|
|
|
|
|
|
|
29 a viz Meurzh 2004, niv. 6
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Cheñch
tu gant Kuzul-rannvro Breizh |
|
|
Adalek
dec'h da noz, 8 eur, e oa bet embannet e oa tost da holl
rannvroioù Frañs o vezañ gounezet gant
ar gostezenn gleiz. N'eo ket bet disheñvel an
traoù e Rannvro Breizh, 58,8 % eus ar mouezhioù
zo aet gant listenn Jean-Yves an Drian (PS-PC-PRG-Ar Re C'hlas-UDB).
Rankout a ra Josselin de Rohan (UMP-UDF) kuitaat renerezh ar
C'huzul-rannvro gant 41,2 % eus ar mouezhioù. Ar rannvro
lec'h m'emañ al Liger-Atlantel zo bet kollet ivez gant
François Fillon, ministr an Aferioù Sokial
koulskoude. |
|
|
|
|
|
|
|
Prizius
eo an dour, espernomp anezhañ |
|
|
Spontus
eo kalite an dourioù e Breizh ken ez eo : emañ ar
stêrioù hag ar gwazhioù-dour o vervel
ken leun int a nitratoù hag broduioù chimik a bep
seurt, aliesoc’h-aliesañ e vez lanvioù
glas war an aod. A-benn ma vo dour a galite diwar ar c’hog eo
ret postañ muioc’h-mui a arc’hant
e-barzh louzaouiñ anezhañ, pezh ne zegas gounid
nemet da embregerezhioù etrebroadel an dour. |
|
|
|
|
|
|
|
Rémi Blanchard |
|
|
Mirdi
an Arzoù Kaer |
|
|
|
|
|
|
|
Rugby |
|
|
Echuet
eo bet tournamant ar 6 broad en dibenn-sizhun-mañ.
Bro-C'hall, evit an 8vet gwech eus he istor, zo deuet a-benn d'ober ar
"chelem bras". Goude un heuliad matchoù difazi ez eo bet
trec'h ar c'hilhog gall war 15 c'hoarier ar rozenn eus Bro-Saoz
disadorn paseet (24-21).
Koulskoude, e selle tout an dud ouzh Bro-Saoz evel an hini a oa da
c'hounit goude o flas kentañ e kampionad ar bed un nebeud
mizioù zo. War-lerc'h bezañ kollet ur wech
kentañ a-enep Iwerzhon (13-19), o
chañsoù a oa deuet da vezañ bihanoc'h
en un taol. Er c'hontrol, Bro-C'hall gant kement a grogadoù
gounezet hag a vatchoù c'hoariet he deus diskouezet d'an
holl e oa ret kontañ ganti bremañ. Mell-droad 30vet
devezh |
|
|
|
|
|
|
|
Hentoù
treuz (Chemins de traverse) |
|
|
Bro
Frañs (2004) |
|
|
|
|
|
|
|
"Un
darvoud dister" |
|
|
Penaos
e vehe ar vuhez mard e kouezhehe ur vombezenn nukleel war gourenez
Kiberen ? Youll Hetilan en deus skrivet un istoer berr àr an
tem se. An den a gomz a zo é chom e karter Kerwenaneg, en
Oriant. Ne c’hell ket mont er-maez, peogwir emañ
difennet get ar polis hag an arme... “Un darvoud
dister” zo un danevell divyezhek skrivet e brezhoneg e penn
kentañ ha troet e galleg get an oberour. |
|
|
|
|
|
|
|
Ar
c’hoarezed Olsen |
|
|
Ha
soñj hoc’h eus eus an abadenn Ar fest er
gêr ? Enni e c’hoarie ur
plac’hig rol Michelle. Gevellezed en c’hoarie e
gwirionez : Ashley ha Mary-Kate Olsen. Aet eo ar re-se war goshaat, ha
ma kendalc’hont da gas o micher aktorezed o deus roet
lañs ivez d’ul linenn dilhad klok : dilhad-dindan,
dilhad-sport, botoù, seier, togoù,
produioù kened. Pep tra a vez kinniget d’ar
c’hrennardezed diwar stil an div c’hoar. En Time,
en un enklask diwar-benn galloud ar merc’hed e bed ar
c’hiz, e teuont d’ar pevare plas (goude Rose-Marie
Bravo, renerez Burberry, Miuccu Prada, hag Anna Wintour, renerez Vogue)
aloubet ganto marc’had ar c’hrennardezed. Hag int
hag a dapo 18 vloaz e miz Even, a zo pep a 150 million $ o
c’hortoz anezho evit o deiz-ha-bloaz… |
|
|
|