|
|
|
|
|
|
|
Lun 23 a viz Ebrel, niv.142 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Niverus e oa ar Vretoned bet o
votiñ dec'h |
|
|
Evit gouzout hiroc'h: |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Tommadur
an hin: ne vez ket lavaret pep tra |
|
|
M.M. Evit gouzout hiroc'h: |
|
|
|
|
|
|
|
Gouel
"Des petits riens" en
Aodoù-an-Arvor |
|
|
Evit gouzout hiroc'h ha kaout roll
an abadennoù :
e
Maner Kernault Betek an 13 a viz Even e vo Maner
Kernault o tegemer an diskouezadeg "Tire la chevillette..." diazezet
war skeudennoù kontadennoù Perrault. Tu vo da bep
hini dizoleiñ pe kaout soñj, a-drugarez da
oberennoù a-bep seurt skeudennaouerien, deus ar
santimantoù hag ar from liammet gant istorioù ar
skrivagner. Ul labour ispisial a zo bet graet
evit kinnig oberenn Sarah Moon: luc'hskeudennoù diwar-benn
istor Kabellig Ruz. Ar plac'hig vo gwelet o pourmen, n'eo ket ken en ur
c'hoad met war pavezioù ur straed e kreiz-kêr! Diskouezet e vo ivez engraverezh
klasel gant Gustave Doré, oberenn varzhel Claire Degans,
hini Nicole Claveloux a denn muioc'h da ludresadennoù pe
c'hoazh livadennoù arnevez ha souezhus Sherley Freudenreich,
hep disoñjal bed eeun Danièle Bour.
Ul levrig-c'hoarioù a zo
bet savet evit ar vugale hag ur saloñs zo bet staliet evit
ma c'hello an holl chom da lenn sioul e-pad ur prantadig. "Kontadennoù ha
merenn-vihan" a vo aozet d'an 30 a viz Mae ha d'an 20 a viz Even. Ur
valeadenn dizoleiñ ar park gant e vuoc'hed-doue hag e
logod-dall, hag un nebeut abadennoù all c'hoazh a vo
kinniget ivez e-ser an diskouezadeg. Hoel Louarn Evit gouzout hiroc'h: www.manoir-de-kernault.com |
|
|
|
|
|
|
|
Tro
Bro Leon 2007: Trec'h
Saïd Haddou |
|
|
Evit gouzout hiroc'h: www.tro-bro-leon.com |
|
|
|
|
|
|
|
Nos
amis les Terriens |
|
|
Frañs – 2006
Divoutin un tamm eo menoz Bernard
Werber, skrivagner brudet evit bezañ dedennet gant ar
skiantoù hag a glask atav dirouestlañ petra eo
mab-den en e levrioù. Burutelladennoù fall a bak
evit ar film kentañ-se; ret e vefe d’an
nebeutañ anavezout da Werber an dellid klask ober
traoù nevez, ar pezh n’eo ket dister tamm ebet.
Gwir eo avat ez eus abegoù da vezañ dipitet un
tamm gant Nos amis les Terriens, n’a ket
ken pell hag e c’hellfe ober. Gortoz a reer un dagadenn
grisoc’h eus techoù an dud marteze. Dont a ra brav
a-walc’h gant lodenn an dud lakaet e kombodoù, met
n’eo ket kenkoulz gant ar re chomet war o lec’h
bevañ. Liv un istor faltazi zo gant an eil lodenn-se hag un
tamm kamm eo. Ur film berr astennet eo Nos amis les Terriens
e gwirionez, gwelloc’h vefe bet ma vefe bet soñjet
evel ur film hir adalek ar penn kentañ moarvat. Meriadeg Vallerie Kement ha gouzout
hiroc’h : |
|
|
|
|
|
|
|
The
Sounds - Dying to Say This to You |
|
|
Iskis eo n’o defe ket
soñjet pennoù bras WEA ouzhpennañ un
etiketenn war bladenn The Sounds, skrivet warni: "da selaou dindan daou
viz goude bezañ bet prenet". Perak’ ta? eme Yann
selaouer. Peogwir ez eus chañsoù bras e vefe
disoñjet The Sounds a-benn fin an hañv. Da
c’hortoz, bezomp dedennet. Met eus petra zo kaoz, neuze? Ma,
evel ur bern strolladoù all e sell The Sounds (hag int eus
Sweden) ouzh ar bloavezhioù 80 dre o c’hilseller:
o sonerezh elektro-rock-punk(un tammig bihan)-disko-bubblegum-pop hag o
doare da ganañ a zo diazezet war ganaouennoù ar
bloavezhioù-se: n’int ket fin-tre (piano tredan
e-leizh), efedus ne lavaran ket (ar gitar boud a ra bom bom bom, mat
eo). Rak rankout a reer lavarout an
traoù evel m’emaint: un nebeud perlez a gaver war
o fladenn. Tony The Beat, Ego
ha dreist-holl Painted By Numbers, staliet brav
e-kreiz ar bladenn, ur ganaouenn (re verr) a ro c’hoant
dañsal, reiñ taolioù treid
d’an arrebeuri kozh, lammat e pep lec’h ha
c’hoarzhin en un doare sot. Ma, emañ an
hañv o tostaat, neketa? R.M. Muioc’h a
ditouroù : Sinadeg-graferezh
e ti Dialogues A bep seurt abadennoù er
miz-mañ c'hoazh el levrdi Dialogues e Brest. D'ar Sadorn Divizoù a vo ivez er
c'hafedi gant Anne Guillou, da skouer, hag he levr embannet e ti Skol
Vreizh Pour en finir avec le matriarcat breton pe
c'hoazh gant Alain Baraton (skeudenn), penn-jardinour an Trianon ha
park Versailhez, a ginnig e garantez evit ar plant war France Inter ha
dre e levr 1000 questions, 1000 réponses. Hag arabat disoñjal e vez
aozet peadra ivez evit ar vugaligoù gant breur bihan al
levrdi bras "Les enfants de dialogues." H.L. Evit gouzout hiroc'h : |
|
|
|
|
|
|
|
Digor-kalon
c'hwezhet gant Tarama |
|
|
Raktommit ar forn (6/7 –
200 °). Fardit ar soubilh bechamel : en ur
gastelodenn, lakaat da deuziñ an amann. Ouzhpennit ar bleud,
meskit e-pad 1 mn. Tanavit tamm ha tamm gant ar banne laezh. Lakait da
devaat war an tan etre e-pad 5 mn hep paouez treiñ ar
soubilh. Pebrit hag holennit. Lezit da glouarañ. Meskit ar
melen-vi gant an tarama. Ouzhpennit ar soubilh. Sevel da erc'h ar
gwenn-vi hag entouezit d’an oazad. Diskargit e-barzh 8
podadigoù amannenet. Lakait er forn 10 mn. Servijit diouzhtu. Mari Lubrano |
|
|
|