Meurzh 31 a viz Meurzh, niv.185
Sizhun 14 - 2008

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Manifestadegoù disadorn e Breizh

 

 

10000 den a-enep an OGK e Roazhon

Studiet e vo gant ar Vodadenn Vroadel c'hall ar raktres lezenn diwar-benn an OGK (organoù o genoù kemmet) adalek arc'hoazh. 10000 den a oa deuet da Roazhon, eus Breizh a-bezh ha pelloc'h c'hoazh, evit lavaret d'ar gannaded chom hep asantiñ e c'hellfe parkeier plant OGK bezañ gounezet tal-kichen parkeier gant plant reizh. Ar pezh zo bet asantet gant ar senedourien c'hoazh. Familhoù a oa kalz, met ivez labourerien-douar hag enklaskerien.

 

Tost da 10000 den evit mirout ospital Karaez

Divizet eo bet gant Antoine Perrin, rener ARH (Agence Régionale de l'Hospitalisation) Rannvro Breizh, serriñ servijoù surjianerezh ha gwiliouderezh en Ospital ar Poc'hêr. Implijidi an ospital, kenwerzherien Kreiz-Breizh, dilennidi ha tud ar vro, o labourat pe war o leve, a oa bodet holl evit goulenn e virfe ospital Karaez holl e servijoù. Disklêriet en deus Kristian Troadeg, maer Karaez ha prezidant kuzul-verañ an ospital, e oa ret derc'hel gant ar stourm.

 

300 den evit skoazellañ Dihun e Kemper

War-dro 300 den zo en em gavet e Kemper d'ar Sadorn 29 a viz Meurzh a-benn skoazellañ Dihun, ar rouedad skolioù katolik divyezhek. Goude an emgav war blasenn La Tour d'Auvergne hag ar prezegennoù, en o zouez hini Yannig Baron (skeudenn), o deus ar vanifesterien dibunet e kreiz-kêr Kemper betek Renerezh departamant an deskadurezh katolik. Ne oa den evit o degemer eno, met memes tra en deus adembannet Yannig Baron e oa ret kenderc'hel da stourm evit ma vo posupl kinnig un deskadurezh divyezhek d'ar re a fell dezho. Lezet en deus ul lizher da Renerezh an deskadurezh katolik. E-touez ar vanifesterien e oa izili Kuzul Sevenadurel Breizh, Divskouarn, Div Yezh, Diwan, re Bemdez hag emsaverien bro Gemper. Trugarekaet eo bet ivez ar gerent a oa deuet eus pell: eus Naoned hag ivez eus Gwitreg.

 

 

 

 

 

 

 

 

Un doare iskis da welet "surentez ar vro"

 

 

Un eil gwech eo bet dalc'het Stéphane Lhomme (skeudenn), degemennour ar rouedad "Sortir du nucléaire" (E-maez diouzh an nukleel) dindan evezh gant an archerien. E kreiz miz Mae 2006 e oa bet kaset d'ar post ur wech dija. Soñjal a rae d'an archerien e oa gantañ un teuliad, "Sekred Difenn" anezhañ, o lavaret ne vefe ket gouest an EPR da c'houzañv ma vefe skoet ur c'harr-nij warnañ.
E miz Meurzh 2003 e oa bet furchet en e di ha kavet an teuliad-mañ dija. Soñjal a rae d'an dud e oa kloz an afer, ne oa ket gwir avat. E ti Renerezh evezhiañ an Tiriad (DST) eo bet kaset ur wech ouzhpenn. Gourdrouz a zo warnañ kaout 75000€ da baeañ, ha bezañ kaset e-pad 5 bloaz d'an toull-bac'h, evit bezañ bet an teuliad-mañ.
Soñjal a ra d'ar gevredigezh eo gwander an EPR dirak ur c'harr-nij un abeg ouzhpenn da chom hep sevel hennezh. Daoust ma vez difennet "evit surentez ar Vro" e kav dezhi e rank ar C'hallaoued bezañ kelaouet eus kement-mañ, dre ma'z eo bras-kenañ an arvarioù.

M.M.


Tu zo da sikour Stéphane Lhomme en ur bellgomz d'an DST (01 77 92 37 16) evit goulenn ma vo dieubet. An teuliad e c'heller kavout war lec'hienn "Sortir du nucléaire" : http://www.sortirdunucleaire.org

 

 

 

 

 

 

 

 

Engravadennoù Matisse e Kemper

 

 

Betek ar 15 Even emañ Mirdi arzoù-kaer Kemper o kinnig un diskouezadeg dibar gant engravadennoù Henri Matisse: 63 oberenn krouet gant an arzour e-kerzh 50 vloaz preder.

Daoust m'eo brudet evit bezañ mestr war al livioù, en deus ivez Henri Matisse kavet un implij eus ar gwenn hag an du a glot gant perzhioù simpl ha glan e arz. An hevelep dodennoù a vez implijet gantañ en engravañ hag el livañ: an du, ar gwenn hag o amstouadoù niverus, a ginnig holl ar skeuliad ret evit tresañ un dremm, ur c’horf noazh, diabarzh ul lec’h, ur podad pesked pe un hanafad frouezh. Koulskoude e teu a-benn, hep implij liv ebet, da zamantiñ anezhañ. Furmiñ a ra e engravadennoù evel e dresadennoù, en un taol: pe e teu a-benn eus an taol kentañ pe eo c'hwitet an oberenn!

Meur a weladenn displeget a vo aozet, en o zouez lod e-pad "nozvezh ar mirdioù" d’ar 17 a viz Mae, ha stalioù-labour evit ar vugale etre 6 ha 12 vloaz e-pad vakañsoù Pask.

 

Hoel Louarn

Evit gouzout hiroc'h : http://musee-beauxarts.quimper.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

Breizh – Armor lux: ket ar bloaz mañ !

 

 

N’emañ ket skipailh marc’h-houarn Breizh – Armor-lux e touez an 20 skipailh dalc’het da genstrivañ en Tro Bro-C’hall. Ne vo neuze skipailh breizhat ebet o loc’hañ gant an dro e Brest d’ar 5 a viz Gouere.

 

Mell-droad war gador-ruilh : emgav e Brest d’ar 4 a viz Ebrel

 

D’ar sadorn 5 ha Sul 6 a viz Ebrel e vo aozet e Brest ul lodenn eus kampionad Bro-C’hall kentañ rummad mell-droad war gador-ruilh. Aozet eo an darvoud gant an Electro Foot Brestois. Un digarez kaer e vo evit ober anaoudegezh gant ur sport a chom divrudet.

Titouroù: Etre 10 eur ha 7 eur d’ar Sadorn 5 a viz Ebrel. Etre 10 eur ha kreisteiz d’ar Sul 6. Jiminaz Lanroze, straed Saint Vincent de Paul, Karter Lambezelleg e Brest.

 

Kenan an Habask

 

 

 

 

 

 

 

 

 

The Darjeeling Limited

(A bord du Darjeeling Limited)

 

 

Stadoù-Unanet Amerika - 2007

Seveniñ : Wes Anderson

 

Ar vreudeur Whitman Francis, Peter ha Jack a zo chomet hep komz an eil gant egile abaoe marv o zad Jimmy. Koulskoude e tiviz Francis pediñ e zaou vreur d’ober ur veaj speredel e bro Indez e-pad ur miz. Evel-just e c’hoarvezo ganto ur bern traoù iskis ha dic’hortoz o do pouez ha levezon war o darempredoù.

 

Setu amañ ur film nevez diwar-benn darempredoù etre tud kar, breudeur ur familh. Hag ur film diwar-benn Bro-Indez ivez. Ha dreist-holl diwar-benn an disparti a c’hall diwanañ goude kañv. Gant an tri breur (Owen Wilson, Adrien Brody ha Jason Schwartzman) disheñvel-tre, met pep hini distabilaet, hag eil-tudennoù a-feson e kinnig Wes Anderson deomp ur film dedennus, leun a livioù hag a fent. Gant divizoù dispar hag un toulladig taolioù-lagad ouzhpenn. Ur film brav, a ro c’hoant da veajiñ. Ur film da vezañ sellet gant ho preudeur ha c’hoarezed!

G.L.

 

Kement ha gouzout muioc’h :

www.darjeelinglimited-lefilm.com

 

 

Marc'h al lorc'h (Claude Chabrol)

E brezhoneg fenoz war ar Gwiad !

 

Kinniget e vo war al lec'hienn Brezhoweb.com film Claude Chabrol, savet diwar levr hollvrudet Pêr-Jakez Helias, Marc'h al lorc'h. E 1980 e oa bet sevenet ar film, ha klouar e oa bet an degemer d'ar c'houlz-se. Claude Chabrol e-unan ne oa ket laouen penn-da-benn gant an disoc'h. Ur blaz disheñvel a vo gant ar film bremañ a dra sur : e brezhoneg e vo tu d'e glevet! Skoazellet eo bet an eilmouezhiañ, en deus koustet 50 000 euro, gant Kuzul-rannvro Breizh. 25 komedian o deus roet o mouezhioù, ha kempennet ar c'homzoù ar muiañ ar gwellañ evit ma vefe liv ar Vro-Vigoudenn ganto.

Deuet eo a-benn Dizale ha Krouiñ, stal Lionel Buannic, da gaout ar gwir digant Canal+ da skignañ, digoust, Marc'h al lorc'h war internet, etre an 31 a viz Meurzh hag an 13 a viz Ebrel. Da c'houde e troio ar film e salioù sinema zo eus ar vro.

Adalek fenoz da 8e30 e c'hellot sellet ouzh ar film war lec'hienn Brezhoweb.com, e-ser an abadenn Web Noz. Ur c'hendiviz diwar-benn film Claude Chabrol, oberenn Pêr-Jakez Hélias hag al labour eilmouezhiañ a vo kinniget da heul, war-eeun eus Pouldreuzig.

 

Evit gouzout hiroc'h: www.brezhoweb.com

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Fuck Buttons – Street Horrrsing

 

 

Pet den a zo ezhomm evit ober trouz? Daou, eme baotred Fuck Buttons. Ya, daou a zo pell trawalc’h. O tont eus Bristol emaint, met anat eo ez eo gwelloc’h kaout disfiz, peogwir n’int ket levezonet gant ar sonerezh heverk (trip-hop) eus ar gêr-se: goude an nebeud eilennoù sioul a zigor o fladenn e splujer buan  en ur wagenn drouzus a luskello Yann selaouer betek fin o fladenn. Gant an eil ton (Ribs Out) e c’haller soñjal o deus kavet gwelloc’h dielfennañ istor sonerezh Bristol hag int en em gavet e dibenn ar bloavezhioù 1970, pa sone The Pop Group.

Met petra zo kaoz amañ a-benn ar fin? Ur bladenn shoegaze/newgaze eo, krouet war ar prim pe dost: ur film a oa bet savet gant Fuck Buttons, ha goude-se ez eus bet fellet dezho ijinañ ar sonerezh az afe asambles gantañ. Ur wech tremenet neuze notennoù skiltr o fiano tredan doare Bontempi e tiwan ur son a vesk My Bloody Valentine ha Ride evit an tu shoegaze, ha lakaomp Boards of Canada evit ar sonioù elektronek sioul ha don war un dro (an ton anvet OK, Let’s Talk About Magic hag ivez Race You To My Bedroom). Ha m’ho peus re a aon goude bezañ lennet ar pennad, krogit gant Bright Tomorrow, ton aesañ ar bladenn. Ma soñj deoc’h, er c’hontrol, e c’hallfe pljout deoc’h, dizoloit o videoioù enrollet war al leurenn war YouTube pe MySpace.

R.M.

Embannet gant ATP / La Musardine

Muioc’h a ditouroù :

http://www.fuckbuttons.co.uk/

http://www.myspace.com/fuckbuttons

 

 

Emgav gant Mikeal Treger e Kemper

 

Bep miz, betek an hañv, emañ Ti ar Vro Kemper o kinnig un emgav, e brezhoneg pe e galleg, gant ur skrivagner eus ar vro. Goude Yann Bijer, Gégé Gwenn ha Jean-Jacques Monnier e vo degemeret Mikeal Treger diriaou evit e skrid-arnod war an identelezh Espèce d'homme (s.o. Bremañ miz Meurzh). Levr diwezhañ ar skrivagner, a zo ivez produktour radio ha sevener er skinwel, a zo un heuliad da Aborigène occidental: "Degas a ra Mikael Treger da soñj deomp, en un doare eeun, pezh a ya d’ober un den; paotr pe plac’h, europad pe afrikad, breizhad pe yuzev, den gwenn pe den du. Didouellañ a ra ar Frañsizien, sorc’hennet gant o fatrom ha diskuliañ al lodenn a vroadelezh, blaz ar c’hozh ganti, zo kuzhet gant an hollvedelezh a embannont. Degas a ra da soñj ez eo mab-den ur mab d’an douar, d’ar vuhez, d’an hollved."

 

H.L.

D'ar Yaou  3 a viz Ebrel da 6e30 e Ti ar Vro e Kemper

Evit gouzout hiroc'h : www.tiarvro.org

 

 

 

 

 

 

 

 

Tanavenn c'harlized gant karotez

 

 

8 tanavenn c'harlized – 8 karotezenn – 1 werennad gwin gwenn – 1 penn-ognon – 3 fenn-chalotez – 1 ivin kignen – 1 boked louzoù – 50 g amann – pebr hag holen – perisilh

 

Fardit ur c’hourbouilhoñs gant ar banne gwin gwenn, ar boked louzoù, ar c’harotez troc’het a-ruilhennoù, ar penn-ognon skejennet, an ivin kignen hag ar chalotez drailhet, pebr hag holen. Lezit 30 mn da vitoniñ. Ouzhpennit an tanavennoù garlized, ha lezit da c‘houvirviñ 5 mn. Tennit an tanavennoù diwar dan. Aozit ar c’harotez hag an tanavennoù en ur plad tomm. Yostit ar c’hourbouilhoñs, ouzhpennit an amann hag ar perisilh. Pallennit ha servijit diouzhtu.

 

Mari Lubrano

 

 

Mil dremm war TV Breizh

 

Hag anavezout a rit an abadenn "Mil dremm" a vez kinniget bep sizhun war TV Breizh? War an tele e tremen abred-tre d'ar Sadorn neuze, e-tro 7 eur. Met n'eo ket ur gwall afer a-benn ar fin, peogwir e c'hell an holl re o deus un urzhiataer gant Internet mont da sellet ouzh an abadenn pa fell dezho, war lec'hienn ar chadenn. Un abadenn gelaouiñ doare "magazin" eo "Mil dremm". Danvezioù liesseurt a vez diskouezet bep taol, lusket gant pennadoù-kaoz gant brezhonegerien a bep seurt eus ar vro.

Sed amañ petra a vo tu da welet e-barzh abadenn ar Sadorn 5 a viz Ebrel :

-Saver moc'h eo Fernand, pep sizhun e koll 4000 euro pa gas e chatal d'ar sal-lazhañ moc'h.

-Nec'het eo ar saverien moc'h pa chom izel priz ar c'hilo kig moc'h ha pa ya war greskiñ priz ar boued chatal.

-Yoga e Brezhoneg pep lun en em gav en-dro un toulladig tud a-fas da vManu evit un abadenn yoga kaset en-dro e brezhoneg.

-Difraostañ giz gwechall. Gant e varc'h e ra Jean-Jacques Tro Breizh  ar chanterioù evit dic'harzhañ,  ha dougen sammoù lec'h ma ne c'hell ket tremen ar mekanikoù.

 

Da vezañ gwelet ivez war internet:

http://www.tv-breizh.fr/tvbreizh/video/mil-dremm/

 

 

Lennit Bremañ miz Meurzh!

 

Niverenn Bremañ miz Meurzh 2008 (niv.317) zo deuet er-maez!

Kerzhadeg en India, Stad an traoù e Pakistan, ur gannadez kurd e Breizh, Prosez Kokopelli, 15 vloaz Produet e Breizh, Mikeal Treger hag e levr Espèce d'Homme!, Ken tuch', skipailh rederien war varc'h-houarn Bretagne-Armor Lux... Anv zo eus an holl draoù se ha ltraoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ miz Meurzh 2008.

An teuliad peder fajennad zo gouestlet en niverenn-mañ da oberoù zo eus Kuzul Sevenadurel Breizh a vo e 2008. Boulc'het eo bet gant ar gengevredigezh labour skrivañ un danvez Karta Sevenadurel nevez evit Breizh, an hini gentañ bet sinet e 1977 ha lakaet e pleustr 30 vloaz zo. Etre fin miz Meurzh ha miz Mezheven e vo kinniget Skol-veur ar Yaouankiz gant KSB ivez, hag e miz Gwengolo 2008 e vo roet un emgav d'an holl Vretoned e Naoned, evit festimanif BZH+!

Bep miz e kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe 1980, pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org