Lun 20 a viz Ebrel, niv.235
Sizhun 17 - 2009

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Echu gant stad dreistordinal Tchetchenia hervez Rusia

 

 

Diriaou tremenet en deus divizet prezidant Rusia, Dmitri Medvedev, echuiñ gant ar stad dreistordinal a oa hini Tchetchenia hervez Rusia abaoe 1999. D'ar c'houlz-se e oa bet kaset 30000 soudard rusian da Dchetchenia, a-benn terriñ al luskad dizalc'hour eno, boulc'het e 1992. Brezel Tchetchenia zo kroget e 1994, ha gant ar stad ispisial a oa hini ar republik-se, e oa start-tre da gelaouennerien pe izili aozadurioù skoazell gwelet penaos e tremene an traoù du-se. E-tro 40000 a dud a zo bet lazhet, ha keloù ebet digant 5000 den all. Diviz Dmitri Medvedev a glot gant c'hoantoù Ramzan Kadyrov, e penn melestradurezh Grozny, mignon d'ar Rusianed. E penn bagadoù milisianed emañ Kadyrov, deuet a-benn da dapout ar garg a brezidant goude-se bezañ skarzhet holl e gevezerien. Evitañ e oa poent nullañ al lezennoù ispisial rak evitañ eo stabilaet an traoù ha tavet kalz ar rebeled dizalc'hour. Bodad broadel enepsponterezh Rusia en deus disklêriet e oa pal an diviz "reizhañ" an traoù e Tchetchenia, a-benn adsevel ha diorren ar frammoù ekonomikel ha sokial. 20000 soudard rusian o deus kuitaet Tchetchenia e fin ar sizhunvezh tremenet neuze.

 

 

 

 

 

 

 

 

Saotrus eo ivez an treloskoù "glas"

 

 

"Treloskoù glas" eo an anv a roer d'an dourennoù savet diwar blant hag a vez kinniget evit erlec'hiañ ouzh an eoul-maen e kefluskerioù ar c'hirri-tan. Un nebeud bloavezhioù zo e veze gwelet un diskoulm dreist enno, met falloc'h-fallañ e vez o skeudenn. Da gentañ abalamour d'ar c'hevezerezh a vez etre an tiriad evit gounit boued hag an hini evit produiñ treloskoù. Ur studiadenn zo o paouez bezañ embannet hag a gaso pelloc'h an traoù: ken saotrus all, ma n'eo ket muioc'h, eget an eoul-maen e vefe an treloskoù "glas" a-benn ar fin. Hervez hounnezh, bet savet gant an embregerezh Scott Wilson Group, abaoe ma vez lakaet 10% a dreloskoù "glas" er c'hefluskerioù e vefe bet eztaolet 1,3 milion a donennoù Gazoù un Efed Gor ganto bep bloaz, da lâret eo kement hag a vez bevezet gant 500000 karr-tan ouzhpenn. Evit kavout an disoc’h-se ez eus bet kemeret e kont ar saotradur o tont eus implij an tiriadoù a-benn desevel soja pe kolza: talvezout a ra e ranker dismantrañ koadeier pe taouarc'hegi, ha neuze e vez dieubet kalzik a CO2.

 

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Okitania degemeret e Treger

 

 

Abaoe daou vloaz e vez eskemmoù frouezhus etre Tregeriz hag Okitaned (re Tarn hag Aveyron dreist-holl). Eskemmoù war dachenn ar sonerezh, ar boued, ar goueliañ zo bet etre tud an daou gorn-bro, ha diwanet diwar-se raktresoù e bep seurt. Tregeriz zo o doa graet ur veaj betek Gaillac ha St-Laurent d'Olt e fin miz Kerzu 2008. En taol-mañ eo an Okitaned o deus graet an hent. Emgavioù zo bet aozet hervez tachenn ober an dud: arzourien, sonerien, artizaned, keginerien, dañserien, konterien, luc'hskeudennerien... Abaoe an 10 ha betek ar 26 a viz Ebrel emañ da skouer an arzourien Anne Nourian, eus Tolosa, o kinnig hec’h oberennoù e 24 Saloñs Arzoù Kawan. Aozet eo bet an emgavioù-mañ gant KerJava, Cie Papier Théâtre, Ti ar Vro Treger-Goueloù, Dastum Bro-Dreger, ar Pixie, les Amis des Arts de Cavan, Cordae/La Talvera, PKK.

E-kerzh an dibenn-sizhun a zeu e vo aozet lodenn vrasañ en eskemmoù Breizh-Okitania:

Gwener 1añ a viz Mae, e Tredraezh-Lokemo: pourmenadenn gant sonerezh. E Lannuon, nozvezh kabaret er Pixie, gant BOC (Breizh Occitània Connexion)...

Sadorn 2 a viz Mae, er C'houerc'had: marc'had gant sonerezh Breizh hag Okitania, kermes gant c'hoarioù hengounel eus an div vro, stajoù dañs Okitania...Pred eus Aveyron, fest-noz/balèti gant La Talvera, Skirienn, ar Vreudeur Cornic, Oh Boy...

Sul 3 a viz Mae, er C'houerc'had, 6vet Gouel ar Moc’h bihan.

 

Evit gouzout hiroc'h: 02.96.38.93.07

http://www.allevrig.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

Mell-droad: disoc'hoù an dibenn-sizhun

 

 

Disheñvel-mik eo bet an dibenn-sizhun tremenet evit kluboù mell-droad Breizh: an FC Naoned (Bagayoko war ar skeudenn) a zo aet ar maout gantañ (2-0 a-enep an OGC Nice) en ur ziskouez e oa kat da sevel ur c’hoari-skipailh kreñv hag efedus. Sur eo ez a gwelloc’h an traoù gant paotred Elie Baup, tennet er-maez eus lost ar c’hampionad. Skipailh Roazhon a zo bet trec’het (3-1) e Monako: daoust d’un tredeog iskis e zivizoù ha d’un difennour skarzhet o deus c’hoariet mat Roazhoniz koulskoude. Met santet e vez e teu tamm-ha-tamm ar skuizhder gant c’hoarierien o doa leusket nerzh war an dachenn e-pad mizioù kentañ ar mare. Paotred an Oriant a zo bet trec’het ivez e-kerzh ur bartienn start er Voustoer (1-2) a-enep Marseille, skipailh mennet mat evit derc’hel gant e renk er c’hampionad.

 

Disoc’hoù ar Rummad 2 :

Bastia –Brest 0-2 ; Dijon – Gwened 3-0 ; Gwengamp – AC Ajaccio 0-0

 

Na zisoñjit ket tri emgav ispisial ar sizhun-mañ: an daou gentañ deuzouto, e "Ruz-ha-Du", a vo tu deoc’h gwelet dimeurzh (Grenoble –Roazhon) pe dimerc’her (Tolosa – Gwengamp) da 8e45 noz, da geñver hanter-diskoulmoù kib Frañs ; hag an trede, hirc’hortozet gant suporterien Vreizh, a enebo Gwened ha Bourdel e Stad Frañs, disadorn da 9e noz, evit gourfenn kib ar C’hevre.

F.O.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Monsters vs. Aliens (Monstres contre Aliens)

 

 

Stadoù-Unanet – 2009

Seveniñ : Rob Letterman, Conrad Vernon

Film-bevaat skignet en ur stumm teirmentek e lec’hioù zo (Gaumont Roazhon, Pathé Naoned ha lec’hioù all moarvat, gwiriit en a-raok)

Adalek 6 vloaz

 

Gant ur pezh meteoritenn kouezhet eus an neñv eo skoet Susan Murphy da zeiz he eured. Ha setu hi da vrasaat spontus dirak an aoter. N’eo ket pell servijoù kuzh ar Gouarnamant a-raok skrapañ ar ramzez nevez ha kas anezhi d’un toull-bac’h ma chomo gant euzhviled all betek fin he buhez. Met traoù all deuet eus an egor zo o tostaat ouzh ar voul-zouar.

 

Un dudi eo klask an daveennoù da filmoù spont ar bloavezhioù 50 a ya d’ober danvez an abadenn-mañ: ar plac’h hanter-kant troad, euzhvil al lenn du, Godzilla, h.a. Ya, fent a zo e Monsters vs. Aliens ha pa vefe kerse un tamm ar bommoù “bramm-bramm-kakac’h” bet lakaet lec’h ha lec’h all. An abadenn deirmentek he-unan n’eo ket kenkoulz hag hini Bolt deuet er-maez daou viz zo: traoù a-dreuz zo gant ar skeudennoù gwech an amzer, ar pezh a zo chalus pa c’heller paeañ betek 12€ evit sellet ouzh ur film a seurt-se. Estreget ar fent hag ar gur deknik, ma vank deoc’h bezañ boemet gant un istor barzhel e vo gwelloc’h deoc’h mont da welet Ponyo, film-bevaat diwezhañ Miyazaki, memes tra.

 

Meriadeg Vallerie

 

Kement ha gouzout hiroc’h :

http://www.monstersvsaliens.com/

http://www.dossiertopsecret.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

 

42vet Gouel Rock 'n' Solex e Roazhon

6-10 a viz Mae

 

 

A-benn ar Merc'her 6 a viz Mae e krogo Rock 'n' Solex gant ur fest-noz. Seniñ a raio Plantec, Kadja trio, Digresk ha Yawaki.

Azalek an deiz war-lerc'h e vo graet plas d'ar sonerezh amplaet. D'ar Yaou 7 neuze e sono The Psychologist and his Medicine Band. Ur strollad 100% rock eo ha ganto eo bet gounezet taol-lañs Rock 'n' Solex. Ur meskaj sonerezh elektro ha sonerezh kreiz Europa a vo kinniget goude-se gant DJ Shantel. Da-heul e teuio ur strollad breizhveurat brudet-bras e-touez selaouerien sonerezh elektro-jazz-hip-hop: The Herbaliser an hini eo. Gant Caravane Palace e vo un tañva d'ar sonerezh jazz termajied mesket gant sonioù elektronek hag ec'h echuo an nozvezh gant an daouad breizhveurat South Central, hag a vez keñveriet alies gant Justice.

Kalzik hip-hop, ska ha reggae a voe en deiz war-lerc'h: Toots and the Maytals, Improvisators Dub ha Naive Beat Beaters. Bez’ e vo ivez Success eus Manchester, ha Les Doigts de l'Homme.

Kalz hip-hop ivez d'ar Sadorn: Lyre le Temps, La Caution, Beardy Man vs JFC, Beat Torrent hag ur strollad brudet e Breizh abalamour d' e sonadegoù leun a startijenn: Asian Dub Foundation.

 

R.M.

 

Fest-noz 7 euro, Yaou 7 : 18 euro. Gwener 8 : 19 euro. Sadorn 9 : 20 euro. Pass 3 devezh : 47 euro.

Muioc'h a Rock 'n' Solex :

http://www.rocknsolex.fr/

 

 

 

 

 

 

 

 

Minicake gant yaourt

 

 

50 g bleud – 1 sac’hadig goell - 1 ½ loaiad  vras Maizena – 55 g sukr – ¼ loaiad vihan bikarbonat soda – 1 loaiad vihan greun roz-moc'h – 1 melen-vi – 70 g yaourt – ½ loaiad vihan rusk suraval – 1loaiad vihan chug suraval – 10 g amann

evit ar siros : 1 suraval – 55 g sukr – 60 ml a zour

 

Raktommit ar forn (forn etre). Tamouezit ar bleud gant ar bikarbonat soda. Ouzhpennit ar greun roz-moc'h, ar melen-vi, ar yaourt, ar rusk hag ar chug suraval hag an amann.

 

Lakait ul loaiad meskaj e-barzh moulloù-gwestell paper. Lakait er forn 10 mn. Diskargit diouzhtu warno ar siros tomm.

 

Siros : tennit ar rusk suraval, ha troc’hit  a-lavnennigoù. Kemerit 2 loaiad vihan eus ar chug suraval ha porit en ur gastolodenn. Ouzhpennit ar chug suraval, ar sukr hag ar banne dour. Lakait da virviñ 5 mn, hep meskañ betek ma vo fetis a-walc’h ar siros.

 

M.L.

 

 

Lennit Bremañ miz Ebrel

 

An enkadenn ekonomikel en Iwerzhon, votadegoù kannaded Euskadi ha Galiza, testeni ur Breton o vevañ er Martinik, reuz en Iliz katolik gant komzoù ha divizoù Benead XVI, abadennoù nevez Radio Kerne, raktres nevez Strollad ar Vro Bagan, un dastumad kanaouennoù rock e brezhoneg embannet gant Mass Prod... Kaoz zo eus an holl draoù-se ha traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ Ebrel 2009.

An teuliad peder fajennad zo gouestlet er miz-mañ d'ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet. Sifroù un diverrañ eus bilañs ar c'helenn evit ar bloavezh 2008 gant Ofis ar Brezhoneg a gaver. Sevel a reer ar poent war al labour kaset war-raok gant kreizenn Skol An Emsav gant ar stummerez Anne Broussot. Alioù ur strollad deskarded a gemer perzh e kentelioù noz zo bet dastumet ivez. Gallout a reer lenn ur pennad-kaoz gant lusker ar gevredigezh Divskouarn, he deus kinniget asambles gant Stumdi, ur staj war ar brezhoneg a-ratozh evit ar re a bled gant ar vugaligoù en o micher.

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org