|
|
|
|
|
|
|
Lun 7 a viz Ebrel,
niv.186 Pellgargit ar pennadoù e
stumm Word Evit resev kemennadenn
nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Tibet, Sina, ha flammenn ar C'hoarioù Olimpek |
|
|
Echuiñ a raio flammenn ar C'hoarioù Olimpek he zroiad
en Europa hiziv, e Pariz. Un hentad 28km eo sañset ober. 80 reder a zougo ar
flammenn tro-ha-tro, gwarezet gant ur gouriz 200 metrad ledander gant 65 poliser
war marc'h-tan, 100 poliser war roller, ha kement-all a bomperien o redek.
Heuliet e vint holl gant 32 garrad CRSed. 3000 poliser zo bet lakaet da evezhiañ
kêr-benn Frañs. Tibetaned Frañs a vo bodet war plasenn Gwiroù Mab-den en
Trocadéro e keit-se. Aozadurioù evel Reporters Sans Frontières, o deus
embannet e aozint oberoù arouezius ha strakus, met o toujañ bepred d’ar
C'hoarioù Olimpek. Goude Europa, ez aio ar flammenn olimpek da
Amerika, e San Francisco ha Buenos Aires. |
|
|
|
|
|
|
|
Ur vilin-dredan-dour e Breizh evit ar
wech kentañ |
|
|
M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Kêr ar Bageal zo digor en Oriant |
|
|
Eno e vo komprenet ar bageal
hag al lestrsaverezh modern en ur zizoleiñ penaos
e vez fardet hag ijinet ar bigi. Kinniget e vo deoc'h ur weladenn 2 eurvezh
evit mont da heul ar moraer meur e bed ar redadegoù war vor gant
diskouezadegoù ha buhezadennoù, filmoù* met ivez taolioù-arnod evit prouadiñ, leviata, hisañ ar
ouel hag un darvanerez* zoken. Evit mont pelloc'h e vo tu
deoc'h da vont war ur vag dre-lien e pleg-mor an Oriant pe ober un dro el
levraoueg ispisializet hag implij an urzhiataerioù evit furchal en teulioù
evel ma karoc'h, pe sellet ouzh filmoù. Da c'hortoz mont betek an
Oriant e kavoc'h peadra war al lec'hienn gant luc'hskeudennoù eus bigi, c'hoarioù hag un dibab testenioù ha
taolioù-fent war ar bageal, kavet war genrouedad. Da venegiñ ivez ez eo bet
troet koulz an testennoù da lenn hag ar re da selaou e brezhoneg. Hoel Louarn Betek an 30 a viz Even: digor bemdez
etre 10e ha 6e noz Gouere hag Eost: etre 10e hag 8e noz Mont-tre: 8/11 euro Evit gouzout hiroc'h:
www.citevoile-tabarly.com *"Eric hag e vigi" hag
"Ergerzhadeg Tara" *Simulateur |
|
|
|
|
|
|
|
Rink Hockey : ur c’hwezh-vat a
Europa e Kever |
|
|
Renket da drede e kampionad-paotr kentañ rummad Frañs
e c’hoarie ur c’hrogad pouezus-kenañ an Hockey Klub Kever
disadorn. Degemeret e oa ar SKRA Sant-Omer, levier ar genstrivadeg gant daou
boent a lañs war ar SA Mérignac ha tri foent war paotred Aodoù-an-Arvor an
HKK.
Daoust da Geveriz bezañ mestr war an dachenn,
tizhet e oa an ehan-kreiz hep pal ebet. Kerkent penn-kentañ an eil hanterenn
e oa merket ar c’hentañ pal gant Sébastien Landrin, drevezet nebeut a
amzer goude gant e genc’hoarier italian Felipe Sturla ha Jérémy
Audelin. Gant ar skor-se a 3-0 e 35vet munutenn ar match e oa tost echu an
oferenn evit paotred an Hanternoz. Daou bal ouzhpenn a oa lakaaet gant ar
c’hoarier katalan Jordi Camps ha Samuel Heveline evit an HK Kever. Gant daou bal e
tisac’he Guirec Henry an tenn evit Sant-Omer en ur glozañ ar merk da
5-2. Kaset da benn ar gefridi! Siwazh trec’her e oa ivez Mérignac 3-2 war
Ploufragan hag e chomo renket da drede an HKK gant un poent hepken a zale
avat. Ul lec’hiadur da c’hortoz dedennus eo hag a aotre bezañ e
sell da gemer perzh e Kib Europa KERS pe welloc’h c’hoazh e Kevre
ar Gampioned er bloaz a zeu! Ur raktañva a Europa a vo e Sal Liessportoù Dinan
d’an 19 hag 20 a viz Ebrel. Evit ar wech kentañ en istor ar Rink Hockey
etrebroadel e vo aozet "Final Four" Kib Europa KERS (Komite Europat
Roller Skating) gant ur c’hlub a Frañs (ha breizhat ouzhpenn-se!). Ne
oa ket dibabet an HKK dre zegouezh: ur gopr gwirion eo evit skipailh tud a volontez
vat ar prezidant Thierry Lemarie en doa labouret mat dija evit degemer krogad
SuperCopa etre Barcelona ha Vilanova e miz Gwengolo 2007. Dibab an Europa mar
plij! Sed amañ dindan deiziataer an 19 a viz Ebrel: da 07e00 g.m. CH PATI BLANES (Spagn) – PATIN
TENERIFE (Spagn) da 09e00 g.m. HOCKEY LLORET DE MAR (Spagn) –
AS VALDAGNO (Italia). Antronoz e vo c’hoariet ar gourfenn adalek
5e g.m. Deuit niverus da zizoleiñ ur sport a vesk ampartiz
teknikel ha krogad-korf. Un dro gaer a vo ivez da arvestiñ ouzh ar pevar
skipailh deuet eus Spagn hag Italia e-lec’h ma vez ken brudet ar Rink
Hockey hag ar vell-droad... Yannig Boulard Prizioù: 10 Euro an devezh (Sadorn pe Sul) 15 Euro an daou zevezh (Sadorn ha Sul) digoust dindan 12 vloaz Evit gouzout hiroc’h: www.hcquevert.com |
|
|
|
|
|
|
|
|
3:10 To Yuma (3h10 pour Yuma) |
|
|
Stadoù-Unanet Amerika - 2007 Seveniñ : James Mangold
Remake ur western brudet-mat
sevenet gant Delmer Daves e 1957 eo 3:10 To Yuma. N'eo ket anavezet
James Mangold (Copland, Girl, Interrupted, Identity, Walk
The Line) evit bezañ ur sevener gant un ton personel. Un artizan dorniet
mat-kenañ, ne lavaran ket. En ur mod aketus en deus savet amañ ur western
plijus-kenañ. Un istor simpl hag efedus, un endro klasel ha leun a vunudoù dedennus.
Ha da gentañ-penn, ul lusk mestroniet eus ar gwellañ, tenn ha nerzhus,
skoazellet a-feson gant sonerezh Marco Beltrami. Gant aket en deus ivez
dibabet James Mangold e aktored, direbech an holl anezho, Christian Bale ha
Russell Crowe da gentañ. An tudennoù a eil-renk zo bet kizellet mat-tre (Ben
Foster) zoken. Ken rouez e teu da vezañ ar filmoù cowboys en
deizioù-mañ, e vefe domaj c'hwitout war tren 3:10 To Yuma. Kement ha gouzout muioc’h : |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Serge Cabon ha No Back Quartet |
|
|
Ar c'haner Serge Cabon zo bet klevet gant Patrice
Marzhin, Pikey Buttler hag ar strollad Zone Bleue. Abaoe n'en deus ket cheñchet e zoare da skrivañ: mont a ra da heul e galon en ur sevel ul liamm
strizh etre ster ha lusk ar gerioù. Ha souezhus eo an disoc'h pa ouezer eo bet
an holl vuzisianed-se o seniñ
gant un doare digustum evito: ne c'heller ket termeniñ ar rumm sonerezh met treiñ brav a ra a-drugarez da varregezh pep hini hag ar
fiziañs o deus holl lakaet e mennozh
dic'hortoz Serge Cabon. Evit Youenn Manchec eo skridoù ar barzh "ken
frouezhus ar skeudennoù hag ar from ganto ma teuont da binvidikaat ar sonerezh
ha n'eo ket ar c'hontrol." H.L. 8e30 noz d'an 11 a viz
Ebrel e sal Kroaz Spern en Erge-Vras Lodenn gentañ
ar sonadeg gant Thierry Gahinet. Mont-tre : 6 euro Evit klevet an tonioù pe gwelet ar c'hlipoù : http://www.myspace.com/sergecabon
http://www.liveinbrittany.tv
REM – Accelerate
E-barzh Accelerate
ez eus 11 kanaouenn, ha padout a ra ar bladenn war-dro 35 munutenn. Accelerate,
sed aze un titl dibabet mat neuze. Ha buan e krog an traoù: an teir
c’hanaouenn gentañ a gendrec’ho al lod brasañ eus ar re a
vourr gant kan Michael Stipe ha diskan Mike Mills. E c’hitar boud a
glever kalz ivez, anat eo ez eus bet divizet lakaat anezhañ war-raok da vare
produiñ an albom. Un troc’h a zo
e-kreiz gant Hollow Man ha Houston, ur ganaouenn diwar-benn
Katrina ("If the storm doesn't kill me the government will"
a gan ar c’haner enni). Al lod brasañ eus peurrest
ar bladenn a zo 100% REM (Until the Day Is Done, da skouer) hag echuiñ
a ra gant daou don rock, nerzhus hag iskis war un dro: Horse to Water
(tost punk zoken) hag I’m Gonna DJ. N’eo ket paotred U2 a
gredfe ober seurt traoù, hañ? Dont a raio REM da seniñ
e-kerzh Rock en Seine (28 ha 29 a viz Eost). An abadenn nemeti er
c’hwec’hkorn e vo. R.M. Embannet gant WEA-Warner Titouroù all : |
|
|
|
|
|
|
|
Skejennoù kig-yar gant pistachez |
|
|
Pebrit hag holennit ar skejennoù kig-yar. Lakait
anezho da boazhañ war dan etre gant an tamm amann. Tennit diwar dan ha lakait
a-gostez. Stlapit an amann, dilindrit gant ar gwinêgr hag ar muscat.
Ouzhpennit an dienn fresk. Lakait da virviñ ha yostit 3 mn. Pebrit hag
holennit. Pallennit ar skejennoù gant ar soubilh. Strewit ar pistachez
drailhet gros warno. Servijit gant riz gouez. Mari Lubrano Lennit Bremañ!
An teuliad peder fajennad zo gouestlet en niverenn-mañ
da zisoc'hoù dilennadegoù kêr ha kanton 2008 e Breizh. Disoc'hoù ar c'hêrioù
brasañ ha re aroueziusañ ar vro a vo kavet, koulz hag un dielfennadur gant Romain
Pasquier, enklasker er CNRS ha kelenner e IEP Roazhon. Bep miz e kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe
1980, pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget
brav, e doare ur magazin. Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm) E gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez
Breizh, pe dre goumanant. Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|