|
|
|
|
|
|
|
30 a viz Mae 2005,
niv. 58 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
"Ya"
bihan e Breizh, "Nann" bras e Frañs |
|
|
Aet
e oa ar maout gant an "nann" dec'h (54,57 %), e mouezhiadeg ar
c'hwec'hkorn e-keñver an Danvez-Bonreizh evit Unaniezh
Europa. Splann
eo an traoù pa vez sellet ouzh kartenn
Frañs : e tost an holl departamantoù ez
a ar maout gant an "nann". War-bouez Pariz, Lyon hag un darn eus Elzas
ha Savoa... Ha Breizh. N'eus nemet Aodoù-an-Arvor a vefe aet
a-du gant an "nann" er vro (53,28 %). Met n'eo ket splann-tre
trec'h ar "ya" war Breizh a-bezh. War-dro 50,95 % eus ar
Vretoned o defe mouezhiet evit an Danvez-Bonreizh. Gant Il-ha-Gwilen eo
splannoc'h an traoù gant 53,81 % eus ar
mouezhioù oc’h embann "ya". Er
c'hêrioù e vefe bet votet kentoc'h evit ar "ya", e
Ankiniz, ar Baol, Brest, Felger, Gwened, Gwengamp, Kastell-Briant,
Kastellin, Kemper, Naoned, an Oriant, Pondi, Roazhon, Sant-Brieg,
Sant-Maloù... War ar maezioù e vefe bet
lâret "nann" gant ar voterien dreist-holl. Disklêriet
en deus prezidant ar Republik gall, Jacques Chirac, e vefe kemeret
divizoù gantañ a-benn cheñch
politikerezh ar vro. Ur gouarnamant nevez a vo anvet gantañ
e-kerzh ar sizhun moarvat. |
|
|
|
|
|
|
|
Ur
galv a-benn saveteiñ an natur |
|
|
Ingal
e vez graet diskleriadennoù ha promesaoù brav
gant pennoù bras ar politikerezh da geñver penaos
merañ an endro en un doare padus. Siwazh,
ankounac’haet e vezont evit lod anezhe ha chom a reont
didalvoud peurliesañ. Er
mare-mañ e Bro C’hall ez eus dilañs
gant ar politikerezhioù a-benn saveteiñ an natur
ha war gement tachenn zo : takadoù diwallet, al
labour-douar, an energiezhioù padus, an takadoù
gleb, an spesadoù tremeniat, Natura 2000, metoù
ar mor, al loened preizh bras, stad ar skoaziadoù a vez roet
d’ar c’hevredigezhioù a zifenn an natur. Emañ
ar gelaouenn “Terre Sauvage” o paouezsevel ur galv
a-benn sachañ evezh an holl re zo e penn
Bro-C’hall ha reiñ ul lañs nevez da
warez an natur. E-touez ar sinerien gentañ e kaver
Yann-Artus Bertrand, al luc’hskeudenner brudet en deus graet
poltriji eus an Douar eus ur c’harr-nij, pe Alain
Dugrain-Dubourg, prezidant an LPO. Evit
gouzout hiroc’h : takadoù
diwallet : zones protégées takadoù
gleb : zones humides tremeniat :
migrateur LPO :
Ligue Protectrice des Oiseaux |
|
|
|
|
|
|
|
"Brezhoneg
o c'hoarzhin" dimeurzh, |
|
|
Kinniget e vo gant ar strollad Pik Achu, a
vod "fallañ komedianed ar vro", an abadenn "Brezhoneg o
c'hoarzhin" dimeurzh, e Karaez. Da 8 eur 30 noz e vo tu da welet war al
leurenn Glenmor un abadenn fent e brezhoneg, "evit un dornad kakahouet"
eme ar skritell ! Gant ar strollad komedianed yaouank Pik Achu
e vez klasket ober fent gant ar pezh a ra bedig-bed ar vrezhonegerien
hag ar stourm evit ar yezh... N'eo ket fentus a-walc'h bed ar brezhoneg
d'o meno, ha kinnig a reont doareoù dezho o-unan, fin pe
gros, dic'hortoz pe anatoc'h, evit lakaat an dud da c'hoarzhin gant ar
brezhoneg. E-ser roll abadennoù eil Devezh ar
brezhoneg emañ an arvest-se. Disul e vo an devezh gouel, war
tachenn Kerampuilh e Karaez, aozet gant "Dazont ar Yezh". Evit
gouzout hiroc'h : Pôle
Art, pgz : 06 14 64 35 27
pe 06 62 41 34 30. http://www.poleart.net.
http://www.devezh.com. |
|
|
|
|
|
|
|
Mell-droad |
|
|
Setu echu kampionadoù mell-droad
R1 hag R2. Evit ar 4e gwech da-heul, Lyon, ar skipailh gourdonet gant
ar Breizhad Paul Le Guen, zo kampion Frañs. Met, anavezet
eo, Breizhiz zo beajerien, ha Paul ar Gwenn, a vo e lec’h all
er bloaz a zeu. Gérard Houllier zo bet anvet gourdoner nevez
an Olympique Lyonnais. Eus tu skipailhoù Breizh,
diaes-tre eo bet evit Naoned dont a-benn da chom er rummad
kentañ. Roazhon avat, a echu 4e hag a c’hoario Kib
Europa UEFA er bloaz a zeu, ar pezh ne oa ket erruet abaoe 1971. En eil
rummad, Gwengamp eo ar skipailh breizhat a zo en em dennet ar
gwellañ, oc’h echuiñ 7vet. Brest,
war-lerc’h ur bloavezh kentañ en eil rummad, a
echu d’un 9vet plas brav a walc’h. An Oriant, eus e
du, n’en do ket graet gwelloc’h eget an 10vet plas. 38vet devezh R1 PSG (10vet) 1-0 Roazhon (4e) Naoned (19vet) 1-0 Metz (14vet) 38vet devezh R2 Nancy (1añ) 1-0 Brest (7vet) An Oriant (12vet) 2-1 Sedan (4e) Gwengamp
(9vet) 3-1 Grenoble (10vet) |
|
|
|
|
|
|
|
Crimen
ferpecto |
|
|
Spagn, Italia, Frañs -
2004 Seveniñ : Alex de Ampart kenañ eo Rafael (Guillermo
Toledo). Ul lubaner eus ar re wellañ eo, gouzout a oar
diouzh an touellañ evit lakaat an dud da blegañ
d’e youl hep gouzout dezho. Ren a ra war rann an dilhad evit
ar maouezed en ur gourmarc’had Yeyo’s e Madrid,
selloù lugernus e werzherezed paret warnañ. Met
kevezerezh zo etre ar c’hilhog-mañ ha Don Antonio
(Luis Varela) (e penn rann an dilhad evit an aotrounez) evit dont da
vezañ rener an estaj. Mervel a ra Don Antonio dre
wallzarvoud e-kerzh un tabut etrezo. Ar pep gwashañ zo da
zont evit Rafael... Sed
aze un doare dereat da gas e amzer. Arabat eo kaout c’hoant
gwelet ur film soutil met peadra zo amañ da gaout un tamm
dudi hep na vefe droch an istor penn-kil-ha-troad. C’hoarzhin
a reer a galon ouzh un istor troet-kaer ha pa vefe klasel
a-walc’h an abeg. Ul lip-e-bav eo tudenn Rafael ar pabor hag
aergelc’h kitsch ar bloavezhioù 80. Evit
gouzout hiroc'h : http://www.clubcultura.com/clubcine/clubcineastas/delaiglesia/crimenferpecto/sinopsis.htm |
|
|
|
|
|
|
|
Whitey
- The Light at the End of the Tunnel is a Train |
|
|
Embannet
gant 1234 Records / Pias Titl
ar bladenn a zo evel ur manifesto. Pell emaomp amañ eus ar
sonerezh elektro boutin : Whitey en deus enrollet e bladenn
e-unan e Withechapel (reter Londrez), en ur amprestiñ
binvioù e vignoned. Dreist eo memestra an tonioù
ijinet gant Nathan Whitey : diaes eo chom diseblant pa
selaouer In the Limelight pe c’hoazh Leave
Them All Behind ha Can’t Go Out,
Can’t Stay In, memes ma seblant an
tonioù-se bezañ bet savet e foñs ur
c’han-skarzh e dibenn un nozvezh du ha diaes. Hag al
levezonoù, neuze ? Death in Vegas pa vezont imoret
fall, pe ur seurt New Order trist. Tu’ vo da selaou Whitey e
Sant Brieg e-pad Art Rock d’ar Sul |
|
|
|
|
|
|
|
Steredouriezh |
|
|
Ho
sin eo sin aer kentañ ar bloavezh. Prederiet e vezit gant
kudennoù brud ha skeudenn alies. Kizidik oc’h ouzh
mennozhioù nevez ar mare, plijout a ra deoc’h
heuliañ ar c’hiz. Micherioù ar
c’hehentiñ, ar skeudenniñ hag ar
prezegenniñ a vez diouzhoc’h. Gant ho spered
korvigellek ha lemm, oc’h kalonekaet gant ar
cheñchamantoù. Ne blij ket deoc’h koll
hoc’h amzer. Emgar pe brokus e vezit, rak
cheñch-dicheñch oc’h : an
hanter ac’hanoc’h zo oberiant, an hanter all a sell
pizh ouzh an oberoù hag a sav
evezhiadennoù ! Betek
miz Here, e vo gwall leun ho puhez sokial hag un istor karantez a
c’hellfe diwanañ. Souezhadennoù a-leizh
a c’hortoz ac’hanoc’h war an dachenn-se,
ma’z oc’h dieub. Diwallit memestra, arabat
bezañ dirollet ha koll ho skiant-vat. C’hwi hag a
vev gant unan all, grit ho mad eus un aergelc’h plijus hag
entanet. Evit a sell ouzh al labour e vo skañvoc’h
an traoù. Deoc’h-c’hwi da vont war-raok
ha da glask ober traoù nevez…ha foll un tamm
marteze. |
|
|
|