Lun 21 a viz Ebrel, niv.188
Sizhun 17 - 2008

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Aimé Césaire ha Germaine Tillion

aet da Anaon

 

 

Diriaou eo aet da Anaon ar barzh ha politikour martinikat Aimé Césaire. 94 vloaz e oa. Ganet e oa bet e 1913 e Pointe-Basse, war enezenn Martinik. Goude studioù e Frañs, e tistro d'e vro evit kelenn. Ober a raio anaoudegezh gant Léopold Sédar Sanghor d'ar mare-se, ha mignoned e chomint da c'houde. Kregiñ a ra da embann skridoù, er gelaouenn L'étudiant noir, hag etre 1936 ha 1938 e savo Cahier d'un retour au pays natal. Bepred en deus pedet an dud du ha gwenn da brederiañ war perzhioù feukus an trevadenniñ, koulz evit ar re drevadennet hag evit an drevadennerien. Gant e skridoù o deus kalz a dud eus Martinik hag eus Afrika kavet nerzh evit kaout doujañs evito o-unan da gentañ. Aet e oa ivez war hent ar politikerezh. Maer Fort-de-France eo bet e-pad pell, ha mont a rae politikourien Frañs d'e welet ingal. Nac'het en doa Aimé Césaire gwelet Nicolas Sarkozy e 2005, goude afer ar mennad a embanne e oa bet trevadennoù ar Stad c'hall un dra vat evit ar broioù aloubet. Dec'h e oa bet aozet ul lid bras e Fort-de-France e koun Aimé Césaire.

Germaine Tillion a oa bet ganet hi e 1907 e Allègre, en Auvergne. Aet eo da Anaon disadorn, tost 101 bloaz e oa. Etnologourez, mont a ra en Aljeria, en Aurès, e 1934 a-benn studiañ pobl ar Chaouia hag ar Verbered. Distreiñ a ra e Frañs e 1940. Kemer a ra perzh adalek ar mare-se en Harzerezh. Dre faot ur flatrer, ez eo kaset Germaine Tillion en toull-bac'h e Fresnes, ha kondaonet d'ar marv ha kaset da Ravensbrück e 1943. Dieubet e vo a-raok. Distreiñ a ra goude ar brezel da Aljeria. Eno e tiwano ar brezel buan goude-se ha stourm a raio hi a-benn kaout ar Peoc'h. Skrivañ a raio ivez kalz evit testeniañ eus ar pezh he deus bevet: L'Algérie en 1957, L'Afrique bascule vers l'avenir, Ravensbrück...

Un diskouezadeg zo bet savet nevez zo e koun labour Germaine Tillion, "Ethnologue et résistante", hag a c'heller mont da welet er Maezioù Frank e Roazhon, betek ar 4 a viz Mae.

 

 

 

 

 

 

 

 

Ul lezenn evit ar chaseourien ?

 

 

Gwelet hon eus pegen bras e oa an dislavar etre diskleriadennoù ar gouarnamant diwar-benn an endro hag ar pezh a veze graet gantañ. Goude ul lezenn diwar-benn an OGK a harzo ouzh ar re n'o deus ket c'hoant da vezañ kontammet gant an OGK (labour-douar bio, labeloù, ...) da vezañ sur ne vint ket kontammet e vo kinniget, a-benn nebeut, ul lezenn diwar-benn ar chase.

Tri foent souezhus a vefe kavet al lezenn nevez-mañ: da gentañ, evit talañ ouzh digresk an niver a chaseourien e vefe kinniget izelaat priz an aotre chaseal evit ar re a zo dindan 18 vloaz. Da eil, ar re o deus douaroù a vefe rediet da sevel un tres evit tennoù ar chaseourien, da lâret eo n'hallfent ket mui mirout ma vefe hemolc'het war o zachenn. Da drede e vefe roet muioc'h a arc'hant da Ofis Broadel ar Chase hag al Loened Gouez o lakaat un tailh ouzhpenn war ar sigaretennoù.

N'eo ket gwiriet c'hoazh al lavaroù diwar-benn ar raktres nevez-mañ, dont a ra ar c'heloù eus ar Gevredigezh evit Gwarez al Loened Gouez.

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Gouel ar fotoioù mor kinniget e Gwened

 

 

Betek an 18 a viz Mae e vo kinniget 15 diskouezadeg evit pevare "Gouel etrebroadel al luc'hskeudennoù mor" e  Gwened. 600 foto ment bras gant luc'hskeudennerien eus Breizh hag ar bed a ziskouez pinvidigezhioù ha gwanderioù ar mor gant sell ur c'hazetenner hag ar pal fromañ ha bouetañ preder ar weladennerien.

Gant Philippe Plisson e vo tro da ober ur bourmenadenn adalek al Laeta gwelet eus an uhel betek al Liger-Atlantel, hag e brezhoneg mar plij. Gant "Aqua Mater" e vo gwelet un dibab eus oberennoù Sebastião Salgado abaoe 1973  diwar-benn buhez, labour ha poanioù pobloù ar bed. Dizoloet e vo labour Olivier Jobard war an enbroañ en Europa gant luc'hskeudennoù ur veaj evit treuziñ strizh-mor Jibraltar war ur vagig ha kreizenn Sangate. Barregezh ar re yaouank a vo lakaet war wel ivez gant daou luc'hskeudenner o deus bet ur World Press: ar "Mor du" gant Vanessa Winship ha Paul Nicklen bet e penn-ahel an Norzh evit degas skeudennoù an arzhed a zo war-nes mont da get.

Ha bep noz da 10 eur e vo skignet "Keleier ar mor 2007-2008" war ar voger-difenn: ar  Bangladesh distrujet gant ur gorventenn pe ur vatimant aet d'ar strad en Antarktik hag holl darvoudoù bras all an 18 miz diwezhañ.

Hoel Louarn

 

Bemdez e Gwened etre 9e ha 7e, digoust.

Evit gouzout hiroc'h : www.photodemer.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

Gwened Olimpek Klub en Eil Rummad broadel a vell-droad:

graet ha great eo !

 

 

Goude ar c’hrogad a-rampo 0-0 bet kerc’het e Romorantin disadorn hag a-drugarez disoc’hoù souezhus e gevezerien bennañ, d.l.e.

 

Tours FK – Nimes Olimpek                             1-1

KS Louhans-Cuiseaux 71 – Stad Laval FK  1-0

FK Sète – Villemomble Sportoù                     0-0

 

e pign ar Gwened Olimpek Klub (skeudenn) en Eil Rummad broadel a vell-droad pevar devezh a-raok klozadur ar c’hampionad a National!

Sed amañ dindan ar renkadur a-vremañ goude 34 c’hrogad :

 

1        Gwened Olimpek Klub      65 poent

2        Tours FK                              60 poent

3        Stad Laval FK                      54 foent

---------------------------------------------------

4        Nimes Olimpek                  54 foent

5        FK Sète                                52 boent

 

O vezañ ma ne bigno er rummad a-us nemet an tri c’hentañ hag e vo c’hoariet c’hoazh ur c’hrogad etre ar Stad Laval FK hag an Nimes Olimpek, ne c’hall ket bezañ adtapet ar GOK gant an daou glub-se abalamour d’un diforc’h a unnek poent.

Ne c’hallfe ket c’hoarvezout gwelloc’h diskoulm evit lidañ dekvet deiz-ha-bloaz ar c’hlub gwenedat, bet ganet e 1998 diwar an emglev bet savet etre an FK ha Véloce Gwened.

A-raok kejañ gant Brest ha Gwengamp er bloaz a zeu eo ret d’ar gourdoner S. ar Mignan ha d’e c’hoarierien mont betek penn an avantur en ur zont da vezañ Kampion Frañs a National.

A dra sur e vo leun-chouk stad La Rabine da-geñver degemer an FK Martigues, renket da ziwezhañ, d’ar 26 a viz Ebrel. Mall a vo war ar suporterien wenedat da ziskouez pegen lorc’hus ha laouen int hag e chomo pell ar c’houlzad istorel-mañ en o eñvorioù.

Fentus eo pa soñjer e c’hallfe bezañ degemeret e Gwened er mizioù a zeu ar… Paris Sant-Jermen marteze.

Yannig Boulard

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Sans arme, ni haine, ni violence

 

 

Frañs – 2007

Senario ha seveniñ : Jean-Paul Rouve

 

Ur mennozh en deus bet Albert Spaggiari (Jean-Paul Rouve): aloubiñ koufr Société Générale Nice o tremen dre ar c’hanioù-skarzh. Ha gant ar berzh en doa graet e oa deuet da vezañ unan eus laeron vrudetañ ar bloavezhioù 70. Met start eo bet dezhañ kaout dudi gant ar vrud-se p’en deus ranket redek Amerika ar Su skoach-diskoach a-hed peurrest e vuhez gant Julia (Alice Taglioni), anezhi e vuzenn hag e warezerez war un dro. Ar gelaouenn Match a gas ur c’hazetenner, Vincent Goumard (Gilles Lellouche) da atersiñ Spaggiari.

 

“Blink-blink” e oa Spaggiari, diouzh an troiennoù a vremañ. Aze emañ prezeg Jean-Paul Rouve: diskouez temz-spered un den krignet gant ar c’hoant bezañ anavezet tra ma oa ret-groñs dezhañ chom kuzh. Kinnig a ra ar steuñvenn-se un aergelc’h dudius, ha dalc’het e vez d’ar bromesa-se, met ur souezhadenn vat-tre eo ar film kentañ-se war ar stumm ivez. Kerse eo e trofe da voutinoc’h un tamm dibenn an abadenn avat.

 

Meriadeg Vallerie

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Sonic Youth – Daydream Nation

 

 

Ur wech an amzer, leuskel a-gostez ar strolladoù nevez, ha splujañ en-dro er pezh a blije deomp pa oamp yaouank. Ha just a-walc’h: 20 vloaz zo e teue er-maez Daydream Nation, gwelet peurliesañ evel pennoberenn Sonic Youth, met ivez evel trede lodenn an drilogiezh enni Evol (1986) ha Sister (1987). D’ar mare-se e oa ivez Reagan e penn ar Stadoù-Unanet…

Sioul e krog an traoù, pa glever notennoù kentañ Teenage Riot (ur manifesto, koulz lavaret). Stegnoc’h da vat goude-se, gant Silver Rocket, Eliminator Jr pe Eric’s Trip. Un ton nemetken a zo sioul a-walc’h, The Sprawl. Evit a sell ouzh an tonioù 100% trouzus ez eus peadra ivez, gant Total Trash ha Trilogy (14 munutenn). Sed aze ur perzh ouzhpenn a ra talvoudegezh an oberenn: punk, free jazz, trouz ha taolioù-arnod, rock New-York… dont a ra a-benn ar strollad da veskañ holl e levezonioù.

Fellet ez eus d’ar strollad embann ar bladenn en-dro er bloaz tremenet: ouzhpennet ez eus bet un demo, peder c’hanaouenn  savet gant strolladoù all ha sonet en-dro gant Sonic Youth hag un abadenn "live" gant holl donioù ar bladenn, enrollet e New York hag en Amsterdam.

Seniñ a ray Sonic e Sant-Nazer (e-pad "Les Escales") a-benn an 9 a viz Eost. Un nebeud mizioù a chom deoc’h neuze evit dont a-benn da vont e-barzh unan eus oberennoù pennañ istor ar rock.

R.M.

Embannet gant Geffen

Muioc’h a drouz :

http://www.sonicyouth.com

http://www.myspace.com/sonicyouth

http://www.saucerlike.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

Rollad asperjez gant morzhed-hoc'h kriz

 

 

24 asperjezenn – 8 skejenn morzhed-hoc'h kriz – Bechamel – 4 vi poazh-kalet -  kraksivolez – 1 begad muskadez – gruyère rasklet

 

Dibluskit ha gwalc’hit an asperjez. Poazhit anezho 5 mn en ur brimgaoter, dizourit (diwallit nompaz troc’hañ ar begoù)

Aozit ar soubilh bechamel; ouzhpennit ar vioù poazh-kalet hag ar c’hraksivolez drailhet. War pep skejenn morzhed-hoc'h kriz, diskargit ul lomm bechamel ha 3 asperzejenn. Rollit ha lakait e-barzh ur plad da greienañ. Goloit gant peurrest ar soubilh. Strewit ar gruyère. Ouzhpennit tammoù amann, ha lakait da greienañ er forn tomm 10 mn.

 

Bechamel : 30 g amann – 30 g bleud – ½ litrad laezh – muskadez – pebr hag holen

 

Lakait an amann da deuziñ war dan bihan, diskargit ar bleud ha troit betek ma vo spoumek an aozad. Diskargit ar banne laezh tamm-ha-tamm (diwallit nompaz ober pouloud). Lezit da devaat war dan bihan. Pebrit hag holennit.

 

Mari Lubrano

 

 

 

Lennit Bremañ!
Niverenn miz Ebrel 2008 (niv.318) zo deuet er-maez!

 

Stad an traoù e rouantelezh Belgia, dizalc'hiezh Kosova, Agence Bretagne Presse, stal Distillerie des Menhirs, pladenn nevez Roland Becker... Anv zo eus an holl draoù-se ha traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ miz Ebrel 2008.

An teuliad peder fajennad zo gouestlet en niverenn-mañ da zisoc'hoù dilennadegoù kêr ha kanton 2008 e Breizh. Disoc'hoù ar c'hêrioù brasañ ha re aroueziusañ ar vro a vo kavet, koulz hag un dielfennadur gant Romain Pasquier, enklasker er CNRS ha kelenner e IEP Roazhon.

Bep miz e kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe 1980, pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav

(4,5 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org