Lun 27 a viz Ebrel, niv.236
Sizhun 18 - 2009

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Feulster e Naoned

 

 

Galvet o doa bodadoù liesseurt da vanifestiñ disadorn e Naoned, a-enep ar gwaskerezh sokial er Stad c'hall. E-touez an dibunadeg 400 den, e oa izili 44=Breizh, ur bodad a stourm evit adunvaniñ ar vro e-keñver melestradurezh. E-tro 5e e oa bet torret gwerennoù stalioù gant lod eus perzhidi ar gerzhadeg. Un darn eus ar vanifesterien, dipitet gant an emzalc'h-se, o deus divizet kuitaat an dibunadeg. N'eus bet harzet den ebet d'ar mare-se. Un eurvezh war-lerc'h, e oa bodet un ugent den bennak eus bodad 44=Breizh, gant o familh, war leurenn un davarn. Kelc'hiet int bet gant poliserien o deus goulennet groñs diganto o faperioù. Lod o deus nac'het. Adalek ar poent-se eo deuet da vezañ feuls emzalc'h ar bolised. Diskaret eo bet taolioù an ostaleri, kunujennet an dud ha skoet gant lod, gant bizhier. Unan eus izili 44=Breizh zo bet kaset d’an ospital, gloazet e benn, pa oa o klask gwareziñ ur bugel. Daou zen zo bet harzet gant ar polis ha miret 16 eurvezh. Lezet int bet da vont, tamallet dezho bezañ bet "disuj" ha galvet da Lez-varn Naoned a-benn ar 14 a viz Here 2009. Emañ ar bodad 44=Breizh o klask war-lerc'h testoù o defe gwelet an darvoud, straed Carmes, a-benn sevel klemm.

 

Evit gouzout hiroc'h :

http://44breizh.wordpress.com/

(skeudenn gant Indymedia)

 

 

 

 

 

 

 

 

Sevel rouedadoù an ekologiezh

 

 

Implijet e vez ar ger "ekologiezh" evit envel ar stourmerien a zifenn an natur, met ivez ar skiant a studi emdroadur ar poblañsoù en o metoù bevañ. Hounnezh a zo emdroet kalzik he doare da soñjal abaoe nebeut. N'eus ket pell zo c'hoazh e veze soñjet e veze difennet gwelloc'h ar poblañsoù plant pe loened ma chomed hep implijout un dachenn, ha pa vefe bihan ha digenvez. Bremañ avat e taoler kalz muioc'h a bled ouzh al liammoù etre an tachennoù. Ar pezh a vez kavet pouezus neuze eo reiñ tro d'ar spesadoù da c'hallout mont eus ul lec'h d'egile, oc'h aozañ tremenvaoù a lec'h da lec'h.

Ha just a-walc'h ez eo loc'het an tabut diwar-benn mennozh ur rouedad ekologel broadel, unan eus kinnigoù Grenelle an Endro. E-pad 28vet Kendalc’h ar gwarezvaoù naturel ez eus bet embannet o mennozhioù war an danvez gant dek eus aktored pennañ an danvez. Merzet o deus an holl e oa dav, a-raok gallout sevel ur rouedad ekologel etre ar gwarezvaoù, kreskiñ ar c'henlabour etre merourien an tachennoù.

 

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Diskouezadegoù gant livadurioù Armel ar Sec'h

 

 

Div ziskouezadeg a vo kinniget e-kerzh ar miz-mañ gant al livourez Armel ar Sech, e Breizh. Tem an div ziskouezadeg, anvet "korrig.com" zo... ar gorriganed! Un daou-ugent livadur bennak zo en dastumad-se. Ingal e vezont kinniget gant barzhonegoù divyezhek. Korrig.com zo e bal kas ar seller betek ur bed a huñvre hag a liv. Lec'h ma c’hall pep tra c'hoarvezout, bihan ma z’eo an tudennoù, deuet diwar kalon ha fent hor pobl. E Kemper e vo un diskouezadeg etre an 8 a viz Mae hag an 23 a viz Even, e kreizenn Kelenn Diwan, e karter Penharzh. Lid digeriñ an diskouezadeg a vo a-benn ar Yaou 7 a viz Mae.

An eil diskouezadeg e penn all ar vro (met er c'hreisteiz bepred) e kreizenn Yezhoù ha Sevenadur, e Sant-Ervlan, e-kichen Naoned. Du-se e chomo an diskouezadeg livadurioù etre ar 15 hag ar 24 a viz Mae.

 

Kelenn, 3 straed Vañde, 29000 Kemper.

Digor bemdez nemet d’ar Sadorn ha d’ar Sul. Degemer: 9e-12e/13e-17e30

Yezhoù ha Sevenadur, 13 rue du rémouleur, 44800 Sant-Ervlan.

Digor etre 2e g.k. ha 7e noz.

Evit gouzout hiroc'h:

http://sitekreator.com/ArmelLeSech

 

 

 

 

 

 

 

 

Mell-droad: dipit Gwenediz

 

 

Huñvreoù kaer a oa gant Gwenediz disadorn. Met buan o deus gwelet ne vefent sevenet gwech ebet war dachenn c'hoari Gourfenn Kib ar C'hevre, mestroniet 100% gant skipailh Bourdel. A-boan ur c'hard eur goude kentañ c'hwitelladenn an tredeog, e oa tost echu ar c'hrogad. Tri fal bet plantet gant Bourdel (Wendel, Planus ha Goufran). Ne oa ket laouen tamm ebet gourdoner paotred Gwened: prientet hag adwelet e oa bet ur strategiezh ganto, ha n'eo ket bet heuliet e seurt ebet e-pad hanterenn gentañ ar c'hrogad! Kollet e seblante bezañ ar c'hoarierien e gwenn-ha-du war an dachenn, ha mont ha dont a rae Bourdeliz etrezo gant kalz a aezamant. N'eo ket a-enep Gwenediz, met ganto e c'hoarie ar Jirondined. D'an 39vet munutenn e oa echu da vat an traoù gant ur pal lakaet gant... Yoann Gourcuff. Evit an eil lodenn o deus Gwenediz klasket ober o seizh gwellañ evit chom hep tapout palioù ouzhpenn. Ur wech tremenet ar barrad dipit ha mezh, e seblante ar suporterien, koulz hag ar c'hoarierien, bezañ o klask gwelet tu mat an degouezh. Evit ar c'hentañ bloavezh e rann ar c'hleuboù a-vicher, eo deuet a-benn Gwened da vont betek ur Gourfenn. "Skrivet hon eus ur bajenn istor" eme ar gward-palioù Christophe Revel da Le Télégramme, "klozet hon eus al levr en un doare mantrus siwazh. Met chom a ra brav al levr daoust de bep tra."

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Gake no ue no Ponyo (Ponyo sur la falaise)

 

 

Japan - 2007.

Seveniñ : Hayao Miyazaki

 

Pemp bloaz eo Sosuke, ha plijout a ra kalz dezhañ mont da c’hoari war vord ar mor, e traoñ an tevenn e-lec’h m’emañ o chom. Eno e kav ur peskig dezhañ penn ur plac’hig. Ponyo a raio outi. Mignoned vras e teuont da vezañ. Tad Ponyo avat, hag a zo bet den a-raok, a glask mirout ouzh e verc’h da vont da vevañ e-touez an dud. Met kreñv eo youl ar verc’hig-pesk, c’hoant he deus bezañ den ivez...

 

Brav eston eo film nevez Miyazaki. Livioù kaer, ur bed etre gwirvoud ha faltazi. Ur film mat eo evit ar re vihanañ, met ivez evit ar re vras. Kalz a fent a zo, ur santad plijus a-hed an abadenn. Dudius eo gwelet ez eo kaset an istor gant an daou vugel ha n’eo ket an dud deuet a vestroni pep tra. Kaoz a zo ivez eus an darempred etre mamm/tad ha bugel. Un doare dous ha brav neuze da gontañ en-dro istor morganezig Andersen, hag ivez, un abeg da ziskouez eo mab-den penn-kaoz distruj ar bed, an natur, ar mor.

 

G.L.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Röyksopp – Junior

 

 

Dek vloaz goude krouidigezh ar strollad ec'h embann Röyksopp e drede albom. An holl o deus soñj eus Melody AM: tost holl donioù o fladenn gentañ a oa bet implijet da sonerezh bruderezh, ha meulet e oa bet ar bladenn gant ar vurutellerien. Ne oa ket bet entanet an holl gant o eil pladenn, The Understanding he zitl, war zigarez e vije bet re "aes" pe efedus.

Ur seurt meskaj etre an div bladenn gentañ eo Junior (e fin ar bloaz e teuio er-maez Senior): pellaet ar strollad diouzh an dancefloor, tostaet ouzh ar pezh en doa savet en e bladenn gentañ. Ur wech ouzhpenn en deus an daouad eus Norvegia pedet a bep seurt tud da ganañ: Lykke Li (Miss It So Much), Robyn (The Girl and the Robot) ha Karin Dreijer Andersson (This Must Be It ha Tricky Tricky).

Chañsoù zo ivez e teufe ur ganaouenn evel Röyksopp Forever da vezañ un ton brudet hag arouezius eus ar strollad, ken efedus ma'z eo (ar meskaj binvioù kerdin ha sonerezh elektronek a zo efedus-kenañ).

Un albom skañv ha pop da vat eo, evel ma klever war Happy Up Here (ton kentañ ar bladenn, hag a grog gant c'hoarzhadegoù), The Girl and the Robot ha This Must Be It. Ur bladenn beurvat evit kregiñ gant an nevezamzer neuze.

R.M.

Embannet gant Virgin/EMI

Muioc'h a Röyksopp :

http://royksopp.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

"Odyssée Celtique" 2009 e Bro Breselien

...ha war ar web!

 

 

Ur raktres liesseurt eo hini L'Odyssée Celtique. Meskañ a ra mojennoù ha teknologiezhioù, glad ha skolioù uhel, endro ha dudi, oberoù skipailh ha furchadegoù hiniennel... Tem abadenn ar bloaz-mañ zo adkavout linenn-stur marc'heien an Daol-Grenn, evit gwareziñ hon Douar.

Penaos e tremen an traoù? Ur pemzek skipailh studierien eus Skolioù-meur ha Skolioù uhel eus Frañs o deus pep a raktres evit difenn an endro. Ar studierien a vo war ar plas, e koad Breselien, etre ar 6 hag an 9 a viz Mae, noz ha deiz, o redek, o krapat, o roeñviñ... A-benn gounit e rank pep skipailh diskoulmañ divinadelloù. Evit respont dezho e c'hellint resev titouroù digant o suporterien, a-drugarez da Internet! Penaos skoazellañ anezho? N'hoc’h eus ken dibab ar skipailh a fell deoc’h harpañ war lec'hienn l'Odyssée Celtique. Digoust eo an enskrivadur. Gant skeudennoù ha kartennoù adwiriet ingal, e c'hallot heuliañ o hent, klask respont d‘an divinadelloù eus ho tu ha kas titouroù d'an danvez marc'heien zo o klask o hent e Breselien... Betek ar "Graal" a roio tro da resev ur yalc'had a-benn seveniñ ar raktres ekologel a vo gant ar re drec'h!

 

Evit gouzout hiroc'h:

www.odyssee-celtique.com

http://blog.odyssee-celtique.com

 

 

 

Lennit Bremañ miz Ebrel

 

An enkadenn ekonomikel en Iwerzhon, votadegoù kannaded Euskadi ha Galiza, testeni ur Breton o vevañ er Martinik, reuz en Iliz katolik gant komzoù ha divizoù Benead XVI, abadennoù nevez Radio Kerne, raktres nevez Strollad ar Vro Bagan, un dastumad kanaouennoù rock e brezhoneg embannet gant Mass Prod... Kaoz zo eus an holl draoù-se ha traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ Ebrel 2009.

An teuliad peder fajennad zo gouestlet er miz-mañ d'ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet. Sifroù un diverrañ eus bilañs ar c'helenn evit ar bloavezh 2008 gant Ofis ar Brezhoneg a gaver. Sevel a reer ar poent war al labour kaset war-raok gant kreizenn Skol An Emsav gant ar stummerez Anne Broussot. Alioù ur strollad deskarded a gemer perzh e kentelioù noz zo bet dastumet ivez. Gallout a reer lenn ur pennad-kaoz gant lusker ar gevredigezh Divskouarn, he deus kinniget asambles gant Stumdi, ur staj war ar brezhoneg a-ratozh evit ar re a bled gant ar vugaligoù en o micher.

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org