|
|
|
|
|
|
|
17 a viz Mae 2005,
niv. 56 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Prosez
gwalldaol Beslan |
|
|
Hiziv
e krogo prosez ur Tchetchen 24 vloaz, e Vladikavkaz, kêr-benn
Osetia an Norzh. Harzet e oa bet d'an Ne
oa ket deuet a-benn an arme rusian da reizhañ an
traoù. 361 den a oa bet lazhet, e-kerzh argad an arme rusian
dreist-holl. En o zouez 186 bugel, dek soudard, hag ar skipailh
sponterien, war-bouez ar paotr yaouank a vo barnet. An ezel bev
nemetañ eus ar skipailh sponterien eo. Diwar
urzhioù ar brezelour tchetchen radikal Chamil Basaiev e vije
bet aozet gwalldaol Beslan. |
|
|
|
|
|
|
|
Sichant
evel natur miz Mae |
|
|
Ur
c’houlz brav eo an nevezamzer a-benn anaout
gwelloc’h an natur. Kit gant ur wenojenn etre div
c’harzh, war bevenn ur c’hoad. Kantadoù
a vokidi a vo war vord an hent : c’hwervizon,
pav-bran, tommheoligoù, pour-bran... Stouit hag e
weloc’h amprevaned a-leizh o tennañ gounid eus o
sun : balafenned, gwenan, sardon... Dindan o delioù
e kavoc’h c’hwiled, merien ha melc’hwed
krogennek a-vil-vern. Hag e c’halloc’h klevet
violoñs al lammerezed hag ar c’hranked-raden o
seniñ e-touez ar geot. Kanañ
a raio al laboused a-bouez-penn evit difenn o zakadoù. An
drasked, ar boc’hruziged, ar pinted hag ar pennglaoued a vo
foulet o vagañ o re vihan. Ar raned a gano ivez, da serr-noz
dreist-holl. Ha
justamant, e-tro serr-noz, pa vo skuilhet o c’hwezh-vat gant
ar gwezvoud, ho po muioc’h a chañs da welet loened
brasoc’h e-giz ar youc’hed pe al lern. Lent
a-walc’h int ha marteze n’halloc’h
gwelout nemet roudoù o zreid lezet er fank war o
lerc’h pe restachoù o fredoù. Kit
da welet an natur ouez-se a zo just e-kichen ho ti. Gallout a
reoc’h gwelet pegen brav eo... ha pegen bresk eo ivez. |
|
|
|
|
|
|
|
C'hoariva
brezhonek er sizhun-mañ |
|
|
E
Naoned. Fenoz e vo kinniget deoc’h gant Strollad Ar
Vro Bagan "Pezhioù-c’hoari nevez". Tri
fezh-c’hoari berr : "E-kichen ar poull", "An
Intañvez yaouank" ha "Pebezh nozvezh." Ar
pezhioù-c’hoari a vo diskouezet e sal ar Jamet,
kreizenn sokiosevenadurel Bellevue, 25 straed ar Jamet (Tram, linenn
1 : Lore) da 8e30 noz. Ajañs
sevenadurel breizhek al Liger-Atlantel. Pgz :
02 51 84 16 07. acb44@fr.st.
www.acb44.fr.st. E
Roazhon. Arc'hoazh e vo kinniget an hevelep abadenn,
"Pezhioù-c’hoari nevez", gant Strollad ar Vro
Bagan, e Ti Tachenn Veurzh, da 8e30 noz. Skeudenn
Bro Roazhon. Pgz :
02 99 30 06 87. skeudenn@wanadoo.fr.
www.skeudenn.ouestfrance.fr. |
|
|
|
|
|
|
|
Tennis |
|
|
Ur
sizhun a-raok na grogfe tournamant Roland-Garros, ar
c’hoarierien c’hall en em ziskouez.
Amélie Mauresmo, da gentañ, eus ar vegenn abaoe
bloaz dija, he doa gounezet tournamant Roma ar sizhun dremenet. Peadra
da brientiñ Roland-Garros sioul, hi hag a zo atav o klask
gounit he zournamant kentañ eus ar Chelem Bras. Evit dont
a-benn ez embreg gant Yannick Noah, ar c’hoarier gall
kentañ en deus gounezet an tournamant. Eus
tu ar baotred, e vez klevet un anv
aliesoc’h-aliesañ abaoe un nebeud
sizhunioù, hini Richard Gasquet, un tennisour yaouank, 18
vloaz dezhañ. Bet eo dija e hanter-gourfennoù
tournamant Monte Carlo, hag aet e oa ar sizhun paseet betek gourfenn ar
Master Series en Hamburg. An 48vet c’hoarier er bed eo
bremañ er renkadur ATP Race, ha gellout a rafe
bezañ souezhadenn vras Roland-Garros, daoust
dezhañ bezañ chomet hep tremen an dro
gentañ er bloavezhioù paseet. Mell-droad 36vet
devezh R1 Naoned
(15vet) 1-3 Lille (2vet) Lens
(9vet) 5-2 Roazhon (5vet) 36vet
devezh R2 Angers
(19vet) 1-0 Brest (4vet) An
Oriant (13vet) 2-0 Grenoble (10vet) Gwengamp
(8vet) 2-0 Guegnon (12vet) 37vet
devezh R1 Roazhon
(6vet) – Strasbourg (12vet) Sochaux
(10vet) – Naoned (16vet) 37vet
devezh R2 An
Havr Nevez (15vet) – Gwengamp (7vet) Brest
(5vet) – An Oriant (11vet) |
|
|
|
|
|
|
|
Kingdom
of Heaven |
|
|
Stadoù-Unanet
- 2004 Seveniñ
: Ridley Scott Un
heuliad degouezhioù dic’hortoz ha kalet a gas
Balian (Orlando Bloom) d’ar groaziadeg. Gant red e
droioù-kaer ez erru ar marc’heg nevez en Douar
Santel, lec’h m’emañ Roue Jeruzalem o
kenstrivañ gant Saladdin, penn ar Sarrazined, evit
delc’her ur peoc’h bresk-bresk. Met tud atizet gant
o youl-sevel a glask c’hwezhañ war tan ar brezel a
bep tu. Anat
eo pouez kudennoù ar Reter Nesañ war an
istor-mañ. Kevrinoù an darempredoù
beli e diabarzh ur strollad eo dalc’h ar film
kentoc’h eget enebiezh an daou strollad. Pell a
vezañ soutil eo "Kingdom of Heaven" e gwirionez, daoust da
bep tra. Manikean-tre eo a-benn ar fin : ar re jentil zo
jentil-kenañ hag ar re zrouk zo drouk-kenañ. Ha
kaer en deus Balian komz dizehan eus difenn ar bobl e chom ar bobl-se
ezvezant war ar skramm. Brav-eston eo an arvestoù brezel met
tanav eo an danvez a zo a-dreñv siwazh. |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Ha
neuze, soñjal a ra dit e plij ar rock dit ? Tamm
ebet ! E gwirionez out dedennet, hep gouzout dit marteze, gant
ar British Trad Rock, pe zoken ar sonerezh Emo pe Slowcore. Ha te, ar
sonerezh elektronek a blij dit ? Dav dit resisaat da
zibab : kentoc’h Big Beat, pe Latin Freestyle pe
c’hoazh Ambient Breakbeat. Ha fellout a ra dit gouzout pet
pladenn a zo bet embannet gant ar
strollad-mañ-strollad ? Neuze eo dav dit teurel ur
sell war allmusic.com : evit pep strollad/kaner/kanerez e kavi
e/hec’h istor, listenn ar pladennoù embannet
gantañ/ganti hag ur pennad barn diwar-benn pep pladenn ivez.
Daou dra ret : gouzout saozneg (al lec’hienn a zo e
saozneg penn da benn), hag enskrivañ (ur chomlec’h
postel a zo trawalc’h). Da ziwall zo memestra : pa
groger da lenn pennadoù allmusic.com, ez eus riskl bras da
chom da lenn anezho e pad eurvezhioù, ken klok eo an danvez. |
|
|
|
|
|
|
|
Lakait
ho prozh-dindan war wel ! |
|
|
Gwregel-kenañ,
ar brozhioù-dindan zo bet danvez hunvreal ar baotred e-pad
pell, pa oant frammet gant kelc’hioù, karget a
zantelezioù hag a vrodelezhioù. Abaoe ur pennad
koulskoude, ne hañvale den ebet ken bezañ entanet
gant ar pezh-dilhad-mañ, dic’hiziet goude
dispac’h ar bragoù (paneve er
bloavezhioù 70). Evit an hañvezh 2005 avat, e ra
un distro brav ! Gant ur spered romantel, pe heñvel
ouzh ar re a vez gwisket gant merc’hed an termaji, e teu da
astenn he levezon war neuz ar merc’hed bremañ. He
roll pennañ : moanaat dargreiz an den en ur
greskiñ krommenn an divgroazell. Er
bloavezhioù 70 e oa bet lakaet ar brozhioù-dindan
war wel evit ar wezh kentañ. Gant ar memes awen
emañ ar gemenerien hiziv. Reoù dreuzwelus, e
kotoñs, e kroched, liv ar safron pe liesliv, e patchwork, e
moñselin, pe gwriet evel un tutu, a gavoc’h e
gwerzh… Pep hini a c’hello choaz ur pezh-dilhad
diouti. Setu ur c’hiz skañv ha fresk da
heuliañ e-pad an hañv ! |
|
|
|