|
|
|
|
|
|
|
4 a viz Ebrel 2005,
niv. 50 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Yann-Baol
II aet da Anaon disadorn |
|
|
Diaes
e oa chom hep bezañ klevet keleier (ha kleier) evit kemenn
marv ar Pab Yann-Baol II, disadorn abardaez. 100 000 den a oa
bodet war plasenn Sant-Pêr Roma er Vatikan evit
lidañ oferenn dec'h e koun Yann-Baol II. Douaret e vo
digwener, kaset e gorf e kev penniliz Sant-Pêr Roma. Bet
ganet e 1920 e Wadowice, ar Polonad Karol Wojtyla a oa bet lakaet da
Bab e 1978. Diskouezet e vez er c'helaouennoù evel ur Pab
bet oberiant-kenañ en Trede Bed, o klask nevesaat an Iliz ar
muiañ ar gwellañ evit tostaat an aozadur relijiel
ouzh Gwirioù Mab-den. Daoust da se e vez gwelet ivez evel un
den zo bet strizh war tachennoù zo, evel an
hilastaliñ* da skouer. Ar
Pab nevez a vo anvet gant ar 117 kardinal mouezhier, pa vint bodet
holl, 15 pe 20 devezh goude marv ar Pab kozh. Er Chapel Sikstin e vo an
divizoù etre ar gardinaled. N'eus prantad amzer resis ebet
evit dilenn ar Pab nevez goude-se. Ret eo e vefe a-du ar
brasañ niver a gardinaled war un anv. Hilastaliñ : contraception. |
|
|
|
|
|
|
|
Tommerezh
tredan |
|
|
Deut
eo an nevezhañv hag e amzer glouar en-dro. N’eus
ket ezhomm da dommañ an tier kement-se bremañ. Ha
gwell ha se : er mod-se e vez implijet nebeutoc’h an
tommerezh tredan, an tommerezh koustusañ ha
saotrusañ zo. Evit gwir, evit kaout 1 kWe tommerezh tredan
eo ret produiñ 3,6 kWe tommder en ur greizenn dredan
abalamour d’an energiezh a vez kollet pa vez kaset
d’al lec’hioù ma vez implijet.
Ouzhpenn-se e ra an tommerezh tredan 13 % eus an tredan a vez
bevezet en holl e Bro-C’hall, pezh a dalv 8 reaktour nukleel. Perak
emañ an tommerezh tredan o tiorren neuze ? Peogwir
ne goust ket ker da staliañ ha diwar se e plij
d’ar berc’henned o deus c’hoant da
feurmiñ lojeiz. Pezh zo eo ker-ruz an implij anezhi ha
drastus eo pa vez staliet el lojeizioù sokial (difuet fall
alies ivez). Abalamour da se e talvez ul lodenn vat eus ar
sikourioù sokial goude ar goañv da
baeañ ar fakturennoù tredan na
c’hallont ket bezañ paeet. Brav e vefe neuze ma
vefe c’hoant espern arc’hant ha saotrañ
nebeutoc’h, diorren doareoù all da
dommañ : gaz, koad, heol, difuiñ
gwelloc’h an tier ha strishaat implij an tommerezh tredan
e-giz ma vez graet e broioù all evel Alamagn, Suis pe
Danmark. |
|
|
|
|
|
|
|
"Kig
ha Faltazi" |
|
|
Strollad
c'hoariva Skol an Emsav, Barzhanoff, a ginnigo un abadenn d'ar "Loc’het
mat e oa an istor avat... Ur dra bennak a oa war ar stern... Peadra da
eilpennañ bed ar c’higerezh-moc’h. Ul
labouradeg, ur mekanik, tri implijad hag ur stilo Bik : setu
elfennoù un embregerezh peurvat. Met
diflukadenn Jacky a blanto reuz e red an darvoudoù. Den ne
oar petra an diaoul a c’hoarvezo e-barzh an tachad kloz-se
lec’h ma teuio war wel askre pep tudenn tamm ha tamm..." 6
euro, 4 euro evit ar studierien hag an dud dilabour. Digoust evit ar
vugale. Kement
ha gouzout hiroc'h : |
|
|
|
|
|
|
|
Rugby |
|
|
Tri
c’hlub eus Frañs a c’hoarie
kardgourfennoù Kib Europa en
dibenn-sizhun-mañ : Biarritz, Tolosa hag ar "Stade
Français" (skipailh eus Pariz). Tri c’hlub hag a
vo adkavet e hantergourfennoù an Mell-droad 31vet
devezh R1 Roazhon
(10vet) 1-0 Bastia (19vet) Auxerre
(5vet) 2-1 Naoned (13vet) 32vet
devezh R1 Naoned
(15vet) – Lyon (1añ) Tolosa
(6vet) – Roazhon (8vet) 31vet
devezh R2 Brest
(6vet) 2-0 Sedan (4e) Amiens
(13vet) 1-1 Gwengamp (12vet) Créteil
(19vet) 2-0 An Oriant (14vet) 32vet
devezh R2 Chateauroux
(6vet) – Brest (4e) Gwengamp
(12vet) – Clermont Foot (18vet) An
Oriant (14vet) – Reims (15vet) |
|
|
|
|
|
|
|
De
battre mon coeur s’est arrêté |
|
|
Frañs
- 2004 Senario
ha seveniñ : Jacques Audiard Itrikañ
a ra Tom (Romain Duris) e metoù ar gwerzhañ tiez.
Ur mailh eo evit lakaat ar prizioù da greskiñ,
skarzhañ tud diloj deuet da gavout bot e ranndioù
goullo, skeiñ gant dleourien a feiz fall. Dinec’h
eo deuet ar paotr da vezañ un truantig dister diwar atiz e
dad (Niels Arestrup). Met un den anavezet a-gozh a vroudo
anezhañ da heuliañ roudoù e vamm ha da
zizoleiñ en-dro e zonezon evit ar seniñ piano. Ur
sell zo aze war emdroadur an darempredoù etre mab ha tad pa
ya an eil war wanaat. Talvezout a ra ar film-mañ abalamour
da c’hoari Romain Duris dreist-holl : re laouen omp
oc’h adkavout anezhañ en e stumm
gwellañ. Peadra zo da zisoñjal e
"Arsène Lupin" da viken. Da
gelaouiñ ar filmgarourien, eil doare gall ur film bet troet
er Stadoù-Unanet da gentañ eo ("Fingers", 1978).
N’eo ket ar c’hontrol evit ur wech. |
|
|
|
|
|
|
|
The
Dresden Dolls – The Dresden Dolls |
|
|
Embannet
gant Roadrunner Hopala
tudoù ! Poent eo deoc’h klokaat ho
keriaoueg diwar-benn rummadoù ar rock, rak ur rummad nevez a
zo bet ijinet gant The Dresden Dolls : kabaret-punk an hini
eo. Da lavaret eo ? Daou zen, levezonet gant
c’hoariva Brecht hag ar rock. Ha petra eo an
disoc’h war ur bladenn ? Taboulinoù,
mouezh ur plac’h o kanañ hag ur piano, mui un
nebeud binvioù all. Ma c’hall ar bladenn
seblantout diaes da selaou er penn kentañ eo ret kemer amzer
d’he selaou meur a wech, a-benn bezañ boazet gant
son The Dresden Dolls (krogit gant The Jeep Song pe Coin-Operated Boy).
Kemerit amzer ivez da sellout ouzh al levrig (brav-kenañ)
gant ar c’homzoù hag a bep seurt
skeudennoù. Video an ton Girl Anachronism a gaver ivez war
ar bladenn. Evit
gouzout hiroc’h : www.dresdendolls.com |
|
|
|
|
|
|
|
Crumble
gant per, bananez ha chokolad |
|
|
Danvez :
5 perenn, 2 vananezenn, 25 gr a jinjebr koñfizet. Evit
ar bruzun : 100 gr amann, 100 gr bleud, 60 gr poultr
alamandez, 100 gr sukr poultr, 2 loiad vras a gakao poultr, 100 gr
greun chokolad. Raktommit
ar forn (tommder 6 / |
|
|
|