|
|
|
|
|
|
|
Lun 28 a viz Genver,
niv.176 Pellgargit ar pennadoù e
stumm Word Evit resev ur gemennadenn bep Lun evit ar Bremaik nevez, kasit ho chomlec'h da: bremaik@free.fr |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Marv eo an diktatour Suharto |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Dizemglev e Kengor Europa war an
treloskoù diwar blant |
|
|
M.M. Gwelet ivez war
Univers-Nature : http://www.univers-nature.com/inf/inf_actualite1.cgi?id=2872 http://www.univers-nature.com/inf/inf_actualite1.cgi?id=2908 |
|
|
|
|
|
|
|
Sevenadur ar vro : emgavioù e Roazhon |
|
|
![]() Un endervezh a-bezh a vo aozet evit ar vugale hag evit
ar wech kentañ, un abadenn breizhat ha gwadloupean a vo krouet gant bugale ar
c'helc'h keltiek diwar un danvez hengounel boutin: ar c’hannerezed. Met adkavet e vo ivez diskouezadegoù ("Dañs ha
sonerezh e Bro-Wened" ha "c'hoarioù hengounel Breizh") ha
boued evit ar preder: en ur gejañ asambles tro-dro d’ul levr
"taol-kalon" e brezhoneg, kemer perzh en ur veilhadeg gant Dastum
diwar-benn danvez bet dastumet gant sonerien er bloavezhioù 70 hag istor ar
seniñ violoñs e Breizh-Uhel (kinniget gant ar soner ha etnomuzikour Yves Defrance),
en ur vont da selaou ar brezegenn "Endro ha yezh rannvro", d'en
soñjal war ar sevenadur galloù e kêr pe en abadenn "tavarn ar bobl"
diwar-benn "bezañ un oadour yaouank er gevredigezh a-vremañ." Ar blijadur hag an dudi ne vint ket disoñjet gant
sonadegoù: ar strollad Fiskal Bazar (doare Jamaïkan, Ska ha Rock gant komzoù
e brezhoneg) ha Kate Me. Mod all e vo kinniget ur veilhadeg kontadennoù e
gallaoueg, un abadenn sonerezh ha kontadennoù hengounel Breizh-Izel krouet
gant Roland Becker « Istorioù bihan sonerien vras", ur genstrivadeg
paledoù hag ar film "BZH, des Bretons, des Bretagnes". Peadra a vo da bleustriñ ivez gant
stalioù-labour liesdanvez: broderezh evit ar vugale, un tañva eus ar
brezhoneg pe ar gallaoueg, sonerezh, dañs ha kanaouennoù Breizh. Hoel Louarn Evit kaout ar roll klok: www.sevenadurarvro.org
Abaoe ar bloavezh 2000 e
vez aozet gant ar Gevredigezh Vrezhon e Redon ur genstrivadeg danevelloù
brezhonek. Graet e vo er bloaz-mañ adarre. Ret eo kas ur bajennad skrid war
an tem-mañ: "ar beajoù, ur veaj". Pemp live a vo: skolioù kentañ,
skolajoù, liseoù, oadourien o teskiñ ar yezh, brezhonegerien ampart. Ur
bodad-barn a vo savet, ennañ brezhonegerien eus Naoned, Sant-Brieg, Alaer.
Ret eo kas ar skridoù a-benn ar Sadorn Bernard Bonraisin, délégué
de l'Association Bretonne pour le Pays de Redon, Bahurel, BP 30239, 35602
Redon Cedex. Evit gouzout hiroc'h: http://association.bretonne.free.fr |
|
|
|
|
|
|
|
Trec'het Jo-Wilfried Tsonga gant
Novak Djokovic |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Se jie (Lust, Caution) |
|
|
Sina,
Stadoù-Unanet, Taiwan – 2007 Senario
ha seveniñ : Ang Lee Difennet
d’ar re yaouank dindan 12 vloaz Leon
aour e Mostra Venezia
Goude berzh ur film evel Brokeback Mountain (2004) e c’hortozer gant mall oberenn nevez e sevener. N’eo ket sur e vo kement a drouz tro-dro da Lust, Caution pa n’eo ket ken divoutin e zanvez. Gant ur steuñvenn a denn da hini Black Book (Paul Verhoeven, 2006) e teu a-benn Ang Lee da seveniñ ur gwir oberenn koulskoude. Dalc’het e vezer da vat gant hentad Wang Jiazhi hag, a-drugarez da gur c’hoari an daou aktor pennañ, ez a ar film dreist d’an darvoudoù istorel hep treiñ d’un abadenn gwelata. Diwar un danevell skrivet gant ur vaouez (Eileen Chang) eo savet Lust, Caution hag e c’heller en em c’houlenn ma n’emañ ket c’hoant revel ar merc’hed e kalonenn an istor. Meriadeg Vallerie Kement ha gouzout muioc’h: http://www.lustcaution-lefilm.com/ |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Un Devezh foll evit Shubert e Naoned |
|
|
Evit ar wech kentañ en istor ar gouel e vo pedet 3
sonaozour, an daou Japanad Dai Fujikura ha Toshio Hosokawa, hag ar Gall Bruno Mantovani, da skrivañ un oberenn diwar
ur pezh resis gant Schubert pe gant spered ar muzisian. Peadra a vo ivez d'ober
anaoudegezh gantañ a-drugarez da filmoù ha prezegennoù diwar-benn e vuhez hag
e oberenn. Sed amañ un tañva: En 18vet kantved eo Vienna kêr-benn ar sonerezh hag
eno ez eus deuet war wel sonaozourien meur:
Haydn, Mozart, Beethoven, Schubert... Kalz anezho o deus tremenet ur
prantad mat eus o buhez du-se met n'eus nemet Franz Shubert zo ganet hag aet
da anaon er gêr-mañ hag an hini diwezhañ e oa oc'h ober gant an doare
sonerezh klasel mod Vienna. Daoust m’eo bet da heul Haydn ha Mozart,
hag e oa Beethoven ur skouer evitañ, e
oa arzour an nevezenti: skrivet en devoe dija 13 ton pevarbenveg hag 8
kensonadeg a-raok na vefe krouet 9vet kensonadeg Beethoven, e 1824. Oc'h ober
fae ouzh ar redioù en doa graet gant doareoù disheñvel eus ar re all hag e oa
deuet da vezañ ken barrek hag ar re a oa mistri evitañ (Goethe, Schiller,
Heine) betek kaout ur strollad tud sonerezhkarourien o devoa roet an anv
"Schubertadennoù" d'o emvodoù. Marvet e oa e 1828 d'an oad a 31
bloaz, ur bloavezh goude Beethoven, o leuskel war e lerc'h ur mil oberenn
bennak. Moarvat eo unan eus ar sonaozourien en deus bet ar
muiañ a levezon: kenderc'hel a ra e oberennoù da awenañ an sonaozourien hiziv
an deiz. H.L. Evit gouzout hiroc'h: www.follejournee.fr
|
|
|
|
|
|
|
|
Steredouriezh |
|
|
Labour: Gouzout
a rit selaou ho spered hag ho spered a soñj dezhañ bezañ dibar. Karantez: Ezhomm
ho peus da selaou ha da ziskouez ho santimantoù. Yec'hed: Nerzh a
vo ganeoc'h ma kouskit 10 eurvezh bemdez. Al Leon - etre an 23 a viz
Gouere hag an 23 a viz Eost Labour: Ezhomm
ho peus da gaout ul labour hag a roio ur ster d'ho puhez. Karantez: C'hoant
ho peus da gavout broioù nevez e-barzh ennoc'h. Klask a rit ar frankiz. Yec'hed: Ret eo
debriñ 5 seurt frouezh ha legumaj bemdez evit digresk ar c'holesterol e
Breizh Ar Werc'hez - etre ar 24 a
viz Eost hag an 23 a viz Gwengolo Labour: Imoret
mat e vefet. Kalz startijenn a vo ganeoc'h. Pep tra a vo brav deoc'h. Chañs
ho po evit al loto. Karantez: Ret eo lâret
ar wirionez d'ho mignoned. Lakait gouloù e kornioù du ho puhez hag ar bed a
vo disammet. Yec'hed: Ret eo
deoc'h beajiñ evit ho spered. F.C. ha A.S.
Deuet eo
er-maez deiziataer
sae.bzh@wanadoo.fr |
|
|
|