|
|
|
|
|
|
|
Lun 29 a viz Genver, niv.130 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ! Evit distreiñ d'ar bajenn degemer |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Mastaret aodoù Treger |
|
|
Tud a-youl vat zo erruet buan-tre
war al lec'h, e Brignogan, Plouganoù, Sant-Yann-ar-Biz,
Lokireg, an Trevoù, Porzh-Gwenn, Pleuvihan, a oa bet tizhet
ar muiañ. Kavet zo bet meur a evn marvet mastaret gant an
eoul-maen, lod all bev c'hoazh zo bet kaset da greizenn LPO an
Enez-Veur. Evit poent n'eo ket bet bet lâret sklaer daoust
hag-eñ e teue ar saotradur-se gant MSC Napoli, bet kaset
d'ar strad a-ratozh da vat e Su Bro-Saoz. Dielfennet e vo an danvez
mazout evit gwelet hag-eñ e klot gant hini ar vag kenwerzh.
Soñjal a ra da vaered zo eus ar vro e c'hellfe
bezañ bigi all hag o defe profitet eus afer an MSC Napoli
evit lezel traoù lous da vont er mor. |
|
|
|
|
|
|
|
Monsanto
kondaonet evit bezañ bet graet "bruderezh gaou" |
|
|
M.M. Evit gouzout hiroc'h : |
|
|
|
|
|
|
|
Gravourien
eus ar bed a-bezh o kinnig o oberennoù en Oriant |
|
|
Nevezenti a vo en diskouezadeg-veur
a zesach etre Gant e oberennoù war
koad ha
lino, Yves Doaré, ur gravour eus Kemper en deus choazet Tro
a vo ivez da welet un oberenn rouez gant Niki de Saint-Phalle ha
degemeret e vo arzourien veur all evel Louis-René Berge a zo
o paouez bezañ anvet ezel eus Akademiezh an
Arzoù-Kaer pe Mario Avati a ra gant "an doare du." Hoel Louarn Chin : grotesque Betek ar Etre ar Merc’her hag ar
Sul, etre 2e ha 6e. Mont-tre digoust. Evit gouzout
hiroc’h :
02 97 02 22 57. |
|
|
|
|
|
|
|
Kevre
1 mell-droad : Roazhon
hag an Oriant war-grec'h, Naoned war-draoñ |
|
|
Diouzh tu Roazhon eo tremenet mat ar
sizhun: div wech eo aet ar maout gant paotred Pierre
Dréossi, a-enep Monaco dimerc'her (0-2) ha Valenciennes
disadorn (1-0). Un afer vat evit Romain Danzé, paotr
Douarnenez, en deus lakaet aze e bal kentañ er C'hevre 1,
d'ar 6vet munutenn. Chom a ra fur ar re "ruz-ha-du" koulskoude, rak e
kreiz ar renkadur e chomont evit ar poent (10vet). Evit ar mare e
soñjont gwellaat hag ingalaat o c'hoari, met splann eo
emaint e soñj klask pignat ar muiañ (hag ar
surañ) ar gwellañ. |
|
|
|
|
|
|
|
Cashback |
|
|
Rouantelezh-Unanet - 2006
O
paouez echuiñ emañ istor karantez Ben ha Suzy.
Sorc’hennet gant se, ar paotr yaouank n’hall ket
kousket ken. Mont ra da labourat en ur stal vras e-pad an noz. Du-hont
en deus pep hini e zoare da lakaat an amzer da dremen. Ben, hag a zo
studier en arzoù-kaer e-pad an deiz, a ijin e chom red an
amzer a-sav... Brudet e oa bet film berr Cashback (2004). Ar
memes skipailh a zo amañ er film, met hiraet eo bet an
istor. Pa ne oa ar film berr nemet diwar-benn penaos tremen an amzer er
stal, ez eo an hini hir leun a fent (a wechoù droch-pod!), a
c’hoap ivez, met barzhoniel eo hag ur gwir preder a vez kavet
ennañ diwar benn ar garantez, an darempredoù en
amzer, ar gened. N’eo ket bepred mestroniet mat-tre al lusk
gant ar sevener, hirik tammoù zo, met n’eo ket
dipitus an ouzhpennadennoù a zo bet savet. Plijus da vat! G.L. Evit gouzout hiroc’h: http://www.cashback-lefilm.com/ |
|
|
|
|
|
|
|
The
Good, The Bad and The Queen - |
|
|
Fentus eo, pa soñjer: ne
oamp ket gwall niverus, un nebeud bloavezhioù zo, o tifenn
ar strollad Blur hag e ganer / sonaozour / soner anvet Damon Albarn.
Abaoe en deus krouet Gorillaz, bet eo oc’h
enrollañ en Afrika (Mali Music) hag
embannet en deus ivez ur bladenn lo-fi (DemoCrazy).
P’en deus amzer e kendalc’h d’ober
war-dro Blur. Hiziv an deiz e tistro gant ar pezh
a vez anvet ur superstrollad. Soñjit’ ta: Albarn
asambles gant Simon Tong (bet gitarour The Verve), an tabouliner Tony
Allen (unan eus krouerien an Afrobeat) ha Paul Simonon, bet o
seniñ gitar boud gant The Clash. Evit a sell ouzh ar sonerezh ez eo
gouestlet ar bladenn a-bezh da Londrez, hag ez eo kentoc’h
teñval an aergelc’h, sioul ar sonerezh dre vras,
tonioù zo a c’hall lakaat Yann selaouer da
soñjal er Beatles pe er Specials da skouer... E-touez
kanaouennoù plijusañ an albom, menegomp: Kingdom
of Doom, Herculean pe c’hoazh The
Bunting Song. Da c’hortoz raktres nevez Albarn,
evel-just. R.M. http://www.thegoodthebadandthequeen.com/ Ur video live (Herculean) a
c’haller gwelout war YouTube: http://www.youtube.com/watch?v=jPj6QI9guR4 Devezh
foll Naoned, sonerezh klasel leun ar gêr
N’eus ket par
d’ar gouel bet ijinet e Breizh gant ar pal kinnig un darvoud
sevenadurel en ul lec’h hepken gant ur sell klok war oberenn
ur sonaozour pe ur familh sonaozourien. En holl e vo kinniget 270
abadenn e kêr an Duked. C’hoariet e vez an
oberennoù penn-da-benn ha kinniget prizioù izel
evit ma c’hellfe ar selaouerien liesseurtañ kemer
perzh er gouel krouet gant René Martin e 1995 hag anvet "La
Folle Journée" en enor da Mozart peogwir eo eil titl "Les
Noces de Figaro." Kinniget e vo ivez ar
gouel-mañ en Euskadi (Bilbao, etre an 2 hag ar 4 a viz
Meurzh) hag e Japan (Tokyo etre ar 4 hag ar 6 a viz Mae). H.L. Etre an 31 a viz Genver hag ar 4 a
viz C’hwevrer Evit gouzout hiroc’h ha
prenañ bilhedoù: http://www.follejournee.fr Evit prenañ
bilhedoù dre bellgomz: 08 92 70 52 05 (0,34 euro/mn) "Div
sizhunvezh al levrioù" Penn-ar-Bed
Ur brezegenn hag un diviz gant
Fañch Elegoet e Sibiril, un diskouezadeg war istor ar
vandenn-dreset e Pont-’n-Abad, ul lennadenn gant sonerezh e
Plougastell, sinadurioù hag ur stal-labour tresañ
Manga e Plouenan pe c’hoazh ur stal-labour krouiñ
ur vandennn-dreset e Milizag : ur roll liesseurt e-lec’h ma
kavo pep hini e lod evit deskiñ ha kaout plijadur. H.L. Evit kaout ar roll klok ha gouzout
hiroc’h: http://www.cg29.fr |
|
|
|
|
|
|
|
Tartezenn
Tatin war ar prim |
|
|
Raktommit ar forn (210 / therm 7).
Amannennit ur moull. Dibunit ha lakait an toaz war un tamm paper parch.
Dibluskit ha troc’hit an avaloù a
drañchennoù. Goloit ar moull gant ar banne
karamel, lakait an tammoù avaloù
warnañ. Laoskit plas etre ar frouezh ha ribl ar moull.
Poultrennit gant ar sukr vanilhet. Ledit an toaz war an
avaloù ha pladit mat. Lakait er forn war-dro 25 mn. Da
zebriñ klouar gant un tamm dienn fresk. Mari Lubrano Kavet e vo er stalioù levrioù breizhek hag e Skol an Emsav, e Roazhon, evel-just. Un doare nevez zo gant deiziataer 2007. Bihanoc'h eo evit mont gwelloc'h er chakodoù hag er seier-dorn. An Deiziataer hollvrezhonek zo ur benveg bepred talvoudus : leun a chomlec'hioù (ouzhpenn 200) hag a ditouroù vo kavet diwar-benn Breizh hag ar brezhoneg, un daolenn kemmadurioù, kodoù-post kumunioù Breizh... 13 euro an tamm (gant ar mizoù kas). Skol an Emsav, 25 straed Pierre
Martin, 35000 Roazhon. Pgz: 02 99 38 75 83. sae.bzh@wanadoo.fr.
http://perso.wanadoo.fr/skol.an.emsav |
|
|
|