Lun 21 a viz Genver, niv.175
Sizhun 4 - 2008

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev ur gemennadenn bep Lun evit ar Bremaik nevez, kasit ho chomlec'h da: bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

C'hoari Skrabell

evit 30 vloaz Diwan

 

 

Evit ar wezh kentañ e Breizh e vo kinniget ur genstrivadeg e brezhoneg gant ar c’hoari brudet-kaer-mañ, ar Scrabble, deuet da vezañ "Skrabell". Gant "Gouel Diwan 30" e vo aozet an degouezh nevez-mañ, adalek an 2 a viz C’hwevrer 2008, e 15 kêr e Breizh. Skoazellañ ar skolioù Diwan a lido o 30vet deiz-ha-bloaz e 2008 eo pal ar genstrivadeg, ouzhpenn tremen ur prantad dudi e brezhoneg! Ur skipailhad tud zo bet o labourat evit kempenn doareoù c'hoari ar Skrabell evit ar brezhoneg (boulc'het mat e oa bet al labour dija gant c'hoarierien ampart).

Digor eo an tournamantoù da zaou rummad: d’an dud deuet, brezhonegerien ampart; d’ar skolajidi, d’al liseidi ha da skolidi ar c’hentelioù noz. An daou zen kentañ aet ar maout ganto e pep live a gemero perzh er gourfenn, a vo aozet d’ar 4 a viz Mae, e Karaez. En deiz-se e vo lidet gouel bras diwezhañ "Diwan 30."

An abadenn Skrabell gentañ a vo e Roazhon d'ar Sadorn 2 a viz C'hwevrer. Goude-se e vo tro Gwengamp, Lannuon, Sant-Brieg, Pempoull, Kemper, Ploneour-Lanwern, Kemperle, Karaez, Naoned, Gwenrann, an Oriant ha Gwened d'an 3 a viz C'hwevrer. D'ar 17 a viz C'hwevrer e vo e Brest ha Lesneven. 4 euro e vo an enskrivadur.

 

Evit gouzout hiroc'h: www.diwanbreizh.org

Evit pellgargañ roll an aozadurioù a aozo pep abadenn: klikit amañ

 

 

 

 

 

 

 

 

Aotreet e vo tud ar Stadoù-Unanet da zebriñ kig loened klonet

 

 

Emañ Melestradurezh ar Boued hag al Louzoù o paouez reiñ he aotre evit ma vefe gwerzhet war ar marc'had kig ha laezh saout, moc'h, givri klonet, ha diskennidi ar re-se. Embann a ra bezañ bet graet bloavezhioù a studioù a-raok gallout bezañ sur n'int ket noazus. N'he deus roet respont ebet c'hoazh evit kig ha laezh an deñved.
Emañ o vont da vodañ an holl embregerezhioù a zo liammet gant an danvez evit aesaat al lakaat war ar marc'had. Diaes eo kement-mañ, dre ma n'emañ ket a-du an Amerikaned da veveziñ seurt produoù dre-vras. Direnkusoc'h c'hoazh eo ar fed ma ne vo meneg ebet eus orin "klonet" pe "boutin" ar produoù-se. Er c'hontrol, ar re o do c'hoant da venegiñ war o froduoù ne zeu ket o boued eus loened klonet a ranko goulenn un aotre ispisial. Unan-hag-unan
e vo dielfennet gant ur bodad ispisial, "evit diwall da livañ gevier war an tikedennoù."
Moarvat e vo dav gortoz 5 bloaz bennak c'hoazh a-raok gwelet kig o tont eus loened klonet o tegouezhout war marc'had ar Stadoù-Unanet, dre ma ne vez ket mestroniet an teknik gant an darn vrasañ eus an embregerezhioù. N'eus nemet 570 loen klonet er Stadoù-Unanet evit poent. Moarvat eo kentoc'h evit ar "gouennerien a galite" e vo implijet ar c'hlonañ.
Dalc'homp soñj eo kalz gwanoc'h al loened klonet, mervel a reont kalz aezetoc'h, ha kalz yaouankoc'h. Met kement-mañ ne seblant ket bezañ direnkus ma'z eo evit bezañ kaset d'al lazhti da 1 vloaz pe 2.

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Echu eo gant La griffe

 

 

N'eo ket bet embannet 200vet niverenn La Griffe er miz-mañ rak aet eo ar gazetenn viziek da get! Ganet e oa e 1995 e stumm ur sizhunieg, ennañ kemennoù, rentaoù-kont ha pennadoù-kaoz war gement danvez sevenadurel a zo e Breizh: sonerezh, dañs, sinema, arzoù neuziañ pe c'hoazh lennegezh. Da 80000 e oa jaojet e niver a lennerien ha tost da 6000 pennad zo bet embannet.

"Produiñ keleier sevenadurel digoust ne vezont ket kavet e lec'h all hag embann 28000 skouerenn  bep miz, se en deus ur c'houst n'hallomp ket  kemer e karg ken evit an abegoù-mañ: muioc'h-mui a gevezerezh zo war marc'had ar bruderezh, un enkadenn zo gant an industriezhioù sevenadurel, embregerezhioù a brene bruderezh zo aet d'an traoñ, nebeutoc'h a implijoù sikouret zo ha kreskoù a bep seurt. Ha setu an disoc'h: 7 implijad dilabour hag ur media zo deuet a-benn d'en em arc'hantaouiñ da 80% e-pad an 12 vloaz tremen" eme izili skipailh La Griffe.

Abaoe pemp bloaz e oa kudennoù arc'hant dija met spi o doa treuzvevañ a-drugarez d'ar bruderezh ha da sikourioù foran. Evito e oa plas evit ur gelaouenn keleier sevenadurel a galite ha digoust, ur perzh servij publik ganti,  en ur rannvro ken lies ha bev he sevenadur. Met  n'int ket deuet a-benn: "Ar budjedoù-mañ a ya war ziskar abalamour da zibaboù politikel ar gouarnamant. Pa vez digresket sikourioù ar sevenadur eo lodenn ar brudañ a vez skarzhet da gentañ" eme ar gazetennerien a-youl vat.

 

Hoel Louarn

Evit skrivañ d'ar skipailh: soutiens@lagriffe.org

pe gouzout hiroc'h ha kemer perzh en ur sinadeg: www.lagriffe.org

 

 

 

 

 

 

 

 

Rekord nevez gant Francis Joyon

 

 

E-troioù div eur beure e oa erruet dec'h e Roskanvel, e Brest. 57 devezh, 13 eurvezh, 34 munutenn ha 6 eilenn. Sed amañ an amzer zo bet lakaet gant ar martolod staliet e Lokmaria-Kaer, Francis Joyon, da gas da benn e dreizh war vor en-dro d'ar Bed. Gwellaet eo bet gantañ rekord ar bed eus 14 devezh 44 munutenn ha 27 eilenn, a oa bet graet e 2005 gant Ellen McArthur. 2000 den a oa disul beure e porzh Brest, Elenn McArthur en o zouez, evit saludiñ anezhañ hag reiñ o gourc'hemennoù dezhañ. Ar merdead 51 bloaz n'eo ket brudet evit bezañ flaper, er c'hontrol zoken. Graet en deus ar striv koulskoude da respont ar gwellañ ma c'helle d'ar mediaoù a oa aze dec'h evit e zegemer. Anzavet en deus en doa touet pevar bloaz zo, goude bezañ graet tro ar bed war vor c'hoazh, ne rafe ket an dra-se... Ha setu graet an taol gantañ adarre! "Evit tizhout ur rekord a vefe start gwellaat gant ar re all, evit ma vefe diaesoc'h an traoù evito!" emezañ da gazetenner Ouest-France. "Gouzout a raen pegen start ha dañjerus e c'hell bezañ seurt treizh. Laouen-bras on neuze o welet ma familh ha ma mignoned en-dro, abretoc'h evit na soñje din". Araokañ e oa bet tizhet rekordoù gant Ellen McArthur (2004 ha 2008): 71 devezh, 14 eurvezh ha 18 munutenn, gant Olivier de Kersauson (etre 1989 ha 2004): 125 devezh, 19 eurvezh ha 32 munutenn, ha gant Philippe Monnet (etre 1988 ha 1989): 129 devezh, 19 eurvezh ha 17 munutenn.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Sweeney Todd – The Demon Barber of Fleet Street

(Sweeney Todd, le diabolique barbier de Fleet Street)

 

 

Stadoù-Unanet Amerika - 2007

Seveniñ: Tim Burton

 

Goude pemzek vloaz er galeoù, e tistro Benjamin Barker da Londrez. Lesanvet bremañ Sweeney Todd, setu eñ en soñj da adkavout e familh ha d’en em zialañ. Ar barner Turpin en devoa kondaonet anezhañ a-benn laerezh e wreg digantañ. Gant sikour an itron Lovett, perc’hennez ur stal kouignoù e stag en-dro gant e vicher a varver hag e sav e raktres...

 

Savet diwar mojennoù saoz ha dreist-holl c’hoarigan Stephen Sondheim e 1979 eo film nevez Tim Burton. Evel e oberennoù diwezhañ ez eo diazezet war kanaouennoù. Ha kalz a zo! Plijus int koulskoude ma vezer kendrec’het gant aergelc’h an istor. Brav eston eo ar c’hasting (Johnny Depp, Helena Bonham Carter, Alan Rickman hag all), bamus an dilhad hag ar c’hinklañ. N’emañ ket e-touez filmoù gwellañ Burton met dedennus eo memes tra. Arabat bezañ levezonet gant an digoradur avat, gant skeudennoù bevaat vil euzhus, n’int ket heverk tamm ebet eus ar pezh eo ar film.

 

G.L.

Kement ha gouzout hiroc’h: wwws.warnerbros.fr/sweeneytodd/

 

 

 

 

 

 

 

 

 

La Route du Rock - 22 ha 23  a viz C’hwevrer e Sant-Maloù

Les Hivernautes - etre ar 17 hag an 23 a viz C’hwevrer e Kemper

 

 

Ehan ebet e Breizh: memes e-kreiz ar goañv e c’haller kavout gouelioù sonerezh aozet er vro.

La Route du Rock neuze. Daou zevezh leun-chouk e Sant-Maloù. War roll an abadennoù: Vic Chesnutt (kaner folk ha lo-fi) asambles gant ar strollad en deus bodet tro-dro dezhañ evit enrollañ e bladenn nevez, hag e-touez ar sonerien emañ Ian MacKaye, kaner Fugazi. Bez' e vo ivez an daouad eus Danmark anvet The Raveonettes (skeudenn) a ginnigo e drede albom anvet "Lust, Lust, Lust". Menegomp ivez Pluramon, ur strollad shoegaze eus Alamagn. Da “guest star” o deus pedet Julie Cruise, brudet evit bezañ kanet evit sonerezh filmoù David Lynch. Da zizoloiñ ivez: Caribou, ur strollad amerikan ne c’haller lakaat tikedenn ebet warnañ (pop iskis, lakaomp) hag Idaho, ur strollad sonerezh sioul-tre eus Los Angeles.

E Kemper, da geñver Les Hivernautes, e vo un nozvezh gouestlet da reter Europa, gant  Nervous Cabaret (folk punk), Shantel (Alamagn) ha DJ Click, daou zen a vesk sonerezh broioù ar Reter gant ar sonerezh elektro. Un nozvezh hip hop a vo ivez, gant Beat Assailant, Foreign Beggars ha DJ Kelda.

A-hed ar sizhun e vo tu da gemer perzh er ZikZakCafé (digoust) e c’hoariva Kerne: abadennoù elektro, rock hag hip hop  a vo kinniget. Bez e vo zoken un abadenn ispisial evit ar re yaouank e Run ar Puñs (Kastellin) gant Carton Park.

R.M.

Muioc’h a ditouroù :

www.laroutedurock.com/

www.hivernautes.com/

 

 

Ul lec'hienn internet gouestlet da sonaozerien glasel Breizh

 

Savet e fin ar bloaz gant Mikael Bodlore-Penlaez, graet gantañ c'hoazh lec'hiennoù evel www.geobreizh.com ha www.eurominority.org, al lec'hienn nevez-flamm www.compositeursbretons zo aze evit kinnig d'an holl oberennoù sonaozerien glasel ar vro. Nebeud anavezet gant ar Vretoned dre vras, ez int brudet alies-mat er broioù all. Piv en deus en e zastumad, ur bladenn warni sonerezh gant Ropartz, Cras, Ladmirault pe Le Penven? Re nebeud a dud a dra sur, dre m'eo ral e vefe klevet kaoz diwar-benn sonaozerien muzik klasel Breizh, en o zouez tud o doa kemeret perzh er "Seiz Breur". Lec'hienn www.compositeursbretons.com zo neuze ur benveg a-feson evit o anavezout gwelloc'h: o buhez, o oberennoù pennañ, ar pezh en deus awenet anezho, al levezonoù o deus bet, un tañva eus o sonerezh, kinnigoù ar pladennoù gant o labour... N'eus abeg ebet ken evit bezañ dizesk a-grenn war sonerezh klasel hor bro! Gallek eo al lec'hienn evit poent, met un doare brezhonek zo war ar stern, hag a vo peurechuet er mizioù da zont.

 

Evit gouzout hiroc'h:

www.compositeursbretons.com

 

 

Maezioù Frank: istorioù e galleg hag e brezhoneg!

 

"N'eo ket bepred ret gouzout komz ur yezh evit bezañ plijet gant he liv, he lusk, he sonerezh. Pedet e vez ar gerioù gant hon divskouarn evit kanañ deomp o istorioù". Sed aze soñj izili ar gevredigezh Hipolenn, krouet e miz Du 2006 gant Laurence Guillo ha Katell Chantreau evit brudañ al lenn e brezhoneg evit ar vugale hag an dud yaouank. Ha gant ur strollad tud a vag karantez evit al levrioù en hon yezh e vo kaset da benn ur raktres treiñ evit pinvidikaat an embann evit ar vugale.

Dimerc'her ho po tro eta da gas ho pugaligoù, adalek 5 bloaz, da selaou Katell, Laurence ha Levenez o kontañ istorioù e galleg hag e brezhoneg. Div yezh ha teir mouezh: un degouezh brav da gaout plijadur gant al lennegezh dre gomz ha da zizoleiñ al levrioù e brezhoneg a zo gant levraoueg ar Maezioù Frank e Roazhon.

Kuit da vont betek eno e c'helloc'h ivez teurel ur sell ouzh an diskouezadeg "Bretagne, paysages", kinniget betek an 29 a viz C'hwevrer, gant luc'hskeudennoù gwenn-ha-du Jean Hervoche ha skridoù Philippe Le Guillou awenet gant  Chateaubriand, Proust, Gracq hag ar mojennoù geltiek.

H.L.

D'an 23 a viz Genver etre 3e30 ha 4e30 er "Mezzanine."

Evit gouzout hiroc'h: www.bibliotheque-rennesmetropole.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

Steredouriezh

 

 

An Tourz - etre an 21 a viz Meurzh hag an 20 a viz Ebrel

Labour: Ne blij ket deoc'h an dislavaroù. Ne blij ket deoc'h an enebiezh. Ret e vo deoc'h bezañ kalonek.

Karantez: Digor bras oc'h d'ar re all.

Yec'hed: Hopala! Diwallit ouzh ar stress, fall eo evit ar yec'hed hag ar c'hroc'hen.

 

An Tarv - etre an 20 a viz Ebrel hag an 21 a viz Mae

Labour: Ret e vo deoc'h implijout ho parregezhioù: espern, psikologiezh, pe traoù all, evit dont a-benn eus ho strivoù.

Karantez: Pouezus eo deoc'h implijout ho nerzh evit ober c'hoariva.

Yec'hed: Arabat chom da rouzañ war an aod.

 

Gevelled - etre an 21 a viz Mae hag an 21 a viz Even

Labour: Amzer pe frankiz a vank deoc'h evit reiñ plijadur d'an dud all.

Karantez: Gwelloc'h deoc'h chom er gêr gant ul levr karantez bep sadorn noz eget mont er-maez gant mignoned.

Yec'hed: Diwallit ouzh ar virusoù.

 

F.C. ha A.S.

 

 

Lennit Bremañ miz Genver 2008 !

Niverenn Bremañ miz Genver 2008 (niv.315) zo deuet er-maez!

Gouel an douaroniezh e Saint-Dié-des-Vosges, Karta Divskouarn, amzer da zont Kanol Naoned-Brest, Kib ar bed hand-ball ar merc'hed, teknik filmañ ar "performance capture" implijet evit Beowulf, un emgav gant ar skrivagnerez vrezhonek Mich Beyer... Kaoz zo diwar-benn se ha leun a draoù all c'hoazh e-barzh kentañ niverenn Bremañ 2008.

Un teuliad peder fajennad zo bet gouestlet en niverenn-mañ da Vro-Euskadi. Istor ha stad ar vro hiziv, penaos emañ kont gant an euskareg... ur bras-sell a vez kinniget da lennerien Bremañ evit anavezout gwelloc'h ur vro a vez kaoz diouti alies er metoù brezhonek.
Bep miz e kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe 1980, pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org

 

 

Deiziataer 2008 !

 

Deuet eo er-maez deiziataer 2008 ha poent bras eo notenniñ emgavioù ar bloaz a zeu! Gant ur golo plastik glas e liv (warlene ne oa ket bet...), deiziataer 2008, e 4 liv penn-da-benn, a ginnig pep sizhunvezh war div bajenn (stumm "italia"). Kinniget eo pep pajenn en un doare pleustrek-kenañ evit merañ e amzer hag e notennoù personnel. Adkavet e vo, evel-just, un dro-lavar evit pep sizhun, peadra da binvikaat e vrezhoneg hep striv ebet! Ur bern titouroù all a gavot ivez en deiziataer: ar vakañsoù-skol dre dakad, taolenn ar c'hemmadurioù, deiziadur 2009, roll an 200 kevredigezh pe aozadur brasañ o plediñ gant ar brezhoneg pe ar yezhoù bihanniver. Gant e stumm bihan (15x9cm) e c'hellot e lakaat aes en ho sac'h pe en ho chupenn.

 
E gwerzh 12 euro (mizoù-post profet) dre lizher gant Skol an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon. Pgz : 02 99 38 75 83.

sae.bzh@wanadoo.fr
Pe er stalioù a ginnig danvez Breizh.

Gouzout muioc’h hag urzh-prenañ