|
|
|
|
|
|
|
Lun 3 a viz Meurzh,
niv.181 Pellgargit ar pennadoù e
stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, kasit ho chomlec'h da: bremaik@free.fr |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Prest evit Skrivadeg 2008? |
|
|
Er Faou
e vo bodet loreidi al lodenn gentañ, evit ar Gourfenn, d'ar Sadorn Brest
(Ti-kêr). Titouroù: Sked, 02 98 80 26 71 pe
sked.breizh@free.fr Kemper
(jiminas Ti ar Vro). Titouroù : Ti ar Vro
Kemper, 02 98 90 70 43 pe tiarvro-kemper@wanadoo.fr. Landivizio. Titouroù:
KLT, 02 98 63 98 79 pe klt@wanadoo.fr Lannarstêr (Sal ar
Gouelioù). Titouroù : Emglev Bro
an Oriant, 02 97 21 37 05, emglev@bzh.net Naoned (sal
Nantes-Erdre). Ur pezh-c'hoari brezhonek a vo kinniget gant ar strollad
Elektrake hag ur sonadeg a vo gant ar c'haner Iwan B! Titouroù :
02 40 20 39 74 pe kann@netcourrier.com An
Ospital-Kamfroud Titouroù:
Park an Arvorig, 02 98 81 90 08 pe
sylvie.vigouroux@pnr-armorique.fr Pempoull (Kreizenn
Dunant) Titouroù:
Kreizenn Sevenadurel Pempoull, 02 96 20 89 28 pe loic.ollivier@wanadoo.fr Roazhon
(Skol-veur Roazhon 2, tachenn La Harpe). Titouroù :
Pol Brezhoneg Skol An Emsav (02 99 38 75 83, sae.bzh@wanadoo.fr)
pe Skeudenn Bro Roazhon (02 99 30 06 87) Evit
gouzout hiroc'h: Park an Arvorig, 02 98 81 90 08 pe
sylvie.vigouroux@pnr-armorique.fr |
|
|
|
|
|
|
|
Piv eo Monsanto ? Lodenn 2 |
|
|
M.M. Ul levr a vo embannet (d'ar 6 a viz Meurzh)
diwar-benn Monsanto: Marie-Monique Robin, Le
monde selon Monsanto - De la dioxine aux OGM, une multinationale qui vous
veut du bien, emb. La Découverte, 370 pajenn. Ma n'ho peus ket lennet al
lodenn gentañ er sizhun tremenet, klikit amañ
evit lenn anezhi pe war Bremaik ar sizhun dremenet. |
|
|
|
|
|
|
|
Engravadurioù Pierre Colin e Gwened |
|
|
Abaoe ar bloavezhioù 80, pa oa echu gantañ gant Skol an Arzoù-kaer e
Pariz, e krou Pierre Colin dre rummadoù: an doare nemetañ evitañ da vont betek penn un danvez.
Frouezhus-tre eo bet e labour, gant a bep seurt teknikoù ha danvezioù, evel
pezhioù kouevr bras. Broustañ a ra ar plakennoù kouevr gant jestr al livour
ha labourat a ra anezho goude-se gant ur boentenn. Da skouer ar blakenn
anvet "L’Atelier
Lacourière-Frélaut" zo savet e teir lodenn a ginnig un engravadur 100x400
metrad! E oberennoù graverezh ne gontont netra met kerkent e soñjer er romantoù bras pe er filmoù
a blij d'an arzour, evel hini Fritz Lang M le maudit a lak an aon da
sevel gant ar skeudoù. Al liesdoareoù da c'hoari gant an adskedoù a ziskouez
e garantez evit al livadurioù klasel. Met implij a ra ivez prantadoù buhez
evit sevel oberennoù anezho: plijet eo gant "an tresadennoù a gont ar
bed" evel ma ra an dresourien-kazetennoù. Al labour nevez en deus
graet gant an heuliad "Sol-y-sombra" zo un dave d'ar
bannoù-treset a zedenn anezhañ evit "perzhioù-mat an
tresadennoù hag ar c'hoari gant ar sekañsoù."
Hoel Louarn Digor bemdez etre 1e30 ha 6e Ar Starak e Brec'h: leurenn digor !
Evit lakaat e anv (n'eo ket ret, met aesoc'h evit
an dud a gempenn an abadenn): STENKIDNA2@wanadoo.fr.
Pellgomz: 02 97 29 16 58. |
|
|
|
|
|
|
|
Marc'h-houarn: ar re a-vicher lakaet
diaes gant an amatourien |
|
|
1.D.Le Lay
(Bretagne-Armor Lux), 150,6 km e 3e41 2.G.Le Floch (Bretagne-Armor
Lux) 10" goude 3.G.Rocher (VC
pays de Lorient) 10" goude ivez |
|
|
|
|
|
|
|
|
El Orfanato (L’Orphelinat) |
|
|
Seveniñ
: Juan Antonio Bayona Difennet
d’ar re dindan 12 vloaz 37 vloaz eo Laura
(Belen Rueda) pa zistro d’an ti-emzivaded m’he doa tremenet he
bugaleaj. E soñj emañ da adkempenn an ti bras-se gant he gwaz (Fernando
Cayo) evit degemer ennañ bugale nammet. Mall zo warno e vefe yaouankiz all
en ti da abuziñ amzer Simón (Roger Príncep) ar paotrig klañv gant ar
SIDA o deus advabet. Techet eo Simón da ijinañ mignoned faltaziek ha re nevez
en deus kavet en ti-emzivaded, dres... Prizioù e-leizh en deus dastumet El Orfanato
ha deuet eo da vezañ ar film spagnol dezhañ brasañ berzh biskoazh. Kement-se
zo embannet fraezh war ar skritell asambles gant ar fed eo produet gant
Guillermo Del Toro (El Laberinto del Fauno / Le Labyrinthe de Pan,
2006) hag ar gemennadenn “Arabat kontañ dibenn an istor”.
Kement-se zo elfennoù a ro c’hoant mont da welet petra a dalvez an
oberenn e gwirionez. N’eo ket souezh en dije sachet ar senario evezh
Del Toro, tennañ a ra kalz e steuñvenn da hini El Laberinto del Fauno.
Diaes eo chom hep ober ar geñveriadenn neuze: n’eo ket ken brav ha
fromus film Bayona met efedus-tre eo atav. Da vezañ gwelet. Meriadeg Vallerie |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Sonerezh shoegaze/newgaze
|
|
|
Perak kaozeal eus-se 15
vloaz goude, a c’houlenn ar re yaouank ? Peogwir eo chomet bev ar
shoegaze, pe kentoc’h eo bet dizoloet en-dro un nebeud
bloavezhioù’ zo, hag e kaver hiziv an deiz strolladoù shoegaze (pe
newgaze, rak nevez int) e-leizh er Rouantelezh-Unanet, er Stadoù-Unanet met
ivez e reter Europa. E-touez ar re zedennusañ menegomp Air Formation,
Malory, Asobi Seksu (skeudenn), Autolux,
Astrobrite pe c’hoazh Serena-Maneesh. R.M. Muioc’h a ditouroù
war www.allmusic.com Titouroù c ‘hoazh ha
tonioù da selaou : http://www.lastfm.fr/tag/shoegaze "Bec'h d'ar son" e Karaez
Teir
nozvezh Hip-Hop, kan ha rock nerzhus a vo kinniget e sal Glenmor: d'ar Sadorn
1añ a viz Meurzh e vo ur sonadeg gant La Rumeur bet o kantren war al
leurennoù e-pad 10 vloaz gant e rap stourmer hag ar strollad eus ar vro
Epopée. D'ar Gwener 7 e vo un nozvezh merc'hed liesdoare:
La grande Sophie, gant he abadenn "toute seule comme
une grande", a ginnigo tonioù he fladenn da zont, ar c'houblad leun a
startijenn, a fent ha dirollet penn-da-benn Maïon ha Wenn, ha
Wine, sonerezh pop-folk doare Mark Lanegan pe PJ Harvey. Ha d'ar Sadorn 8
e vo "Bec'h d'ar son" da vat gant strolladoù a ra un ehan e
Karaez e-kreiz o zroiadoù: Deportivo a c'hoario tonioù e eil pladenn,
Hifiklub, un trio eus Toulon, ha Sna-Fu, doare strolladoù Sveden a
zlefe bezañ ken nerzhus all! H.L. Nozvezh
el Leurenn Glenmor: etre 10 ha 12 euro |
|
|
|
|
|
|
|
Gwerennad soubenn laezh Koko |
|
|
Danvez evit 6 den :
Displuskit ha skejennit ar
pimant. Dibluskit ha drailhit ar c’hignen. Diglorit ar c’hevr
(lezit hepken kroc’hen lost pep chevr). Tommit an eoul e-barzh ur
gastolodenn. Rouzit ar c’hignen hag ar pimant 1 mn. Poultrennit gant
paprika. Diskargit ar bouilhoñs kig-yer hag ar banne laezh koko e-barzh ur
gastolodenn. Lakait da dommañ 15 mn (arabat lezel da virviñ). 5 mn a-raok ar
fin, ouzhpennit ar chevr hag ar piz-bihan, pebrit ha holennit. Tennit diwar
dan hag ouzhpennit chug ar suraval. Servijit diouzhtu. Mari Lubrano Deomp d'ar
playa ! Vamos d'an
draezhenn, o ho ho!!!
Titouroù hag enskrivadurioù : kann@netcourrier.com
pe 02 40 20 39 74.
Niverenn Bremañ miz Meurzh
2008 (niv.317) zo deuet er-maez! Kerzhadeg en India, Stad an
traoù e Pakistan, ur gannadez kurd e Breizh, Prosez Kokopelli, 15 vloaz
Produet e Breizh, Mikeal Treger hag e levr Espèce d'Homme!,
Ken tuch', skipailh rederien war varc'h-houarn Bretagne-Armor Lux... Anv zo eus
an holl draoù se ha ltraoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ miz Meurzh
2008. An teuliad peder fajennad
zo gouestlet en niverenn-mañ da oberoù zo eus Kuzul Sevenadurel Breizh a vo e
2008. Boulc'het eo bet gant ar gengevredigezh labour skrivañ un danvez Karta
Sevenadurel nevez evit Breizh, an hini gentañ bet sinet e 1977 ha lakaet e
pleustr 30 vloaz zo. Etre fin miz Meurzh ha miz Mezheven e vo kinniget
Skol-veur ar Yaouankiz gant KSB ivez, hag e miz Gwengolo 2008 e vo roet un
emgav d'an holl Vretoned e Naoned, evit festimanif BZH+! Bep miz e kinnig ar
gelaouenn Bremañ, abaoe 1980, pennadoù brezhonek a bep seurt,
diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin. Embannet gant Skol an Emsav
(4,5 euro an tamm) E gwerzh er stalioù levrioù
a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|