Lun 4 a viz Mae, niv.237
Sizhun 19 - 2009

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Grip Mec'hiko war sioulaat

 

 

E fin ar sizhun dremenet e oa pignet evezh Aozadur ar Yec'hed er Bed betek al live 5 (diwar 6) evit afer ar grip A (H1N1), bet lesanvet grip Mec'hiko pe grip ar moc'h. Abaoe ar 24 a viz Ebrel eo aet war zigresk an niver a dud tizhet gant ar c'hleñved nevez. Kenderc'hel a ra tud da vezañ klañv, met n‘en em led ket ar grip ken buan hag a-raok. En holl e vefe bet 898 den klañv e 18 Stad disheñvel. E Mec'hiko hag er Stadoù-Unanet emañ ar brasañ niver anezho. Du-hont  ez eus bet ar muiañ a dud o vervel gant ar grip-se ivez: 22 zen zo marvet e Mec'hiko (diwar 590 klañvad), hag un den zo marvet er Stadoù-Unanet (diwar 226 klañvad). Ar grip nevez-mañ a vefe ennañ genoù virusoù grip ar moc'h, ar yêr hag an dud. War sioulaat e yafe red ar c'hleñved neuze, a bareer dioutañ kenkoulz hag eus ur grip boas. Hervez Kreizenn Evezhiañ ar C'hleñvedoù, ne vefe ket ar grip A-se tagusoc'h eget an hini a dag an dud ingal bep bloaz da vare ar goañv.

 

 

 

 

 

 

 

 

Norvegia: berzet an eoul-maen a-benn 2015?

 

 

Kristin Halvorsen (sk.), ministrez an arc'hant e Norvegia, a zo plijet gant ar mennozh berziñ gwerzh ar c'hirri-tan nevez a ra gant eoul-maen, adalek 2015. Un doare da vroudañ ar broduerien girri da vont war-du otoioù na saotront ken kement, gant treloskoù nevez. Kinnig Strollad sokialour kleiz Norvegia a vefe bet awenet gant diaesterioù industriezh ar c'hirri-tan da-heul enkadenn an ekonomiezh hag ar redi stourm a-enep tommadur an hin. An enklaskoù e-keñver teknologiezh a vefe neuze da gas war-raok groñs evit cheñch penn d'ar vazh war an div dachenn. A-benn tapout lañs, he deus kinniget Kristin Halvorsen, e-kerzh ul lid kinnig kirri-tredan en Oslo, berziñ d'ar broduerien girri gwerzhañ otoioù a ra gant treloskoù fosil, a-benn 2015, war bouez ar re a ra gant div energiezh. Disklêriet en deus Jens Stoltenberg, kentañ ministr ar vro, bezañ a-enep ar raktres-se. Ne vo ket degemeret ar c'hinnig-se moarvat, met evit Kristin Halvorsen eo pouezus ober seurt kinnigoù evit magañ ar preder da vihanañ.

 

 

 

 

 

 

 

 

Diskouezadegoù gant livadurioù Armel ar Sec'h

 

 

Div ziskouezadeg a vo kinniget e-kerzh ar miz-mañ gant al livourez Armel ar Sech, e Breizh. Tem an div ziskouezadeg, anvet "korrig.com" zo... ar gorriganed! Un daou-ugent livadur bennak zo en dastumad-se. Ingal e vezont kinniget gant barzhonegoù divyezhek. Korrig.com zo e bal kas ar seller betek ur bed a huñvre hag a liv. Lec'h ma c’hall pep tra c'hoarvezout, bihan ma z’eo an tudennoù, deuet diwar kalon ha fent hor pobl. E Kemper e vo un diskouezadeg etre an 8 a viz Mae hag an 23 a viz Even, e kreizenn Kelenn Diwan, e karter Penharzh. Lid digeriñ an diskouezadeg a vo a-benn ar Yaou 7 a viz Mae.

An eil diskouezadeg e penn all ar vro (met er c'hreisteiz bepred) e kreizenn Yezhoù ha Sevenadur, e Sant-Ervlan, e-kichen Naoned. Du-se e chomo an diskouezadeg livadurioù etre ar 15 hag ar 24 a viz Mae.

 

Kelenn, 3 straed Vañde, 29000 Kemper.

Digor bemdez nemet d’ar Sadorn ha d’ar Sul. Degemer: 9e-12e/13e-17e30

Yezhoù ha Sevenadur, 13 rue du rémouleur, 44800 Sant-Ervlan.

Digor etre 2e g.k. ha 7e noz.

Evit gouzout hiroc'h:

http://sitekreator.com/ArmelLeSech

 

 

 

 

 

 

 

 

Kib Frañs a vo kib Breizh, a-benn disadorn

 

 

Gourfenn Kib mell-droad Frañs a vo aozet a-benn disadorn, e Stad Frañs. Evel ma ouzit ez aio ar maout gant Bretoned: pe re Wengamp (Rummad 2), pe re Roazhon (Rummad 1). Peurwerzhet eo bet tikidi an emgav en div gêr-mañ en un nebeud eurvezhioù hepken e-kerzh ar sizhun dremenet. Spi zo da gaout e vo dedennus ar c'hrogad daoust d'ar c'hoarierien bezañ "amezeien" hag e vo kennerzhet ar suporterien en un doare laouen. Un digarez eo bepred evit Kuzul-rannvro Breizh da vrudañ ar vro: 20000 gwenn-ha-du bihan a vo profet da arvesterien ar Gourfenn ha 40000 follenn-vrudañ gant ar Rannvro evit kinnig abadennoù Gouel Erwan 2009 er bed a-bezh. Goulennet en deus ivez Jean-Yves an Drian an aotre digant an FFF (Fédération Française de Football) e vefe sonet "Bro gozh ma zadoù" er Stade de France a-raok ar match. War a seblant e klasko an FFF reiñ ar gwir d'en ober e-kerzh an eurvezh a-raok, e-maez ar c'hinnig ofisiel. Kinnig a raio Bagad Roazhon seniñ kan broadel Breizh war tachenn Veurzh (lec'h ma vo staliet ur skramm bras) da 8e.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

In the Electric Mist
(Dans la brume électrique)

 

 

Stadoù-Unanet, Frañs – 2008

Seveniñ : Bertrand Tavernier

Diwar oberenn James Lee Burke

 

E latar gludennek Louisiana ez eus ur muntrer hag a laosk war e lerc’h korfoù-marv merc’hed yaouank mac’hagnet gant doareoù barbar. Dave Robicheaux (Tommy Lee Jones) eo zo karget eus an afer, anezhañ un enseller war an oad. Ret e vo dezhañ kavout ur roudenn el latar zo tro-dro d’ar gudenn. Met ouzhpenn ur muntrer a c’hell bezañ skoachet el latar-se.

 

Tramor eo aet Tavernier da dreiñ ur film met n’eo ket nevez e vefe dedennet gant ar Stadoù-Unanet. Ar pezh a ra talvoudegezh ar film eo e aergelc’h kentoc’h eget e steuñvenn evel-just: un aergelc’h pounner, tasmantoù e pep lec’h, h.a. Awenet eo Tavernier evit magañ an dra-se ha skoazellet eo en e labour gant ur skeudenn a-feson hag un Tommy Lee Jones ken awenet all.

 

Meriadeg Vallerie

 

Kement ha gouzout hiroc’h:

http://www.tfmdistribution.com/dans-la-brume-electrique/

 

 

 

 

 

 

 

 

 

The Golden Filter

 

 

Petra nevez? Netra nevez, war-bouez The Golden Filter.

Ne ouezer koulz lavarout tost netra diwar o fenn: tri den (ur paotr, div blac'h) eus New York, sonerezh elektronek a vez graet ganto, damheñvel ouzh ar pezh a ra Fan Death, lakaomp. Sur a-walc'h o deus kaset o yaouankiz o selaou New Order, Depeche Mode ha marteze ivez... Giorgio Moroder.

N'int bet degemeret gant ti-embann ebet betek-henn, en ur mod n'eo ket grevus-tre: hag un dazont a zo d'an tiez-embann pladennoù?

O bezañs o deus gouezet mestroniañ 100 dre 100: Myspace, Facebook, Twitter. Dre Internet int deuet a-benn da vezañ brudet gant un ton nemetken, efedus hag eeun evel ma n'eo ket posupl, hag anvet Solid Gold (neb a gar a c'hallo kontañ pet gwech e vez lavaret ar ger gold e-pad ar ganaouenn). Hag ouzhpenn a roont anezhañ hag un nebeud remiksoù anezhañ.

Abaoe n'hon eus ket kavet kalz muioc'h a ditouroù diwar o fenn, emaint o treiñ er mare-mañ gant an daouad aostralian The Presets, ha kenderc'hel a reont da adveskañ tonioù savet gant strolladoù all (Empire of the Sun, Little Boots).

An holl re o deus klevet The Golden Filter a soñj dezho e vo unan eus strolladoù elektronek pouezusañ ar bloavezhioù da zont. Deoc'h d'ober ho soñj dre al liammoù kinniget amañ dindan:

 

Muioc'h a C'holden Filter:

http://www.thegoldenfilter.com/

http://www.myspace.com/thegoldenfilter

http://thegoldenfilter.tumblr.com/

 

Pellgargañ Solid Gold digoust (hag aotreet):

http://www.nme.com/blog/index.php?blog

Pellgargañ o remiks eus Empire of the Sun:

http://www.nme.com/blog/empire_of_the_sun

Solid Gold sonet war al leurenn:

http://www.youtube.com/watch

 

R.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

"Odyssée Celtique" 2009 e Bro Breselien

...ha war Internet!

 

 

Ur raktres liesseurt eo hini L'Odyssée Celtique. Meskañ a ra mojennoù ha teknologiezhioù, glad ha skolioù uhel, endro ha dudi, oberoù skipailh ha furchadegoù hiniennel... Tem abadenn ar bloaz-mañ zo adkavout linenn-stur marc'heien an Daol-Grenn, evit gwareziñ hon Douar.

Penaos e tremen an traoù? Ur pemzek skipailh studierien eus Skolioù-meur ha Skolioù uhel eus Frañs o deus pep a raktres evit difenn an endro. Ar studierien a vo war ar plas, e koad Breselien, etre ar 6 hag an 9 a viz Mae, noz ha deiz, o redek, o krapat, o roeñviñ... A-benn gounit e rank pep skipailh diskoulmañ divinadelloù. Evit respont dezho e c'hellint resev titouroù digant o suporterien, a-drugarez da Internet! Penaos skoazellañ anezho? N'hoc’h eus ken dibab ar skipailh a fell deoc’h harpañ war lec'hienn l'Odyssée Celtique. Digoust eo an enskrivadur. Gant skeudennoù ha kartennoù adwiriet ingal, e c'hallot heuliañ o hent, klask respont d‘an divinadelloù eus ho tu ha kas titouroù d'an danvez marc'heien zo o klask o hent e Breselien... Betek ar "Graal" a roio tro da resev ur yalc'had a-benn seveniñ ar raktres ekologel a vo gant ar re drec'h!

 

Evit gouzout hiroc'h:

www.odyssee-celtique.com

http://blog.odyssee-celtique.com

 

 

 

Lennit Bremañ miz Mae

 

Efedoù enkadenn an ekonomiezh en Island hag en Izelvroioù, ar raktres astenn Internet .bzh, studiadenn Fañch Broudic ha TMO-Régions diwar-benn stad ar yezh, livadur Gauguin, Gweledigezh ar sarmon, e Kemper, Tro Bro Leon 2009...

Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ Mae 2009.

An teuliad peder fajennad zo gouestlet er miz-mañ d'an aozadurioù kevredigezhel a bled gant sevenadur ha yezh Breizh war hent an ofisielaat. Ur C'huzul Sevenadurel nevez a vo krouet gant Rannvro breizh, ha cheñch a raio statud Ofis ar Brezhoneg: un Diazezadur foran a genlabour sevenadurel e vo bremañ. Ur pennad-kaoz hir a vo kavet gant prezidant Kuzul Sevenadurel Breizh hiziv.

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org