Lun 2 a viz Ebrel, niv.139
Sizhun 14 - 2007

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

4000 den en Oriant evit Diwan

 

 

Ne oa ket bet aes aozañ ar vanifestadeg-mañ a-dra-sur!

"Justis evit ar brezhoneg, Justis evit Diwan" e oa ar galv evit bodañ karourien ar yezh en Oriant disadorn... Emgav a oa bet lakaet ur sizhun a-raok er penn-kentañ... ha cheñchet al lec'h emgav un nebeud deizioù a-raok... Cheñchet hent an dibunadeg ivez, gant ar c'hrogad mell-droad etre an Oriant ha Marsilha o sparlañ kreiz-kêr. Dre chañs e oa deuet an heol da gemer perzh!

Goude gerioù fromus ar ganerez Nolwenn Korbell e oa bet kaset an dibunadeg war-raok gant startijenn liseidi ha skolajidi an hentad kelenn dre soubidigezh. Dilennidi a oa ivez.

Deuet eo an aozerien a-benn, daoust da bep tra, da vodañ etre 3000 ha 5000 den evit diskouez pegen pouezus eo evito e vefe savet frammoù lezennel evit skoazellañ ha diorren hor yezh hag an holl yezhoù minorelaet er Stad c'hall. Goude manifestadeg vras Besièrs en Okitania, dibunadeg an Oriant he doa ivez da bal degas en-dro an tem-se e tabutoù an dilennadegoù.

 

Evit gouzout hiroc'h: www.diwanbreizh.org

 

 

Skol-veur ar Yaouankiz: chom a ra un nebeud plasoù!

Eizhvet Skol-veur Yaouankiz Breizh, aozet gant Kuzul Sevenadurel Breizh a vo aozet e Karaez, e Ti Degemer Kerampuilh, etre ar 5 hag an 8 a viz Ebrel. "Gwrizioù evit an dazont" eo tem ar bloaz-mañ. Prezegennoù gant arzourien, skolveuridi, pennoù embregerezhioù, kelaouennerien hag all a vo ha kendivizoù, stalioù-labour, ur fest-noz d'ar Sadorn da noz...

Gant Skol-veur Yaouankiz Breizh e fell d'ar C'huzul kinnig un emgav d’ar yaouankizoù etre 16 ha 35 bloaz evit ober anaoudegezh gant sevenadurioù Breizh, Europa hag ar bed pe mont donoc'h en o stourm sevenadurel pe kevredigezhel. Un toullad plasoù a chom c'hoazh! Lakait hoc’h anv hep gortoz!

Evit gouzout hiroc'h : www.skol-veur.info

aurelie@skol-veur.info pe mari@skol-veur.info

Pgz : 02 99 87 17 65 pe 02 99 63 18 83.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Ar produioù OGK 3:

Hadennoù OGK

 

 

Ar gwechoù paseet hon eus gwelet kudennoù savet evit al labourerien-douar pa 'n em led greun OGK en o fark. Gwelomp bremañ ar pezh a c'hoarvez pa 'n em led ar greun-se e lec'h all.
Lod eus ar greun OGK a vez strewet en natur, hag en em lieskementiñ a reont, war-goust ar plant a oa eno a-raok. Tamm-ha-tamm e vez erlec'hiet glad genetikel kentañ ul lec'h gant unan kemmet. Kudennoù lies a sav neuze :

Da gentañ, hervez ar brevedoù eo perc'henn an embregerezhioù bras war an holl greun bet savet ganto, ha war "bugale" ar greun-se. Ha talvezout a ra e vo Monsanto perc'henn war hon koadeier, a-benn nebeut ? Posupl eo.

Da eil e vez erlec'hiet genoù liesseurt-kenañ gant un doare gen hepken. An dra-se a zo grevus-kenañ, peogwir eo a-bouez bras mirout ul liesseurted vras en dafar genetikel. Pa vez ur c'hleñved, ur gwallzarvoud, pe loened o tagañ ar plant, da skouer, ma vezont holl heñvel dirak ar memes kudenn, e varvont holl. Padal, ma vez spesadoù disheñvel, e varv unan diouto, pa teu ar re all a-benn da zreistvevañ.

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Evit c’hoarzhin e Naoned

 

 

Abaoe an 30 a viz Meurzh ha betek ar 6 a viz Ebrel eo kinniget evit an eil gwech ar gouel "Juste pour rire" e Naoned. Etre arzourien vrudet ha lod all zo o kregiñ e vo 200 anezho o kinnig 80 abadenn e-pad 8 devezh.

Dimerc’her, da skouer, e vo "National du rire" gant Anne Roumanoff hag ar C’hebekad Laurent Paquin : un genstrivadeg evit gounit priz pouezusañ ar fent evit an arzourien a grog gant ar vicher. D’an deraouidi da brouiñ int dellezek da gaout "Goncourt ar fent". Un abadenn a vo ivez gant Roger Carel, mouezh Asterix, Winnie L’Ourson pe c’hoazh Benny Hill.

Hiziv ha warc’hoazh e kendalc’ho gant un heuliad "20 munutenn evit kendrec’hiñ": o-unan pe daou-ha-daou e vo arzourien yaouank o kinnig o sketchoù dirak ar strollad-barn a zo anezhañ arvesterien evit ar genstrivadeg-mañ. E fin ar gouel e vo roet ur priz d’an hini en do gounezet met, dreist-holl, tro en do da c’hoari er Sentier des Halle, ur c’hoariva e Pariz, e-pad ur sizhunvezh en diskar-amzer. Ha digoust eo an nozvezh diwezhañ, pa c’hell lod eus an nozvezhioù all bezañ ker a-walc’h!

E-mesk tud all e vo tro ivez da welet Frank Dubosc, Stéphane Rousseau, Omar ha Fred, Christophe Alévèque, Chevallier ha Laspalès, Jean-Luc Lemoine, Nicolas Canteloup, Laurent Ruquier pe c’hoazh Jamel Debbouze a oa bet o kinnig e abadenn e Gouel An Erer Kozh an hañv paseet.

Hoel Louarn

Evit gouzout hiroc’h: www.justepourrire-nantes.fr

 

 

"Faltaziañ":

ur priz krouidigezh evit an dañs

 

"Faltaziañ" zo ur "priz ar grouidigezh" savet gant ar gengevredigezh Kendalc’h ha gouel Landerne Kann al Loar evit enoriñ un abadenn dañs awenet gant sevenadur Breizh. Ar pal zo degas ur sell nevez war an doareoù da ezteurel sevenadur ar vro hag an dañs en un doare disheñvel. Un tu da "lakaat da gejañ sevenadurioù Breizh dre glad ar sonerezh hag an dañs, reiñ lañs d’ar grouidigezh en dañs hengounel, reiñ c’hoant d’an doareoù dañs all da glask o awen e danvez hor bro, da vezañ dedennet ganti, hag ar c’hontrol. Eskemm doareoù pep hini da zaremprediñ an abadennoù".

Dieub penn-da-benn e vo ar strolladoù a gemero perzh evit choaz ar sonerezh, an dilhad pe c’hoazh ar c’hinkladurioù.  Digor eo da forzh peseurt strollad dañs, ezel eus ur gengevredigezh pe get, hag a bep seurt doare. N’eus nemet ur redi : bezañ awenet gant  sevenadur Breizh gant doujañs ha nevezenti.

D’ar 15 a viz Gouere 2007 e vo roet ar priz : 1500 euro a vo profet d’an hini a vo aet ar maout gantañ.

Ret eo en em enskrivañ a-raok ar 15 a viz Ebrel ha kelaouet e vo an dud enskrivet eus ar rak-dibab a-raok an 30 a viz Ebrel.

H.L.

Evit enskrivañ pe evit gouzout hiroc’h :

Kengevredigezh Kendalc’h, 12 straed National, BP 20, 56250 Elven.

Pgz: 02 97 53 31 35.

 

 

 

 

 

 

 

 

Mell-droad:

laouen ar Pennoù-Merluz, tristik ar Ganaried

 

 

Badaouet e seblante Naonediz bezañ dec'h goude disoc'hoù krogadoù an dibenn-sizhun. Ar skipailhoù all a oa ganto e penn izelañ taolenn ar C'hevre 1 o deus gounezet holl un nebeud poentoù ha setu bremañ skipailh Naoned da ziwezhañ er renkad, kollet gant ar Ganaried ar c'hrogad a-enep Sedan (0-1). Pa soñjer ouzhpenn eo bet tapet ar poent gant Sedaniz en un doare dic'hortoz... Aet eo ar vell er pal goude un tenn gant ar Sedanad Ducourtioux... etre daouarn Fabien Barthez. Dek munutenn war-lerc'h e kuitaas ar gward naonedat an dachenn a-daol-trumm. Start e vo ar c'hrogadoù da zont evit ar Ganaried.

Diouzh tu ar Pennoù-Merluz e oa disheñvel an traoù. Ur c'hrogad a-enep Marsilha a oa disadorn e stad ar Voustoer. Deuet eo brav gant Oriantiz (2-1), ar wech kentañ e oa dezho bezañ trec'h war skipailh an OM eno. Tapet ez eus bet fiziañs enno en-dro gant paotred Christian Gourcuff goude krogad disadorn. Goude c'hwec'h devezhiad hep trec'h ebet ganto e oa poent diskouez e oa ur skipailh a dalvoudegezh. Pignat a ra an Oriant d'an 12vet plas. Ne chom ken nemet eizh devezhiad ha, ma kendalc'h an traoù evel-se, ne vo kudenn ebet evit gwelet ar Pennoù-Merluz er C'hevre 1 adarre er bloaz a zeu.

Dimerc'her e c'hoario skipailh Roazhon a-enep Lyon.

 

 

 

 

 

 

 

 

Ensemble, c'est tout

 

 

Frañs – 2006

Senario ha seveniñ : Claude Berri

Diwar oberenn Anna Gavalda

 

E ranndi ramzel e vamm-gozh emañ Philibert (Laurent Stocker), un nobl lent ha gak anezhañ, o chom, da c’hortoz e vefe gwerzhet. Kuit da vevañ e-unan en ul lec’h ken bras e ro bod da Franck (Guillaume Canet), ur c’heginer, a gemer amzer d’ober war-dro Paulette (Francoise Bertin), e vamm-gozh dezhañ. Dindan toenn ar memes savadur emañ lochenn Camille (Audrey Tautou) a zo plac’h ar c’hempenn diouzh an noz. Liammoù start zo pe a savo etre an dud vat-se.

 

Un istor mignoniezh a gont Ensemble, c'est tout da gentañ penn enta. Gant e zoare da ziskouez frailhoù, skuizhder pe diaester an tudennoù, labour Berri a ro da soñjal kalzik en oberenn Truffaut. Tudenn Philibert hag a ra un tamm mat eus dibarded ar film eo e du-gwan war un dro: n’eo ket gwall wirheñvel e-keñver Franck ha Camille. Herrek eo red an istor, moarvat n’eo ket didalvez lenn al levr memes tra.

 

Meriadeg Vallerie

 

Evit gouzout muioc’h : www.ensemblecesttout-lefilm.com

 

 

 

 

 

 

 

 

30 vloaz zo… ar sonerezh punk

 

 

Ma! Tud zo a lavaro ez eo bet krouet ar sonerezh punk e 1976, gant pladenn gentañ The Ramones. Re all a embanno ez eo bet ijinet ar sonerezh punk er Stadoù Unanet e dibenn ar bloavezhioù 60 gant strolladoù evel The Velvet Underground pe The Stooges. Ne vern.

E 1977 e kouezhas ar gorventenn bunk war ar Rouantelezh Unanet ha war Europa a-bezh da-heul. Pennreolennoù an doare sonerezh-se a zo anavezet: n’eo ket dav bezañ gwall varrek evit a sell ouzh seniñ pe kanañ, kaout c’hoant ober un dra bennak hag hen ober: sed aze ar pezh a gont.

Tregont vloaz goude e ranker anzav n’eo ket deuet a-benn ar bunked da dizhout o fal : bez ez eus bepred tud a vourr o selaou Pink Floyd pe Genesis. E-giz-se emañ an traoù, neketa ?

Koulskoude ez eo pouezus, e 2007, selaou pladennoù punk, dreist-holl pa weler an niver a strolladoù a vremañ a embann bezañ bet levezonet gant ar sonerezh-se.

E-touez an oberennoù a gont menegomp pladenn nemeti The Sex Pistols (Never Mind the Bollocks), London Calling gant The Clash, met ivez Buzzcocks (Another Music in a Different Kitchen) ha Pink Flag, pladenn gentañ Wire. Setu evit a sell ouzh Bro-Saoz.

Ma’z oc’h kentoc’h dedennet gant ar Stadoù Unanet, selaouit The Ramones, Patti Smith (Horses), Television (Marquee Moon) pe c’hoazh Talking Heads (’77). Ouzhpenn ez eo dedennus keñveriañ an daou zoare: arzel ha "speredek" er Stadoù Unanet, eeun ha "destroy" er Rouantelezh Unanet.

R.M.

http://fr.wikipedia.org/wiki/Punk

http://clashphotorockers.free.fr/

www.pinkflag.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Kiwi farset

 

 

4 c’hiwienn – 1/2 benn sitroñs – 50 g kig krank – 50 g chevr – 2 loaiad vras maionez – pep hag holen - paprika

 

Tennit beg ar c’hiwi ha goulloit pep frouezhenn. Troc’hit bouedenn pep frouezhenn a-dammoù. Bruzunit ar c’hig krank, troc’hit ar chevr a-dammoù bihan. Gwaskit an hanter sitroñsenn. Meskit mat an holl aozennoù asambles. Ouzhpennit ar maionez gant paprika. Gwarnisit ar c’hiwi goullonderet gant an aozad. Lakit er yenerez a-raok servijout.

 

Mari Lubrano