Lun 19 a viz Meurzh, niv.137
Sizhun 12 - 2007

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

sizhun a-raok


 

 

 

 

 

 

 

 

40000 a-enep an EPR e Roazhon,

20000 evit an okitaneg e Beziers!

 

 

Aozet e oa bet disadorn manifestadegoù e Lille, Lyon, Strasbourg, Tolosa ha Roazhon. Galvet e oa bet da zibunañ gant izili ar c'henvodad "Stop EPR" evit goulenn ma vo paouezet gant raktres ar greizenn nukleel EPR, zo da vezañ savet e Flamanville (Normandi). E Breizh eo bet bodet ar muiañ an dud, 10000 eme ar polis, 40000 eme an aozerien, ouzhpenn 30000 e oant moarvat : divent e oa al lostad tud, livioù flamm ganto ouzhpenn (ar melen e oa liv "ofisiel" galv Stop EPR), startijenn gant an dud, deuet eus a bep lec'h e Breizh hag eus an diavaez ha kalz a vrezhonegerien en o zouez. Luganioù brezhonek zo bet tu da glevet koulz ha meur a skritell... Diskouezet o deus Breizhiz, tost 30 vloaz goude darvoudoù Plogoñ e oant troet a-enep raktresoù ar Stad, Areva hag EDF e-keñver nukleel.

 

E Beziers, en Okitania, e oa bet aozet un dibunadeg all. Bet en deus graet kement a verzh: 20000 den a oa bodet evit embann "Anem! Per la lengua occitana, Oc! " (Deomp war-raok! Ya d'an okitaneg!). Un nebeud Bretoned a oa eno o reiñ skoazell d'an Okitaned, ha Katalaned ivez. Tost div wech muioc'h a dud o doa respontet da c'halv ar bodad "Manifestar pe l'occitan" evit e dibunadeg Carcassona daou vloaz zo. Brasañ dibunadeg evit an okitaneg eo hini Beziers, kevatal da daol-kaer Roazhon e miz Meurzh 2003... Gant ma vroudo kement-mañ an danvez-prezidanted da ober un dra bennak da vat evit anavezout en ofisiel hor yezhoù er Stad c'hall.

 

Tu zo da gaout un tañva eus aergelc'h ar manifestadegoù war:

www.kuzul.info

blog.gwagenn.tv

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Ar produioù OGK 1:

kudenn ar brevedoù

 

 

Aon o deus an dud rak ar produioù OGK (O Genoù Kemmet), met alies ne ouzont ket perak. Gwelomp un nebeud abegoù da sevel a-enep ar produioù OGK, hag hiziv, resisoc'h, hini ar brevedoù.
Sañset eo graet ar brevedoù evit asuriñ perc'henti un ijinour war e ijinadenn. Met hiziv e vez aotreet da lakaat ur breved war forzh petra : spesadoù plant desavet abaoe pell, hag ivez war ar re nevez-savet dre gemm o genoù. Perc'henn eo an embregerezhioù bras (evel Monsanto, Novartis...) war ar spesadoù nevez-savet ganto. M'en devez c'hoant ul labourer-douar d'ober gant ar spesad-mañ-spesad e rank paeañ ur skodenn dezho. Met ne c’heller ket mirout ouzh ur blantenn da ledañ he c'hreun. An avel, da skouer, a zegas pollen a-bell, pe lod eus ar greun a gouezh diouzh ar c'hirri-samm pa vezont treuzkaset. Ma tiwan plant diwar ar greun-se e park ul labourer-douar e vo goulennet digantañ paeañ e lod. Prosezoù a zo e Kanada etre labourerien-douar ha Monsanto peogwir ez eus bet plant OGK en o fark. Ar re-se, koulskoude, n'o deus ket dibabet kaout plant OGK en o fark, ha n'hellont ober netra evit mirout na errufent eno.

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

"Nevezamzer ar varzhed" e Brest

 

 

M’ho peus c’hwitet 9vet "Nevezamzer ar varzhed" a oa kinniget e pep lec’h e Breizh hag e Frañs betek an 18 a viz Meurzh ho po adarre ur chañs da gemer perzh en darvoud-mañ m’emaoc’h o chom nepell diouzh Brest e-lec’h ma pado betek ar 7 a viz Ebrel ! Ar gevredigezh An Amzer-Poésies a ginnig ur c’hoari "Barzhonegoù war un tiked bus". "Transportoù amourous" a vo danvez ar genstrivadeg ha Roger Gicquel prezidant ar strollad-barn. Digoust ha digor d’an holl eo. Ret eo skrivañ e varzhoneg war un tu eus un tiked bus, pe war un tamm paper all er memes ment, ha war an tu all e vo merket anv ha chomlec’h ar c’henstriver. A-raok an 31 a viz Meurzh e vo lakaet en unan eus ar boestoù staliet evit se er stalioù Bibus, e levraouegoù Brest-Océane pe kaset dre ar post da An Amzer-Poésies. Teir oberenn a vo diskouezet bras war kostez ar busoù met profoù a vo ivez evit lod eus ar barzhonegoù all. An holl skridoù priziet a vo embannet en ul levrig. A bep seurt darvoudoù all a vo evit tañva, lenn, skrivañ, gwelet ha klevet barzhoniezh : oberennoù skolidi gant ur wezenn barzhonegoù da skouer, stalioù-labour, lennadennoù, emgavioù gant barzhed, abadennoù sonerezh, diskouezadegoù, pe c’hoazh c’hoariva ha sell ar varzhed war kêr Vrest.

Hoel Louarn

 

Evit gouzout hiroc’h : anamzer.free.fr pe mairie-brest.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

PSG chomet bout e Roazhon dec'h

 

 

Spi en doa Paul Le Guen ha c'hoarierien ar PSG tapout un nebeud poentoù dec'h. Ur c'hrogad a bouez e oa neuze evit tud Pariz a glask chom er C'hevre 1, kousto pe gousto. Evit tud Roazhon e oa pouezus ivez diskouez e c'hellent tapout poentoù en-dro evit klask erruout da live skipailhoù ar c'hampionad europat. Un nebeud devezhioù a-raok ar c'hrogad war tachenn Stad Hent an Oriant e Roazhon, e oa bet lod eus c'hoarierien Pariz oc'h anzav e vefe start ar jeu, dre m'eo brudet skipailh ar re Ruz-ha-du evit chom trec'h war o zachenn... Ar pezh a oa c'hoarvezet dec'h. Seblantout a rae paotred Paul Le Guen bezañ nervus ha skuizh. Fazioù zo bet graet ganto, ha profitet o deus ar Vretoned evit klask sevel ur c'hoari tagusoc'h evit boaz. Tremenet eus Utaka da Vriand (skeudenn), n'en deus ket gellet Landreau herzel ar vell, daoust dezhañ bezañ dalc'het penn betek-henn (harzet en doa melloù kaset gant Thomert, Utaka ha Briand a-raok). An 29vet devezhiad, ur wech klozet, e oa ar pevare hini hep poent ebet evit tud PSG. 19vet int, etre Sedan er penn izelañ, ha Naoned.

 

 

 

 

 

 

 

 

The Painted Veil (Le Voile des illusions)

 

 

Sina ha Stadoù-Unanet – 2005

Seveniñ: John Curran

 

E Londrez ar bloavezhioù 20 e krog an istor. Dre ziouer he deus asantet Kitty (Naomi Watts) da c’houlenn dimeziñ Walter (Edward Norton). Ha setu hi o vont da Shanghai war-lerc’h he gwaz, mezeg bakteriologour a vicher. Emzalc’h amparfal Walter a laka Kitty da vont etre divrec’h un den all. Pa verz ar medisin ar pezh a c’hoarvez e tiviz mont gant e wreg d’ur c’horn-bro pell gwastet gant ar c’holera e Sina. Kriz eo ar vuhez du-hont ha krisoc’h c’hoazh an darempredoù e diabarzh ar c’houblad.

 

Arabat eo teurel re a bled ouzh skritell ar film: n’eo ket vil met reiñ a ra da soñjal en un doare istor karantez flour, ar pezh n’eo ket ar film-mañ kement-se. Karantez zo e-kreiz an afer e gwirionez, met kentoc’h eget reiñ ur skeudenn levn huñvreet eus ar garantez e taolenn The Painted Veil poltred gwirheñvel ar garantez ken digompez a-wechoù ma wisk chupenn ar gasoni. Aze emañ nerzh an istor-mañ (ha hini istor orin Somerset Maugham, The Painted Veil/La passe dangereuse, 1925) douget brav gant tudenn difrom ha birvidik Edward Norton.

 

Meriadeg Vallerie

 

Evit gouzout hiroc’h : www.levoiledesillusions-lefilm.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Art Rock 24

25, 26 ha 27 a viz Mae e Sant Brieg

 

 

Evit ar 24vet e vo aozet Art Rock e Sant-Brieg e miz Mae. Brudet eo ar gouel-se evit bezañ un digarez da veskañ arzoù liesseurt hag evit lakaat an dud da zizoleiñ arzourien nevez.

Evel boaz e vo kinniget neuze a bep seurt traoù (sonerezh, c’hoariva, filmoù, arzoù a-vremañ).

Evit a sell ouzh ar sonerezh, menegomp The Fratellis ha Razorlight (indie rock saoz), IAM, The BellRays (punk rock amerikan), CocoRosie (folk amerikan iskis), Olivia Ruiz pe c’hoazh, d’a Sul 27, Patti Smith, unan eus ar sonerien bunk amerikan brudetañ ha pouezusañ.

Evit ar re a blij dezho an traoù siouloc’h e teuio ivez Gotan Project hag AaRON (pop gall kanet e saozneg, levezonet gant Radiohead).

M’oc’h kentoc’h dedennet gant ar c’hoariva a-vremañ ho po tro da zizoleiñ krouidigezh nevez La Fura Dels Baus, anvet Imperium. Dont a ray ivez Royal de Luxe, Yelle ha Freedom For King Kong.

Abadennoù zo a zo digoust, a-hend-all e c’heller kaout ur pass tri devezh evit 65 euro. Un nebeud strolladoù a vank c’hoazh er programm, kit neuze da welout al liammoù kinniget amañ dindan evit gouzout hiroc’h.

R.M.

www.artrock.org

www.myspace.com/festivalartrock

 

 

 

 

 

 

 

 

Rilhetez kig-lapin

 

 

Danvez evit 6 den

1 lapin (1,5 kg) – 300 g kig-sall – 50 g bloneg – 2 benn-ognon – 2 benn-chalotez – 1 torkadig louzoù – 2 skourr ach – pebr hag holen – muskadez ha pevar-zemz – 

2 garotezenn

 

Lakait ar bloneg (20g) da deuziñ en ur pod-houarn. Ouzhpennit ar c’hig-sall troc’het a dammoù, gant ar c’hig-lapin troc’het a dammoù ivez. Lakait da rouzañ gant an 2 benn-ognon, an 2 benn-chalotez, al louzoù, an 2 skourr ach, an 2 garotezenn, ar pebr hag an holen, ar muskadez hag ar pevar-zemz. Leuskit da vitoniñ e-pad 3 eurvezh.

Tennit ar c’hig-lapin ha lamit an eskern. Drailhit ar c’hif, hag adlakait war an tan e-pad 10 mn.

Tañvit ha reizhit ar sasunadur, mar be ezhomm. Diskargit e-barzh ur girin. Choukit mat an aozad e-barzh. Lezit da yenaat hag diskargit ar peurrest eus ar bloneg (30g) teuzet war ar rilhetez. Lakait er yenerez.

Kinnigit gant tammoù bara kras, ruilhennoù vioù ha tomatez.

 

Mari Lubrano