|
|
|
|
|
|
|
Lun 14 a viz Ebrel,
niv.187 Pellgargit ar pennadoù e
stumm Word Evit resev kemennadenn
nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Eil devezh votadeg ar gannaded en Italia |
|
|
Daou strollad zo e penn ar jeu: hini nevez "Il Cavaliere", Silvio
Berlusconi (71 vloaz), Strollad ar Bobl hag ar Frankiz, bet div wech e penn
gouarnamant Italia c'hoazh. E-tal dezhañ emañ maer kozh Roma, Walter Veltroni
(52 vloaz), e penn ur strollad nevez, ar Strollad Demokratel. Hervez ar mediaoù italian, e vefe etre 5 ha 6 poent
lañs gant Berlusconi. Ma ya ar brasañniver gant strollad Silvio Berlusconi er
Sened ivez, e c'hello mont evit an trede gwech e penn gouarnamant Italia.
Digresket eo an niver an dud o kemer perzh er votadeg eus 4 foent keñveriet
gant mouezhiadeg 2006. Dilaouen e vefe ul lodenn vras eus an Italianed gant
ar bolitikerien, un drederenn anezho oc'h embann er sontadegoù ne ouezent ket
evit piv votiñ, pemzektez a-raok ar vouezhiadeg. |
|
|
|
|
|
|
|
Petra nevez gant al lezenn diwar-benn
an OGK ? |
|
|
M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
"Chanterioù"
e Kemper |
|
|
Séverine Hubard a ginnig
oberennoù etre kizellerezh, tisavouriezh ha kasadennoù*: krouet he deus
"hentadoù danvezenniñ ha dizanvezenniñ". Alies e seblant an
disoc’h bezañ bitellet ha primsavet daoust m’eo prederiet dre ar
munud. Implijout a ra pezhioù a dammoù, pe dastumet, hag e lak anezho
asambles. Krouiñ a ra degouezhioù evit bodañ ar gaoz, Hoel Louarn *performance Sadorn 17 a viz Mae da 4e g.k. : gweladenn 45 mn displeget e brezhoneg gant Annaïck
Loisel Mont-tre : 1,5/3euro Evit gouzout hiroc'h : www.le-quartier.net |
|
|
|
|
|
|
|
Tennadoù Kib Breizh a vell-droad |
|
|
6 klub eus Il-ha-Gwilen, 4 c’hlub eus Aodoù-an-Arvor,
3 c’hlub eus Penn-ar-Bed ha 3 c’hlub eus ar Mor-Bihan a oa
perzheget evit kenderc’hel gant ar genstrivadeg rannvroel-se. Sed amañ
dindan, roll ar c’hrogadoù a vo c’hoariet d’ar 1añ a viz
Mae (anv ar c’hluboù er renkadurezh dindan e lizherennoù stouet): KPB Bréquigny Roazhon (RRE*) – Stad Pondi
(RDD*) KS Santeg (RRE) – Esperañs Plougerne (RDD) Gwennin Sportoù (RRE) – WR Gwengamp (3)
(RDD) US Kraozon (RDD) - FK Lannuon (RE*) FK Dinan-Lehon (RE) – Gwened OK (2) (RE) OK Saozon-Sevigneg (RE) – US Menezgervant
(RE) TA Roazhon (RE) – US Sant-Maloù (RE) Trec’her ar c’hrogad OK Menezalban
(RDR*) – FK Gwizien (RE) a zegemero Pleneventer Sportoù (RDD). * RE : Rummad Enor (6vet live broadel), * RDD : Rummad Dreist Dibab (7vet live broadel), * RDR : Rummad Dreist Rannvroel (8vet live
broadel), * RRE : Rummad Rannvroel Enor (9vet live broadel). Digor eo Kib Breizh d’an holl gleuboù
breizhat betek uhelañ live Kevre Breizh, d.l.e. ar Rummad Enor. Gant seizh
skipailh er jeu c’hoazh (ha marteze eizh mar bez trec’h FK
Gwizien war OK Menezalban) eo dileuriet mat ar Rummad Enor. Ur serr-lagad
fentus en deus graet an tonkadur d’an daou gentañ er renkadur a-vremañ,
TA Roazhon hag US Sant-Maloù. Goude div gevezadenn a-rampo (1-1 e Sant-Maloù,
0-0 e Roazhon) e-kerzh ar c’hampionad e vo ret kaout un trec’her
ar wech-mañ evit toullañ hent ar c’hardgourfennoù. Kempouez e vo an daou emgav all etre pañsionerien
ar Rummad Enor, renket da bevare (Gwened), 6vet (Saozon-Sevigneg), 7vet
(Dinan-Lehon) hag 8vet (Menezgervant) ennañ. Kalz risklusoc’h e vo beaj FK Lannuon e
gourenez Kraozon. Arabat e vo da baotred Aodoù-an-Arvor fiziout en o renkadur
dreist a drede e RE hepken. Staget ouzh plas diwezhañ ar rummad a-is e fello
d’ar Graozoniz saveteiñ o c’houlzad gant un hent dibar e Kib
Breizh. A-benn ar fin, n’eo ket echu an oferenn dija
evit tri Meudig ar genstrivadeg –AS Santeg, KPB Bréquigny Roazhon ha Gwennin Sportoù
– ha pa’z eus daou live en erbed o eneberien. Diwallit diouzh
efed Kerc’hfaou! Yannig Boulard |
|
|
|
|
|
|
|
|
J'ai toujours rêvé d'être un gangster |
|
|
Frañs
– 2007 Senario
ha seveniñ : Samuel Benchetrit
Ur wagennad filmoù gangster zo o tiflukañ er
sinema gall abaoe un nebeud mizioù. Awenet-tre eo Benchetrit gant an
danvez-se war a seblant hag ur film gant sketchoù eus ar re wellañ en deus
sevenet gant ur blijadur anat a zeu a-benn da reiñ d’an arvestourien
ivez. Tud kollet etre daou lec’h ha daou amzer a ziskouez ha splann
a-walc’h eo n’eo ket an arc’hant ar pezh a vank ar
muiañ dezho a-benn ar fin. Meriadeg Vallerie |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Justus Köhncke – Safe and Sound |
|
|
Ur bladenn evit an
dancefloor nemetken neuze? Tamm ebet, rak plijet eo ivez Köhncke gant ar sevel
tonioù, evel ma tiskouez Molybdän pe c’hoazh 26 Dollars,
un ton a denn d’ar sonerezh ambient. Profitañ a ra ivez an DJ
evit enoriñ tadoù-kozh alaman an elektro: adkemer a ra Feuerland, un
ton krouet gant unan eus izili Kraftwerk. R.M. Embannet gant Kompakt /
Nocturne Muioc’h a
ditouroù : |
|
|
|
|
|
|
|
“Tournedos” an 3 febr |
|
|
Pilit an 3 seurt pebr. Lakait ar c’hig war
an hanter eus ar meskaj pebr – pouezit mat Lakait ar c’hig da boazhañ en ur baelon, 2
mn a bep tu. Dalc’hit a-gostez. Er memes paelon, melenit ar penn-chalotez
skejennet ; diskargit ar chug suraval, hag un tamm diwezhatoc’h ar
banne cognac. Flammit. Ouzhpennit ar banne gwin gwenn, an dienn fresk, an
holen ha peurrest ar pebr. Meskit ha dispegit ar sugoù, lakait da virviñ.
Adlakait ar c’hig e-barzh just a-raok servijout. Servijit diouzhtu. Mari Lubrano
Hag anavezout a rit an abadenn "Mil
dremm" a vez kinniget bep sizhun war TV Breizh? War an tele e tremen
abred-tre d'ar Sadorn neuze, e-tro 7 eur. Met n'eo ket ur gwall afer a-benn
ar fin, peogwir e c'hell an holl re o deus un urzhiataer gant Internet mont
da sellet ouzh an abadenn pa fell dezho, war lec'hienn ar chadenn. Un abadenn
gelaouiñ doare "magazin" eo "Mil dremm". Danvezioù
liesseurt a vez diskouezet bep taol, lusket gant pennadoù-kaoz gant
brezhonegerien a bep seurt eus ar vro. Sed amañ petra a c'heller mont da welet war
internet hag a zo bet skignet d'ar disadorn paseet: -Kinnig a ra ar senatourien "reiñ ar gwir da
broduiñ hep OGK d'ar re a gar ha da broduiñ OGK evit ar re all". Ha
posupl eo kontantiñ an daou du? Aet eo skipailh Mil Dremm da welet daou
labourer douar gant pep a soñj kontrol.... -Nec'het eo ar saverien istr pa'z eo kresket re
vuan an istr gant ar goañv re glouar. Diaes e vo dezho gwerzhañ an holl
anezho. -Kezeg evit adlakaat un takad douar gleb evel ma
oa gwechall... Kuzul-departamant ar Mor-Bihan en deus goulennet skoazell
Jean-Jacques Seite, un dibouller a labour gant kezeg evit tennañ gwez diouzh
douar bouk ha reiñ chañs en-dro d'ur blantenn rouez an Drozera. Da vezañ gwelet ivez war: http://www.tv-breizh.fr/tvbreizh/video/mil-dremm/ Lennit Bremañ!
An
teuliad peder fajennad zo gouestlet en niverenn-mañ da zisoc'hoù dilennadegoù
kêr ha kanton 2008 e Breizh. Disoc'hoù ar c'hêrioù brasañ ha re aroueziusañ
ar vro a vo kavet, koulz hag un dielfennadur gant Romain Pasquier, enklasker
er CNRS ha kelenner e IEP Roazhon. Bep miz e
kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe 1980, pennadoù brezhonek a bep
seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin. Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm) E
gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|