betek
Prefeti ar Rannvro. Servijoù zo eus ospital Karaez zo serret en ofisiel
c'hoazh, ha servijoù meur a lec'h all zo en arvar. Dre zegadoù a garradoù e
oa archerien ha CRS-ed o c’hortoz an 800 manifester bennak dirak an ti-gar.
Plaen e oa bet an traoù en deiz-se e Roazhon, met er beurevezh dija e oa bet
jeu e Kemper. Emgav zo bet roet fenoz da 6e war parkva ospital
Karaez a-enep da zoareoù feulz ar Stad. |
|
|
|
|
|
|
|
Kig balum gwerzhet dre guzh e Japan |
|
|
Roet eo bet ar c'hartoñsad-mañ d'an archerien, evit
diskouez ar c'henwerzh diaotre. Un enselladenn a zo bet kaset da benn, ha
setu an disoc'h : rebech ebet da skipailh ar vag, hini ar gouarnamant, pe ar
skiantourien, hag an daou stourmer en toull-bac'h! "Ensellet" eo
bet burev Greenpeace gant 40 archer, kemeret urzhiataerioù,
paperioù, ha pellgomzerioù ganto. M.M. Evit kaout muioc'h a ditouroù, ha gwelet ar sinadeg
evit dieubiñ an daou stourmer: www.greenpeace.org/greenpeace-revele-un-trafic-de |
|
|
|
|
|
|
|
Al livour Mathieu Dorval da gannad
Breizh |
|
|
Hoel Louarn Evit dizoleiñ an arzourien-se: www.lands.end.free.fr |
|
|
|
|
|
|
|
Tro Suis: aet ar maout gant an Tchek Roman Kreuziger |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
The Happening (Phénomènes) |
|
|
Stadoù-Unanet Amerika, Indez - 2008 Seveniñ : M. Night Shyamalan
Setu film nevez an aotrou Shyamalan. Un tammig
iskis e vez e filmoù bepred, ha kavet e vezont dipitusoc’h-dipitusañ
gant an darn vrasañ eus an dud. Disheñvel mat eo The Happening eus ar
reoù all koulskoude, dre ma n’eus “twist” ebet. Adalek ar
penn kentañ pe dost e vez komprenet petra zo kaoz d’an darvoudoù
divoutin ha skrijus-se. An elfenn bouezus eo an aon dre m’eo euzhus
tonkad an dud taget gant ar c’hleñved kuzh-se. N’eo ket displijus an tudennoù ha prederiet
e vezer gant teorienn ar film, a c’hallfer lakaat e-barzh ur rummad
nevez skiant-faltazi-ekologel. N’eo ket ur bennoberenn ar film, sioù en
deus moarvat met n’eus ket peadra da dortal: efedus eo ar prantad
spont-mañ. G.L. Kement ha gouzout hiroc’h: http://www.phenomenes-lefilm.com/ |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
La Route du Rock 14, 15 ha 16 a viz Eost e Sant-Maloù |
|
|
D’ar Yaou 14 e vo kinniget deomp selaou The
Breeders (strollad sonerezh gitar boud Pixies), Tindersticks
(strollad pop a-feson eus ar Rouantelezh-Unanet) ha The Do, an daouad
a glever muioc’h-mui kaoz anezhañ. Stegnoc’h an traoù gant Foals,
ur strollad breizhveurat nevez a aoz tonioù post-punk eus ar re wellañ ha
gant Fuck Buttons (ur pennad zo bet diwar o fenn amañ), ur strollad
saoz ivez, ha trouzus-tre. Da zizoloiñ war al leurenn, stouvoù-divskouarn
evit an holl memes tra. Disheñvel an traoù d’ar Gwener 15 gant Sigur
Rós, ur strollad post-rock hag ambient eus Island, brudet evit an tonioù
hir ha hir savet gantañ. Hag ivez The Notwist, strollad indie alaman, Why?, ur strollad
hip hop sioul (Stadoù-Unanet) ha Micah
P. Hinson, ur soner amerikan. E-touez ar re a sono d’ar Sadorn 16 menegomp
an daouad breizhveurat Ting Tings, Poni Hoax (strollad pop
gall) ha Midnight Juggernauts, ur strollad sonerezh elektro eus
Aostralia. 30 euro an nozvezh, 65 euro an teir nozvezh. R.M. Muioc’h a rock ha programm klok: |
|
|
|
|
|
|
|
Soubenn sukrin gant laezh koko |
|
|
Daouhanterit ar sukrin ; tennit ar greun,
didailhit ar bluskenn gant ul loa-voull. Diskargit en ur plad-saladenn. Rasklit ar bluskenn suraval glas ha meskit en ur volenn gant al laezh koko hag ar c’h/cassonade. Gwaskit an hanter eus ar suraval ha diskargit war ar bilhoù sukrin. Strimpit gant al laezh koko ha lakait er yenerez 30 mn a-raok servijout. Mari Lubrano Ar planedennoù : Gwareger
Arabat klask re bell: marteze emañ al levenez e
korn ar ru! Ur steredenn skedus ha melen (pe mouk) zo a-us d'ho penn. N'ho
peus ket klevet he c'hwezh vat? Selaouit mat he c'hanaouenn e-pad an
nozvezhioù etre an 2 hag ar 6 a viz Gouere. Labour Na rit ket bil, ne gavoc'h ket labour etre miz
Even 2008 ha miz Gwengolo 2025: dieub e viot evel ul labous en noazh. Al
labour n'eo ket opiom ar bobl ken. Implijit hoc'h amzer ha startijenn evit ober traoù
evidoc'h, da skouer: sevel ur gumuniezh emren gant ho mignoned e Kreiz
Breizh, beajiñ, reiñ ho puhez d'an arz pe d'ar stourm, ober bugale... Chomit e-maez kevredigezh ar beveziñ, tennit splet
eus ar vuhez. Hiroc'h e vo ho plev! Arc'hant Na zispignit ket ho arc'hant, evel-se ho po
muioc'h! Kavout a reoc'h arc'hant e-barzh artichaod Kastell-Paol: ret e vo
deoc'h gortoz daouzek taol hanternoz Abati Landevenneg da noz an 32 a viz
Gouere. Familh Arabat bezañ soursius ouzh an hengoun: dibab ho
mignoned a c'hellit ober, pas ho familh! Yec'hed Ret eo deoc'h lonkañ evit disoñjal ho mennozhioù
fall. Mat e vefe deoc'h neuial en noazh e Bae an Anaon gant ur bluenn er
revr, evel ul labous mor. Evit ar re a zo o chom war ar maez, mat e vefe
deoc'h mont da Garnag evit en em frotañ ouzh ur peulvan d'an noz etre ar 45
hag ar 46 a viz Gouere. F.D., A.D. & J.C. Stajidi Stummadur 6 miz
2008 Skol an Emsav Lennit Bremañ miz Even!
An
teuliad peder fajennad zo gouestlet en niverenn-mañ da 30vet deiz-ha-bloaz
skolioù Diwan ha berzh ar Redadeg. Pozioù kanaouennoù bet savet evit an
degouezh, pennadoù-kaoz, skeudennoù hag ur sell war al levrioù embannet evit
lidañ an deiz-ha-bloaz... Teir fajennad ispisial a gaver ivez, gouestlet da
zarvoudoù 1968, savet gant Lukian Kergoat. Heuliad ar pennad a vo tu da lenn
e niverenn Gouere-Eost Bremañ. Bep miz e
kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe 1980, pennadoù brezhonek a bep
seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin. Embannet
gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm) E
gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|