17 a viz Mae 2004, niv. 13

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

5000 den e Naoned evit degemer Forom Bedel Gwirioù Mad-Den

 

 

Diwar galv ar gengevredigezh "Unanded el liested", enni Kuzul Sevenadurel Breizh ha Breizh Unvan, e oa bet aozet dec'h ur vodadeg vras e Naoned. Ar pal a oa degemer en un douare arouezius Forom Bedel Gwirioù Mab-Den an Unesco a zo dalc'het e kêr-benn istorel Breizh betek dimeurzh.
5000 a oa deuet da hetiñ un "degemer mat e Breizh, e Naoned" da berzhidi Forom an Unesco. Ne vez ket doujet ouzh gwirioù ar yezhoù minorelaet e Frañs, hag e Breizh e vez nac'het d'1,3 milion a dud da vezañ Breizhat dre ma'z eo dispartiet en un doare melestradurel departamant al Liger-Atlantel ouzh peurrest ar vro. Berbered hag Euskariz a oa deuet ivez da skoazellañ ar Vretoned. Dilennidi zo bet gwelet, en o zouez kuzulierien-rannvro an UDB, isprezidant ar Rannvro evit ar politikerezh yezh, ha prezidant Kuzul-departamant al Liger-Atlantel.
Un daol-grenn a vo aozet gant Kuzul Sevenadurel Breizh e serr ar Forom, d'ar Meurzh 18. Standoù ha taolioù-krenn all a vo aozet ivez el Lieu Unique gant kevredigezhioù lec'hel.

Kement ha gouzout hiroc'h : http://www.unesco.org/shs/human_rights

 

 

 

 

 

 

 

 

Grit war-dro ho jardin hep produioù chimik !

 

 

E-kreiz an nevezamzer emaomp hag emañ ar jardinourien o labourat start a-benn kaout jardinoù leun a vokidi kaer hag a legumaj saourus. Siwazh e vez saotrus o obererezh alies-mat abalamour ma implijont kalzik a broduioù chimik : louzeier-geot pe louzeier-amprevaned, ludu ha traoù all c’hoazh.
Ar jardinourien a skign 3 pe 10 gwezh  ar c’hementadoù a vez merket war ar produioù. Soñjal a reer ne vefe ket implijet 90 % eus ar produioù skuilhet er jardinoù gant ar plant hag an nemorant-se a yafe da saotrañ an douaroù hag an dourioù. Ar produioù "biodégradable" zoken, evel ar glyphosate zo noazus-tre ouzh an natur. Diouzh un tu n’a ket ar produioù "biodégradable" da netra diouzhtu-dak, ha neuze e ampoezonont ar plant hag al loened e-pad meur a sizhun pe meur a viz zoken. Diouzh un tu all e c’hell bezañ dañjerusoc’h c’hoazh ar produioù nevez a zeu ur wezh ma vezont diheiet!
Ret eo kaout doareoù all d’ober war-dro al liorzhoù ma vez c’hoant doujañ d’an natur. Diskoulmoù propr zo bet kavet gant al liorzhañ "bio" hag a vez marc’hadmatoc’h alies ouzhpenn.

Kement ha goût hiroc’h : http://www.mce-info.org/pesticides.php

 

 

 

 

 

 

 

 

Diskouezadeg Roland Sénéca

 

 

Galiri ar Faouedig
Ti-kêr an Oriant
Ag an 9 a viz Ebrel d’an 23 a viz Mae 2004

Edan sklêrijenn vrav galiri ar Faouedig e kreiz-kêr an Oriant e vez diskouezet taolennoù divent Roland Sénéca. Ur arzour e-touez ar re vrasañ en arz a-vremañ eo hemañ. Roland Sénéca a zo é chom e penn pellañ hon douar bras e Douarnenez. Pa vez sellet doc’h e daolennoù bras e vezer lakaet e-tal skeudennoù organik, skeudennoù diabarzh mab-den, meskaj difin etre an ene hag ar c’horf. N’eus ket unan a zo pouezusoc’h evit egile a-barzh oberennoù Sénéca. Lonket eo hon daoulagad get al livioù, kollet eo an hent pa glaskan ur merk anavet ha dav eo deomp en em laoskel da veajiñ e maeziadoù arz Sénéca.

 

 

 

 

 

 

 

 

Judo

 

 

Kampionad Europa ar judo zo bet dalc’het e Bukarest en dibenn-sizhun paseet. Un deiziad pouezus e oa evit ar sportourien peogwir e oa plasoù da c’hounit evit ar c’hoarioù olimpek. Skipailh Frañs, a veze sellet outañ evel ouzh unan kreñv, n’eo ket bet d’al live gortozet. Ar wech kentañ eo ne vo ket ur judoka gall e pep rummad. Da skouer n’eo ket deuet a-benn Amina Abdellatif da dapout an trede plas evit mont d’ar c’hoarioù olimpek. A-benn ar fin n’eo nemet teir medalenn arem a vo bet gounezet gant Frederique Jossinet (dindan 48 kg), Benjamin Darbelet (dindan 66 kg) ha Ghislain Lemaire (dindan 100 kg). Droug ebet evito avat p’en deus servijet ar c’hampionad-se da brientiñ ar c’hoarioù olimpek dreist-holl.

 

Mell-droad

 

37vet devezh

 

Auxerre (4e) 2-0 Naoned (6vet)

Gwengamp (16vet) 1-2 Nice (12vet)

Monaco (2vet) 1-4 Roazhon (11vet)

 

Niort (8vet) – An Oriant (4e)

 

Brest (2vet) 1-0 Pau (11vet)

 

38vet devezh

 

Roazhon (11vet) – Montpellier (20vet)

Marseille (7vet) – Gwengamp (17vet)

Naoned (6vet) – Sochaux (5vet)

 

An Oriant – Gueugnon

 

Raon (17vet) – Brest (2vet)

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Broken Wings

 

 

Israel – 2003
Seveniñ : Nir Bergman
Priz ar film gwellañ – Jeruzalem 2002
Priz meur ar film gwellañ ha senario gwellañ – Festival Tokyo 2002

N’eus ket pell ‘zo eo bet kaset d’an anaon an tad gant ur gwallzarvoud. Setu bremañ ar vamm hag ar pevar bugel o klask dougen kañvoù dezhañ pep hini en e vod. Ken dalc’het e vez pep den gant e boan-spered dezhañ e-unan ma teu an darempredoù da vezañ diaesoc’h-diaesañ er familh... betek ma c’hoarvezo un eil darvoud.
Start a-walc’h eo komz diwar-benn ar film-mañ. Gwirionded santadoù an tudennoù eo ar pezh a gont e-barzh istorioù a seurt-se hag e “Broken wings” e vez klevet mat. Kit d’e welet hag e kaso fromm deoc’h.

Kement ha gouzout muioc’h : http://www.brokenwings.co.il/



Da gelaouiñ Roazhoniz hag ar re all

E fin miz Mae hag e deroù miz Even e vo dalc’het en TNB e Roazhon ur c’helc’hiad diwar-benn Billy Wilder. Un digarez a-feson e vo enta da welet (pe da welet en-dro) filmoù ken brudet ha “Kiss me stupid“, “The Seven Year Itch” (Sept ans de réflexion), “Avanti”, h.a.

 

 

 

 

 

 

 

 

Treujennoù-kaol ar bed e Groñvel

 

 

Adalek ar 16 betek an 20 a viz Mae e vo kinniget deoc’h 16vet gouel etrevroadel an dreujenn-gaol poblel. D’ar Yaou 20 e Poullaouen e vo tu deoc’h kejañ gant Adrian Receanu, un arzour eus Moldavia a-raok mont da zañsal en ur fest-deiz. Hag adalek ar Gwener e kendalc’ho ar gouel e Groñvel gant arzourien eus ar blanedenn a-bezh : sonerien eus Albania, Nepal, Turkia pe c’hoazh eus Kuba, a-bep eil gant strolladoù ar vro. Kejadennoù a-bep seurt eta, doareoù liesseurt ganto: baleadennoù pe predoù kanet, digoroù-kalon sonet, filmoù, kenstrivadegoù, diskouezadegoù ha da gentañ tout abadennoù gant strolladoù eus kevandiroù disheñvel o c’hoari asambles. Ur mod da lakaat war wel implij an dreujenn-gaol er vro kement hag hini sevenadurioù all ar bed, da lavaret eo "sonerezh war ar prim", "sonerezh ar straedoù" pe tonioù hengounel.

 

Kement ha gouzout hiroc'h : www.clarinette-populaire.org

Gouel Erwan

Hag e Breizh a-bezh, met ivez e ti ar Vretoned divroet, eus an Havr-Nevez betek Kanada o tremen dre Galedonia nevez, betek fin miz Mae, e vo dalc’het Gouel Erwan/Fest’Yves evit kinnig ha bevañ hor sevenadur ha lidañ Sant Erwan, Sant Patron ar Vretoned hag ar justis.

lec’hienn gouel Erwan : www.festyves-gouelerwan.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Tiramisu

 

 

Danvezioù : ur pakad gwispid "boudoir", ur podad mascarpone, 3 vi, 50 gr a sukr, ur grekad kafe, ur banne amaretto.

Fardañ kafe. Dispartiañ ar gwennoù-vi diouzh ar melenoù-vi. Basañ ar
gwennoù-vi evit sevel gwennoù-vi c'hwezet. Kemmeskañ ar melenoù-vi hag ar sukr a-benn kaout ur meskaj a liv sklaer a-walc'h. Ouzhpennañ ar mascarpone ha kemmeskañ. Lakaat ouzhpenn, tamm-ha-tamm, ar gwennoù-vi c'hwezet. Gallout a reer lakaat ur banne likor bennak er c'hafe (amaretto da skouer). Kemer pep gwispidenn-boudoir ha soubañ anezho e-barzh ar c'hafe. Stummañ ur gwiskad a wispid-boudoir ha goleiñ anezhañ gant hanter ar c'hoaven. Stummañ an eil gwiskad ha goleiñ anezhañ gant ar peurrest. Poultrennañ gant kakao.
Leuskel e-barzh ar yenerez teir eurvezh d'an neubeutañ (gwelloc'h eo ober an tiramisu an neizheur evit an antronoz).