Lun 28 a viz Ebrel, niv.189
Sizhun 18 - 2008

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Gouel bras 30 vloaz Diwan!

 

 

Pedet eo an holl da lidañ 30 vloaz skolioù Diwan. 30 vloaz a startijenn, a ziaesterioù, a genlabour, a stourm, a levenez hag a blijadur dreist-holl. D'an 2, 3 ha 4 a viz Mae e vo neuze Gouel bras 30 vloaz ar skolioù brezhonek dre soubidigezh, savet gant tud ar vro.

Peadra a vo kinniget war tachenn Leurenn Glenmor Karaez evit reiñ tro d'an holl da lenn, da redek, da c'hoari, da zañsal, da ganañ, da dridal dirak filmoù, skeudennoù Loeiz Bloñs, ha me ’oar-me. Saloñs an embannerien vrezhonek, Gourfenn ar Skrabell, fin ar Redadeg (chom a ra 20km da brenañ!), mell-droad giz Iwerzhon, c'hoari hengounel ar vro... Start e vo ober an dibab! Kinniget e vo ivez ur romant nevez savet gant skolidi Diwan, un dastumad skridoù 30 linenn, savet gant 30 den diwar-benn ar skolioù brezhonek... Skipailh aozañ Diwan 30 zo deuet a-benn ivez da vodañ 80 soner ha kaner evit lidañ an deiz-ha-bloaz, en o zouez ar C'habil brudet Idir.

Gellout a reer prenañ ur pass e 15 euro evit mont-ha-dont etre ar Sadorn hag ar Sul. Digoust e vo an tri devezh gouel evit ar vugale dindan 15 vloaz. Un dachenn-gampiñ a vo ivez.

 

Evit gouzout hiroc'h : http://diwan30.free.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

Tabut tro-dro da skritelloù bruderezh en Aodoù-an-Arvor

 

 

N'eo ket nevez an danvez, met n'eo ket echu an afer. E penn-kentañ miz Ebrel ez eus savet cheu tro-dro da skritelloù a oa bet savet gant ur sindikad evit adaozañ al lastez, er Chatelêts, e-kichen Sant-Brieg. Ar re-se a vroude an dud da veveziñ en un doare doujus ouzh an endro, da skouer o chom hep ober gant danvezioù goloet gant kalzik pakadoù hag a rae kalz a lastez.
Met kement-mañ ne oa ket diouzh meno Burev Gwiriañ ar Bruderezh (BVP). Kavout a reas da hennezh e c'helle ar bruderezhioù-mañ degas kudennoù da lodennoù zo eus an ekonomiezh, pe zoken da verkoù resis a c'helle bezañ anavezet. Un tabut a zo savet buan tro-dro d'an danvez-mañ, pa ouzer pegen laosk e vez kavet ar BVP gant an ekologourien pa vez kaoz eus bruderezhioù evit ar c'hirri-tan, a vez kinniget evel pa savetefent an natur. A-benn ar fin ez eus bet divizet herzel gant ar skignañ evit ar poent, met kalzik aozadurioù all a zo bet dedennet gant ar bruderezhioù evit adimplijout anezho, hag ur sapre taol-bruderezh evit ar bruderezh-mañ eo bet diviz ar BVP!

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

"Nozvezh ar mirdioù" e brezhoneg

 

 

Pevare "Nozvezh ar mirdioù" a vo aozet en Europa a-bezh d'ar 17 a viz Mae gant ar pal desachañ tud nevez en ur ginnig, ouzhpenn an diskouezadegoù padus, abadennoù ispisial, liesdoare ha digoust. En Euskadi, Okitania, Korsika ...  e vo kinniget obererezhioù tro-dro d'an darvoud-mañ en holl yezhoù.

E Breizh e vo "Gweladennoù prim" e mirdi an Arzoù-kaer e Naoned gant prezegennerien o tisplegañ un dibab oberennoù e-touez re an dastumad ha re an diskouezadeg verrbad "Livouriezh Rutault o kinnig livouriezh Gorin". Bep dek munutenn e vo displeget meur a oberenn e rannoù disheñvel ar mirdi. Aozet e vo c'hoazh gweladennoù saloñs al livourien Italian kentidik gant gouloù ur c'hleuzeur-dorn. Sonerezh a vo tro da glevet ivez gant ar "Saloñs sonerezh elektroakoustik", ur staliadur son e-barzh unan eus ar salioù gouestlet d'an dastumadoù kempred, ha gant skolajidi eus Naoned, Reudied ha Sant-Ervlan e vo kaset un emgann Slam dirak taolennoù ar sal 1900. E mirdi Kastell Duged Breizh e vo tu da selaou lennadennoù testennoù barzhoniezh leurennet en ur mod souezhus gant ar gompagnunezh "Ar Soñj feal."

E Roazhon e vo Mirdi Breizh ar Maezioù Frank o kinnig "Brezhoneg war wel",  ur pezh-c'hoari gant ar strollad “Barzhanoff”. Hag evit mont da heul diskouezadeg verrbad ar skritellour B. Collet e vo  arzourien yaouank o sevel skritelloù dirak ar weladennerien war dodenn nozvezh ar mirdioù.

Ha tro-dro d'ar gallaoueg, en Ekomirdi bro Moñforzh, e vo tro da selaou ar violoñs mod hengounel Breizh uhel ha kontadennoù gant Marie Chiff'Mine.

Hoel Louarn

 

Evit kaout roll an holl abadennoù: http://nuitdesmusees.culture.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

Distro ar Ganaried er C'hevre 1 !

 

 

Deuet eo a-benn FC Naoned, digwener, da gaout ar gwir da bignat eus ar C'hevre 2 d'ar C'hevre 1, a-drugarez d'ar c'hrogad a-enep Montpellier, rampo 1-1. Trawalc'h a boentoù o deus ar Ganaried evit chom hep bezañ trubuilhet gant ar skipailh a zeu war o lerc'h er renkad, Troyes. Naoned hag an Havr zo sur da vont er C'hevre 1 evit ar bloaz a zeu. An trede plas a chomo da dapout. Troyes, Grenoble ha Clermont zo war ar renk. Brest ha Gwengamp a zlefe chom er C'hevre 2.

Bloaz zo e oa diskennet an FC Naoned er C'hevre 1. Digalonekaet e oa ar suporterien o welet e oa deuet a-benn ar skipailh da chom 44 bloaz diouzh renk er C'hevre 1 hag o koll. Kalz a cheñchamantoù zo bet abaoe gant ar c'hleub bet gwerzhet gant strollad Dassault d'ar prezidant nevez, Waldemar Kita. Hemañ en deus bet c'hoant reiñ ur skeudenn nevez d'ar c'leub gant ur skoed hag ur gwiskamant nevez, bruderezh war internet, war busoù ar gêr-benn... Fellout a ra dezhañ war a seblant, adframmañ an dispignoù. Nebeutoc'h a c'hoarierien a-vicher (tremen eus 37 da 28), met dont a-benn da duta tri pe bevar c'hoarier skiant-prenet ganto, evit kreskiñ ar strollad Pierre-de Freitas-Faty-Maréval-da Rocha o deus kaset ar Ganaried war-raok e-kerzh ar bloavezh-mañ.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Black Sheep

 

 

Zeland-Nevez – 2007

Senario ha seveniñ : Jonathan King

Priz ar publik ha priz ar juri e Festival ar filmoù moliac’h e Gerardmer

Berzet d’ar re dindan 12 vloaz

 

Aon rak an deñved en deus Henry Oldfield (Nathan Meister) abaoe e vugaleaj, hag eñ bet ganet e-touez desaverien deñved koulskoude. Erruet d’an oad gour e tistro da berc’hentiezh e familh war ali e vreddielfennourez. Gwerzhañ e lodennoù d’e vreur henañ, Angus (Peter Feeney), a c’hellfe sikour da sioulaat e spered, hervez. Dres d’ar mare-se emañ Angus o prientiñ un emvod kelaouiñ da ginnig ur ouenn deñved nevez. Difennerien an endro zo war evezh ha mad al loened zo e kont...

 

Awen zo bet gant Jonathan King evit e film kentañ: sevel un abadenn rummad B gant deñved gwadsec’hedik e plas zombied, nemet gant ar “pitch”-se e santer e tlefe bezañ farsus. Hag ez eo. Ne c’heller nemet soñjal e deroù red-micher Peter Jackson, ur sevener all eus Zeland-Nevez en doa kroget gant filmoù spont dic’hortoz eñ ivez: Bad Taste e 1988 ha Braindead e 1992 a-raok dont da vezañ mil anavezet gant teiroberenn Aotrou ar gwalennoù ha King-Kong e 2005. Da welet bremañ petra raio King en dazont.

 

Meriadeg Vallerie

 

Kement ha gouzout muioc’h: www.blacksheep-themovie.com

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Portishead  - Third

 

 

Hiziv e teu er-maez, goude bezañ gortozet 10 vloaz, trede pladenn Portishead. Evel-just (?) e c’haller pellgargañ anezhi diaotre pell zo. Evit ar re a gav gwelloc’h doujañ ouzh ar reolennoù e c’haller klevout an albom a-bezh war last.fm abaoe ur sizhun zo.

Mat-tre. Met neuze e chom ur goulenn, AR goulenn: 10 vloaz goude o div bladenn gentañ, da betra servij Portishead? Anavezet eo o doare, betek re: ur meskaj sonerezh soul hag elektro, levezon Morricone, trouzioù pladennoù vinil o treiñ, ha mouezh ar ganerez war-benn, evel ma vefe-hi o leñvañ, seurt traoù. Goude un digoradur dereat a-walc’h anvet Silence e tistro ar strollad d’ar sonerezh a ginnige deomp er c’hantved tremenet: Hunter, souezhadenn ebet, evel an teir c’hanaouenn ziwezhañ. The Rip a zo heñvel ouzh ar pezh a reas ar ganerez hec’h-unan un nebeud bloavezhioù zo (Beth Gibbons & Rustin Man). We Carry On a zo dereat ivez, met santet e vez n’eo ket boas Portishead d’ober sonerezh-arnodiñ…

Petra a chom er fin, neuze? Un ton mat, Machine Gun e ditl, levezonet gant ar sonerezh elektro diazez hag ar sonerezh industriezh. Perak eo mat? Peogwir eo disheñvel penn-da-benn diouzh ar pezh a rae ar strollad 10 vloaz zo… Pa oa deuet er-maez Mezzanine gant Massive Attack, ur bladenn kalz gwelloc’h, hag a ziskoueze splann e oa echu ar sonerezh trip-hop.

R.M.

Embannet gant Island

Muioc’h a ditouroù :

http://www.portishead.co.uk/

http://www.myspace.com/PORTISHEADALBUM3

 

 

D’an 23 a viz Ebrel-se…

 

Peder eurvezh warn-ugent ez eus en un devezh-pad evel ma oar pep hini. Ha kalz muioc’h a zarvoudoù, dister pe bouezus, a c’hall c’hoarvezout enno. N’eo ket disheñvel an 23 a viz Ebrel diwar-benn an danvez-se.

D’un 23 a viz Ebrel e oa bet ganet William Shakespeare, Vladimir Nabokov, Halldor Laxness, Maurice Druon, Manuel Mejia Vallejo ha Andreï Kourkov, skrivagnerien holl-vrudet. Souezhusat tra, e oa aet da anaon William Shakespeare, e 1616, d’an 23 a viz Ebrel adarre, evel Miguel de Cervantes ha Garcilaso de la Vega! Marvet e oa William Wordsworth, Jules Barbey d’Aurevilly, André Theuriet ha Josep Pla d’un 23 a viz Ebrel ivez.

Setu perak e tivizas Prezegenn hollek an UNESCO* e teuje an deiziad-se da vezañ Devezh Bedel al Levrioù ha Gwir an Oberourien e 1996. “Pa n’eo ket digor hent bed an embannerezh d’ur yezh, lakaet eo-hi - gant ar re a ra ganti - er-maez eus un darn vras eus buhez-spered hag oberiantiz armerzhel ar gevredigezh" en doa kemennet Koïchiro Matsuura, he Rener Pennañ.

Evidomp Bretoned e klot an 23 a viz Ebrel 1885 gant ganedigezh Charles Tremel, gwelloc’h anavezet dindan e anv-pluenn Jarl Priel (diwar anv ar gumun, e-kichen Landreger, e-lec’h ma’z oa bet ganet). Un dro gaer eo evit dizoleiñ buhez dispar ar skrivagner tregeriat: martolod, kelenner war ar galleg e Bro-Rusia gant e wreg, kaset evel jubennour davet ar soudarded rusiat e Bro-C’hall (da c’houde e Bro-Aljeria) e-pad ar Brezel Bras, implijad an eil burev gall e Polonia, jubennour en-dro evit Ministrerezh ar Brezel ha sekretour Charles Dullin (diazezer C’hoariva L’Atelier). D’ar c’houlz-se e oa darempredet al lec’h-mañ gant Marcel Achard, Louis Jouvet, Armand Salacrou ha Michel Simon: "Iskis" hoc’h eus lâret? E-touez danevelloù, levrioù, pennadoù ha pezhioù-c’hoari bet skrivet gantañ eo ret ober anaoudegezh gant un den dreistordinal a-dreuz e dri levr brudetañ Va zammig buhez, Va buhez e Rusia hag Amañ hag ahont.

Moaien ez eus d’ober gwelloc’h c’hoazh: mont da weladenniñ Bro-Briel, tamalodet etre ar stêrioù Gindi ha Yeodi hag Aod al Lann. Du-hont e vo komprenet mat perak e voe Jarl Priel ken tomm ouzh e vro c’henidik...

Yannig Boulard

 

*Bloavezh etrebroadel ar yezhoù eo bet embannet bezañ ar bloaz 2008 gant Bodadeg hollek ar Broadoù Unanet. Amsterdam a zeuy war-lerc’h Bogota evel Kêr-benn vedel al levrioù.

 

 

 

 

 

 

 

 

Kuri pinochez gant bananez

 

 

Danvez evit 6 den

1 kg pinochez – 3 bananezenn – 50 g rezin sec’h melen – 50 g amann – 1 loaiad vras poultr kuri – 1 loaiad vras chug suraval – pebr hag holen

 

Gwalc’hit ar pinochez. Dibluskit ha troc’hit ar bananez a-ruilhennoù tev. Strimpit gant ar banne chug suraval evit nompaz duiñ an tammoù. Lakait da deuziñ an amann en ur baelon, Asfritit e-barzh ar ruilhennoù bananez war dan bras, troit anezho. Tennit diwar dan ha lakait e plas ar pinochez hag ar rezin. Goloit ha lakait da c'hweziñ 10 mn war dan bihan.

Ouzhpennit an tammoù bananez, pebrit, holennit ha poultrennit gant kuri. Lezit 5 mn c’hoazh war dan etre. Servijit e-barzh bolennoù.

 

Mari Lubrano

 

 

 

Lennit Bremañ!
Niverenn miz Ebrel 2008 (niv.318) zo deuet er-maez!

 

Stad an traoù e rouantelezh Belgia, dizalc'hiezh Kosova, Agence Bretagne Presse, stal Distillerie des Menhirs, pladenn nevez Roland Becker... Anv zo eus an holl draoù-se ha traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ miz Ebrel 2008.

An teuliad peder fajennad zo gouestlet en niverenn-mañ da zisoc'hoù dilennadegoù kêr ha kanton 2008 e Breizh. Disoc'hoù ar c'hêrioù brasañ ha re aroueziusañ ar vro a vo kavet, koulz hag un dielfennadur gant Romain Pasquier, enklasker er CNRS ha kelenner e IEP Roazhon.

Bep miz e kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe 1980, pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav

(4,5 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org