23 a viz Mae 2005, niv. 57

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Referendom a-benn ur sizhunvezh

 

 

Ur sizhunvezh a chom evit dibab petra respont d'an Danvez-Bonreizh evit Unaniezh Europa, d'ar Sul 29. Bemdez e vez aozet emvodoù bras gant politikerien evit kas war-raok ar "ya" pe an "nann" d'an Emglev. Nicolas Sarkozy, prezidant an UMP, a oa e Roazhon disadorn evit brudañ ar "ya". Philippe de Villiers ha José Bové a oa int e Pariz evit an "nann". Stank-ha-stank e vez roet o ali gant an holl strolladoù. Galvet ez eus tud eus stadoù all Europa evit reiñ un tamm sikour. Kentañ ministr Spagn, José Luis Zapatero, a zeuio da Lille digwener evit skoazellañ François Hollande, sekretour-meur ar PS, evit difenn an Danvez-Bonreizh. Oskar Lafontaine, bet ministr en Alamagn, a c'halvo da votiñ "nann" digwener e Pariz. Lionel Jospin a vo gwelet adarre er skinwel dimeurzh diwar-benn ar referendom. Jacques Chirac a gomzo ivez adarre diwar-benn-se e-kerzh ar sizhun.

Ur sontadeg nevez zo bet embannet hiziv gant Libération hag I-Télé. An "nann" a c'hellfe bezañ trec'h gant 52 % eus ar mouezhioù hervez jedadennoù Louis-Harris, a-enep da 48 % a vouezhioù a-du gant an Emglev.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Priziañ e "roud ekologel"

 

 

Lakaomp e vefec’h war un enezenn distro : pegen bras e rankfe bezañ gorread hoc’h enezenn (douar, morlenn ha mor tro-dro) a-benn ma c’hellfec’h bevañ hag emvastañ, da lâret eo, bastañ d’ho ezhommoù a-fed boued, tommañ, dafar da sevel tiez, aer glan, dour mat da evañ, kuzumiñ ho lastez ?

Ar gorread-se eo ho “roud ekologel”. Aes eo kompren neuze, ma waskit re war hoc’h enezenn gant ho mod bevañ, da lâret eo ma vez brasoc’h ho roud ekologel eget ment an enezenn, e vo start deoc’h chom bev e-pad pell...

Soñjit bremañ n’emaoc’h ket o vevañ war un enezennig met war ur blanedenn, an Douar. Peseurt gorread ho peus ezhomm evit bevañ ? Ret eo gouzout ez eus war an Douar e-tro 3,6 devezh-arat dre zen ha pas muioc’h, pa z’eo roud ekologel ur Gall kement ha 10,6 devezh-arat. Da lâret eo ma vevfe an holl dud e-giz ar C’hallaoued e rankfemp kaout 3 flanedenn, ha ma vevfe an holl e-giz an Amerikaned 5 planedenn... Pezh zo n’eus nemet unan !

 

Na c’hwi, petra eo ho roud ekologel ? Kit da welet :

http://www.wwf.fr/empreinte_ecologique/index.htm

 

emvastañ : vivre en autarcie

 

 

 

 

 

 

 

 

Gouel Skol-Uhel Ar Vro disadorn

 

 

Gant Skol-Uhel Ar Vro e vo kinniget, e Ti Kendalc'h (Sant-Visant-an-Oud), ur gouel a-benn bodañ izili ar gevredigezh, ha dedennañ tud all war ar memes tro. Adalek 2 eur 30 goude kreisteiz e krogo an devezh, gant ur c'hinnig eus labour pep kevrenn e SUAV. Diskouezadegoù a vo tu da welet, ur sonadeg a vo, un tañva d'an dañs, d'ar c'hoarioù hengounel, kontadennoù a vo klevet ivez...

 

Skol-Uhel ar Vro, pgz : 02 97 68 31 10. Lec'hienn : www.institutcultureldebretagne.com. Postel : icb.suav@wanadoo.fr.

 

 

 

 

 

 

 

 

Rugby

 

 

Stad Tolosa hag ar Stade Français a c’hoarie gourfenn Kib Europa disul e Bro-Skos. War-lerc’h ur match e-lec’h ma oa kreñvoc’h an difenn eget an argad a bep tu, Stad Tolosa zo bet trec’h war ar Barizianed. Koulskoude ez eo bet tomm d’an Okitaned oc’h ingalaat da 12-12 er munutennoù diwezhañ eus ar prantad c’hoari hepken. An diforc’h zo bet graet neuze en astennadennoù gant daou gastiz tremenet evit Tolosa hag hini ebet evit Pariz. Setu penaos en deus gounezet Stad Tolosa Kib Europa evit an trede gwech eus e istor, gant un disoc’h 18-12, war skipailh ar Stade Français. Hemañ diwezhañ avat, en deus, kollet ar gourfenn-se evit an eil gwech.

 

Mell-droad

 

37vet devezh R1

Sochaux (10vet) 1–0 Naoned (16vet)

Roazhon (6vet) 4-0 Strasbourg (12vet)

 

37vet devezh R2

Brest (5vet) 0-0 An Oriant (11vet)

An Havr Nevez (15vet) 2-2 Gwengamp (7vet)

 

38vet devezh R1

PSG (10vet) – Roazhon (4e)

Naoned (19vet) – Metz (14vet)

 

38vet devezh R2

Gwengamp (9vet) – Grenoble (10vet)

An Oriant (12vet) – Sedan (4e)

Nancy (1añ) – Brest (7vet)

 

 

 

 

 

 

 

 

Revenge of the Sith – Ranndanevell III Star Wars
(La revanche des Sith)

 

 

Stadoù-Unanet - 2004

Senario ha seveniñ : George Lucas

 

Mil bell zo en ur c’halaksienn bell pell-kenañ... E-kreiz ar brezel e krog ar ranndanevell-mañ. Stourm a ra ar varc’heien Jedi da zifenn ar Republik. Disfiz o deus ouzh ar senedour Palpatine (Ian McDiarmid) a venn brasaat e veli ha dont da vezañ Kañseller Meur. En amzer a drubuilh-se e vo lakaet Anakin Skywalker (Hayden Christensen) da c’hoari ur perzh doubl eus ar re arvarusañ. C’hoarvezet pe c’hoarvezo eo tonket an Jedi yaouank-se da zont da vezañ Darth Vader, aotrou teñval ar Sithed.

 

Setu skoulmet al liamm etre an deir-oberenn gentañ hag eben neuze (nemet e vefe ar c’hontrol). Hag un ibil en istor eo ar film-mañ e gwirionez dre ma vez dizoloet ennañ penaos e oa deuet Anakin eus tu teñval an Nerzh. Kendrec’hus a-walc’h eo ar c’hemm en askre an dudenn greiz-se (arvestoù par a lak keñver-ha-keñver hentad Anakin gant hini Luke) hag ur bern elfennoù all a zeu d’ober al liamm gant ar rannndanevell da-heul (Star Wars IV A new hope, da lavaret eo an hini gentañ...). Sur eo bremañ e chomo an deir-oberenn nevez hini an efedoù ispisial dreist-holl. Direbech eo an touell met dre forzh bezañ badaouet gant kement-se e soñjer a-wechoù e vefe bet tu da lakaat nebeutoc’h a arvestoù fals ha muioc’h a from. Tudenn Padmé zo is-implijet dreist-holl, mantrus eo pa soñjer petra he defe gellet degas d’an istor (ha Natalie Portman he deus diskouezet bezañ ampart war he micher gant he filmoù diwezhañ : Closer ha Garden State).

 

Evit gouzout muioc'h :

http://www.starwars.com/

http://www.starwars.com/episode-iii/

...hag ur bern lec’hiennoù all

 

 

 

 

 

 

 

 

Whitey - The Light at the End of the Tunnel is a Train

 

 

Embannet gant 1234 Records / Pias

 

Titl ar bladenn a zo evel ur manifesto. Pell emaomp amañ eus ar sonerezh elektro boutin : Whitey en deus enrollet e bladenn e-unan e Withechapel (reter Londrez), en ur amprestiñ binvioù e vignoned. Dreist eo memestra an tonioù ijinet gant Nathan Whitey : diaes eo chom diseblant pa selaouer In the Limelight pe c’hoazh Leave Them All Behind ha Can’t Go Out, Can’t Stay In, memes ma seblant an tonioù-se bezañ bet savet e foñs ur c’han-skarzh e dibenn un nozvezh du ha diaes. Hag al levezonoù, neuze ? Death in Vegas pa vezont imoret fall, pe ur seurt New Order trist. Tu’ vo da selaou Whitey e Sant Brieg e-pad Art Rock d’ar Sul 5 a viz Even.

 

 

 

 

 

 

 

 

Miss kollet

 

 

Muzulmaned penn pellañ o doa manifestet digwener e Jakarta. Sevel a raent a-enep embannadur poltredoù Miss Indonezia 2005. Emañ-hi war ar renk evit dont da vezañ Miss an Hollved. Ar wezh kentañ eo d’un Indoneziadez kemer perzh er genstrivadeg-mañ.

"Na werzhit ket divorzhed Indonezia !" o doa goulennet groñs ur 100 bennak a zifennourien eus an islam (FPI). Ar re-se a vez boas da dagañ an tavarnioù a vez kavet "hudur" ganto, ha da lakaat freuz ha reuz e kement degouezh heñvel a zo.

Meur a gazetenn eus ar vro a embanne neuze digwener poltred Artika Sari Devi war o fajenn gentañ. Gant un dilhad-kouronkañ boutin e oa gwisket. Luc’hskeudennet e oa bet gant ar "missed" all e Phuket (Thailand).

Stourmerien an FPI o deus graet ur "c’hast" anezhi. Soñjal a ra dezho eo mezhus e kemerfe perzh Indonezia en ur genstrivadeg seurt-se. Ar priz, a vo roet e dibenn ar miz e Bangkok, a lakaio ar fulor doueel da zirollañ war ar vro adarre, hervezo. Un tsunami ha meur a grenadenn-douar he doa bet ar vro da c’houzañv e dibenn ar bloaz kozh.

Gouarnamant start ar prezidant Suharto a oa kouezhet e 1998, pa oa bet rediet da zilezel e sez goude 32 vloaz e penn ar vro. Difennet e oa bet gantañ ouzh an holl Indoneziadezed kemer perzh e seurt degouezhioù. A-enep talvoudegezhioù ar vro e vije bet. Emañ an traoù o cheñch tamm-ha-tamm memes tra.

Evit klozañ eo ret ouzhpennañ n’eo manifesterien an FPI nemet ur strollad bihan. 90 % eus an 220 milion a Indoneziz zo muzulmaned. Met an darn vrasañ anezho a ya diouzh un islam doujus ha digor.