|
|
|
|
|
|
|
Lun 10 a viz Meurzh,
niv.182 Pellgargit ar pennadoù e
stumm Word Evit resev kemennadenn
nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Kentañ
tro dilennadegoù kêr 2008 |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Veolia a saveteo ar blanedenn ? |
|
|
M.M. Evit gouzout hiroc'h : |
|
|
|
|
|
|
|
"Taolennoù"
e Ti ar Vro Kemper |
|
|
Hoel Louarn |
|
|
|
|
|
|
|
Rugbi: skipailh Frañs az aio da
Gembre |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
There Will Be Blood |
|
|
Stadoù-Unanet
– 2007 Senario
ha seveniñ : Paul Thomas Anderson Diwar
oberenn Upton Sinclair
Ha pa vefe brav-tre perzh Paul Dano, ar film-mañ zo
douget penn-da-benn gant Daniel Day-Lewis. Evit ma vefe talvoudus an abadenn
e oa ret-groñs kavout un aktor dispar da enkorfañ Plainview ha kavet eo bet e
gwirionez. Ur gwir self-made man eo Plainview, skeudenn an huñvre amerikan.
Ha pa dro sot an den-se mezvet m’eo gant e c’halloud o kreskiñ ez
eus peadra d’en em soñjal un tamm petra emañ an istor tireoul-se o
vouskontañ. Meriadeg Vallerie Kement
ha gouzout muioc’h : www.therewillbeblood.com |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Sascha Funke - Mango
|
|
|
R.M. Embannet gant Bpitch Control / PIAS Muioc’h a ditouroù : |
|
|
|
|
|
|
|
Tiramisu |
|
|
Ouzhpennit
d’ar melen-vi ar sukr hag ar mascarpone, basit mat hag echuit
gant ar banne marsala. Basañ ar gwenn-vi en erc'h. Meskit tamm-ha-tamm
an 2 aozad Soubit an
gwispid e-barzh ar banne kafe. Pouezit mat an aozad-mañ e foñs pep
gwerenn, Lakait a-bep-eil an dienn hag ar gwispid, ha lakait er yenerez 2
eurvezh. A-raok
servij, poultrennit gant ar c’hakao. Mari
Lubrano Brezhoneg en hon sizhuniegoù
Klikit amañ evit sinañ ar galv Mil dremm
war TV Breizh
Sed amañ petra a vo tu da welet e-barzh abadenn disadorn a zeu:
-An drederenn eus an dud war o retred a rank
bevañ gant nebeutoc'h evit ar SMIC, aet eo skipailh Mil Dremm da welet
retredidi eus bro Vigoudenn evit gwelet
penaos e vevont-Degouezhet sivi kentañ ar bloavezh 2008, un tamm tro e ti ur produer eus Plougastell -Emañ nevezamzer o tostaat e Liorzh Botanikel Kombrid, emañ ar brousgwez e bleuñv dija Da vezañ gwelet ivez war internet
www.tv-breizh.fr
Lennit Bremañ miz Meurzh!
Kerzhadeg en India, Stad an traoù
e Pakistan, ur gannadez kurd e Breizh, Prosez Kokopelli, 15 vloaz Produet e
Breizh, Mikeal Treger hag e levr Espèce d'Homme!, Ken tuch', skipailh
rederien war varc'h-houarn Bretagne-Armor Lux... Anv zo eus an holl draoù se
ha ltraoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ miz Meurzh 2008. An teuliad peder fajennad zo
gouestlet en niverenn-mañ da oberoù zo eus Kuzul Sevenadurel Breizh a vo e
2008. Boulc'het eo bet gant ar gengevredigezh labour skrivañ un danvez Karta
Sevenadurel nevez evit Breizh, an hini gentañ bet sinet e 1977 ha lakaet e
pleustr 30 vloaz zo. Etre fin miz Meurzh ha miz Mezheven e vo kinniget Skol-veur
ar Yaouankiz gant KSB ivez, hag e miz Gwengolo 2008 e vo roet un emgav d'an
holl Vretoned e Naoned, evit festimanif BZH+! Bep miz e kinnig ar gelaouenn Bremañ,
abaoe 1980, pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed,
kinniget brav, e doare ur magazin. Embannet gant Skol an Emsav
(4,5 euro an tamm) E gwerzh er stalioù levrioù
a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|