|
|
|
|
|
|
|
11 a viz Ebrel 2005,
niv. 51 |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Adwelet
e vo barnidigezh Guillaume Sezneg |
|
|
Hiziv
goude-kreisteiz ez eus bet divizet gant Bodad Adwelet ar
C'hondaonidigezhioù e vefe adstudiet barnidigezh Guillaume
Sezneg. Kondaonet e oa bet e 1924 d'ar galeoù e Gwiana, evit
muntr e vignon Pierre Kemener, kuzulier-departamant Penn-ar-Bed d'ar
mare-se. N'eus bet adkavet korf ebet. Ouzhpenn
50 vloaz zo eo aet Guillaume Sezneg da Anaon, lezet e oa bet da vont e
1947. Abaoe 80 vloaz e stourm ar familh Sezneg evit ma vefe
adc’hraet ar prosez, hag advarnet Guillaume Sezneg. Er
stourm-se emañ mab-bihan Guillaume, Denis le Her-Sezneg,
eñ tost da 60 vloaz hiziv. Savet en deus ul levr, krouet ur
gevredigezh, komzet diwar-benn an afer-se d'ar mediaoù...
Gouestlet en deus e vuhez e koun e dad-kozh. Un diviz a-bouez-bras
evitañ hag e familh a zo bet roet hiziv gant ar Bodad
Adwelet. Gant al Lez-varn Adwelet e vo graet war-dro an teuliad. E
dibenn an adweladenn e c'hellfe Guillaume Sezneg bezañ
lakaet digablus. |
|
|
|
|
|
|
|
REACH |
|
|
Hervez
kont ez eus Pal
al leviadenn europat "REACH" eo gwareziñ gwelloc’h
an dud diouzh an danvezioù kimiek. Diwar ar leviadenn-se e
vo d’ar broduerien prouiñ eo yac’hus o
froduioù a-raok kaout gwir da werzhañ anezhe. Stourmet
e vez ouzh al leviadenn-se gant lobby ar greanterezh kimiek hag ar
Stadoù-Unanet. Padal ne gousto ar
cheñchamantoù-se nemet 0,05 % eus sifr
kengreadur ar greanterezh kimiek. Eus an tu all e vo divent ar gounid
e-keñver yec’hed an dud hag gwareziñ an
endro. Evit
gouzout hiroc’h : www.chemicalreaction.org. galloudoù
publik : les autorités publiques. leviadenn europat : directive
européenne. Sifr kengreadur : chiffre
d’affaires. |
|
|
|
|
|
|
|
"Kig
ha Faltazi" |
|
|
Strollad
c'hoariva Skol an Emsav, Barzhanoff, a ginnigo un abadenn d'ar "Loc’het
mat e oa an istor avat... Ur dra bennak a oa war ar stern... Peadra da
eilpennañ bed ar c’higerezh-moc’h. Ul
labouradeg, ur mekanik, tri implijad hag ur stilo Bik : setu
elfennoù un embregerezh peurvat. Met
diflukadenn Jacky a blanto reuz e red an darvoudoù. Den ne
oar petra an diaoul a c’hoarvezo e-barzh an tachad kloz-se
lec’h ma teuio war wel askre pep tudenn tamm ha tamm..." 6
euro, 4 euro evit ar studierien hag an dud dilabour. Digoust evit ar
vugale. Kement
ha gouzout hiroc'h : |
|
|
|
|
|
|
|
Maraton |
|
|
N'eo
ket ken brudet a Maraton Pariz (redet disul ha gounezet gant ar
C’henyan Salim Kipsang). N'eo ket "Maraton an traezh", evel
ma vez anvet, ur redadeg a eil renk koulskoude. E-pad 6 devezh, e
tommder Sahara Su-Maroko (a c’hell tizhout Mell-droad 32vet
devezh R1 Tolosa
(6vet) 0-2 Roazhon (8vet) Naoned
(15vet) 2-2 Lyon (1añ) 33vet
devezh R1 Bourdel
(12vet) – Naoned (16vet) Roazhon
(5vet) – St-Etienne (9vet) 32vet
devezh R2 Chateauroux
(6vet) 1–2 Brest (4e) Gwengamp
(12vet) 3–1 Clermont Foot (18vet) An
Oriant (14vet) 3–1 Reims (15vet) 33vet
devezh R2 Créteil
(17vet) – Gwengamp (11vet) Brest
(4e) – Montpelhier (5vet) Le
Mans (3e) – An Oriant (13vet) |
|
|
|
|
|
|
|
Million
Dollar Baby |
|
|
Stadoù-Unanet
- 2004 Seveniñ
: Clint Eastwood Oscar
ar film gwellañ Oscar
ar seveniñ da gClint Eastwood Oscar
an aktourez wellañ gant ur pennroll da Hilary Swank Oscar
an aktour gwellañ gant un eilroll da vMorgan Freeman Golden
globe ar sevener gwellañ da gClint Eastwood Golden
globe an aktourez wellañ da Hilary Swank N’eus
tra ebet gant Maggie (Hilary Swank) nemet ur youl divent. Fellout a ra
dezhi e vefe graet war he zro gant Frankie (Clint Eastwood), an
embreger nemetañ a c’hello –
d’he soñj – kas anezhi da gampionez
boks. Hag ur youl divent a ranko Maggie kaout e gwirionez evit lakaat
an den kozh-se da reiñ skoaz dezhi. "Tough
ain’t enough" (kalet n’eo ket a-walc’h),
setu ar pezh a vez embannet gant Frankie/Eastwood en e
gomzoù koulz ha war e voger. Denel-kenañ eo en e
greiz avat, hag ar memes tra eo gant ar film en e-bezh.
Heñvel-tre ouzh Clint Eastwood e-unan eo moarvat :
un deneridigezh dispar gwisket gant ur maskl dir. N’eus nemet
familh Maggie a c’heller kaout keuz n’eo ket ken
soutil hag ar peurrest eus "Million Dollar Baby." Evit
gouzout muioc'h : http://milliondollarbabymovie.warnerbros.com/home.html |
|
|
|
|
|
|
|
The
Fall – The Real New Fall LP (Formerly Country on the Click) |
|
|
Embannet
gant Action Records Piv ?
The Fall. Da lavaret eo Mark E. Smith, ar c’haner, hag e
sonerien (int a zo skarzhet ha degemeret hervez imor Smith). Abaoe
pegeit ? 25 bloaz. Pelec’h ? Manchester
(evel-just, eme tud’ zo). Hag
ar sonerezh, neuze ? Evel boaz. P’emañ an
holl o prederiañ war "distro ar rock", The Fall a ra rock da
vat. Tonioù savet war nebeut-tre a notennoù,
mouezh ar c’haner o tremen dre a bep seurt siloù
hag e zistagadur ispisial (evit ur wech e c’haller kompren un
nebeud gerioù), luskoù prim. Ar re a zo plijet gant ar
vell-droad a vo laouen gant "Theme from Sparta FC", ar re a zo o chom
war ar maez hag a gav hir o amzer a gano "I hate the countryside so
much" war "Contraflow", hag an holl a zañso diroll en ur
selaou "Open the Boxoctosis #2") ; Distro ar rock,
neuze ? Ne
oa ket aet kuit. Evit
gouzout hiroc'h : http://www.visi.com/fall/ |
|
|
|
|
|
|
|
Tartezenn
Tatin gant abrikez |
|
|
Danvez : Raktommit
ar forn e 120 derez (tommder 4) Digorit
pep abrikezenn e daou, lamit ar mein. Lakait an amann hag an eoul da
dommañ en ur baelon. Lakait an tammoù abrikez da
veleniñ a bep tu e-pad div vunutenn. Arabat dezho dont da
vezañ blot. Lakait anezho a-gostez war baper-splu. Basit ar
melenoù-vi gant ar sukr hag an dienn fresk. E
foñs ar moull-tartez, pozit an hanterennoù
abrikez, an diavaez war an houarn. Lakait warno ar
c’hraoñ pin krazet ha bannit an dienn. Pozit an
toaz bresk war-c’horre en ur deurel evezh d’e
begañ mat ouzh bord ar moull. Lakait da boazhañ
er forn e-pad 10 munutenn. Goude, kreskit an tommder betek 6 /
180° ha laoskit 20 munutenn da boazhañ
c’hoazh. |
|
|
|