|
|
|
|
|
|
|
Lun 4 a viz C'hwevrer,
niv.177 Pellgargit ar pennadoù e
stumm Word Evit resev ur gemennadenn bep Lun evit ar Bremaik nevez, kasit ho chomlec'h da: bremaik@free.fr |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Serbia: Boris Tadic e penn ar vro en-dro |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Keleier diouzh prosez Kokopelli |
|
|
M.M. Ur pennad fromus a zo bet embannet war an danvez,
war lec'hienn Kokopelli: www.kokopelli.asso.fr/proces-kokopelli |
|
|
|
|
|
|
|
Pezhioù-c'hoari nevez gant Ar Vro Bagan |
|
|
E-kichen ar poull, ur pezh-c'hoari farsus mod ar Grennamzer, lakaet e
brezhoneg gant Yann Vari Perrot ha Goulc'han Kervella diwar La farce du
cuvier, a gont istor Jalm, ur paour-kaezh kouer nevez dimezet ha paket
etre e wreg hag e vamm-gaer: dont a raio a-benn da vezañ mestr war an dachenn
met ne vo ket echu an abadenn. An intañvez yaouank diwar L'ours
gant Tchekov zo ur pezh-c'hoari berr: intañvez eo Helena Popova abaoe seizh vloaz
hag e fell dezhi ober kañv betek fin he buhez, pell eus an dud, met bec'h a
vo pa zeuio Grigory Smirnov, un trafiker, da c'houlenn arc'hant diganti. E Pebezh
nozvezh diwar Bed-Time Story gant Sean O'Casey, ur
skrivagner-stourmer eus Dulenn, e vo gwelet John Mulligan, ur paotr yaouank
kozh devot-kenañ, paket gant Anjela, ur plac'h lañsus: poan en devo o klask
kas anezhi kuit eus e gambr diouzh ar mintin. Hoel Louarn Mont-tre etre 5 ha 10 euro. D'an 10 a viz C'hwevrer da
3e e sal Kerlevenez, Irvilhag.
Abaoe ar
bloavezh 2000 e vez aozet gant ar Gevredigezh Vrezhon e Redon ur genstrivadeg
danevelloù brezhonek. Graet e vo er bloaz-mañ adarre. Ret eo kas ur bajennad
skrid war an tem-mañ: "ar beajoù, ur veaj". Pemp live a vo: skolioù
kentañ, skolajoù, liseoù, oadourien o teskiñ ar yezh, brezhonegerien ampart.
Ur bodad-barn a vo savet, ennañ brezhonegerien eus Naoned, Sant-Brieg, Alaer.
Ret eo kas ar skridoù a-benn ar Sadorn Bernard
Bonraisin, délégué de l'Association Bretonne pour le Pays de Redon, Bahurel,
BP 30239, 35602 Redon Cedex. Evit
gouzout hiroc'h: http://association.bretonne.free.fr |
|
|
|
|
|
|
|
Mell-droad: taol-kaer Kerc'hfaou! |
|
|
Jaouen ha Pasquier mistri e
Kerampuilh !
Estreget bezañ anavezet evit ar festival a zo bep
bloaz e dibenn miz Gouere ez eo anavezet tachenn Kerampuilh e Karaez e-giz
unan eus bravañ tachenn kross Breizh ha Frañs memes. Div wech eo bet aozet
kampionad Bro-C’hall ar c’hrosoù gant tud a youl vat an ALCP, e
1996 ha 2000, war an dachenn-se. An div wech-se e oa plac’h ar vro o
souezhañ ar bobl, Sandra Levenez o vezañ beskampionez Bro-C’hall ar
rummad "Cadette" er bloavezh kentañ ha 4 bloaz war-lerc’h o
trec’hiñ e kampionad Bro-C’hall ar rummad spi, war he zachenn.
Dec’h ne oa ket e barr he nerzh ha Karine Pasquier (Kemper Atleterezh)
a drec’he evit ar wech kentañ e kampionad Breizh, teir sizhunvezh
war-lerc’h bezañ trec’het e kampionad Penn-ar-Bed. Lañs he doa
war Béatrice Ceveno, 40 vloaz hag atav d’ul live dispar, ha Sandra
Levenez. E redadeg ar baotred ne voe ket souezhet Fabrice
Jaouen (Haute Bretagne Athletisme) gant redadeg skipailh an AS 22. Memes ma
veze argadet gant Nicolas Piederriere ha gant Mathieu Rocaboy da
c’houde, e oa eñ ar mestr. Un argadenn da hanter ar redadeg a oa
trawalc’h dezhañ evit en em adkavout e unan penn dirak ha mont da
adtapout an titl gounezet e 2002 ha 2007. Gortozet e oa e Kerampuilh,
n’en deus ket dipitet! Da eil e oa unan all eus Roazhon: Vincent Siou
ha just goude Mathieu Rocaboy (AS 22), o n’em silañ etre Siou ha Mikael
Thomas (HBA ivez) kuit dezho da raskañ an tri flas kentañ. Klub Kemper Atleterezh en deus rasket 4 zitl
hiniennel. Ouzhpenn da hini Pasquier ez eus bet hini Manon Delaunay e
"Cadette", hini Dimitri Le Cleac’h e Junior ha hini Nicolas
Boukhelif er rummad spi. Holl int bet trec’h aes ha lakaet war wel
jiletenn o c’hleub! Kenan an Habask |
|
|
|
|
|
|
|
|
Didine |
|
|
Frañs
– 2007 Seveniñ
: Vincent Dietschy
Blaz disterañ filmoù skinwel ar bloavezhioù 80 zo
war ar film-se. Ne c’heller ket lavaret n’eo ket sichant an
tudennoù na koantik ar film met, daoust ma ne c’hoarvez tamm tra
strakus ebet, ne greder ket un eilenn en istor ha ne reer ket van outañ zo
kaeroc’h. Moarvat o deus bet c’hoant Anne Le Ny ha Vincent
Dietschy chom gant santadoù gwirheñvel tost outo p’o deus labouret war
ar senario met an disoc’h n’eo tra met danvez un tamm divlaz. Meriadeg Vallerie
Emañ Daoulagad Breizh o
kregiñ gant ur 5vet troiad filmoù-bevaat. Advouezhiet int bet e brezhoneg
gant ar gevredigezh Dizale, gant skoazell Kuzul-rannvro Breizh, ha kinniget
da vugale ar skolioù divyezhek Dihun, Divyezh ha Diwan.
Evit gouzout hiroc'h: |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Breizh Fever e Naoned |
|
|
War
ar roll e vo DJ Loran, da lavaret eo Fakir eus ar strollad EV, a zo
hanter-hent etre Daft Punk hag Alan Stivell, Massive Attack hag Ar Re Yaouank
pe Transglobal Underground hag ar Breudeur Morvan: ur meskaj elektro ha
keltiek gant ul lodenn vrav a fest-noz sound-system ha dance-floor. D'Halluin
ha Pesovar zo div blac'h yaouank, div vouezh flour o kanañ tonioù hengounel eus
Hungaria a ginnigo ur fest-noz divoutin gant ur Gardon, ur benveg hengounel
hungarat. Popo, daou muzisian eus ar strolladoù Esquisse ha Kelien, o deus
savet ur c'houblad violoñs-akordeoñs gant tredan. Ganto e vo Claude Darmor
hag e "featuring" doare "hardcore" war un nebeud tonioù.
Klevet e vo ivez rock Merzhin, ha Plantec a vo gant M-kanik hag e binviji
elektronek hag ar c'haner Maël Lhopiteau evit ur abadenn fest-noz, rock,
elektro ha kan-ha-diskan mesk-ha-mesk. Groove e vo ivez an nozvezh gant IMG a
sono tonioù hengounel eus Bro-C'halloù gant sonioù
ska, reggae ha rock steady. Hoel Louarn 11 euro en a-raok, 15 euro
war al lec'h. www.myspace.com/naonedbreizhfever Le petit livre rock
gant Hervé Bourhis
Kemend-se, hag ur bern
traoù all, a gaver e-barzh Le petit livre rock, ul levr leun a
dresadennoù gwenn ha du savet gant Hervé Bourhis, ha stumm ur bladenn 45 tro
anezhañ. Marteze ez eo mat displegañ d’hol lennerien yaouankañ e veze
boas o zud da brenañ pladennoù evel-se, marc’hadmat e oant, div
ganaouenn a oa enno. Anat eo: evit ar re, evel
Bourhis pe eveldomp, ez eo an is-sevenadur pop-rock unan eus an traoù
pouezusañ en hor buhez. An dra bouezusañ zoken. Hag amañ emaint bodet holl:
eus 1951 betek 2007 (hag ur sell buan-ha-buan war ar bloavezh 2051) e kont
deomp kement darvoud, kement pladenn, kement kaner(ez) pe strollad a dalvez
ar boan bezañ meneget. Eus ar Beatles, Sex Pistols, Television, betek Beastie
Boys, Manu Chao, Amy Winehouse pe The Libertines. Ha gant pep skeudenn, un
destennig fentus: rak ur rentañ-kont eus istor ar sonerezh amplet eo, ha
n’eus barnadenn ebet, pe dost, ennañ. Er fin ez eus ivez ul lodenn anvet juke-box, peadra
da selaou, dizoloiñ pe dizoloiñ en-dro an arzourien meneget el levr. Ul levr a gavo e blas koulz
en ho levraoueg hag en ho pladennaoueg. R.M. Embannet gant Dargaud
– rakrskrid gant Hugo Cassavetti – 162 bajenn – 18 euro |
|
|
|
|
|
|
|
Krampouezh "suzette" evit
Gouel ar Goulou |
|
|
meskit : 100 g bleud – 15 cl laezh - 3
vi – 1 loaiad vras sukr – 60 g amann – 10 cl sistr Danvez evit ar soubilh : 2 orañjezenn – 1 suraval glas – 40 g
sukr – 2 loaiad vras mel – 50 g amann – 10 cl gwin gwenn
– 1 loaiad vras « Grand Marnier » - 2 loaiad vras likor
flamboez Ha 250 g flamboez (fresk pe gourskornet) evit
klinkañ Fardit ar c’hrampouezh. Lakait a-gostez. Fardit ar soubilh: Tennit tammoù plusk diwar an
orañjez hag ar suraval. Dichugit ar frouezh. Lakait an amann da deuziñ,
diskargit ar mel ha 20 g sukr en ur billig, lezit betek meleniñ. Ouzhpennit
chug ha plusk ar frouezh hag ar banne gwin gwenn. Lezit da vitoniñ 8 mn. Lakait pep krampouezhenn da
adtommañ er soubilh-mañ. Tennit anezho diouzh ar soubilh. Aozit ha plegit
anezho e pevar war un asied. Lakait an 2 likor da dommañ gant peurrest ar
sukr, diskargit war pep krampouezhenn, echuit gant ar flamboez. Steredouriezh
Labour:
Kudennoù gant ho labour, diwallit ouzh ar re zo jentil ganeoc'h. Karantez: Ma'z
oc'h digor e kavoc'h ar pried peurvat. Yec'hed: Ret eo
deoc'h selaou ho korf hag ober sport. Ar Grug - etre ar 24 a viz
Here hag an 22 a viz Du Labour: Arabat
komz eus arc'hant, a-hend all ho po trubuilhoù gant paotr an ti-bank. Karantez: Ma vefe
sonjoù droug ennoc'h pe c'hoant da gas an dorzh d'ar gêr, sioulait ha
prederiit. Yec'hed: Ret eo
deoc'h cheñch lec'h evit diwall ouzh ar c'hontammadurioù. Ar Gwareger - etre an 23 a
viz Du hag an 21 a viz Kerzu Labour: Ul
labour nevez a roio deoc'h lañs ha kreskiñ a raio ho ampartiz. Karantez: ur
gejadenn nevez a c'hello bezañ alc'hwez hoc'h eurusted. Yec'hed: Ur
c'helc'h nevez a grogo e-barzh ho puhez d'an 11. F.C. ha A.S.
A-benn ar Sadorn 5 a viz
Ebrel e vo aozet ur staj brezhoneg gant Mervent e Douarnenez. Brezhoneg ar
mor eo tem ar staj. Er porzh-mirdi e vo. Digor eo d'an holl re o deus c'hoant
deskiñ pe peurlipat o anaoudegezh eus ar yezh, ha dreist-holl eus bed ar mor
e brezhoneg. Staj brezhoneg etre 10 ha 5 eur gk. Etre 28 ha 30 euro. Evit enskrivañ: Mervent, pgz:
02 98 87 72 41. Postel: mervent2@wanadoo.fr Lennit Bremañ
miz C'hwevrer 2008 !
Freuz ha reuz e Pakistan, Navarra hag Iparralde,
gwallzarvoud ar chaluter Montcalm tost dek vloaz zo, prosez peñse an Erika,
kuitaet renerezh abadennoù brezhonek France 3 gant Fañch Broudig... Kaoz zo
diwar-benn se ha leun a draoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ miz
C'hwevrer 2008. Un teuliad peder fajennad zo bet gouestlet en
niverenn-mañ da adframmañ kartenn al lezioù-barn. Pennadoù-kaoz a vo tu da
lenn gant pennbreutaer Lez-engalv Roazhon, ur vreutaerez staliet e
Bro-Dreger, hag ur barner eus Naoned. Soñj ar vreutaerien dre-vras war
kinnigoù Rachida Dati zo bet sammet ivez ha kinniget e berr gomzoù. Bep miz e kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe
1980, pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget
brav, e doare ur magazin. Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm) E gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh,
pe dre goumanant. Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|