|
|
|
|
|
|
|
Meurzh 25 a viz
Meurzh, niv.184 Pellgargit ar pennadoù e
stumm Word Evit resev kemennadenn
nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Manifestadegoù e-leizh disadorn |
|
|
E Pariz da skouer, e vo ur
vanifestadeg gant ar bodad "Ni pauvres, ni soumis". Er strollad-se
eo bodet an holl re a fell dezho e vefe sikouret muioc'h an dud nammet n'int
ket evit labourat. Ar goulenn brasañ graet ganto zo krouiñ ur skoaziad
arc'hant kevatal d'ar SMIC, evit ma c'hellfe bevañ en un doare aesoc'h an dud
nammet betek chom hep gellout labourat. Ur sinadeg zo bet aozet ganto ha
kaset e vo roll ar sinadurioù d'an Elysée disadorn. E Breizh e vo peadra ivez.
E Karaez e vo tud ar vro o tibunañ evit goulenn ma vefe miret servijoù surjianerezh
ha gwiliouderezh en Ospital ar Poc'hêr. Divizet eo bet gant Antoine Perrin,
rener ARH (Agence Régionale de l'Hospitalisation) Rannvro Breizh,
serriñ meur a servij en ospitalioù ar vro (Karaez ha Brest da skouer). Ha kas
neuze an dud da Roazhon pe Naoned. Emgav zo roet e Karaez disadorn
goude-merenn war plasenn an ti-gar. E Kemper ez eo ar stourm evit ar c'helenn divyezhek a vo er jeu. War washaat e ya stad an traoù er c'helenn prevez, hag erru skuizh eo renerien Dihun, kevredigezh tud skolidi ar c'hlasoù divyezhek katolik. Rankout a reont bewech stourm ha stourm adarre evit rediañ Renerezh-eskopti ar c'helenn katolik da zigeriñ klasoù divyezhek nevez. Goulennet e oa bet gant Dihun sevel ur bodad kenemglev gant ar pemp renerezh-eskopti. Respont ebet ganto. Ur vanifestadeg a vo e Kemper, disadorn, da 3eur war plasenn an Tour d'Auvergne. E Brest, Douarnenez, Kemper, Montroulez ha Naoned e vo ivez tud bodet evit goulenn ar peoc'h etre Israel ha Palestina. An diskoulm o vezañ evit an aozerien, an aozadur "Paix comme Palestine" zo krouiñ ur Stad Palestinat, hervez emglevioù Aozadur ar Broadoù Unanet, e-kichen Stad Israel. Gwez olivez a vo plantet, arouez borioù ar Mor Kreizdouarel, hag arouez ivez spi ar Peoc'h du-se. Evit gouzout hiroc'h : diwar-benn stourm "Ni
pauvres, ni soumis": diwar-benn Dihun: www.dihun.com diwar-benn Paix comme Palestine: www.paixcommepalestine.org |
|
|
|
|
|
|
|
Manifestadeg a-enep an OGK d’ar
Sadorn 29 e Roazhon |
|
|
Pal an danvez lezenn-se zo lakaat ar spesadoù OGK
da genvezañ gant ar re hep OGK. Met penaos, neuze, gwarantiñ da bep hini ar
gwir hag ar frankiz da broduiñ ha da veveziñ produioù hep OGK? Daoust hag-eñ
e vo dalc’het d’ar gouestloù embannet da vare Grenelle an endro?
En afer ar maiz MON810, evit paouez gant gounidigezh ar spesad-se da
c’hortoz e vije divizet un dra bennak diwar e benn, n’eo ket bet
implijet an diferadenn wareziñ, nemet un diferad ministrel, ar pezh ne zouj
ket da reolennoù Europa. Ma soñj deoc’h eo pouezus mirout liesseurted
ar spesadoù, ha ma fell deoc’h e vefe klevet ho mouezh gant ar
gannaded, e c’hellit mont da vanifestiñ gant ar c’hevredigezhioù
hag ar c’hengorioù a-enep an OGK. An emgav a vo en ti-gar. Adalek 12e e vo kinniget
boued hep OGK ha da 14e e vo roet lañs d’ar vanifestadeg. Achuiñ a raio
gant un abadenn sonerezh. N.G. Evit kaout titouroù : |
|
|
|
|
|
|
|
Devezh gouel
gallaouek e Kez |
|
|
Hoel Louarn Fest-noz: 5 euro. Devezh a-bezh : stal-labour + pred noz + fest-noz:
etre 15 ha 40 Euro Stal-labour nemetken: etre 5 ha 30 euro. Evit gouzout hiroc'h: http://assembies-galleses.net |
|
|
|
|
|
|
|
Kib Rannvroioù an UEFA |
|
|
Aozet e vez Kib ar Rannvroioù gant an UEFA (Union
of European Football Associations) abaoe 1999. Ar genstrivadeg-mañ, ne
sell nemet ouzh ar vell-droad amatour, a bad e-kerzh 3 sezon. N’eo ket
aotreet ar c’hoarierien a-vicher da gemer perzh.
Da c’houde e oa aet da drec’hiñ 2-0 war skipailh Kevre Kreisteiz-Pireneoù e kardgourfenn. D’ar Sul 23 a viz Meurzh, e stad-kêr Penmarc’h, e c’hoarie evit ur plas a c’hourfennad a-enep dibabidi ar C’hevre Atlantel : ur c’hrogad etre amezeien a-raok adkavout trec’her an hanter-c’hourfenn all Bro-Elzas – Normandi. Dibabet en deus ar C’huzulier Teknikel Rannvroel G. Bousquet ar c’hoarierien amañ dindan: M. Bude, M. M’Bongue, R. Pinault (Dinan-Lehon), M. d’Ornano, J. Fabre, C. Mondon, D. Robinet (Lannuon), G. Allainmat (Pempoull), O. Da Costa (Landerne), D. Le Pors (Pont-’n-Abad), G. Lehacaut, P. Lelandais, A. Péron (Kemper), J. Guillou, J. Tanguy (Saozon-Sevigneg), J. Allain, A. Dy (Menezgervant), S. Saulais (Gwizien), M. Aubry, J. Bazin, C. Chrétien, G. Lepers (Roazhon), O. Badji, R. Coulombel (Sant-Maloù), S. Germain (Teiz). Siwazh ne vo ket diverket c’hwitadennoù ar
gourfennoù 2000, 2002 ha 2004 : goude ur skor a-rampo 0-0 er prantad
c’hoari hag en astennadennoù e oa bet skarzhet Kevre Breizh
war-lerc’h an tennoù er pal (3-4). D’ar 1añ a viz Mae o do hor
c’hendirvi eus Kevre Atlantel ar blijadur defial hini Normandi
‘ta. Loread ar gourfenn-se a gemero perzh er genstrivadeg-diwezh
europat. Yannig Boulard |
|
|
|
|
|
|
|
|
L’Heure d’été |
|
|
Frañs - 2007 Seveniñ: Olivier Assayas
Er penn-kentañ e oa ur film a-benn brudañ mirdi
Orsay (evel Le Voyage du ballon rouge gant Hou Hsiao Hsien ha Juliette
Binoche o c’hoari ennañ c’hoazh, deuet er-maez e-miz Genver).
A-benn ar fin eo deuet da vezañ L’Heure d’été. Ur film
gant un dodenn simpl met etrebroadel ha diamzer. Evel ar rummad amerikan Six
Feet Under krouet gant Alan Poul ha skignet war HBO etre 2001 ha 2005
ez eo film nevez Olivier Assayas, un oberenn a sikour mab-den da zegemer ar
marv, zoken m’eo start, ha da gaout c’hoant tañva ar vuhez.
Ouzhpenn ur strollad aktored plijus, ur sell war an arz ha gouloù brav eston,
ez eo L’Heure d’été ur film brav ha diardoù. G.L. Kement ha gouzout muioc’h: www.lheuredete-film.mk2.com |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Art Rock 25 Etre an 8 hag an 11 a viz Mae –
Sant Brieg |
|
|
Re all, evel aozerien Art
Rock, a ra nebeutoc’h a drouz, met kalz gwelloc’h eo o frogramm. Er
bloaz-mañ neuze e vo, e-giz boaz, arzoù a bep seurt: diskouezadegoù,
nozvezhioù klipoù video, Royal de
Luxe hag all. A-fed sonerezh e kinniger deomp peadra da dremen pevar
devezh a-feson: distro James Chance and the Contortions (unan eus
strolladoù pouezusañ ar sonerezh post-punk amerikan), Two Gallants
(daouad folk-punk amerikan), met ivez Nada Surf, Editors (new
wave saoz), Dionysos (ar strollad gall hollvrudet abalamour d’e
abadennoù leun a startijenn), The
Do, Tunng (folktronika), Blood Red Shoes (daouad punk saoz)
pe c’hoazh Daniel Darc (dandy gall) ha Dominic Sonic
(dandy breizhat). D’ar Sul 11, evit
echuiñ, e vo degemeret Yelle, plac’h ar vro, gant tud pedet
ganti hag ivez Camille ha Thomas Dutronc. Abadennoù dañs gant
strollad Philippe Decouflé a vo ivez. 25 bloaz eo Art Rock ar
bloaz-mañ: gant ur programm evel-se e lidont o deiz-ha-bloaz en un doare
dispar. Diskouezadegoù digoust,
abadennoù etre 5 ha 28 euro. Pass evit un devezh da 28 euro, pass tri devezh
(gant un abadenn dañs da zibab): 65 euro. R.M. Muioc’h a
ditouroù : www.myspace.com/festivalartrock Divroidi Iwerzhon e Breizh
H.L. Evit gouzout hiroc'h: www.institutcultureldebretagne.com Ur rummad prezegennoù e koun Roparz
Hemon
Gwener 04 Ebrel e Brest (ti
SKED, 18 straed Duguay-Trouin) da 18e Strollad ar Vro Bagan: lennadennoù
pezhioù-c'hoari, pennadoù eus Ur Breizhad oc'h adkavout Breizh,
barzhonegoù ha kanaouennoù. Yaou 10 Ebrel e Brest (ti
SKED, 18 straed Duguay-Trouin) da 18e Gwener 16 Mae e Gwengamp (Kreizenn
Vrezhon, 6 leurenn Verdun) da 17e Sadorn 17 Mae e Plouha (Skol
gentañ-derez, bali Laeneg) da 14e30 Merc'her 21 Mae e Karaez
(Kafedi-levrdi ar Mod-all, 15 leurenn ar C'hoc'hu) da 17e Sadorn 24 Mae e Sant-Brieg (Oaled
Abherve, 15 straed François Menez) da 15e Sadorn 31 Mae e Roazhon (Levrdi
l'Encre de Bretagne, 28 straed Sant-Melani) da 17e Sadorn 07 Even e Gwengamp
(Kreizenn Vrezhon, 6 leurenn Verdun) da 14e30 Kinniget gant: Keneiled Roparz Hemon ; ur
strollad tud, mennet da enoriñ oberenn Roparz Hemon, da-geñver 30vet
deiz-ha-bloaz e varv. Evit gouzout hiroc'h: keneiled.roparz.hemon@orange.fr |
|
|
|
|
|
|
|
Kanomp asampl! Plijadur é kanal asampl e Bro-Wened |
|
|
Moaien a vo preniñ ul
levrig (2 euro) savet a-ratozh get komzoù an holl kanennoù ha sonennoù.
Taolit evezh! Mard eo degemerus ar sal ned eo ket ken bras-se: gwell eo arriv
un tammig abretoc'h (digor d’an dud adalek 2eur). E brezhoneg e vo
kaset an abadenn. Evit gouiet
hiroc’h : Kerlenn Sten Kidna, 02 97 29 16 58 pe STENKIDNA2@wanadoo.fr Lennit Bremañ miz Meurzh!
Kerzhadeg en India, Stad an traoù
e Pakistan, ur gannadez kurd e Breizh, Prosez Kokopelli, 15 vloaz Produet e
Breizh, Mikeal Treger hag e levr Espèce d'Homme!, Ken tuch', skipailh
rederien war varc'h-houarn Bretagne-Armor Lux... Anv zo eus an holl draoù se
ha ltraoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ miz Meurzh 2008. An teuliad peder fajennad zo
gouestlet en niverenn-mañ da oberoù zo eus Kuzul Sevenadurel Breizh a vo e
2008. Boulc'het eo bet gant ar gengevredigezh labour skrivañ un danvez Karta
Sevenadurel nevez evit Breizh, an hini gentañ bet sinet e 1977 ha lakaet e
pleustr 30 vloaz zo. Etre fin miz Meurzh ha miz Mezheven e vo kinniget
Skol-veur ar Yaouankiz gant KSB ivez, hag e miz Gwengolo 2008 e vo roet un emgav
d'an holl Vretoned e Naoned, evit festimanif BZH+! Bep miz e kinnig ar gelaouenn Bremañ,
abaoe 1980, pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed,
kinniget brav, e doare ur magazin. Embannet gant Skol an Emsav
(4,5 euro an tamm) E gwerzh er stalioù levrioù
a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|