|
|
|
|
|
|
|
Lun 12 a viz Meurzh, niv.136 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Divskouarn o sevel un enklask |
|
|
Gellout a reer ivez, dre ar
c’houlennaoueg-se emezelañ da Zivskouarn evit
skoazellañ oberoù ar gevredigezh ha kemer perzh
en he diorroadur. Tu zo deoc'h pellgargañ ar
c’houlennaoueg dre al liamm amañ dindan. |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Ar
paper hag ar c'hoadoù |
|
|
M.M. Ur pennad war Univers-Nature
:
|
|
|
|
|
|
|
|
Nevez-amzer
sevenadur Breizh e bro Brest |
|
|
Pinvidik e vo an
abadennoù sonerezh da skouer: festoù-noz gant
Sonerien Du (skeudenn) er Releg-Kerhuon, Deus ’Ta e Landerne,
ha Breizh Brothers e Gwipavaz, festoù-deiz en Tara Inn
d’ar sul, ur staj kan ha dañs pagan e Gwiseni hag
unan akordeoñs tonioù plinn e Brest. Hag evit
gouel Sant Padrig e vo aozet ur C’h-Ceili e Plouzane, ha
"sessionoù" en davarn Tir Na Nog. Hoel Louarn Evit gouzout hiroc’h: www.sked.infini.fr |
|
|
|
|
|
|
|
Miltirioù
diwezhañ treizh Maud Fontenoy |
|
|
Avelioù korc'hwezh (cyclone),
anvet Indlada, zo raktreset e hanternoz he hent. Avelioù 30
skoulm (tro 60km/e) a c'hwezhe dec'h hag evit Maud Fontenoy ez aio an
avelioù war greñvaat. Bresk eo he bag ha spi he
deus e talc'ho mat daoust d'an avel c'hwezhañ
kreñvoc'h-kreñvañ. Hervez kont e tlefe ar vartolodez
c'hall erruout e porzh |
|
|
|
|
|
|
|
The
Good German |
|
|
Seveniñ : Steven
Soderbergh E 1945, e-kreiz
dismantroù Alamagn trec’het, emañ ar
Gevredidi war-nes aozañ dazont Europa hag ar Bed
da-geñver Kuzuliadeg Potsdam. Distreiñ a ra Jake
Geismer (George Clooney), doaretaer
brezel a vicher, da Verlin d’ober war-dro an degouezh-se.
Itrikañ a ra ar bleiner bet roet da c’h-Geismer,
ar c’horporal Tully (Tobey Maguire), evit
kas e vestrez e-maez Berlin. Ar pep souzhusañ eo e anavez
Geismer ar vaouez-se, Lena e anv (Cate Blanchett). Traezennoù sinema a glask
ober Soderbergh gwech an amzer, da lavaret eo e plij dezhañ
ober taolioù-esae gant doareoù nevez, divoutin un
tamm. Er mod-se eo deuet e vrud dezhañ gant Sex,
Lies and Videotape (Sexe, mensonges et
vidéo, palmezenn aour e Festival Cannes 1989) hag
er mod-se en deus savet e filmoù talvoudusañ
(evel Bubble, 2006; Solaris,
2003; Traffic, 2001; Out of Sight/Hors
d’atteinte, 1998, h.a.). C’hoant en deus
bet sevel ur film gant doareoù sinema ar
bloavezhioù 50 aze. Siwazh, daoust da steuñvenn
an istor bezañ danvez enni, ne vezer ket dalc’het
kalz gant emouestl The Good German. Kement ha
gwelet un abadenn eus ar re wellañ savet gant seurt
pennaennoù, sellit en-dro ouzh Far from Heaven
(Loin du paradis, Todd Haynes, 2002), ur film kenbroduet gant...
Soderbergh ha Clooney. Ar Gevredidi : Les
Alliés Doaretaer brezel : Correspondant
de guerre Meriadeg Vallerie Evit gouzout hiroc’h: wwws.warnerbros.fr/thegoodgerman/ |
|
|
|
|
|
|
|
Klaxons
– Myths of the Near Future |
|
|
Hag amañ,
menegiñ an Transmusicales ur wech ouzhpenn: ar re a zo bet e
Roazhon e penn-kentañ miz Kerzu o deus bet tro da
dañva, en a-raok, an tonioù a gaver war bladenn
gentañ Klaxons. Goude o daou single kentañ e oa
an holl o c’hortoz gwelout penaos en Ma! Deuet eo brav ganto, koulz
lavarout. An tonioù anavezet (Magick,
From Atlantis To Interzone) a zo bepred ken plijus da selaou,
ar re all a zo ken mat all (Two Receivers, Isle
Of Her pe c’hoazh Golden Skans).
Levezon, neuze? Levezon e-leizh, katalog an 20 vloaz tremenet er
Rouantelezh-Unanet: gitar boud doare Joy Division, tonioù
pop o defe gellet bezañ bet savet gant Blur, tekno doare
Prodigy, hag ur bern traoù all. Met fin eo Klaxons, ken fin
ken e teuont a-benn da veskañ an holl draoù-se en
un doare personel-tre, hag o sonerezh a zo evel un tsunami, dibosupl da
herzel. Menegomp ivez fin ar bladenn, evel ur c’hren-douar,
un darzhadenn en ur greizenn nukleel, un dra bennak evel-se: Four
Horsemen of 2012. R.M. http://www.myspace.com/klaxons
e
Devezh ar Brezhoneg Aozerien Devezh ar Brezhoneg, gant
ar gevredigezh Diwanet, o deus lakaet war-sav er bloaz-mañ
un "Taol-Lañs" d’ar Sadorn Pal kentañ an
taol-lañs-mañ a zo brudañ
skridoù e brezhoneg dre ar c’han hag ar sonerezh.
An hini a vo aet ar maout gantañ a vo pedet da
c’hoari er sonadeg aozet evit Devezh ar brezhoneg. Raktreset eo ivez gant izili ar
gevredigezh Dazont ar Yezh, lakaat al loread da gemer perzh e "Gouel ar
rouedoù glas" e Konk-Kerne en
hañv-mañ, er "Pan Celtic Festival" en Iwerzhon e
miz Ebrel Ret e vo kinnig 2 ganaouenn da
nebeutañ hag an hollad ne ranko ket padout ouzhpenn 20
munutenn. Priziet e vo an testennoù diembann ha barnet e vo
al live yezh (perzhioù dibar an destenn, distagadur,
pouez-mouezh, pinvidigezh ar c’heriaoueg) hag ar varregezh da
zesachañ kizidigezh hag evezh an dud. Evit ar sonerezh e vo
taolet kont eus an hesonded, ar stil, an doare hag an teknik. Ret eo lakaat e anv a-raok ar
1añ a viz Ebrel. H.L. Evit gouzout hiroc’h
(enskrivadur ha reolennoù): www.devezh.com |
|
|
|
|
|
|
|
Kig-yar
gant kraoñ–kokoz hag avaloù |
|
|
Dibluskit an avaloù,
troc’hit anezho a dammoù, tennit ar galonenn.
Pebrit hag holenit ar c’hig-yar. Kempennit ar
pennoù-ognon e-barzh ur plad da rostañ.
Ouzhpennit ar c’hig-yar hag an avaloù war
c’horre. Dourit gant ar chug sitroñs. Strewit gant
begadoù amann. Lakit er forn th 6 e-pad 45 mn, troit ar
c’hig 2 wech. Tennit diouzh ar forn. Poultrennit gant ar c’hraoñ-kokoz. Lakit er forn en-dro e-pad 10 mn. Mari Lubrano |
|
|
|