Lun 17 a viz Meurzh, niv.183
Sizhun 12 - 2008

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Tibet ha Sina:

komzoù an Dalai-lama

 

 

Evit ar wech kentañ abaoe m'o deus kroget ar manifestadegoù e Tibet, en deus an Dalai-lama kemeret ar gaoz dec'h. E repu e Dharamsala, en Indez, emañ penn bras fideled Bouddha hiziv, lec'h m'emañ ivez gouarnamant repuat Tibet. Goulennet en deus e vefe aozet un enklask etrebroadel war emzalc'h Sinaiz e-keñver pobl Tibet. Hervezañ emañ Sina oc'h aozañ, en un doare emskiantek pe get, ur "ouennlazh sevenadurel". Digwener tremenet, e oa aet war washaat ar feulster e Lhassa, kêr-benn Tibet, zo dindan beli Sinaiz. Abaoe meur a zevezh e klask Tibetaned dibunañ er straedoù evit ma vefe doujet da wirioù o fobl gant ar renad sinat. Divoded eo bet ar vanifesterien gant ar polis, en un doare feuls-kenañ war a seblant: hervez servijoù ofisiel Sina, e vefe bet 10 den lazhet. Diouzh tu gouarnamant repuat Tibetaned, e vefe bet lazhet 80 den ha gloazet 72 all. Evit poent, ne c'houlenn ket an Dalai-lama e vefe aozet ur boycott a-enep da C'hoarioù Olimpek da zont Beijing. Dec'h, e oa bet a bep seurt tud, e New-York, Brusel, Roma, Londrez, La Haye, Pariz hag e lec'h all, o vanifestiñ evit goulenn ma vefe skoazellet an Dibetaned.

 

 

 

 

 

 

 

 

Ur sizhunvezh hep louzoù

 

 

Etre an 20 hag an 30 a viz Meurzh e vo dalc'het, war Frañs a-bezh, hag Europa zoken, ar sizhunvezh hep "dilastezer" (pe "diastuzer": louzoù a vez implijet evit lazhañ loened ha plant a gaver noazus). Aozet eo kement-mañ gant ur strollad anvet ACAP (Oberoù ar Geodedourien evit Chom hep ober gant Dilastezerioù), a vod 100 aozadur en holl, ha lakaet e pleustr gant an MDRGF (Luskad evit Gwirioù ha Doujañs ouzh ar Rummadoù da Zont). An trede gwech eo e vo aozet.
Ouzhpenn 200 darvoud liesseurt a vo kinniget war dachenn Frañs a-bezh. Ar pal a zo kelaouiñ an dud war implijoù al louzoù-mañ, war an dañjer m’eo ober ganto, ha diskouez ez eus hentennoù all evit chom hep ober ganto, az a mat-tre en-dro.

M.M.


Ur pennad o tisplegañ perak eo a-bouez komz diwar-benn al louzoù-mañ, dreist-holl er mare-mañ, a c'hellit kavout amañ (www.actu-environnement.com). Ar programm evit Rannvro Breizh a c'hellit kavout amañ (www.semaine-sans-pesticides.fr), hag hini Liger-Atlantel amañ (www.semaine-sans-pesticides.fr)

 

 

 

 

 

 

 

 

An arzourezed war wel e Douarnenez

 

 

Evit Devezh ar Merc'hed emañ kêr Douarnenez oc'h enoriñ he maouezed dre "Ar merc'hed en arzoù": betek fin ar miz e vo kinniget darvoudoù niverus-kenañ evit lakaat war wel krouidigezhioù ar re-mañ.

Evit al livadurioù e vo dizoloet labour Catherine Pouzet tro-dro d'ar "Yin", oberennoù geometrek Catherine Furic awenet gant ar mor ha taolennoù Catherine Cornec a gont he sell plac'h war ar vuhez. Agnès Samson a ginnig skridoù diwar-benn ar merc'hed gant he c'hizelladennoù, gwelet e vo ur vaouez ramzel gwisket evel ur penn-sardin gant Delphine Bachy, Lucie Morrow a grou pezhioù prierezh gant danvezioù ha livioù sklaer a zegas koun eus eñvorennoù dous ar vugaleaj ha tudennoù orjal ha paper Laurence Maillard a zo ul labour war ar jestroù hag an dañs. Skritelloù a vo  tro da welet ivez gant an diskouezadeg "Ar maouezed e-kerzh ar mareadoù en arzoù" (La femme à travers les époques dans l'art) ha "skritelloù-barzhonegoù" Brigitte Mouchel, kalet ha flour war un-dro. Dizoloet e vo ivez Cécile Borne hag he zaolennoù savet diwar tammoù danvez distaolet gant ar mor ha luc'hskeudennoù Florence Carton diwar-benn al liamm tost a vez etre ar merc'hed hag ar melezourioù. Ur sonadeg a vo gant Maïon ha Wenn d'ar 5 a viz Ebrel ha filmoù  kinniget gant Toile d'Essai ha Gouel ar filmoù.

Hoel Louarn

Evit gouzout hiroc'h ha kaout ar roll klok : www.mairie-douarnenez.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

Priz Meur F1 Aostralia: berzh Hamilton

 

 

Redadeg kentañ ar c'houlzad nevez zo bet eus ar re startañ. 22 garr o deus loc'het, met ne oa ken nemet seizh dioute o tremen dirak ar banniel-damez ! Ret eo lavaret e oa tomm an amzer: 37°... un tamm re evit ar binvioù elektronek a gaver a vilvern er c'hirri nevez-flamm. Ne oa ket ur gudenn evit ar Saoz Hamilton, a-dreñv rod-stur e McLaren-Mercedes. Renet en deus ar redadeg adalek ar penn-kentañ betek ar fin. N'eus bet graet fazi ebet gantañ, daoust d'ar c'harr-surentez bezañ tostaet teir gwech. Laouen-bras e oa ar blenier e penn uhelañ ar podiom. Ne oa ket tu dezhañ ober gwelloc'h evit boulc'hañ koulzad 2008, met anzavet en deus en defe karet gwelet e genseurt finnat Heikki Kovalainen war ar podiom ivez. Hennezh a oa erruet pempvet, memes tra. Diouzh an tu all eo bet ur redadeg dipitus-kenañ evit Ferrari: kudennoù dafar, fazioù sturiañ... Ha setu ur poentig hepken gant Kampion ar Bed, Kimi Räikkönen, erruet d'an eizhvet plas (ne oa ket e-touez ar seizh oto o vezañ treuzet al linenn-echuiñ zoken).

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Be Kind Rewind

(Soyez sympas, rembobinez)

 

 

Stadoù-Unanet Amerika - 2007

Seveniñ : Michel Gondry

 

En ur gêriadenn eus ar Stadoù-Unanet emañ Jerry o chom. Sorc’hennet gant ar skinoù a vez skignet gant ar greizenn-dredan e klask tagañ anezhi. C’hwitet e daol gantañ e teu eñ da vezañ magnetek. Evel boaz e tremen e amzer er videoklub e-lec’h m’emañ e vignon Mike o labourat hag e tiverk an holl gasetennoù. Ha setu ar stal o vont da stalig hag ur mennozh o tiwan e penn Jerry: filmañ en-dro ar filmoù ’vez goulennet gant tud ar c’harter. Berzh spontus a ra ha tamm-ha-tamm e fell d’an holl kemer perzh a-benn seveniñ filmoù all.

 

Dispar e seblant ar mennozh. Ha mat eo an disoc’h! Ur film brav evel ma oar Michel Gondry kas da benn, met pas ken luziet ha da gustum marteze. Plijus-tre an aktourien ha dreist ar filmoù "svedet" ("Keroc’h int, ’blam ma teuont eus Sveden" eme Jerry) a c’haller gwelet  troc’hadoù anezhe war lec’hienn ar film.

Ur film a ro c’hoant adwelet an holl filmoù a garer ha dizoloiñ reoù all ha krouiñ filmoù zoken.

Gant fent hag un tammig melkoni e teuer laouen ’maez eus ar sal, ha plijus eo!

 

G.L.

 

Kement ha gouzout hiroc’h: www.bekindmovie.com

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Panoramas # 11

Etre an 3 hag ar 6 a viz Ebrel e Montroulez

 

 

Evit an 11vet gwech e vo aozet gouel Panoramas e bro Vontroulez etre an 3 hag ar 6 a viz Ebrel. Abadennoù sonerezh digoust a vo en tavarnioù, abadennoù sinema a vo ivez: ur film savet gant Murnau e 1927 hag ar sonerezh a ya asambles gantañ ijinet gant Olivier Mellano, ha filmoù berr. Met evel-just ez eo gouestlet ar gouel-se d’ar sonerezh dreist-holl. D’ar Gwener 4 e vo peder abadenn zisheñvel, div anezho o vezañ kenaozet gant skipailh ar gazetenn Tsugi: Tsugi Crew vs Luz ha Danger, Dusty Kid, Brodinski ha Rafale. Peadra evit ar re a blij dezho ar sonerezh elektronek.

D’ar Sadorn 5 e vo an abadenn vras e park an diskouezadegoù: hip-hop a vo gant Redman ha Method Man, hag ivez sonerezh elektronek gant Ez3kiel ha Goose e-touez strolladoù all. Diouzh an abardaez e vo just a-walc’h ur brezegenn diwar-benn ar sonerezhioù elektronek.

Evit echuiñ e vo div abadenn pop-rock d’ar Sul 6: unan anezho gant Ronan Luce (met gwerzhet eo an holl plasoù dija) hag eben gant Sébastien Tellier hag un abadenn ispisial krouet gant Bastet, Poor Boy ha John Trap(solo).

 

R.M.

Plasoù etre 5 ha ha 29 euro.

Evit gouzout hiroc'h: www.myspace.com/festivalpanoramas

 

 

 

 

 

 

 

 

Dibenn-pred skañv gant kiwi

 

 

250 g keuz gwenn  (20 % druzoni) – 2 tamm keuz gwenn  mod "faisselle"– 7 kiwi – ½ suraval – 4 loaiad vihan sukr poultr – 1 loaiad vras kastounadez – 1 loaiad  vras sukr lindr – 1 begad amann

 

Dibluskit  4 c’hiwienn. Troc’hit anezho  a-dammoù evit ar yodenn. Lakait anezho en ur gastolodenn gant ar begad amann hag ar c’hastounadez. Goloit ha lezit da yostañ 15 mn. Lakait da yenañ.

Frikit an 3 c’hiwienn all gant ar chug suraval hag ar sukr lindr a-benn kaout ur chugon. Lakait er yenerez.

En ur bezel, meskit ar c’heuz gwenn hag ar faisselle. E-kreiz pep asied, lakait un tamm keuz gwenn, poultrennit gant un tamm sukr. Goloit gant ar yodenn kiwi ha kelc'hiit gant ar chugon kiwi.

 

Mari Lubrano

 

 

Brezhoneg en hon sizhuniegoù

Abaoe meur a viz e oa bet kaset war-raok ur c'houlzad sinañ gant ur strollad tud eus Treger-Goueloù evit goulenn ouzh ar c'helaouennoù sizhuniek lakaat brezhoneg en o fajennoù. "Setu, mignoned ar brezhoneg, e vo lakaet ur paouez d'ar pennad sinañ e fin miz Meurzh" eme Strollad kevredigezhioù sevenadur Breizh e Treger-Goueloù, a gas war-raok ar c'houlzad. "Ma n'ho peus ket graet c'hoazh e c'hellit en ober dre internet, ha kasit anezhi d'ho mignoned en-dro deoc'h. Ec'h omp o tostaat ouzh 1000 sinerSeul niverusoc'h e vefomp, seul bounneroc'h hon mouezh. Pratikoù omp, prenet e vez kelaouennoù ganimp gant hon arc'hant! Hag ez eo reizh ez afe ul lodenn d'an nebeutañ eus arc'hant ar vrezhonegerien da embann brezhoneg er c'helaouennoù a brenomp, ha gwashoc'h c'hoazh, en hon c'helaouennoù lec'hel. Setu, bec'h d'ar sinañ c'hoazh e-pad miz Meurzh. E miz Ebrel e vo gwelet paotred ha merc'hed ar c'helaouennoù, ha piv a oar, marteze e vo keloioù mat a-benn miz Mae? Trugarez deoc'h evit ho sikour!"

 

Klikit amañ evit sinañ ar galv

 

 

Mil dremm war TV Breizh

Hag anavezout a rit an abadenn "Mil dremm" a vez kinniget bep sizhun war TV Breizh? War an tele e tremen abred-tre d'ar Sadorn neuze, e-tro 7 eur. Met n'eo ket ur gwall afer a-benn ar fin, peogwir e c'hell an holl re o deus un urzhiataer gant internet mont da sellet ouzh an abadenn pa fell dezho, war lec'hienn ar chadenn. Un abadenn gelaouiñ doare "magazin" eo "Mil dremm". Danvezioù liesseurt a vez diskouezet bep taol, lusket gant pennadoù-kaoz gant brezhonegerien a bep seurt eus ar vro.

Sed amañ petra a vo tu da welet e-barzh abadenn disadorn a zeu:
-Fulor ar besketaerien na welont tra o tont diwar ar skoazell bet prometet dezho
-Patron un ostaleri butun eo Jean-Yves, hag abaoe miz Genver, ma'z eo difennet butunat en tavarnioù, eo koazhet niver e bratikoù eus 10%
-Splujer evit ar CNRS eo Yann, mont a ra da dennañ poltredoù e strad ar mor

-Entanet eo Marie-Thérèse gant ar bleunioù Elebor. Milieroù anezho he deus en he liorzh e Brieg

Da vezañ gwelet ivez war internet
www.tv-breizh.fr

 

 

Lennit Bremañ miz Meurzh!

 

Niverenn Bremañ miz Meurzh 2008 (niv.317) zo deuet er-maez!

Kerzhadeg en India, Stad an traoù e Pakistan, ur gannadez kurd e Breizh, Prosez Kokopelli, 15 vloaz Produet e Breizh, Mikeal Treger hag e levr Espèce d'Homme!, Ken tuch', skipailh rederien war varc'h-houarn Bretagne-Armor Lux... Anv zo eus an holl draoù se ha ltraoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ miz Meurzh 2008.

An teuliad peder fajennad zo gouestlet en niverenn-mañ da oberoù zo eus Kuzul Sevenadurel Breizh a vo e 2008. Boulc'het eo bet gant ar gengevredigezh labour skrivañ un danvez Karta Sevenadurel nevez evit Breizh, an hini gentañ bet sinet e 1977 ha lakaet e pleustr 30 vloaz zo. Etre fin miz Meurzh ha miz Mezheven e vo kinniget Skol-veur ar Yaouankiz gant KSB ivez, hag e miz Gwengolo 2008 e vo roet un emgav d'an holl Vretoned e Naoned, evit festimanif BZH+!

Bep miz e kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe 1980, pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org