|
|
|
|
|
|
|
Lun 7 a viz Gouere,
niv.199 Pellgargit ar pennadoù e
stumm Word Evit resev kemennadenn
nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Hañvezh laouen ha plijus deoc'h holl, lennerien ger! |
|
|
D'al Lun 11 a viz Eost e tistroio Bremaik. |
|
|
|
|
|
|
|
Penaos e vez produet an tredan
nukleel ? |
|
|
Pa vez kemennet deomp e vo savet un eil reaktor
nukleel EPR e Frañs, ha pa grog an dud da vezañ nec'hetoc'h-nec'hetañ gant
priz ha saotradur an eoul-maen evel mammenn-energiezh, eo mat kaout un nebeud
titouroù diwar-benn an doareoù ma vez produet an tredan nukleel. Ne vo ket kaoz amañ eus an hentenn deknikel evit
krouiñ tredan adal uraniom (displeget eo mat war Wikipedia: http://fr.wikipedia.org), met roet e vo kentoc'h un nebeud
resisadurioù war mont en-dro ur greizenn.
An doareoù da broduiñ a ra ma n'haller ket kemm
buan ar c'hementadoù energiezh produet: n'haller ket diskenn anezho pa ziskenn
an ezhommoù, pe kreskiñ anezho pa gresk an ezhommoù. Setu e c'hoarvez alies
ma vefe kreizennoù o vont en-dro pa ne vez ket ezhomm, pe mareadoù e-lec'h ma
ranker prenañ energiezh digant Alamagn (he deus divizet mont e-maez an
energiezh nukleel) e-pad ar goañv. Dre vras e vez lakaet etre 15 hag 20 vloaz evit
sevel ur greizenn. Goude-se eo sañset mont en-dro e-pad 25-30 vloaz. Se a oa
raktreset er penn kentañ, met bremañ ez eus bet divizet gant EDF lakaat ar
c'hreizennoù da vont en-dro e-pad pelloc'h, daoust d'ar pezhioù melloù
kudennoù surentez a c'hell sevel neuze pa gosha ur greizenn. Evel-se e lenner
war lec'hienn EDF, diwar-benn ar c'hreizennoù, ez int bet "conçues pour
fonctionner au moins 40 ans"! Goude-se e vez lakaet e-tro 20 vloaz
evit dispenn ar greizenn. Kudennoù a c'hell sevel neuze, evel ma oar mat Breizhiz
(pa vezomp kelaouet!) gant kreizenn Brenniliz. Koust dispenn ur greizenn, pe hini adaozañ ha
merañ al lastez skinoberiant ne vezont ket kontet e-barzh "priz an
tredan nukleel" a vez roet deomp. Ma vez ouzhpennet ar c'houstoù-mañ e
vez gwelet e koust e gwirionez kalz keroc'h an tredan nukleel eget n'eus
forzh peseurt hini all. Da skouer, evit dispennañ kreizenn Marcoule e kousto
6 miliard a €uroioù, da lâret eo an hanter keroc'h eget evit sevel
anezhi!
Da gentañ ez eus ar memes kudenn gant an energiezh
nukleel: implijout a ra uraniom evit mont en-dro, hag hennezh a ya da get
ivez. Kreskiñ a ra e briz buanoc'h eget hini an eoul-maen. Hervez al lavaroù
e chom etre 50 ha 70 vloaz d'ober gant an uraniom zo, ma chom ingal produadur
an tredan nukleel. Met ma soñjer erlec'hiañ ar mammennoù energiezh all gant
an hini nukleel e vefe dav lieskementiñ an niver a greizennoù hag ar
c’hementad a uraniom implijet. Ma tremenfemp eus 2% da 50% a energiezh
nukleel er bed, neuze ne chomfe uraniom nemet evit daou vloaz! Evit lod all
ez aio kalz buanoc'h an uraniom da hesk eget se: http://travail-chomage.site.voila.fr
Titouroù ouzhpenn a zo amañ: Arguzenn ar saotradur ne dalvez ket kalz traoù kennebeut:
hervez Global Chance, ma vefe lieskementet dre 3 kementad ar c'hreizennoù
nukleel, ne vefe espernet nemet 9% eus ar gazoù efed-gor ganto. Ouzhpenn-se e
saotr gant traoù all, ma n'eo ket gant CO2: gant ar wrez da gentañ: 2/3 eus
an energiezh produet gant ur reaktor a vez kaset e-maez e stumm gwrez, ha
kement-mañ a gemer perzh e-barzh tommadur an hin. Da eil e vez taolet dour tomm
ha klor er stêrioù gant ar c'hreizennoù, ha kement-mañ a zismantr
penn-da-benn ar vuhez eno. Hag evel-just ez eus al lastez skinoberiant, a
chom saotrus-kenañ ha dañjerus e-pad ur badelezh hir-kenañ.
M.M. Evit gouzout hiroc'h : www.lemonde.fr (diwallit mat, 4 bajenn a zo) Evit kaout ivez ali unan hag a zo kentoc'h a-du
gant an energiezh nukleel: |
|
|
|
|
|
|
|
"Un devezh er pennoù-ahel"
e Roazhon |
|
|
A Veurzh da Sul. Mont-tre: etre 3
ha 5 euro. Evit gouzout hiroc'h: www.espace-sciences.org Broderezh arzel e Kastellaodren
Ar weladennerien o do an dibab etre oberennoù
bihan-tout pe bras divent, etre an doare "buhez didrouz" mod
Cézanne pe Giorgio Morandi pe leun a enkrez pa vez lakaet muioc'h war wel tu
marv an danvez. Peadra a vo neuze da zizoleiñ 43 arzour eus 20 bro disheñvel
er bed. Ha pep hini anezho a ginnig e oberenn gant un destenn skrivet gantañ
evit embann e sell arzour ha reiñ displegadennoù teknikel war e labour. Digor bemdez betek ar 15 a viz Gwengolo. Mont-tre: 2 euro, digoust evit ar vugale. Evit gouzout gouzout hiroc'h: www.cdc-chatelaudren-plouagat.com Oberennoù Jean Degottex e Kemper
En diskouezadeg-mañ e vo tu da welet 72 taolenn, o
tont eus 10 mirdi hag 20 dastumad
prevez, hag ur film war an arzour sevenet gant Michelle Porte e 1992. Digor bemdez etre 10e ha 7e noz. Mont-tre: etre 2,5 ha 4,5 euro Evit gouzout hiroc'h: www.musee-beauxarts.quimper.fr Hoel Louarn
Ur galiri nevez e Sant-Maloù
Gant Françoise Coudrin e oa bet divizet sevel ur stal dic'hortoz: etre ur galiri arz hag ur stal kinklañ an ti eo Border line, e Sant-Maloù. Daou vloaz labour zo bet evit kas da benn raktres Françoise Coudrin, goude bezañ skoulmet liammoù gant arzourien, krouerien, dizagnerien hag artizaned. Kavet e vo er memes lec'h frouezh labour livourien, kizellerien, priourien, ebenourien, gwerourien, tisavuorien, dizagnourien diabarzh, al lod vrasañ anezho o chom e Breizh. Un dibab graet gant merourien ar stal Border line eo. Staliet eo e Sant-Maloù, kêr brudet evit bezañ degemeret leun a arzourien, hag o oberennoù er galirioù niverus zo eno. Stal Border line a vo digor a-hed ar bloaz, pa vez digor ar galirioù all e-kerzh ar mizioù hañv hepken dre vras. Evit gouzout hiroc'h: Border line, 5 straed Santez Marguerite, 35400
Sant-Maloù Pgz: 02.99.56.27.79 |
|
|
|
|
|
|
|
Tro Frañs e Breizh: tremenet e-kichen
ti Bernard Hinault |
|
|
Echuiñ a raio hent Breizh an Tour hiziv, adalek
mogerioù-kreñv Sant-Maloù betek kaeoù porzh Naoned, kêr-benn ar vro, evit 208
km a hentoù plaen. Tro Frañs: Ai'ta war vord an hent
Tri ober zo bet aozet gant ar skipailhoù orañjez
neuze, ha lakaet e pleustr teknikoù nevez evit bezañ klevet. Awenet eo
doareoù ober Ai'ta gant re Greenpeace pe Demo Euskadi da skouer. Staget ez
eus bet neuze ur giton 13 metrad war 3, dindan pont Plougastell ha diouzh
noz, hep na vefe paket tud Ai'ta gant ar re e-karg eus ar surentez. Skrivet e
oa warni "Ya d'ar Brezhoneg, Oui au Breton". Un eil skipailh,
kraperien ampart ennañ zo pignet war ar C'hub, roc'h krapat mil-anavezet
Plougastell hag a zo e-tal ar pont. Da 30 metrad uhelder o deus kraperien
diskennet ur pezh mell giton skrivet warni "Save breton language".
Siwazh "re a avel a oa, ar giton zo bet diroget goude ur c'hard eur"
eme gKlervia, kraperez en Ai'ta Bro-Leon. Filmet int bet memes-tra gant ar viñs-askell
ha tremenet int er skinwel. Bizhier-tan ruz a oa ganto evit bezañ gwelet
a-bell. Un trede ober zo bet aozet war vord an hent-tizh goude Pont
Plougastell. Un ugent ezel bennak eus Ai'ta a oa aze o terc'hel ur giton
skrivet warnañ "Breton, langue officielle". Tu a vo gwelet tud
Ai'ta e-kerzh an hañv adarre e-kerzh Douarnenez 2008 ha Gouel an Erer Kozh ha
marteze e lec'h all piv a oar! Evit gouzout hiroc'h: |
|
|
|
|
|
|
|
|
Filmoù an hañv |
|
|
09/07
Enep-haroz adarre, met hemañ gant galloudoù
dreistordinal. Tu divoutin Hancock [sk.] (sevenet gant Peter Berg ha
c'hoariet gant Will Smith) eo bezañ un doare Superman "trash" a
glasko gwellaat e skeudenn memes tra (siwazh?). Ar re n'int ket awenet gant ar steuñvennoù-se a
c'hello (gant un tamm chañs) mont en-dro da welet Gentlemen Prefer Blondes/Les
Hommes préfèrent les blondes bet sevenet gant Howard Hawks e 1953 gant
Jane Russell, Marilyn Monroe hag he "foupoupidou". Ur film eus an
dibab, evel-just, hag a ranker bezañ gwelet un deiz bennak. 16/07
Neuze kement ha derc'hel d'ul live uheloc'h e vo
tu mont da welet Hadaka no shima/L'Île nue (sevenet gant Kaneto
Shindo) a gont buhez trist ha kalet ur familh gouerien o chom war un
enezennig didro e Japan. Ma, div abadenn disheñvel-mik hep mar. 23/07
Bremañ, ma n'oc'h ket
evit gouzañv mouezh sioul ha flour Chet Baker, kit buan da glevet
youc'hadennoù loen gouez The Incredible Hulk/L'Incroyable Hulk
azasaet en-dro evit ar sinema gant Louis Leterrier (film-sevener gall) a zeu
da-heul Ang Lee (Hulk, 2002). Petra a dalvezfe un hañvezh hep
azasadenn comics book ebet? 30/07
Gant WALL-E [sk.] (sevenet gant Andrew Stanton) e
vefe marteze? Ur paour-kaezh robot chomet e-unan da naetaat un Douar didud. Met
un deiz bennak e tifluk ar garantez en e egorlestr. En personel, ne c'hwitin
ket da welet babig nevez ar Studioioù Pixar (Toy Story, Ratatouille,
etc.). 06/08
Ar re n'o do ket c'hoant kemer ar riskl da
c'houzañv Brendan Fraser en aner a c'hello mont da welet The Bank Job/Braquage
à l'anglaise [sk.] (sevenet gant Roger Donaldson), istor ur strollad laeron en
em gav paket, hep gouzout dezho, en aferioù muntr, prenadur ha feulster. Netra
gwall nevez marteze... Meriadeg Vallerie |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Un hañvezh rock |
|
|
The Subways – All or Nothing –
embannet gant U10
Muioc’h a Subways : http://www.myspace.com/thesubways Un hañvezh elektro Ellen Allien – Sool – embannet gant
Bpitch Control
Muioc’h a Ellen Allien : http://www.myspace.com/ellenallienbpc Un hañvezh Muxtape
Muoic’h a vMuxtape : R.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Fardañ ar piknik evit 6 den |
|
|
Fouetit 6 vi gant 1 loaiad vras eoul, 2 biñsad
holen, ½ boked stragon, 1 boked serfilh diskolpet. Fardit 3 alumenn-vioù
vihan an eil goude eben en ur billig eouliet. Diskargit war pep hini ur
skejenn morzhed-hoc'h, roullit ha goloit anezho e-barzh ur film plastik
kegin. Servijit yen, troc’het a dammoù. Taboule glas Meskit 200g kouskous gant chug ur suraval, 20 cl a
zour ha 4 loaid vras eoul. Lakait un eurvezh er yenerez hag ouzhpennit un ½
kokombrezenn, 1 c’hourjetezenn ha kalon un achenn skourr, pep tra
troc’het e karrezioù bihan.
Digerit 6 baraenn vihan. Strimpit ar minvig gant
ur banne eoul olivez. Gwarnisit gant
mesclun, 3 vi poazh-kalet, 3 zomatezenn troc’het a-skejennoù, 1
penn-ognon hag ur penn fanouilh –mor skejennet, 12 genougamm hiliennet,
1 voestad toun naturel hag 12 olivezenn zu. Dip gant ricotta Meskit 150 g ricotta gant 150 g fourmaj-laezh, 2
loaiad vras suraval hag un ivin kignen flastret. Pebrit hag holennit. Frondit
gant koriandrez ha bent.. sasunit gant pimant
Espelette. Soubit krizaj e-barzh ar meskaj. Muffin gant flamboez Basit 1 vi gant ur fourchetez en ur bezel hag
ouzhpennit tamm-ha-tamm 125 g amann teuz, 10 cl laezh, 180 g belud, 1 sachad
goell kimiek, 90 g sukr, arabat labourat an toaz re. Ouzhpennit ar flamboez. Rannit
e-barzh moulloù-gwestell bihan. Lakait er forn 20 mn (th 6 / 180°). Mari Lubrano
Pik BZH:
Evit gouzout hiroc'h:
Ur skritell nevez a vo evit brudadeg ar c'helenn brezhoneg evit an dud deuet, savet gant Ofis ar Brezhoneg ha DAO (Deskiñ d'an oadourien). Roet e vo lañs d'ar c'houlzad a-benn miz Eost ha betek miz Here, un tamm pep lec'h e Breizh, gant skoazell ar c'hevredigezhioù, an tiez-kêr hag ar c'huzulioù-departamant. Sed aze ar skritell nevez-flamm!
Evit gouzout hiroc'h: Lennit Bremañ an hañv!
An teuliad peder fajennad zo gouestlet en niverenn-mañ
d'an danvez-lezenn a denn d’an arzourien amatour. Rankout a raio
marteze an amatourien bezañ paeet evel tud a-vicher evit kemer perzh en
abadennoù da baeañ. Festivalioù bras ha bihan ar vro a c'hellfe bezañ en
arvar bras neuze... Peder fajennad ispisial a gaver ivez, gouestlet da
zarvoudoù Mae 1968, savet gant Lukian Kergoat. Heuliad al lodenn bet embannet
e-barzh niv. Miz Even Bremañ eo. Bep miz e kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe
1980, pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget war
baper lufrus, e doare ur magazin. Embannet gant Skol an Emsav (7 euro an tamm) E gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez
Breizh, pe dre goumanant. Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|